Guy Le Morzadec, deus Pellann
Guy Le Morzadec, deus Pellann, a zo bet blenier (« chauffeur ») ha mekanikour e-pad e vuhez.
Daoust dezhañ boud brezhoneger ampart, en doa kavet diaes kontañ kaoz gant tud bro Gwengamp…
Yvon Denez, deus Kervaria Sular
Yvon Denez, deus Kervaria Sular, a gont eomp penaos e c’hoarie ‘barzh strolladoù musik pa ‘oa yaouank,
ha diwezhatoc’h en deus bet dalc’het un olstaliri. Hag a-wechoù ‘save jeu etre ar pratikoù !
Jean-Claude Quéniat, deus Plougraz
Jean-Claude Quéniat, deus Plougraz, a zo bet saver kezeg ‘pad e vuhez, hag a zispleg deomp
penaos ‘veze aozet an traoù gwechall ha bremañ, evit sevel ur ouenn kezeg a rumm da rumm.
Continuer la lecture de « Jean-Claude Quéniat, deus Plougraz »
Yann-Ber Piriou, deus Plouillio
Yann-Ber Piriou a zo bet kelenner er Skol Veur war ar brezhoneg. Kont a ra deomp penaos eo bet kollet tamm ha tamm ar skridoù kozhañ e brezhoneg, dre ma ne oa den ebet ken kad da lenn ar yezh
er familhoù ma veze dalc’het seurt skridoù enno.
Lec’hienn nevez Komzoù Brezhoneg
Setu amañ pajenn kentañ lec’hienn nevez ar raktres « Komzoù Brezhoneg ». Degaset hon eus amañ kement video ha testenn bet embannet betek-hen war lec’hienn Skol Vreizh. A-benn nebeud e vo ouzhpennet pennadoù nevez. Ken tuchant !
Voici la première page provisoire du nouveau site du projet Komzoù Brezhoneg. Vous y retrouverez toutes les vidéos et textes publiés jusqu’ici sur le site de Skol Vreizh. Nous y ajouterons bientôt de nouvelles vidéos. A bientôt !