Gwechall ez ae Michel Carpy da gestel evit ar c’hure en e garter deus parrouz Plougernevel. Kont a ra deomp penaoz e rae tro ar bourk, en ur ehan a-wechoù en ostaleri !
Victor Tromeur a oa soner er baloù. Displeg a ra deomp penaos e veze aozet ar baloù goude ar brezel, ha pegen fall e veze gwelet ar sonerion gant ar veleion, argaset ganto a-wechoù memeus : ar re-se o doa kalz a levezon c’hoazh war ar maezioù d’ar poent-se…
Daniel Bieuzent a oa kalvez ha aozer meurb, da heul e dad. Kontañ a ra deomp peseurt koad a veze prenet gantañ evit ober meurbl, fenestroù, savadurioù-kalvez…
Jean-Michel Le Cunff ‘zo bet maer Lokmac’hloù, hag e gont deomp penaos e oa c’hwec’h chapel (ha kemet ‘rall a bardonioù) war ar a barrez gwezh-all, ha petra ‘zo c’hoarvezet gant lod anezho abaoe.
Jeannette Diraison a zo bet o terc’hel ur preti a aoze frikoioù eured, hag e kont deomp petra he deus bet gwelet, traoù fentus ha traoù souezhus a-wechoù !