Denis Le Bozec, Langonned

Denis Le Bozec a gont deomp dre ar munud penaos en deus bet chaseet giboes a-bep-seurt epad e vuhez.

Lors : Penvar’…pegoulz ‘peus …’peus komañset chaseal koa …’peus …’peus komañs’t… ‘peus bet soñj mont da chaseal « euh » petram’ ho tad pé ho…ho…ho preur henañ ‘rae…

André : « Euh » ur breur ‘ma ya a chasee è med ‘oa ket met’…’oa ket met’ eun

Lors : Ha…

André : Diwar « euh » ‘nomp

Lors : Ha gouie a rae lak’ pechoù è

André : A nann

Lors : A nann…

André : A nann meu’ che bet « euh » nann

Lors : Peu’ che’ bet nann

André : Nann nann ‘m eu’ chet …m’eu’ chet ur spered brakonier ‘giz vé laret pé bigrier

Lors : Bigrier ya ya (& pechaouaer)

André : Ama’ wè ket lar’t bigrier …n’é ket…n’é ket ane’et amañ

Lors : Nann nann amañ ‘vé lar’t brakonier

André : Ya ya brakonier

Lors : Ya ya sete pegours ‘peus …’peus…’peus komañset chaseal koa

André : « Euh » beñ blâ …blâ war-lerc’h ma c’hoñje deustu

Lors : A deustu

André : Ya

Lors : Hag d’ar poent-sé ‘vize ret paseal « permis » pé « euh »

André : « Euh » pas pas ya o nann nann er maré-sé ‘oa ket kont doh an dra-se …nann nann

Lors : Nintra ‘met preno ur fusul

André : Ma ‘pa arc’hant wi’ paeo ho « permis « ‘oa mat koa

Lors : A ya sete ‘wize ket « examen » na…

André : Nann nann

Lors : Mann ebet koa …

André : Bromen ‘vé graet un tamm « pratique » koa ga’ ‘r « fusil » ha tout « euh »

Lors : Ya

André : Ahe ‘vec’h goulennataet un tamm koa

Lors : Med dija ‘oa fuzulioù ‘ba’ ‘r gêr …ga’ ho preur pe g’a ho tad ‘michañs

André : A nann me zad…me zad ‘neu’ che’ bet chaseet james nañ

Lors : A nann

André : Nann nann m’eu’ che bet ‘met ar breur-sé

Lors : Hmm hmm hag c’hwi ‘peus bet chas da… d’hont da chaseal…

André : Ya betek daou vil seitek

Lors : Peseurt chas ‘oé

André : « Euh » beñ chas « Fauve…Fauve de Bretagne » peseurt mod…

Lors : « Fauve de Bretagne « ya

André : Ya…med…beñ ‘oa kentoc’h wi’ …wi’ er youc’h « chevreuil » koa pé…pé al louarn

Lors : Al louarn

André : Ya

Lors : A ya

André : Ha chas ac’h ae dija ‘ba ‘n hent heñ

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Ha pe…ped ‘peus bet

André : O dre tout …o ma doue

Lors : Med c’hwi…c’hwi ‘peus ket bet…

André : Ar nombr ‘m eus ket bet ‘spenn tri james nann…nann

Lors : Nann …hag ar re-se ‘oé …oé…oé…

André : Ha da gomañs ‘m eus bet re… chach…chach kouchant eué

Lors : Chas kouchant peseurt difers just ‘wac’h ‘zo ‘tre chas kouchant hag ar re ell

André : A beñ ar chach kouchant a zo…zo ‘wi ar…ar jiboej pluñv koa

Lors : Ya ar c’hefeleg hag « euh » …

André : Ya …ar fezanted ha klujiri koa

Lors : Ya ya

André : Med hend-ell…hend-ell ‘r re ell ‘zo chach…chach red koa

Lors : Chach red ya…ya ha just ‘wac’h… med c’hwi ‘zo bet ‘chaseal névé’ zo ahe

André : Ya beñ dec’h

Lors : Dec’h ‘oa ya

André : Ya

Lors : set’ ‘zo bet tapet … pas tapet med bloñset ur… ur pemoc’h goueñ

André : Ya ya ya ‘m eus ka’et dies pugur ‘oa dleet din bout tenn’t nañ ha ‘m eu’ che grait koa pugur ‘uien’ ket ‘oa…’oa bet-haon beñ pistiget dija araok …tennet dija araok

Lors : A bon

André : A ya ha war-lerc’h ‘neum bet klask’t naon war kilometrajoù memes heñ

Lors : Ya

André : A ya ya med …nann nann derc’het …derc’het ‘na da vont ‘trezek…

Lors : Da venn

André : Koad Konvao aze

Lors : Koad Konvao

André : Ya ya…ya

Lors : sete ‘peus lesket nañ…

André : Ya

Lors : Med un all zo bet…’zo bet tapet memes tra…

André : Ya …dec’h aba’dae ya ya or pezh hain to’ …tost da daou c’hant lur heñ

Lors : Daou c’hant lur

André : Ya

Lors : A ya

André : ya …ya ya eun…eun all zo bet tennet ‘vé med « bon »…an hain n’eus tennet nañ …ar chas’our e oa e dewe…dewouz kentañ …e zewouz kentañ daoñ

Lors : A ya

André : Ha ‘oa bet ‘ba …’b’ar Faoued da vitin ha ‘na tapet or …or « chevreuil » ur youc’h

Lors : Ya

André : ‘A oa kontant tre-añ doh e zewouzh kentañ

Lors : Beñ ya c’hat

André : Ya

Lors : A ya

André : Ha amañ tammig muioc’h ‘nehe bet « euh » med ‘n hain …’n hain…’n hain…’n hain ‘oa tal daoñ « euh » uiè ‘oa …’oa-heñ e… ga’ e zewouzh kentañ ha ‘na lesket naoñ da denno a beñ mac’hat n’eus gorteit un tammig re ha warlerc’h e e e …’fiñ eñ ‘na ur garabinenn koulskoude med « bon » ‘na ket tenn’t ‘met un tenn nañ… ‘ouian tchet

Lors : A ya

André : Ya

Lors : Ha n’eus tapet nañ memestra koa

André : A pas pas heñs zo aet kuit

Lors : A pas eñ zo aet kuit …a ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm

André : ‘Veint ket tapet tout è hañ

Lors : O beñ nann nann …nann nann

André : O med me ‘lar doc’h …pa…pa veint …ar reu-se …ar reu-se ‘c’h a founnus ‘wac’h heñ

Lors : A ya

André : O ya

Lors : Ya ya ya …ha daoust de-geñ a jom lapin…lapined ‘ba ‘r vro

André : N’eus chet …bez ‘zo un’nig bennek med nitra koa heñ

Lors : Nitra

André : Nann

Lors : Ha klujiri

André : Klujiri pezh…pezh ‘vé lachet med

Lors : A ya

André : An dra-he n’é ket…

Lors : A nann

André : An dra-he n’é ket jiboes

Lors : Nann nann nann ha petra ‘lar ar chaseourien ‘trese …’trede pe veint ‘konta’ deus ar bleiz a zo ‘tont en dro

André : ‘Wé ket kont’t deus sé

Lors : ‘Vé ket kontét deus sé

André : Nann pas amañ nann

Lors : A nann

André : Koulskoude moac’hat ‘zigouéo è …un dé bennak

Lors : Beñ lod ‘lar ‘maint ahe dija

André : Ya ya …med tost tre amañ n’int ket bet gwel’t ‘hoa’ nê koa med…

Lors : Pas c’hoazh nann med lod ‘lara ha …ma ta ar bleizi en dro ‘raint…’c’h eint da zibi…

André : an deñved

Lors : ‘Michañs med … hag ivé ar jiboej…

André : Oppff

Lors : Nann ‘joñj ke’ doc’h

André : Nann …nann ret ‘vefe kaout bandennadoù

Lors : Ya

André : Ya…ya

Lors : Ya hmm …ha chaseourien ‘wac’h ‘zo ‘ba ‘r vro c’hoazh da…da…denna’

André : O ‘ba ‘r … ‘ba ‘r gumun amañ n’eus che’ kement-sé heñ

Lors : Nann

André : Med « bon » dont a ra doh a lec’h all koa heñ

Lors : A ya

André : Kemer’t ‘vé tud…tud all …ya

Lors : Sete an dud a baef…

André : A ya a ya

Lors : ‘Vit un dewouzh

André : Pa’ pas …’gemer o c’hartenn koa

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm hmm

André : Ya ya beñ ‘wit re ‘zo ‘tont doh an diavaez ‘vé kalez…kalez keroc’h ‘fiñ ‘n hanter keroc’h da me joñj

Lors : Ha pegement é’ just ‘wac’h

André : « Euh » mé ‘m eus paeet… pegem’ blâ-ma « euh » kant « euro «

Lors : Kant « euro « a ya

André : Beñ pa lakait ar « permis » dreist ‘ra kant tri-ugent « euros « me ‘gred « euh » ya

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Set’ an dra-he ‘zo « bon » …kentoc’h ‘vit bit…’wi bout ‘sames ha…

André : Ya ya ya ya

Lors : Ya

André : Beñ ya

Lors : Ya pugur ‘benn ar fin pé ‘vé graet ur parti…ur parti chase « euh bon » ‘ba ‘r fin é’… é’ « sympa » koa eva’ tasadoù konta’ ar gaoz

André : Ya pas ré memestra

Lors : Pas re med …nann med koujal un tamm ha…

André : Ya ya ya beñ ya

Lors : Hag peseurt mod ‘vé…

André : N’é tchet ‘wi…’wi pezh ‘vé tapet

Lors : Nann

André : Nann nann nann

Lors : Med …med pé ‘wé …pé ‘wé tapet or pemoc’h teo mat ‘vel .. ‘vel ‘n hain an dé all

André : Ya

Lors : « Euh » peseurt mod ‘vé dispartiet just ‘wac’h ‘tre tout ar chaseourien

André : An dra-he ‘zipant ped …ped den a ‘vé

Lors : Ped ‘zo

André : Beñ ya

Lors : Beñ just ‘wac’h beñ …

André : Med a …beñ goul’ ‘oa ga’ …ga’ re ‘na c’hoant dont

Lors : A « bon »

André : Ya … »bon » mé ‘ma bet dija pugur ar wech all ‘namp tapet tri aze hag ‘oaint ke’ re ken bras ar re-ma’ nê …ar reu-se ‘oa war-dro dek ha pe’r-uigent lur bennek koa med « bon » gwelloc’h é’ re…re giz-se ‘zo teneroc’h ‘wi…’wi re ken bras a …a hemañ eué koa

Lors : Ya …ya ya …sete ar wech-ma’ ‘peus…’peus ket bet tamm kig ‘bet koa

André : A nann nann ‘maon ket bet ‘klask …o ‘maon ket chal’t ga’ zé

Lors : Nann nann …nann nann nann nann


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : « Euh » c’hwi ho peus paseet ar c’honkour

Lors : Pevare… pegoulz ho peus… ho peus komañset chaseal… ho peus… ho peus komañset… ho peus bet soñj mont da chaseal « euh » peotramant ho tad pe ho… ho… ho preur henañ a rae…

André : « Euh » ur breur am boa ya… a chasee ivez met ne oa ket nemet… oa ket nemet unan…

Lors : Ha…

André : Diwar… « euh »… nomp

Lors : Ha goui’ a rae lakaat pechoù ivez

André : A nann

Lors : A nann…

André : A nann ‘m eus ket bet « euh » nann

Lors : N’ho peus ket bet nann

André : Nann nann ‘m eus ket…’m eus ket ur spered brakonier e-giz e vez lâret pe bigrier

Lors : Bigrier ya ya (& pechaouaer – Kerne-uhel)

André : Amañ ne vez ket lâret bigrier… n’eo ket… n’eo ket anavezet amañ

Lors : Nann nann amañ a vez lâret brakonier

André : Ya ya brakonier

Lors : Ya ya setu pegourz ho peus… ho peus… ho peus komañset chaseal koa

André : « Euh » beñ bloaz… bloaz war-lerc’h ma c’hoñje diouzhtu

Lors : A diouzhtu

André : Ya

Lors : Ha d’ar poent-se e veze ret paseal « permis » pe « euh »…

André :« Euh» pas… pas… ya o nann nann er mare-se ne oa ket kont deus an dra-se… nann nann

Lors : Netra nemet prenañ ur fuzuilh

André : Ma ‘poa arc’hant evit paeañ ho « permis » e oa mat koa

Lors : A ya setu ne veze ket « examen » na…

André : Nann nann

Lors : Mann ebet koa

André : Bremañ e vez graet un tamm « pratique » koa gant ar « fusil » ha tout « euh »

Lors : Ya

André : Aze e vezit goulennataet un tamm koa

Lors : Met dija e oa fuzuilhoù e-barzh ar gêr… gant ho preur pe gant ho tad emichañs

André : A nann ma zad… ma zad ‘neus ket bet chaseet james anezhañ

Lors : A nann

André : Nann nann ‘m eus ket bet nemet ar breur-se

Lors : Hmm hmm hag c’hwi ho peus bet chas da… da vont da chaseal…

André : Ya betek daou vil seitek

Lors : Peseurt chas e oa

André : « Euh » beñ chas « Fauve… Fauve de Bretagne » peseurt mod…

Lors : « Fauve de Bretagne » ya

André : Ya… met… beñ e oa kentoc’h evit… evit ar yourc’h « chevreuil » koa pe… pe al louarn

Lors : Al louarn

André : Ya

Lors : A ya

André : Ha chas ac’h ae dija e-barzh an hent heñ

Lors : A ya

André : A ya

Lors : Ha pe… pet ho peus bet

André : O dre tout… o ma Doue

Lors : Met c’hwi… c’hwi n’ho peus ket bet…

André : Ar nombr ‘m eus ket bet ouzhpenn tri james nann… nann

Lors : Nann… hag ar re-se a oa… a oa… a oa…

André : Ha da gomañs ‘m eus bet re… chas… chas kouchant ivez

Lors : Chas kouchant peseurt diferañs just a-walc’h a zo etre chas kouchant hag ar re all

André : A beñ ar chas kouchant a zo… a zo evit ar… ar jiboez pluñv koa

Lors : Ya ar c’hefeleg hag « euh »…

André : Ya… ar fezanted ha klujiri koa

Lors : Ya ya

André : Met a-hend-all… a-hend-all ar re all a zo chas… chas red koa

Lors : Chas red ya… ya ha just a-walc’h… c’hwi a zo bet o chaseal nevez zo aze

André : Ya beñ dec’h

Lors : Dec’h e oa ya

André : Ya

Lors : Setu zo bet tapet… pas tapet met bloñset ur… ur pemoc’h gouez

André : Ya ya ya me ‘m eus kavet diaes peogwir e oa dleet din bout tennet anezhañ ha ‘m eus ket graet koa peogwir ne ouien ket e oa… e oa bet-eñ beñ pistiget dija a-raok… tennet dija a-raok

Lors : A « bon »

André : A ya ha war-lerc’h hon eus bet klasket anezhañ war kilometradoù memes heñ

Lors : Ya

André : A ya ya met… nann nann dalc’het… dalc’het en doa da vont etrezek…

Lors : Da venn…

André : Koad Konvao aze

Lors : Koad Konvao

André : Ya ya… ya

Lors : Setu ho peus laosket anezhañ…

André : Ya

Lors : Met un all zo bet… zo bet tapet memes tra…

André : Ya… dec’h abardaez ya ya ur pezh hini to(st)… tost da daou c’hant lur heñ

Lors : Daou c’hant lur

André : Ya

Lors : A ya

André : Ya… ya ya un… un all a zo bet tennet ivez met « bon » an hini en deus tennet anezhañ oa… ar chaseour e oa e deve(zh)… devezh kentañ… e zevezh kentañ dezhañ

Lors : A ya

André : Hag e oa bet e-barzh… e-barzh Ar Faoued da vintin hag en doa tapet ur… ur « chevreuil » ur yourc’h

Lors : Ya

André : A oa kontant-tre-eñ deus e zevezh kentañ

Lors : Beñ ya ‘vat

André : Ya

Lors : A ya

André : Hag amañ tammig muioc’h en dehe bet « euh » met an hini… an hini… an hini a oa ‘tal dezhañ « euh » a ouie e oa… e oa-eñ e… gant e zevezh kentañ hag en doa laosket anezhañ da dennañ a beñ moarvat en deus gortozet un tammig re ha war-lerc’h e e e… anfiñ eñ en doa ur garabinenn koulskoude met « bon » n’en doa ket tennet nemet un tenn anezhañ… ne ouian ket

Lors : A ya

André : Ya

Lors : Hag en deus tapet anezhañ memes tra koa

André : A pas pas hennezh zo aet kuit

Lors : A pas eñ zo aet kuit… a ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm

André : Ne vênt ket tapet tout ivez hañ

Lors : O beñ nann nann… nann nann

André : O met me a lâr deoc’h… pa… pa vênt… ar re-se… ar re-se a ya founnus a-walc’h heñ

Lors : A ya

André : O ya

Lors : Ya ya ya… ha daoust hag-eñ e chom lapin… lapined e-barzh ar vro

André : N’eus ket… bez zo unanig bennak met netra koa heñ

Lors : Netra

André : Nann

Lors : Ha klujiri

André : Klujiri pezh… pezh a vez lachet met…

Lors : A ya

André : An dra-se n’eo ket…

Lors : A nann

André : An dra-se n’eo ket jiboez

Lors : Nann nann nann ha petra a lâr ar chaseourien etreze… etreze pa vênt o kontañ deus ar bleiz a zo o tont en-dro

André : Ne vez ket kontet deus se

Lors : Ne vez ket kontet deus se

André : Nann pas amañ nann

Lors : A nann

André : Koulskoude moarvat e tegouezho ivez… un deiz bennak

Lors : Beñ lod a lâr emaint aze dija

André : Ya ya… met tost-tre amañ n’int ket bet gwelet c’hoazh anezho koa met…

Lors : Pas c’hoazh nann met lod a lâr ha… ma teu ar bleizi en-dro e raint… c’h eont da zebriñ…

André : An deñved

Lors : Emichañs met… hag ivez ar jiboez…

André : Oopppfff

Lors : Nann ne soñj ket deoc’h

André : Nann… nann ret e vefe kaout bandennadoù

Lors : Ya

André : Ya ya

Lors : Ya hhmmm… ha chaseourien a-walc’h a zo e-barzh ar vro c’hoazh da… da… dennañ

André : O e-barzh ar… e-barzh ar gumun amañ n’eus ket kement-se heñ

Lors : Nann

André : met « bon » dont a ra deus a lec’h all koa heñ

Lors : A ya

André : Kemeret e vez tud… tud all… ya

Lors : Setu an dud a bae…

André : A ya a ya

Lors : Evit un devezh

André : Pas pas… a gemer o c’hartenn koa

Lors : A ya

André : Ya ya

Lors : Hmm hmm hmm

André : Ya ya beñ evit ar re a zo o tont deus an diavaez e vez kalz keroc’h añfin an hanter keroc’h da ma soñj

Lors : Ha pegement eo just a-walc’h

André : « Euh » me ‘m eus paeet… pegement ar bloaz-mañ « euh » kant euro

Lors : Kant euro a ya

André : Beñ pa lakit ar « permis » dreist se ra kant tri-ugent euro me ‘gred « euh » ya

Lors : Setu an dra-se a zo « bon »… kentoc’h evit bezañ… evit bout asambles ha…

André : Ya ya ya ya

Lors : Ya

André : Beñ ya

Lors : Ya peogwir a-benn ar fin pa vez graet ur parti… ur parti chase« euh bon » e-barzh ar fin eo eo « sympa » koa evañ tasadoù kontañ ar gaoz

André : Ya pas re memestra

Lors : Pas re met… nann met kaozeal un tamm ha…

André : Ya ya ya beñ ya

Lors : Hag peseurt mod e vez…

André : N’eo ket evit… evit pezh a vez tapet

Lors :Nann

André : Nann nann nann

Lors : Met… met pa vez… pa vez tapet ur pemoc’h tev-mat evel… evel an hini an deiz all…

André : Ya

Lors : « Euh » peseurt mod e vez dispartiet just a-walc’h etre tout ar chaseourien

André : An dra-se a zepant pet… pet den a vez

Lors : Pet a zo

André : Beñ ya

Lors : Beñ just a-walc’h beñ…

André : Met a… beñ goulennet e oa gant… gant re o doa c’hoant dont

Lors : A « bon »

André : Ya… « bon » me ‘moa bet dija peogwir ar wech all hon oa tapet tri aze ha ne oant ket re ken bras ar re-mañ anezho… ar re-se a oa war-dro dek ha pevar-ugent lur bennak koa met « bon » gwelloc’h eo re… re e-giz-se a zo teneroc’h evit… evit re ken bras a… a hemañ ivez koa

Lors : Ya… ya ya… setu ar wech-mañ n’ho peus… n’ho peus ket bet tamm kig ebet koa

André : A nann nann n’emaon ket bet o klask… o n’emaon ket chalet gant se

Lors : Nann… nann nann nann nann