François Lochou, deus Lannedern

François LOCHOU

François Lochou, deus Lannedern, a zispleg deomp petra ‘oa spered Dardoup.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bon salud doc’h François, nign ‘zo éo amañ fennozh hirio ganoc’h ‘ba Lannedern ha c’hwi ‘zo bet ‘chom ‘ba Lannedern ‘vid ar wech toud ‘ba’r vro me mefe c’hoant goul’ ganoc’h, peseurt mod ‘oa ar vuhe pé peus komanset ‘ba’r vro dre amañ pa oac’h bihan ? Peta rae ho tud ha peta oac’h kustumet d’ober, boazh’ d’ober ?

François : Ya, bon, bonjour doc’h toud amañ, bonjour vize ket lar’t

Lors : Nann ?

François : Amañ vé lar’t « mond a ra mad ? » heu med an ostiz ‘zo deut da Lannedern ‘gomprene ket penaos an dud ‘laront ket bonjour morse ‘en ur zond ‘ba’n ti, ‘n’ur zond ‘ba e gomers, hag oa-eñ aet da c’houl ga’ un’ deus ar vro, nann amañ vi’e ket lar’t an dra-he morse, n’exist ket ar poz ‘ba’r langaj m’eus bet kaozeet me, an dra-he vize lar’t: « mond a ra mad ? » « brao é an amzer ? » « ya, hirio, hirio ‘vo ket c’hlao ! » med ar bonjour vi’e ket lar’t, pugur bremañ é skrivet ‘ba Pleiben neuint skrivet ‘ba kichenn « Intermarché » : « trugarez », med amañ vi’e ket lar’t traoù a-mod-se.

Lors : Peta vize lar’t ?

François : Lar’t, lar’t m’eus doc’h, « brao é ‘n amzer » « mond a ra mad » petramant « a ya, ha hirio penaos ‘mañ ar vuhe ganoc’h ? » med vize ket lar’t bonjour, n’existe ket ‘ba ma langaj din-me

Lors : ha choñj ‘ra doc’h « trugarez » ‘zinifi bonjour ?

François : Ha me n’ouzon ket, me n’ouzon ket, an dra-he ‘zo bet inventet ga’ un’ bennag me n’ouzon ket pugur an dra-he é ar skolioù, ar skolioù Diwan neus inventet pochoù a n’existont ket ‘ba ‘r vro amañ ‘giz-mañ, deus pelec’h teu me n’ouzon ket !

Lors : « D’accord » ha pé oac’h bihan an dud ‘ lare neun pephin’ ‘lare un tamm poz ?

François : Ya ur poz bennaked ha med pas bonjour m’eus ket bet kle’et lar’t morse

Lors : Ha « merci » ?

François : Heu vi’e ket lar’t eu

Lors : Peta vize lar’t ?

François : Nitra

Lors : Vi’e ket lar’t « bennozh toue doc’h » ?

François : Heu nann nann nann… heu yao an dud desket ‘rae traoù a-mod-se med tud, tud ar vro raent ket, bon « ale kenavo ar c’hentañ » an dra-he vi’e lar’t «kenavo ar c’hentañ neuhe nign ‘ welo an dra-he warlerc’h » pé un dra bennag a mod-se med an dra-he, mod-se vize kaozeet, mod-se vize kaozeet amañ me m’eus ket anve’et ‘met an dra-he, pugur goude-sé ma zud din-me ‘oa deus Plone, med an tad ‘oa « originaire » deus Plone med ar vamm ‘oa deus Pleiben, ‘na ur c’hoef Pleiben set’ a-mod-se oa-hi, oa-hi ket ‘ba’r spered Dardoup tre, ha oa-hi bet sa’et ‘ba’n Hinger, med an dra-he ‘oa tost da Lennon dija, hag vize ket kaozeet eu memes mod ‘vel ‘ba kreiz Plone pé an tu all da Blone war zu Landelo … med matrese ‘gaozeon doc’h gwall vonnus … ‘vefe dleet din kaozeal doustadikoc’h da vé komprenet ?

Lors : Nann nann mat tre é, me ‘gompren toud !

François : Ya

Lors : Me gompren mat tre ‘pezh ‘larit med kontet ‘peus just ahe deus spered Dardoup, peta é spered Dardoup ?

François : A spered a n’é ket memes mod ‘vel amañ ‘c’hiz-mañ hin

Lors : Just ‘wac’h, petra é ?

François : Nann nann a ben n’é ket aes… ‘ba’r mod, ‘ba’r mod da vevañ ‘ba’r mod da gaozeal, ‘ba’r mod da vadinañ, goud a ou’ouc’h peta zinifi an dra-he ?

Lors : Nann

François : Badinañ zo petra ?

Lors : Badinañzo galleg n’é ket ?

François : A n’é ket … badinañ, badinañ ‘ zo « plaisanter »

Lors : A

François : E galleg

Lors : Ya

François : An dra-he vi’e lar’t amañ, ha n’é ket memes mod, heu pugur … ha n’é ket tamm ‘bet memes mod memes pugur c’hwi ‘gemer bro Pleiben ha bro Plone, n’é ket tamm ‘bet memes mod hag an dra-he n’é ket aes laret, an dra-he, an dra-mañ, an dra-he a zo heu … difers med ‘ba’r spered ‘mañ ket memes mod ‘ba’r mod da vadinañ ‘vel ‘ laran doc’h ar re-he tud Plone a vadina deus toud an traoù memes, hag amañ hag rae an dud kalz neubeutoc’h rae an impresion da vé fier ha oaint ket med, ‘oa ket memes mod…

Lors : Petra ‘zo kaoz ?

François : Ha nitra med ar vro é a-mod-se, an dra-he é an hin’ é dao kompren gwechall, gwechall ‘oa ket… an dud a veve ‘ba’l lec’h oaint ganet petramant yae da Baris pé da lec’h all pugur amañ ‘oa ket labour med an dud hag …ar spered bon penaos, penaos laret an dra-he doc’h, ar mod da vevañ ‘oa en dro doc’h ‘ba’r c’hanton pé ‘ba… n’ouzon ket hag-eñ ‘C’hastell Nê ‘zo memes mod ‘vel Plone apeupre med dre ma yaec’h war zu Landelo ha hag ar menez Poullaouen ‘janch an traoù hag ar pezh ‘oa kurius pé yaec’h d’ar C’hôtes d’armor kichenn Plestin-les grèves ha ‘ba dreñv ahe ‘gaozaent memes brezhoneg ‘vel amañ ‘c’hiz-mañ hag ‘trese o daou raent ket !

Lors : Drol é ya med …

François : Ya ya… yao explikañ ‘ra pugur an traoù ‘oa graet deus ar mod an dud ‘ veve ‘ba, ‘ba’l lec’h oaint ganet, pugur ‘oa ket, ‘oa ket voaien, an dud valee war droad petramant ha ‘n’em ga’e ‘vid mond d’ar foar pé mond d’ur pardon bennag med ar re-he oa ‘ba, ‘ba’r vro

Lors : Ha ‘blam ‘oaint ket ‘vid mond gwall bell, oaint ‘kontañ deus ar pezh oaint kap da welet koa

François : Hag an dra-he ‘oa ket na « radio » na « télévision » na traoù a-mod-se, set’ mod-se an dud pé vizent ‘trese a gont’ istoarioù ar vro, heu lod deus an dud rae betisou hag an dra-he ‘jom ‘wechou ‘pad ‘pad blavechoù ha ya … an dra-he …a-mod-se vi’e vi’e voaien d’an dud badinañ ‘trese ha c’hoarz’ ha kemer plijadur ha dikriañ an dud ‘vel just pugur …. amañ ‘c’hiz-mañ ‘oa memes mod ‘vid ‘ba lec’h all !


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bon salud deoc’h François, ni a zo erruet amañ fennozh hiziv ganeoc’h e-barzh Lannedern, ha c’hwi a zo bet o chom e-barzh Lannedern evid ar wech toud e-barzh ar vro, me am befe c’hoant goulenn ganeoc’h peseurt mod e oa ar vuhez pa ho peus komanset e-barzh ar vro dre amañ pa oac’h bihan ? Petra a rae ho tud ha petra e oac’h kustumet… boazhet d’ober ?

François : Ya bonjour deoc’h toud, amañ « bonjour » ne vize ket laret

Lors : Nann ?

François : Amañ e vez laret « mond a ra mad ? » heu mes an ostiz a zo deuet da Lannedern ne gomprene ket penaos an dud ne laront ket bonjour morse en ur zond e-barzh an ti, en ur zond e-barzh e goñverz hag e oa-eñ aet da c’houlenn gant unan diouz ar vro …nann amañ ne vize ket laret an dra-se morse … n’exist ket ar poz e-barzh al langaj am eus bet kaozet me, an dra-se e vize laret « mond a ra mad ? » « brav eo an amzer ? »… ya … « hiziv, hiziv ne vo ket glav » mes ar bonjour ne vize ket laret … peogwir bremañ eo skrivet e-barzh Pleiben, o deus skrivet e-barzh « Intermarché » : « Trugarez », mes amañ ne vize ket laret traoù a -mod-se !

Lors : Petra vize laret ?

François : laret, laret am eus deoc’h, « brav eo an amzer », « mond a ra mad »… a ya … peotramant « a hiziv, penaos emañ ar vuhez ganeoc’h ? » mes ne vize ket laret « bonjour », n’existe ket e-barzh ma langaj din-me

Lors : Ha soñj a ra deoc’h « trugarez » a zinifi « bonjour » ?

François : A me n’ouzon ket, me n’ouzon ket, an dra-se a zo bet inventet gant unan bennag, me n’ouzon ket peogwir an dra-se eo ar skolioù, ar skolioù Diwan o deus inventet, pozioù a n’existont ket e-barzh ar vro amañ giz-mañ, diouz pelec’h a deu me n’ouzon ket !

Lors : « D’accord » ha pa oac’h bihan an dud a lare, neuze, pephini a lare un tamm poz…

François : Ya ur poz bennaket ha … mes pas « bonjour », n’am eus ket bet klevet morse

Lors : Ha « merci » ?

François : Heu, ne vize ket laret ivez

Lors : Petra vize laret ?

François : Nitra

Lors : Ne vize ket « bennozh toue deoc’h » ?

François : Heu nann nann nann, heu, eo, an dud desket a rae traoù a-mod-se mes tud, tud ar vro ne raent ket, bon « ale kenavo ar c’hentañ » an dra-se e vize laret, « kenavo ar c’hentañ neuze, ni a welo an dra-se warlerc’h » pe un dra bennag a-mod-se mes an dra-se, mod-se e vize kaozet, mod-se e vize kaozet amañ, me n’am eus ket anavezet nemet an dra-se peogwir goude-se ma zud din-me e oa diouz Plone, mes an tad e oa « originaire » diouz Plone, mes ar vamm e oa diouz Pleiben, en doa ur c’hoef Pleiben, setu a-mod-se e oa-hi, ne oa-hi ket e-barzh spered Dardoup tre, hag e oa-hi bet savet e-barzh an Hinger, mes an dra-se e oa tost da Lennon dija, hag ne vize ket kaozet ivez memes mod evel e-barzh kreiz Plone pe an tu all da Blone war zu Landelo … mes marteze a gaozean deoc’h gwall vonnus … e vefe dleet din kaozeal doustadikoc’h da vezañ komprenet ?

Lors : Nann nann, mad tre eo, me a gompren toud !

François : Ya

Lors : Me a gompren mad tre ar pezh a larit, mes kontet ho peus just aze diouz spered Dardoup, petra eo spered Dardoup ?

François : A, spered a n’eo ket memes mod evel amañ ar c’hiz-mañ !

Lors : Just awalc’h petra eo ?

François : Nann nann, a biñ n’eo ket aes, e-barzh, e-barzh ar mod da vevañ, e-barzh ar mod da gaozeal, e-barzh ar mod da vadinañ… goud a ouzoc’h petra a zinifi an dra-se ?

Lors : Nann

François : Badinañ a zo petra ?

Lors : Badinañ a zo galleg n’eo ket ?

François : A n’eo ket, badinañ a zo « plaisanter »

Lors : A

François : E galleg

Lors : Ya

François : An dra-se e vize laret amañ, ha n’eo ket memes mod …heu … peogwir ha n’eo ket tamm ebet memes mod peogwir … c’hwi a gemer bro Pleiben ha bro Plone … n’eo ket tamm ebet memes mod hag an dra-se n’eo ket aes da laret … an dra-se, an dra-mañ, an dra-se a zo heu …diferañs mes e-barzh ar spered n’emañ ket memes mod, e-barzh ar mod da vadinañ evel a laran deoc’h, ar re-se, tud Plone a vadina diouz toud an traoù memes, hag amañ hag a rae an dud kalz neubeutoc’h, a rae an impresion da vezañ fier ha ne oant ket… mes ne oa ket memes mod

Lors : Petra a zo kaoz ?

François : Ha nitra, nitra, nemed ar vro eo a-mod-se, an dra-se eo an hini eo, dao kompren gwechall, gwechall ne oa ket… an dud a veve e-barzh al lec’h e oant ganet, peotramant e yae da Baris pe da lec’h all peogwir amañ ne oa ket labour mes an dud hag… ar spered bon, penaos, penaos laret an dra-se deoc’h, ar mod da vevañ e oa en dro deoc’h, e-barzh ar c’hanton pe e-barzh… n’ouzon ket hag-eñ ar C’hastell-Nevez a zo memes mod evel Plone apeupre, med dre ma yaec’h war zu Landelo ha hag ar menez, Poullaouen, a jañch an traoù hag ar pezh e oa kurius pe yaec’h d’ar C’hôtes d’Armor e-kichenn Plestin-les-grèves, hag e-barzh a-dreñv aze a gaozaent memes brezhoneg evel amañ, ar c’hiz-mañ, ha etreze o daou ne raent ket !

Lors : Drol eo ya mes….

François : Ya ya, yao explikañ a ra … peogwir an traoù e oa graet diouz ar mod, an dud a veve e-barzh, e-barzh al lec’h e oant ganet … peogwir ne oa ket, ne oa ket voaien … an dud a valee war droad peotramant ha … en em gave evit mond d’ar foar pe mond d’ur pardon bennag, mes ar re-se e oa e-barzh, e-barzh ar vro

Lors : Hag abalamour ne oant ket evid mond gwall bell e oant kontañ diouz ar pezh oant kap da welet koa

François : Ha bah ya hag an dra-se… ne oa ket na « radio » na « télévision » na traoù a-mod-se, setu mod-se an dud pa vizent etrese a gonte istoarioù ar vro, heu lod diouz an dud a rae betisoù hag an dra-se a jome a-wechoù e-pad, e-pad blavezioù a ya … an dra-se a-mod-se e vize, e vize voaien d’an dud badinañ etrese, ha c’hoarziñ ha kemer plijadur ….. ha dikriañ an dud evel just peogwir… amañ ar c’hiz-mañ e oa memes mod evid e-barzh lec’h all !