Joseph Bizouarn, Lokvaria Berrien

Joseph BIZOUARN, deus Lokvaria Berrien

Joseph Bizouarn n’en deus ket bet desket brezhoneg er gêr, met klevet ‘n deus bet dalc’hmat, setu ur wech deut war an oad n’eo ket bet diaes dezhañ deskiñ ar yezh ha mont pelloc’h, deskiñ ar mod da zañsal, enrolliñ kanerien…


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : ‘Ba ‘r gêr ‘viz kontet brezhoneg ga’ …

Joseph : A, ‘ba du-me ?

Lors : Ya

Joseph : Ya, e ma vamm ha ma zad ha ma dad-kozh ‘gaozee brezhoneg etrezo

Lors : Ya

Joseph : Med din-me ‘vije komzet ‘met galleg … gant ma vamm

Lors : Hag an tad …

Joseph : Ma vamm ‘na bet re … chagrin pé ‘oa ‘ba ‘r skol pé gaozee brezhoneg ‘vije laket boutoù koad deï war … tro d’he goug

Lors : A ya

Joseph : Ha ne c’houle ket …’vij’… ‘vije graet an dra-he domp… set’ ni …. gomze galleg din … ma vamm ma dad gomze brezhoneg din, med me responte nañ e galleg

Lors : Hag e gomprene koa

Joseph : A ya ya ya, kompren a rae ar galleg ‘c’ha

Lors : Set’ …

Joseph : Set’ me gaozeen ket brezhoneg pé …pé oan yaouank

Lors : Set’ kaozeal ‘rez …raec’h brezhoneg ga’ ho tad … nann … matren ‘ba … ‘ba ‘r bourk ha…

Joseph : O nann, pas kalz, nann nann, me me gaozeen ket brezhoneg…

Lors : A nann

Joseph : Desket ‘m eus goude ‘vel-se koa koa, med pa oan bihan ‘gaozeen ket brezhoneg.

Lors : Memes tra peus disket ar brezhoneg ?

Joseph : A ya ya goude ya ‘n or …’n or glev nañ, ya.

Lors : ‘N or glev nañ, ya ya ya

Joseph : Bah nann, med mod-all, nann

Lors : Set’ ‘ba ‘r skol n’out bet punis’t ?

Joseph : Puniset gwech ebet ‘vid kaozeal brezhon’ brezhoneg nann

Lors : Med goude-se neuhe war-lerc’h ‘out bet ‘n ’em interes’ d’ar brezhoneg ?

Joseph : A ya ya, gou-se ‘on bet ‘ba ‘r skol

Lors : Ha d’ar c’han ha diskan ha toud e ?

Joseph : O, kan’ ‘raon ket « hein »

Lors : Nann med te … te …te ‘peus bet anrejistret tud ?

Joseph : Tud, ya ya, ‘fin ‘vel ‘m eus graet ha c’hoazh ‘ m eus ket graet … graet kalez med…

Lors : Nann

Joseph : Me ‘kare din ‘mije graet « euh » muioc’h

Lors : Ya

Joseph : M’anfin bon

Lors : An dra-he ‘ blije dit ?

Joseph : Ya, plij ‘ rae se din, ya, a ya ha gou-se ‘fin ‘m eus graet filmoù neun ‘fin

Lors : Ha piou ‘peus bet anrejistret in brezhoneg eu …’ba ‘r vro dre ahe ?

Joseph : O pas kalez …gwel’ a rez piou … ‘c’h eus kle’et just ahe …

Lors : Ya med lar din p’pred…

Joseph : Ar Jonkour

Lors : Jonkour ?

Joseph : Ha neuhe François Cochard…

Lors : Ya

Joseph : E deus … unan Poullaouen ahe

Lors : Jean-Yves Ar Rouz ?

Joseph : Jean-Yves Ar Rouz, gant Lozac’h

Lors : Gant piou ?

Joseph : Bin Lozac’h ar son ‘m eus… ‘m eus anrejistret ahe

Lors : Ya

Joseph : Mod-all nann yeo, me eontr ‘m eus laret dit, sell ahe toud … ha mod-all yeo deus Poullaouen ahe gan’ ‘n akordeoñs

Lors : A Guy …

Joseph : Guy Maltret

Lors : Maltret ?

Joseph : Ya

Lors : Ya

Joseph : Henz ‘ma bet anrejistret ‘ba ‘ba ‘r bourk amañ …ha Valentine eu

Lors : Valentine Colleter ?

Joseph : Ya …’oa bet ‘kan’ amañ gant … n’oun ket piou toud ahe … gwechall ‘ba ‘r vfestoù-nonz ‘oa ket … n’é ket ‘vel bremañ koa … an dud teue a-giz-se …da gana’ !

Lors : Ya an dud ‘n im rankontre a’ mod-se ha…

Joseph : Ya ya, « deus… dond a ri da gan’ ur son ? …petram’ un dañs ? »

Lors : Ya

Joseph : Med brem’ brem’ n’é memes mod tamm ‘bet !

Lors : A, brem’ é chañchet.

Joseph : N’eus chañch’t an traoù, ya ya ya

Lors : Med ‘benn ‘oas bihan an dud a zañse è ‘ba ‘r…

Joseph : A ‘ba ‘r festoù-nonz, ya

Lors : Ba’ bourk Lokmaria viz’ dañs’t è ?

Joseph : A ya ‘ba toud ar … bin ‘ba toud an tier ‘ba … pé vi’e graet …bin pato, ar patatez ahe petram’ ‘tornañ …goude-se vi’e ar festoù-nonz partoud ahe …’fin festoù-nonz vize, kalez tud ‘vize ket, ‘met ar re ‘na labou’t ‘pad an dé koa !

Lors : Ya, med dija ma viz’ tregont pé daou-ugent dija…

Joseph : O o o tregont … vije ket tregont … o nann d’ur … nann

Lors : Pemzek ?

Joseph : O ya ya, ma vi’e pemzek ugent eu … yeo ‘ba ‘r feurmioù bras, matren ‘oa ugent den o tornañ med ‘mod-all…

Lors : Hmm, ha, ha c’hwi ‘peus bet gwel’t tud ‘kana’ … ‘kana’ gavotenn ?

Joseph : A ya, med ‘n or zañsal « hein »

Lors : ‘N or zañsal ?

Joseph : A ya

Lors : ‘Benn ‘oas bihan koa ?

Joseph : A ya ya, a nann, ‘oa ket mikroioù … d’ar mare-se !

Lors : A bin nann

Joseph : Den ebet ‘ouie pet’a ‘oa ur mikro !

Lors : Bin nann, normal é « hein »

Joseph : Nann nann, bin ar c’hanerien ‘oa ‘ba ‘n dañs

Lors : Ya ya

Joseph : Med ‘viz’ ket ‘met ar gavotenn neun dre amañ, ‘viz’ ket vize ket brem’ ‘vel’…

Lors : Toud an dañsoù …

Joseph : Dansoù mod neve’ ‘zo ‘vel vé brem’, nann nann nann … ha med gou-se neun pa ‘oan ‘ba Montroulez neun, me ‘c’h ae d’ar festoù-nonz ene … ha me ‘ouie dañsal toud, toud an dañsoù ‘zo… ‘zo bremañ

Lors : A ya, goud’ ‘peus bet disket

Joseph : A ya ya desket … med brem’ ‘ran mann ebet kin !

Lors : Nann

Joseph : O re gozh on d’hont … d’hont d’ar festoù-nonz kin

Lors : O bin gwechall ‘viz’ gwel’t …

Joseph : Bin med me n’on ket ‘vid dañsal !

Lors : A nann

Joseph : Nann nann, re ‘boan m’eus ‘ba ma …

Lors : Poan-gein ?

Joseph : Poan-gein ha ‘ba ma daoulin ha partoud ha … nann nann

Lors : Bon

Joseph : Brem’ … ar re yaouank neuint ket ‘met dañsal ma neuint a a …

Lors : O’r’ raint papred « hein »

Joseph : O ya ya a ya ya !


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : E-barzh ar gêr e veze kontet brezhoneg gant …

Joseph : A… e-barzh du-mañ ?

Lors : Ya

Joseph : Ya « euh » ma vamm

(ma mamm)ha ma zad ha ma dad-kozh a gaozee brezhoneg etrezo

Lors : Ya

Joseph : Mes din-me e vije komzet nemet brezhoneg gant ma vamm

Lors : A … an tad ?

Joseph : Ma vamm en doa bet re … chagrin pa oa e-barzh ar skol pa gaoze brezhoneg e vije lakaet boutoù-koad dezhi war … tro d’he goug …

Lors : A ya

Joseph : Ha ne c’houle ket e vije … e vije bet graet an dra-se deomp … setu ni … a gomze galleg din ma vamm … ma dad a gomze brezhoneg din, mes me a responte anezhañ e galleg

Lors : Hag e gomprene koa

Joseph : A ya ya ya, kompren a rae ar galleg ya

Lors : Set’ …

Joseph : Setu me na gaozeen ket brezhoneg pa … pa oan yaouank

Lors : Setu kaozeal a raes … a raec’h gant ho tad … nann … marteze e-barzh ar bourk hag …

Joseph : A nann pas kalz nann me … me ne gaozeen ket brezhoneg

Lors : A nann

Joseph : Desket am eus goude evel-se, koa, mes pa oan bihan ne gomzen ket brezhoneg.

Lors : Memes tra az peus desket ar brezhoneg ?

Joseph : A ya ya, goude, ya en ur … en ur glevet anezhañ, ya

Lors : En ur glevet anezhañ, ya ya

Joseph : Beñ nann mes mod-all, nann

Lors : Setu e-barzh ar skol n’out ket bet puniset ?

Joseph : Puniset gwech ebet evit kaozeal brezhon… brezhoneg, nann

Lors : Mes goude-se, neuze, war-lerc’h ez out bet en em intereset d’ar brezhoneg ?

Joseph : A ya ya, goude-se ez on bet e-barzh ar skol

Lors : Ha d’ar c’han ha diskan ha tout ivez ?

Joseph : O kanañ ne ran ket « hein »

Lors : Nann mes te … te … te … az peus bet anrejistret tud ?

Joseph : Tud, ya ya anfin, evel am eus graet, ha c’hoazh n’am eus ket bet graet … graet kalz me

Lors : Nann

Joseph : Me kar din am bije graet « euh » muioc’h !

Lors : Ya

Joseph : M’anfin bon !

Lors : An dra-se a blij dit ?

Joseph : Ya, plijout a rae se din, ya a ya goude-se anfin am eus graet filmoù neuze anfin…

Lors : Ha piou

(piv)az peus bet anrejistret ivez… e-barzh ar vro dre aze ?

Joseph : O pas kalz, gwelet a rez piou … az peus klevet just aze

Lors : Ya mes lar din bepred…

Joseph : Ar Jonkour

Lors : Jonkour ?

Joseph : Ha neuze François Cochard

Lors : Ya

Joseph : Ivez diouz … unan Poullaouen aze

Lors : Jean-Yves Ar Rouz ?

Joseph : Jean-Yves Ar Rouz gant Lozac’h

Lors : Gant piv ?

Joseph : Beñ Lozac’h, ar son am eus … am eus anrejistret aze

Lors : Ya

Joseph : Mod-all nann, eo ! ma eontr, am eus laret dit, sell aze toud … ha mod-all, eo, eus Poullaouen aze gant an akordeoñs…

Lors : A, Guy ?

Joseph : Guy Maltret

Lors : Maltret ?

Joseph : Ya

Lors : Ya

Joseph : Nennezh am boa bet anrejistret e-barzh … e-barzh ar bourk amañ ha Valentine ivez

Lors : Valentine Colleter ?

Joseph : Ya … a oa bet o kanañ amañ gant … n’ouzon ket piv tout aze … gwechall e-barzh ar festoù-noz ne oa ket … n’eo ket evel bremañ koa …an dud a deue e-giz-se da ganañ…

Lors : Ya, an dud en em rankontre ar mod-se ha …

Joseph : Ya ya, « deus … dont a ri da ganañ ur son … peotramant un dañs ? »

Lors : Ya

Joseph : Mes bremañ … bremañ n’eo ket memes mod tamm ebet !

Lors : A, bremañ eo chañchet « hein »

Joseph : En deus chañchet an traoù, ya ya ya

Lors : Mes a-benn e oas bihan an dud a zañse ivez e-barzh a …

Joseph : A, e-barzh ar festoù-noz, ya

Lors : E-barzh bourk Lokmaria e veze dañset ivez

Joseph : A ya e-barzh toud ar … beñ e-barzh toud an tier e-barzh … pa veze graet pato, patatez aze peotramant ‘tornañ … goude-se a veze ar festoù-noz partout aze …anfin festoù-noz ne veze ket kalz tud …ne veze ket nemet ar re o doa labouret e-pad an deiz, koa

Lors : Ya, mes dija ma veze tregont pe daou-ugent dija …

Joseph : O o o tregont … ne vije ket tregont … o nann d’ur, nann

Lors : Pemzek ?

Joseph : O ya ya, ma veze pemzek, ugent ivez …. eo e-barzh ar feurmioù bras marteze a oa ugent den o tornañ mes mod-all…

Lors : Hmm hmm ha ha c’hwi ho peus bet gwelet tud o kanañ … o kanañ gavotenn ?

Joseph : O ya, mes en ur zañsal « hein »

Lors : En ur zañsal ?

Joseph : A ya

Lors : A-benn e oas bihan, koa

Joseph : A ya ya, a nann ne oa ket mikroioù … d’ar mare-se

Lors : A beñ nann

Joseph : Den ebet ne ouie petra a oa ur mikro !

Lors : Beñ nann, normal eo « hein »

Joseph : Nann nann, beñ ar c’hanerien (ar ganerien) a oa e-barzh an dañs

Lors : Ya ya

Joseph : Mes ne veze ket nemet ar gavotenn neuze dre amañ …ne veze ket … ne veze ket bremañ evel …

Lors : Tout an dañsou ?

Joseph : Dañsoù mod nevez a zo evel a vez bremañ, nann nann nann … ha mes goude-se neuze, pa oan e-barzh Montroulez neuze, me ah ae d’ar festoù-noz eno, ha me a ouie dañsal tout …tout an dañsou a zo … a zo bremañ

Lors : A ya goude az peus bet desket ?

Joseph : A ya ya desket … mes bremañ ne ran mann ebet ken

Lors : Nann

Joseph : O re gozh on da vont … da vont d’ar festoù-noz ken

Lors : O beñ gwechall e veze gwelet …

Joseph : Beñ, me n’on ket evit dañsal !

Lors : A nann

Joseph : Nann nann, re a boan am eus e-barzh ma…

Lors : Poan-gein ?

Joseph : Poan-gein, hag e-barzh ma daoulin, ha partout ha… nann nann

Lors : Bon

Joseph : Bremañ … ar re yaouank n’o deus ket nemet dañsal m’o deus a a …

Lors : Ober a reont bepred « hein »

Joseph : O ya ya, a ya ya !