François Caroff, Plouenan

François Caroff, bet o terc’hel un atant d’ar c’houlz ma oa cheñchamant bras gant al labour-douar e Breizh, a gont deomp penaos eo bet oc’h ober legumaj da zigentañ, o sevel moc’h da c’houde, hag a benn-ar fin o staliañ ur vagerezh-plant war e atant.

Lors : Ho tud « euh » peseurt micher « euh » reont ?

François : Peisan

Lors : Peisan

François : Beñ ya med peisan bihan koa evel just heñ … n’on ket propietour heñ ‘n dra-he oa tout…

Lors : Just ‘wac’h ped devezh arad ‘oa…

François : O ‘oa ket bras an atan’ ugent dervez-arad pe ‘oa « ouais »

Lors : Ugent

François : Ugent ya brem’ n’é ket kalz brasoc’h med bremañ n’é’ ket heñvel koa ‘mañ tout « hors-sol » bremañ koa

Lors : A ya

François : Ya … depant gwelet heñ penaos ‘oa an atan’ … ar re ‘deu a jom an tammig heñ « euh » …ya …

Lors : Med n’é’ ket ur feurm ken

François : Nann nimet « pépinière »

Lors : Med c’hwi ‘peus chañchet …pevare ‘peus chañchet ?

François : Me moa chañchet … chañchet ‘on ar blavezh naonteg daouzek ha tri-ugent … « non » dek ha tri-ugent « en soixante , mil neuf cent soixante-dix , ouais »

Lors : A ya dek ha tri-ugent

François : Ya …’omp chañchet ya er blavezh-se …er blavezh-sé e moa bet daou vugel ma keroc’h …’moa …’moa komañset ar « pépinière » hag e moa bet er verc’h memes tare bloaz …gant an dra-he …set’ an dra-he ‘ra din derc’hel joñj peur …peur é’ bet komañset ar « pépinière » er memes’tare bloaz ‘oa

Lors : A ya

François : Ya

Lors : Ya ya

François : Ya hag hounnezh zo breman ma kerez amañ e … e zo ar mab kaer zo dimezet ga’ti hag a zo ‘terc’hel an atan’ bremañ ma kerez pe an atan’ bon an « entreprise » ga’t…ga’t…ga’t… « machine »  er mab din ié koa

Lors : A ya

François : Daou int… asosiet int …Ya

Lors : A ya

François : Hag a zo bremañ …hag a zo bremañ c’hwec’h vloaz ha seizh vloaz hag hanter-kant

Lors : A ya

François : Hag ez eus er mab bihan a zo ‘hont da gemeret … a gemero an atan’ war-lerc’h koa

Lors : A ya

François : Ya …matehe bon ‘giz eo «  société «  eo setu matehe ne gemero ket ‘nihi i unan… an dra-he ….pugur ur sakre karg da gemeret eo dija

Lors : A ya

François : O ya …o ya med bras eo heñ

Lors : Pegement a goust

François : A pppfff

Lors : Apeupre koa

François : N’ouzon ket beñ war-dro …war-dro tri milion a « chiffre d’affaires »  ‘zo memes tra bremañ koa

Lors : A ya –

François : Ya war-dro heñ « chiffre d’affaires » ‘ lavar ket « bénéfice » heñ

Lors : Nann nann nann

François : A a a a arabat a a a « euh »

Lors : Nann nann diwall

François : A vez lavar’t…c’hwi ‘zo pinvidik ya med ma …ya a a a …ya beva’ mad a reom’ me ‘lavar atao « euh » m’eus « euh » m’eus awalac’h da veva’ ha re …re da vervel …a jom ganin koa

Lors : Ya

François : Heñ setu an dra-he ‘zo « euh » …heñ « la vérité …une vérité de La Palisse »  ‘viche laret e galleg koa a a a a

Lors : Ya ya ya gwirioné «  La Palisse «  koa

François : Ya

Lors : Ya ya

François : Ya

Lors : Hag peur …peur n’eus bet … eo bet kemeret « euh » an atan’ petram’ an « entreprise » ga’ ga’ ho mab

François : « Euh » gant ar mab zo …n’eus bet kemeret karg e-barzh ya med da gentañ ‘oa «  en G.A.E.C «  ganeomp

Lors : A

François : Heñ …’pad an dra-he e oa bet … an atan’ oa bet lakeat e gwerz’ …setu ‘m ‘oa douget « euh » kemeret an hanter deus an douar …eñ a brenfe an hanter deus an douar ha ni ‘ brenfe an hanter all

Lors : A bon

François :Ha ‘n em lakaemp «  en G.A.E.C »

Lors : Ya

François : ‘Balamour dehan da gemeret dija perzh ‘barzh e …heñ …an dra-he ‘zo blavechennoù « euh » pevar-ugent…

Lors : Ya

François : Ya pevar-ugent pe «  82 «  pe « 83 » ‘fiñ daou …daou pe tri bloaz ha pevar-ugent

Lors : Ya

François : « euh » m’eus ké jouñj …apeupre

Lors : Apeupre …war…war-dro koa

François : Ya war-dro koa ya pugur er breur am moa ié a ioa ne ioa ket dimezet e ioa pevarzek vloaz koshoc’h ‘vidon-me…eñ…eñ ‘na ket…n’eus ket kemeret james nintra ‘barzh… eñ lavare din …ober pezh a ‘po c’hoant

Lors : A bon

François : Pugur eñ ne interese ket ‘nehañ …labourat …med labourat a ouie

Lors : A ya

François : Ola sakre labourer

Lors : Ha labour’…labour’…labourat a rae war an atan’…

François : Amañ ya war an atan’ ya ya …ya ya ya araok an « indivision » en doa un tammig lodenn e-barzh …dalc’het ul lodenn ‘barzh…’barzh an atan’ koa med pa ‘oan deut dac’h… en-dro dac’h …dac’h a Bro Aljeria ma kerez « euh » an dra-he « euh » e miz c’hwevrer ‘on dimezet …’on antreet …’on deut miz here …miz here d’ar gêr ha e miz c’hwevrer ‘on dimezet di’ar …ga’d ar c’hreg en em gorespondaemp …a …’pad tout ar v\brezel koa …brezel Aljeria

Lors : Peseurt mod dre …dre …dre lizhiri…

François : Dre lizher

Lors : Lizher

François : Dre lizher ya a ya ya…ya ya ya med skriva’ bihan e rea-hi leun a draoù ‘lake war…war…war …hag c’hoari en doa en em lenn he-unan med me ‘lenne ‘nihi mat …kement e skrive bihan …un’ bennak all ‘viche ket …’niche ket gwelet …’niche ket goue’et lenn …bihan…bihanoc’h…’vid …’vid …a a a a ‘vid er medisin c’hoazh

Lors : A ya

François : O ya …a ya gwir éo

Lors : Hag e pelec’h « euh » ‘poa rankontret ho…ho kwreg neun

François : « Euh » en dervezh …en dervezh Meurzh …Meurzh al lard…Meurzh al lard ‘vez graet dac’h an dra-he … « euh » e e e Plouvorn

Lors : E Plouvorn

François : Ya

Lors : Ha peur

François : Beñ an dra-he e ‘ioa er blavezh « euh » ale naontek «  non » ‘fin lavaromp …lavaromp blavezh hanter ya nao hanter-kant

Lors : Ya

François : Nao hanter-kant pe eizh nann …nao hanter-kant pe eizh nann nao hanter-kant ‘oa ya ya miz meurzh miz meurzh ya nao hanter-kant

Lors : Ya

François : Ya ya ha me zo eat goude d’ober va goñje dustu e miz « euh » miz gouere

Lors : Ha c’hwi a…c’hwi…c’hwi ‘anaveze anezi araok

François : «  Non «  tamm ebet

Lors : A nann

François : Nann e-giz-se en ur bal koa

Lors : En ur bal

François : Bal e ioa koa ‘vid ya ‘vid «  Mardi Gras «  ma keroc’h ‘ba’h e Plouvorn

Lors : Sete c’hwi…c’hwi ‘zo bet da wel’..da c’houl’ diganti dañsal koa…

François : Ya setu ‘giz-se ‘veze graet d’ar poent-se heñ

Lors : O ya

François : Ya ya gast hounnez a blije din bon ha plijout a ra ‘tao hag ahe ‘mañ ‘tao …ober he … ober he gousk ‘mañ a a a a

Lors : A ya med brao é ‘c’ha

François : Ya setu ‘z eus « euh » …tri-ugent vlâ ‘so ‘omp dimezet koa heñ paset tri-ugent vlâ ‘so ya ya

Lors : Hag ‘michañs ho kwreg n’eus bet labour’t war …war ‘n « entreprise »

François : Va c’h’reg …ar c’h’reg ‘zo bet « associée » ganin

Lors : « Associée «

François : Ya …d’ar poent-se ‘oa ket kalz hag a gemere o c’h’reg «  associée «  med me ‘joñj ‘oan … da gent’…e welen pell …heñ en eur … en eur asosia’ ‘nihi ‘vid ar retretou ‘vi’ kaout ar retred a goude heñ …muioc’h retred… ‘neus evidon-me dija …pezegwir ar vugale zo lakeat en he ano

Lors : A

François : Ma keroc’h unan pe zaou ‘oa …’m oa … ‘m oa kavet gwelloc’h lakaad aneho en he ano evel just

Lors : A ya

François : Setu n’eus « euh » …n’eus o kant euro bennak muioc’h ‘vidon-me koa

Lors : A ya

François : Beñ ya evid he retred …med an dra-he ‘zo … ar penn a laboure mat d’ar poent-se dija

Lors : Ya

François : Ya a a a a

Lors : Ya choujal « euh »

François : Choujal pelloc’h

Lors : Ya

François : Ya

Lors : En amzer da zont koa

François : En amzer da zont ya …setu goude p’oamp dimezet ‘moa ket bet chañs dustu ‘n eur zimeziñ pezegwir ‘oa bet goañv v\bras

Lors : A

François : Heñ «  l’hiver 62 , 63 »  e ioa …’oa bet ‘washañ…’washañ goañv ‘zo bet ‘barzh er vro

Lors : A bon

François : Ya

Lors : sete yin ‘oa …

François : Ya tout an « artichaud » dr’ amañ ‘oa ket chomet tamm « artichaud »  ebet na tamm …daou…daou viz ‘oa padet ar…ar progr’ …’n dra-he ioa …ma keroc’h « euh » … ar verc’h ‘ioa ganet an daou war ‘n ugent a a…mi’…mi’…a miz kerzu

Lors : Ya

François : Heñ hag ar goañv a ioa komañset an daou war’n ugent a miz kerzu …’choñj’ pé ‘oan ‘tont deuc’h ar c’hlinik ‘oa ‘n erc’h … erc’h ‘c’h ober

Lors : Erc’h

François : Ya eo ganet ‘bah e Landi’ …e Landi’ ‘ioa neuhe ur c’hlinik ‘vid an dra-he hag e na padet bet…betek « le vingt fév’… » an nao… an ugent a viz c’hwevrer ma keroc’h

Lors : O la la

François : Ya naou viz ‘oa ket chomet tamm «  artichaud «  ‘bet amañ …tout an «  artichaud » e ioa bet drailhet « euh » ‘oa bet drastet ga’d … ken…ken douñ ‘ioa eat ar …ar skorn

Lors : A ya

François :Ya …ha ga’ brikoli e ioa eat tout drailhet tout ié…setu ahe goude « euh » abaoe diwar an dra-he eo ar « S.I.C.A » ma kerez en deus klasket ober traoù all ba’h er « S.I.C.A » …ober « fleur » ober heñ saladenn ober traoù all koa ‘raok ‘oa nimet « artichaud » ha …ha brikoli heñ d’ar poent-se setu me em ‘moa choñjet klask ober un dra bennak ié ouzhpenn koa setu ‘m eus graet ga’d ar breur-kaer … breur-kaer em oa graet « des racines …endives »

Lors : A ya

François : Ya hag ni a…ni a …ni a gultive an dra-he ma keroc’h bet…betek « euh » betek o ya betek tregont dervezh-arad heñ …tregont dervezh-arad « endives » ‘m oa graet

Lors : A ya

François : Ya an dra-he ‘vehe destumet d’ar goañv dindan an amzer skriz…an dra-he ‘oa ket …’oa ket agreap heñ

Lors : Beñ nann…

François : An dra-he m’eus graet tri bloaz …tri bloaz bennak war-dro tri bloaz …setu ‘n em gavet … en em gavet matehe blavezh c’hwec’h…c’hwec’h hag hanter-kant pa …ober un dra bennag all ha goude ‘moa graet « des scorsonères »  grichoù hir…an dra-he ‘zo grichoù hir e-giz-se heñ

Lors : A ya

François : Ya ya ‘giz da …’giz da …’giz da… o teoder ar biz heñ an dra-he ioa du

Lors : Ya

François : A oa mad an dra-he en doa blaz …blaz an « artichaud »

Lors : A ya

François : Ya blazed ‘giz an « artichaud »  é « scorsonères » …’giz grichoù « artichaud » tammig i’é’

Lors : Ya ya

François : Med eo nemet …med amañ ‘omp ket …omp ket plaset mad …n’ou’n… n’é’ ket bet konti’ …gav ket din ‘viche graet ken memes ya ha ‘moa graet matehe un devezh-arad «  scorsonères «  ‘giz-se « euh » med an dra-he un dervezh-arad ‘roe labour

Lors : A ya

François : A ya pezegwir an dra-he e ioa stank ha stank ‘giz …’giz…o an dra-he ‘giz karotez koa

Lors : A ya

François : Ya

Lors : Sete renkennoù

François : Hag a vehe tennet ié … e ranker dougen aneho med arabat …arabat ‘torrfen koa

Lors : A

François : Ar re-he e ioa hir ‘giz-se …med bla’ez mat heñ …setu goude ‘moa lod ‘oa lañset war war ar « pépinières d’ornement « ma kerez koa heñ e Kastell … da gomañs ‘viche ket bet… n’oun ket tost da gant ‘c’h ober « pépinières d’ornement »  kant…kant …kant « entreprises » ma kerez koa …me ‘rae « pépinères d’ornement » er mil vazh douar ( 800 m carrés ) pe… pe sé koa heñ setu me ‘n im interese …me ‘wele an dra-he pelloc’h ‘vid an dra-he koa heñ …me ‘interese ac’hanon med ‘vehe ket kemeret den ebet d’ar poent-sé setu ‘n em gavet blavezh …blavezh dek ha tri-ugent neuze me moa graet planyoù evid ober « des porcheries » heñ ‘vid ober moc’h

Lors : Ya

François : Bon moc’h ha prest tout ar planyoù da zemariñ tout al labourioù da gomañs da zemariñ

Lors : Med moc’h « naisseur » pe »  engraisseur »

François : Ya ya ya ya «  non , non engraisseur »  kentoc’h «  engraisseur » hag miz c’hwevrer eno ‘welenmp « euh »…gast daou en em gaout ‘ba’h er porzh ha « chef » ma kerez an « directeur commercial » ‘vid ober ar « pépinière »  e ba’h e’ « S.I.C.A » ha neuhe unan dac’h an « technicien »  koa ‘ anavezen …e ioa un amezog pelloc’h ‘oa ket pell ahe … hennezh  »noa graet studi war a…war a…war ar plant ‘ba’h en Holland ‘oa bet koa heñ d’ar poent-se e oa d’an Holland ec’h er d’ober e studi evid ar plant ha ya setu e galleg « t’es toujours content de faire la pépinière , tu…, est-ce que tu es intéressé toujours »  setu ar c’hwreg a ioa ganin hag great er sell deuc’h ar c’hwreg penaos a a ya me ‘zo gwelloc’h ganin ober « pépinière » koa e galleg ‘noa me zo gwelloc’h ganin ober « pépinière » setu ar joñj a ioa bet great dustu ‘giz-se

Lors : A

François : Deom’ demariñ ar « pépinière »

Lors : Ha ‘oa lesket ar moc’h…

François : Lesket ar moc’h ha tamm ha tamm « donc »  ar « pépinière » ‘neus kresket ha … ‘zo eat war a-raok …war a-raok hag o matehe tost da dek vloaz an dra-he « en 70 » blavezh pevar-ugent apeupre « euh » ‘n em gavet d’ar poent-se un « technicien » ié koa …eñ ‘ioa … a ioa « chef vendeur »  ha «  technicien » ‘barzh e …’barzh e « groupe pépinière » e…e Kastell ‘n em gavet ahe ga’d bojennoù « bambou »  tammoù ‘giz-se ahe setu tamm bihan …eñ a ouie ‘n tamm brezhoneg med bon e galleg ‘noa lar’t din med brezhoneg sell n’out ket kountant… ‘viches ket kountant da esae an dra-he « bambou »  o ‘laren dehañ an dra-he pe un dra all heñ beñ piou ‘niche choñjet bremañ … bremañ ‘omp deu’t da veza’ …da veza’ brasañ kachimant ar brasañ unan deuc’h ar brasañ ‘barzh an « Europe » da broduiñ « bambou »

Lors : A ya

François : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Ho tud « euh » peseurt micher a raent…

François : Peizant

Lors : Peizant

François : Beñ ya met peizant bihan koa evel-just heñ… n’on ket proprietour heñ an dra-se oa tout « euh »…

Lors : Just a-walc’h pet devezh-arat a oa …

François : O ne oa ket bras an atant ugent devezh-arat pe a oa « ouais »

Lors : Ugent

François : Ugent ya bremañ n’eo ket kalz brasoc’h met bremañ n’eo ket heñvel koa emañ tout « hors- sol » bremañ koa

Lors : A ya

François : Ya… depant gwelet heñ penaos e oa an atant… ar re a deu a chom un tammig heñ « euh » ya

Lors : met n’eo ket ur feurm ken….

François : Nann nemet « pépinière »

Lors : met c’hwi ho peus cheñchet… pevare ho peus cheñchet

François : Me am boa cheñchet… cheñchet on ar bloavezh naontek daouzek ha tri-ugent… « non » dek ha tri-ugent « en soixante, mille neuf cent soixante dix ouais »

Lors : A ya dek ha tri-ugent

François : Ya… omp cheñchet ya ar bloavezh-se… er bloavezh-se em boa bet daou vugel ma keroc’h… am boa… am boa komañset ar « pépinière » hag em boa bet ur verc’h memes doare bloaz… gant an dra-se… setu an dra-se a ra din derc’hel soñj peur… peur eo bet komañset ar « pépinière »  ar memes doare bloaz e oa

Lors : A ya

François : Ya

Lors : A ya

François : Ya hag honnezh a zo bremañ ma karez amañ e… e… zo ar mab-kaer a zo dimezet ganti hag a zo o terc’hel an atant bremañ ma karez pe an atant… bon an « entreprise »  gant… gant… gant « machine »  ar mab din ivez koa

Lors : A ya

François : Daou int… asosiet int… ya

Lors : A ya

François : Hag a zo bremañ… hag a zo bremañ… c’hwec’h vloaz ha seizh vloaz hag hanter-kant

Lors : A ya

François : Hag ez eus ur mab-bihan a zo o vont da gemeret… a gemero an atant war-lerc’h koa

Lors : A ya

François : Ya… marteze… bon e-giz eo « société »  eo setu marteze ne gemero ket anezhi e-unan an dra-se… peogwir ur sapre karg da gemeret eo dija

Lors : A ya

François : O ya… oa ya met bras eo heñ

Lors : Pegement a goust

François : A pppfff

Lors : Apeupre koa

François : N’ouzon ket heñ beñ war-dro… war-dro tri million a « chiffre d’affaire »  a zo memes tra bremañ koa

Lors : A ya

François : Ya war-dro heñ… « chiffre d’affaires » ne lavar ket « bénéfices »  heñ

Lors : Nann nann nann

François : A a a a arabat a a a « euh »

Lors : Nann nann diwall

François : A vez lavaret… c’hwi a zo pinvidik ya met ma… ya a a a… bevañ mat a reomp me a lavar atav « euh » am eus « euh » am eus a-walc’h da vevañ ha re… re da vervel… a chom ganin koa

Lors : Ya

François : Heñ setu an dra-se a zo « euh »…heñ « la vérité… une vérité de La Palisse » e vije lâret e galleg koa a a a a

Lors : Ya ya ya gwirionez « La Palisse » koa

François : Ya

Lors : Ya ya

François : Ya

Lors : Ha peur… peur en deus bet… eo bet kemeret « euh » an atant peotramant an « entreprise » gant… gant ho mab

François : « Euh » gant ar mab a zo… en deus kemeret karg e-barzh ya met da gentañ e oa « en G.A.E.C »  ganeomp

Lors : Ya

François : Heñ… e-pad an dra-se… e oa bet… an atant oa bet lakaet e gwerzh… setu am boa douget…  « euh » kemeret an hanter eus an douar… eñ a brenfe an hanter eus an douar ha ni a brenfe an hanter all

Lors : A bon

François : Hag en em lakaemp « en G.A.E.C »

Lors : Ya

François : Abalamour dezhañ da gemeret dija perzh e-barzh e… heñ… an dra-se a zo bloavezhiennoù « euh » pevar-ugent

Lors : Ya

François : Ya pevar-ugent pe « 82 » pe « 83 » añfin daou… daou pe tri bloaz ha pevar-ugent

Lors : Ya

François : ‘M eus ket soñj… apeupre

Lors : Apeupre… war… war-dro koa

François : Ya war-dro koa ya peogwir ur breur am boa ivez a oa… ne oa ket dimezet hag e oa pevarzek vloaz koshoc’h evidon-me… eñ… eñ n’en doa… n’en deus ket kemeret james netra e- barzh… eñ a lavare din… ober ar pezh az po c’hoant

Lors : A bon

François : Peogwir eñ ne interese ket anezhañ… labourat… met labourat a ouie

Lors : A ya

François : Ola sapre labourer

Lors : Ha labourat… labourat… labourat a rae war an atant

François : Amañ ya war an atant ya ya… ya ya ya a-raok an « indivision » en doa un tammig lodenn e-barzh… dalc’het ul lodenn e-barzh… e-barzh an atant koa me pa oan deuet eus… en-dro eus… eus a Bro Aljeria ma karez « euh » an dra-se « euh » e miz C’hwevrer on dimezet… on antreet… on deuet e miz Here… e miz Here d’ar gêr hag e miz C’hwevrer on dimezet diwar… gant ar wreg en em gorespondemp… a… e-pad tout ar brezel koa… brezel Aljeria

Lors : Peseurt mod dre… dre… dre lizhiri

François : Dre lizher

Lors : Lizher

François : Dre lizher ya a ya ya… ya ya ya met skrivañ bihan a rae leun a draoù a lakae war… war… war… ha c’hoari he doa en em lenn hec’h-unan met me a lenne anezhi mat… kement e skrive bihan… unan bennak all ne vije ket… n’en dije ket gwelet… n’en dije ket gouezet lenn… bihan… bihanoc’h… evit… evit… a a a a evit ur medisin c’hoazh

Lors : A ya

François : O ya… a ya gwir eo

Lors : Hag e pelec’h « euh » ho poa rankontret ho… ho kwreg neuze

François : Un devezh… un devezh Meurzh… Meurzh al Lard… Meurzh al Lard e vez graet eus an dra-se… « euh »… e e e Plouvorn

Lors : E Plouvorn

François : Ya

Lors : Ha peur

François : Beñ an dra-se a oa ar bloavezh « euh » ale naontek « non » añfin lavaromp… lavaromp ar bloavezh hanter… ya nav hanter-kant

Lors : Ya

François : Nav hanter-kant pe eizh nann… nav hanter-kant pe eizh nann nav hanter-kant e oa ya, ya e miz Meurzh… e miz Meurzh ya nav hanter-kant

Lors : Ya

François : Ya ya ha me a zo aet goude d’ober va goñje diouzhtu e miz « euh » e miz Gouere

Lors : Ha c’hwi a… c’hwi… c’hwi a anaveze anezhi a-raok

François : « Non »  tamm ebet

Lors : A nann

François : Nann e-giz-se en ur bal koa

Lors : En ur bal

François : Bal a oa koa evit ya evit « Mardi Gras »  ma keroc’h e-barzh e Plouvorn

Lors : Setu c’hwi… c’hwi a zo bet da welet…da c’houlenn diganti dañsal koa…

François : Ya setu e-giz-se e veze graet d’ar poent-se heñ

Lors : O ya

François : Ya ya gast honnezh a blije din bon ha plijout a ra atav hag aze emañ atav… oc’h ober he… oc’h ober he c’housk emañ a a a a

Lors : A ya met brav eo moarvat

François : Ya setu ez eus « euh »… tri-ugent vloaz zo omp dimezet koa heñ paseet tri-ugent vloaz zo ya ya

Lors : Hag emichañs ho kwreg he deus bet labouret war… war an « entreprise »

François : Va gwreg… ar wreg a zo bet « associée » ganin

Lors : « Associée »

François : Ya… d’ar poent-se ne oa ket kalz hag a gemere o gwreg « associée » met me a soñj e oan.. da gentañ… e welen pell… heñ en ur… en eur asosiañ anezhi evit ar retredoù evit kaout ar retred ha goude heñ… muioc’h a retred he deus evidon-me dija… peogwir ar vugale a zo lakaet en he anv

Lors : A

François : Ma keroc’h unan pe zaou a oa… em boa… em boa kavet gwelloc’h lakaat anezho en he anv evel-just

Lors : A ya François : Setu he deus… he deus oh… kant euro bennak muioc’h evidon-me, koa Lors : A ya

François : Beñ ya evit he retred… met an dra-se a zo… ar penn a laboure mat d’ar poent-se dija

Lors : Ya

François : Ya a a a a

Lors : Ya soñjal « euh »

François : Soñjal pelloc’h

Lors : Ya

François : Ya

Lors : En amzer da zont koa

François : En amzer da zont ya… setu goude pa oamp dimezet ‘moa ket bet chañs diouzhtu en ur zimeziñ peogwir e oa bet goañv bras

Lors : A

François : Heñ « l’hiver 62 , 63 » e oa… e oa bet ar washañ… gwashañ goañv a zo bet e-barzh ar vro

Lors : A bon

François :Ya

Lors : Setu yen e oa…

François : Ya tout an « artichaud » dre amañ ne oa ket chomet tamm « artichaud » ebet na tamm… daou… daou viz oa padet ar… ar progr’… an dra-se a oa… ma keroc’h « euh »… ar verc’h a oa ganet an daou warn-ugent a… a… miz… miz… a viz Kerzu

Lors : Ya

François : Heñ hag ar goañv a oa komañset an daou warn-ugent a viz Kerzu… soñj pa oan o tont eus ar c’hlinik e oa an erc’h… erc’h oc’h ober

Lors : Erc’h

François : Ya eo ganet e-barzh e Landi… e Landi e oa neuze ur c’hlinik evit an dra-se hag en doa padet bet… betek « le vingt fév… » an nav… an ugent a viz C’hwevrer ma keroc’h

Lors : O la la

François : Ya daou viz ne oa ket chomet tamm « artichaud » ebet amañ… tout an « artichaud » a oa bet drailhet « euh » a oa bet drastet gant… ken… ken don e oa aet ar … ar skorn

Lors : A ya

François : Ya… ha gant gant brikoli e oa aet tout drailhet tout ivez… setu aze goude « euh » abaoe diwar an dra-se eo ar « S.I.C.A » ma karez en deus klasket ober traoù all e-barzh ar « S.I.C.A »… ober « fleur » ober heñ saladenn ober traoù all koa a-raok ne oa nemet « artichaud » ha… ha brikoli heñ d’ar poent-se setu me em boa soñjet klask ober un dra bennak ivez ouzhpenn koa setu ‘m eus graet gant ar breur-kaer… breur-kaer em boa graet « des racines …endives »

Lors : A ya

François : Ya hag ni a… ni a… ni a gultive an dra-se ma keroc’h bet… betek « euh » betek o ya betek tregont devezh-arat heñ… o ya tregont devezh-arat « endives » em boa graet

Lors : A ya

François : Ya an dra-se a veze dastumet d’ar goañv dindan an amzer skriz… an dra-se ne oa ket… ne oa ket agreapl heñ

Lors : Beñ nann

François : An dra-se am eus graet tri bloaz… tri bloaz bennak war-dro tri bloaz… setu en em gavet… en em gavet marteze bloavezh c’hwec’h… c’hwec’h hag hanter-kant pa… ober un dra bennak all ha goude em boa graet « des scorsonères » gwrizioù hir… an dra-se a zo gwrizioù hir e-giz-se aze

Lors : A ya

François : Ya ya e-giz da… e-giz da… e-giz da… o tevder ar biz heñ an dra-se oa du

Lors : Ya

François : A oa mat an dra-se en doa blaz… blaz an « artichaud »

Lors : A ya

François :Ya blazet e-giz an « artichaud » eo « scorsonères »… e-giz gwrizioù artichaod an tammig ivez

Lors :Ya ya

François : met eo nemet… amañ n’omp ket… n’omp ket plaset mat… n’ouzon… n’eo ket bet konti’… ne gav ket din e vije graet ken memes ya hag em boa graet marteze un devezh-arat « scorsonères » e-giz-se met an dra-se un devezh-arat a roe labour

Lors :A ya

François : A ya peogwir an dra-se a oa stank ha stank e-giz… e-giz… o an dra-se e-giz karotez koa

Lors : A ya

François : Ya

Lors : Setu renkennoù…

François : Hag a veze tennet ivez… e ranker dougen anezho met arabat… arabat e torrfent koa

Lors : A

François : Ar re-se a oa hir e-giz-se… met blazet mat heñ… setu goude em boa… lod a oa lañset war… war ar « pépinières d’ornement » ma karez koa heñ e Kastell… da gomañs ne vije ket bet… n’ouzon ket tost da gant oc’h ober « pépinières d’ornement » kant… kant… kant « entreprises » ma karez koa… me a rae « pépinières d’ornement » ur milvezh douar pe… pe se koa heñ setu me en em interese… me a wele an dra-se pelloc’h evit an dra-se koa heñ… me a interese ac’hanon met ne veze ket kemeret den ebet d’ar poent-se setu en em gavet bloavezh… bloavezh dek ha tri-ugent neuze me am boa graet plañioù evit ober « des porcheries » heñ evit ober moc’h

Lors : Ya

François : Bon moc’h ha prest tout ar plañioù da zemariñ tout al labourioù da gomañs da zemariñ

Lors : met moc’h « naisseur » pe « engraisseur »

François : Ya ya ya ya « non, non engraisseur » kentoc’h « engraisseur » hag e miz C’hwevrer eno e welemp  « euh »… gast daou oc’h en em gavout e-barzh ar porzh ha « chef » ma karez an « directeur commercial »  evit ober ar « pépinière » e-barzh er « S.I.C.A » ha neuze unan eus an « technicien » koa a anavezen… e oa un amezeg pelloc’h ne oa ket pell aze… hennezh en doa graet studi war a… war a… war ar plant e-barzh en Holland e oa bet koa heñ d’ar poent-se e oa d’an Holland… ez aer d’ober e studi evit ar plant ha ya setu e galleg « t’es toujours content de faire la pépinière, tu, est-ce que tu es intéressé toujours »  setu ar wreg a oa ganin ha graet ur sell ouzh ar wreg penaos a ya me a zo gwelloc’h ganin ober « pépinière » koa e galleg en doa… me a zo gwelloc’h ganin ober « pépinière » setu ar soñj a oa bet graet diouzhtu e-giz-se

Lors : A

François : Deomp demariñ ar « pépinière »

Lors : Hag e oa laosket ar moc’h…

François : Laosket ar moc’h ha tamm ha tamm « donc » ar « pépinière » en deus kresket ha… a zo aet war a-raok… war a-raok hag o marteze tost da dek vloaz an dra-se e… « en 70 » bloavezh pevar- ugent apeupre « euh » en em gavet d’ar poent-se un « technicien » ivez koa eñ a oa… a oa « chef vendeur »  ha « technicien »  e-barzh e… e-barzh e « groupe pépinière » e… e Kastell en em gavet aze gant bodennoù « bambou » tammoù e-giz-se aze setu tamm bihan… eñ a ouie un tamm brezhoneg met bon e galleg en doa lâret din met brezhoneg sell n’out ket kontant… ne vijes ket kontant da esae an dra-se «  bambou » o a lâren dezhañ an dra-se pe un dra all heñ beñ piv en dije soñjet bremañ… bremañ omp deuet da vezañ… da vezañ brasañ kazimant ar brasañ unan eus ar brasañ e-barzh an « Europe »  da broduiñ « bambou »

Lors : A ya

François : Ya