Jean Perron, Logivi-Plougraz
Jean Perron a zo bet dedennet yaouankig mat gant ar benvioù elektronek, pa ‘oa krog da zivontañ ar post-radio d’an oad a zaouzek vloaz, da welet penaos e kerzhe an traoù e-barzh… Ha bremañ e talc’h da repariñ bitrakoù evel-se, en ur brenañ pezhioù war « Alibaba » !
Roger Hénaff, Gourin
Roger Henaff, deus Gourin, a gont deomp penaos e oa aet kalzig mat a dud deus e anaoudegezh, kerent ha mignoned, da c’hounid o vuhez d’an Amerik er bloavezhioù hanter-kant ha tri-ugent.
André Raoul, Ar Sent
André Raoul a gont deomp dre ar munud penaos en deus bet chaseet giboes a-bep-seurt epad e vuhez.
Denis Le Bozec, Langonned
Deniz Le Bozeg a gont deomp pegen disheñvel eo brezhoneg Langoned, a zo Kernew, douzh hini Ploure, a zo Pourlet (Gwened).
Herve Lossec, Lesneven
Hervé Lossec a gont deomp penaos e oa krog da labourat gant an urzhiaterion en un ti-bank d’ar mare ma vije implijet kartennoù toullet evit lakaat anezho da gerzhet.
Nicolas Terrom, Lambaol-Gwitalmeze
Nicolas Terrom ‘zo bet ganet en un atant a-raok an Eil Brezel Bed, hag e kont deomp eñvorennoù e vugaleaj gant e vreur hag e c’hoarezed e-pad ar brezel : e zarempredoù gant repuidi deut douzh a Vrest da glask goudor war ar maez, pe darempredoù gant ar prizoniad alamant a oa chomet da sikour war an atant da c’houde ar brezel.
Continuer la lecture de « Nicolas Terrom, Lambaol-Gwitalmeze »
Paulette Lescop, deus Plouider
Paulette Lescop he deus ur vec’h-gaer a zo a orin deus a vro China, hag he doa c’hoant da zeskiñ ar yezh, ha da vont da welet ar vro hag an dud eno. Souezhet eo bet en ur welet pegen disheñval eo o bed deus hon hini…
Marie-Thérèse Le Gal, deus Plourin-Gwitalmeze
Marie-Thérèse Le Gal a zo bet evel seurez oc’h ober skol e Côte d’Ivoire, hag e kont deomp peseurt buhez a oa gant an dud eno d’ar c’houlz-se.
Continuer la lecture de « Marie-Thérèse Le Gal, deus Plourin-Gwitalmeze »