Iffig Le Moigne, deus ar C’hastell Nevez

Iffig LE MOIGNE

Iffig Le Moigne, deus ar C’hastell-Nevez, a zo bet o labourat en ti-bank ba’ r C’hastell-Nevez ha war-dro.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Hag ho tud ‘neus …. med c’hwi ‘peus adkemeret an tiegezh war-lerc’h … al loened ha toud pe…

Iffig : A me ‘m eus ket

Lors : Nann

Iffig : Ma breur ‘na kemer’t an tiegezh war-lerc’h

Lors : A ho preur koshañ anfin ho preur koa … pugur ‘peus ket bet c’hoar ‘bet

Iffig : Nann nann nann

Lors : Daou baotr… bon… ha eñ neus kemer’t

Iffig : Eñ neus kemer’t an tiegezh… ha bremañ e baotr ‘ zo ‘ tarc’hen… ‘ zalc’h an tiegezh eu

Lors : A ya ya… set’ an tiegezh ‘oa bet roet d’ho… dañ… ‘blam ‘ oa… dehoñ ‘blam ‘oa ‘n hain koshañ koa ‘michañs

Iffig : N’é ket … me ‘m’oa desidet … me ‘m’oa ka’et ur plas d’hont da labour’d … me ‘oa aet… me ‘oa aet kuit koa

Lors : A c’hwi ‘pa choajet

Iffig : Ya ya

Lors : D’hont kuit koa

Iffig : Ya

Lors : Ha peseurt plas ‘pa ka’et

Iffig : Bin me ‘oa … me ‘m’oa kemer’t d’ar mare-se « Caisse rurale et urbaine , crédit mutuel »

Lors : « De Bretagne »

Iffig : « Ah non »

Lors : A nann, d’ar mare-se ‘oa ket…

Iffig : « Caisse rurale et urbaine de crédit mutuel et celle-là » … ha hounz neuhe goude-se neus bet fusionet ga’ ‘r CMB … set’ me ‘zo digoue’et ‘ba ‘r CMB goude-se koa

Lors : Ya a ya … ha ‘ba peseurt blavechoù ‘oa se ‘peupre

Iffig : Euu ‘ba ‘r blavezh dek ha tri-ugent … ‘oan kemer’t … ‘oan komañs’ koa

Lors : Ha ‘ba pelec’h ‘oa ar c’hef neun …’ba ‘r C’hastell-Nê

Iffig : ‘Ba ‘r C’hastell-Nê ya

Lors : A ya set’ … med c’hwi .. c’hwi ‘ jome ‘ba ‘r C’hastell-Nê petramant oac’h …’oa goul’et ganoc’h mont ‘ba … war

Iffig : A ‘oa ket, ‘oa ket … me ‘m’oa kemer’t ahe ‘oa ur vaouez petram’ un intron ‘tac’hen an dra-he da gentañ ha houm ‘oa deut d’an oad deï d’hont ‘ba hi retred set’ oa dao kaout un’ all da ramplas neï ha me ‘m’oa kemer’t neï me ‘m’oa ‘n’im bropoz’t da gemer an dra-he koa

Lors : ‘n’im bropoz ya hag

Iffig : hag on bet kemer’t koa

Lors : Ha bez ‘oa tud all da ‘n’im bropoz … ‘n’om ginnig da .. . da

Iffig : ‘Oa ket … ‘oa ket bet hain’ all ‘met ma-un’ koa

Lors : A… neun ‘oa aes

Iffig : Ya

Lors : Ha goud a ou’oc’h ‘blam beta oc’h bet kemer’t … bon ‘blam

Iffig : ‘oa dao kaout un’

Lors : Kaout un’ sertanamant ha ‘oa hain’ ‘bet all ‘n’im bresant’

Iffig : Nann

Lors : Med mod all daoust de-geñ kontañ brezhoneg neus bet sikouret …

Iffig : O pas pas kement-se nann

Lors : Nann

Iffig : Nann

Lors :Nann pugur war-lerc’h ‘oc’h bet … é bet ret doc’h ‘vel ‘pa lar’t din mont ‘ba ‘ba ‘r barrochoù en-dro

Iffig : A ya hend-all… goude-se on bet ‘ba ‘r CMB neuhe …me ‘ vize ‘ober ar permanañsoù ‘ba Speied ha neuhe ‘ba Landelo

Lors : Ya

Iffig : Setu beb … da d’ar meurzh vintin ‘vizen ‘ba Speied d’ar meurzh goude kreisteiz ‘vi’en ‘ba Landelo

Lors : Ya

Iffig : D’ar yaou vi’en ‘c’haloupad un tamm partout

Lors : War ‘r maechioù

Iffig : War ‘ r maez

Lors : A bon

Iffig : A ya … war ‘r maez bon bin ti ar c’homersanted ha ‘tespugn an arc’hant

Lors :A despugn an arc’hant ya ha ‘ba ‘r feurmoù è

Iffig : Euu vi’en ket ‘ba enne ‘ba ‘r feurmou kalz ‘naon … ‘ba lod vi’en

Lors : Lod nê

Iffig : Ya

Lors : Ha peseurt mod … a ya pugur an dud roe doc’h o arc’hant

Iffig : Bin ‘r pezh ar c’homersanted ar pezh ni’ent despugnet kuit dë d’hont da c’haloupat eu koa

Lors : A ya set’

Iffig : Set’ me ‘ gemere toud ar paper ha ‘zigase toud an arc’hant ganin

Lors : Ha c’hwi ‘ zigase toud an arc’hant ‘ba ‘r c’hef ‘michañs ‘oa ur c’hef ‘ba ‘r C’hastell-Nê amañ

Iffig : Ya d’ar buro

Lors : Ur c’hef koa ‘michañs

Iffig : Bez ‘zo bet ur wech m’eus kle’et lod eu bugale d’ar c’homersanted hag un’ m’eus soñj deusouti ‘lar’t d’hi ‘lar’t d’hi mamm un devezh : « Med ‘damm peta c’hwi ‘ra tout hoc’h arc’hant da henzh neuhe «

Lors : A ya

Iffig : A ba ya

Lors : Med ‘oa ket bet displeget dehon koa

Iffig : « Hein «

Lors : ‘Oa ket bet lar’t dehon

Iffig : An dra-he ‘oa « normal « koa

Lors : Ya ya med set’ an dud … an dud ‘na fiañs ennoc’h

Iffig : A ya

Lors : ‘ vid …

Iffig : Ya med oblijet oaint eu

Lors : Bin ya med …

Iffig : Bin me ‘rae ar paper dê set’ ‘ riskaint ket nintra ‘bet nê

Lors : Nann nann nann nann nann …hag ‘n’eur ‘ober se ‘peus gwelet ar c’honvers mont ha dont … kresk ha digresk ‘michañs ‘zo bet mareoù ‘oa gwelloc’h ar c’honvers ‘werze muioc’h an dud petramant

Iffig : Ha muioc’h ‘ dud ‘oa ‘benn neuhe

Lors : D’ar mare-se

Iffig : D’ar mare-se … d’ar mare-se anfin « Leclerc et compagnie « ar re-se n’egzitaint ket d’ar mare-se neint koa …pé ‘oan ‘krog’ ober an dra-he nann … bon goude-se neuint komañset da gemer an tammig startijenn

Lors : Ya

Iffig : Ha bremañ neuint lac’het nê toud ar re all koa lac’het toud ar re vihan

Lors : Ya … med ‘michañs é bet … peseurt mod peus ka’et se … ka’et ‘peus se trist gwel’ …

Iffig : O ‘ ra ket plijadur gwel’ an traoù ‘vez ‘ sarriñ a mod-se hin

Lors : Nann

Iffig : ‘welet toud ar c’homersoù bihan ‘sarriñ …. ‘peus kim gwel’ bremañ ‘ba ‘r C’hastell-Nê neus ket kalz …’ba Landelo ‘zo pet

Lors : Un’

Iffig : Un’ « tiens »

Lors : ‘Ba Plone

Iffig : ‘Ba Plone n’eus ket kalz ken eu

Lors : Euu daou … daou pe dri ‘zo

Iffig : O matrese ya

Lors : Ya o ya ‘peupre … med un’ matrese neus ampechet ar stalioù ar vagasinoù bras ‘vel « Leclerc » ha toud ar re-he da zont re abred … Jorj neus ket harz’ nê un tamm da zond

Iffig : Jorj Le Meur

Lors : Jorj Le Meur ya

Iffig : O pas kement-se hin

Lors : Pas kement-se

Iffig : Bin ‘n hain’ kentañ ‘oa deut ‘oa …’oa « Leclerc «

Lors : A ya

Iffig : Bon goude-se … med ‘ba ‘r C’hastell-Nê ‘zo tri hin

Lors : Ya

Iffig : « Hein »

Lors : Ya

Iffig : Bin goude-se ‘mañ « Intermarché »

Lors : Ya

Iffig : Ha ….

Lors : « Leaderprice »

Iffig : « Leaderprice » ya… ha sp… Bon… « Spar » n’oc’h ket gouest da lar’t la é-eñ unan bras c’hoazh med henzh ‘zo plaset mad ‘ba kreiz ar C’hastell-Nê ha toud an dud ‘zo gouest d’hont

Lors : Di ga’…

Iffig : Domaj ‘ vefe bin harpefe henzh hin

Lors : Ya

Iffig : Neuhe vé … neuhe vé dao mont tre ‘an nec’h deus ‘r C’hastell-Nê … da zont treusk … treusk’ ‘n hent ‘hent ‘hent bras eu

Lors : Ya hag é start ‘vid ar re neus ket oto na na …

Iffig : Bin lod neuint ket nann

Lors : Lod neuint ket

Iffig : Ha lod neuint ket … n’int ket gouest da gonduiñ ken eu

Lors : Ha just ‘wac’h d’ho soñj daoust hag-eñ vé graet tra-walc’h ‘vid ar re gozh …ar re ‘zo ampechet ‘ba ‘ba ‘r vro dre amañ … bez veint sikour’t pe

Iffig : Matrese ‘zo ezhomm d’ober un tammig muioc’h ‘vid ‘vid ‘ zo graet eu med n’é ket aes ober

Lors : Nann petra ‘ vank an arc’hant pe an dud pe

Iffig : Ma vefe graet …matrehe lak’t un oto ur wech dre vare da zespugn an dud matrese ‘vefe gwelloc’h … me n’ouzon ket eu med an dra-he neus ur prij eu

Lors : Ya ha matren … n’ouzon ket …matrese ar barrez ‘neus dle

Iffig : O pas kement-se

Lors : Pas kement-se

Iffig : O nann

Lors : Neus kalz a dle

Iffig : Nann deus an tu-se ‘mer … ‘maomp mad

Lors : A bon

Iffig : N’ouzon ket pegeit ‘zo ‘neump ket bet kresket an impojoù nann

Lors : A bon ‘r pezh ‘zo mad

Iffig : Med kresk’ reant memes-tra pugur war ar pezh é kalkul’t vé kresket an departamant hag ar … lod …. un ti neus ur serten « valeur »

Lors : Ya

Iffig : Bon med henzh … houzh vé kresket …set’ bon laket vé laket ur « pourcentage » war an dra-he é oblijet da greskiñ

Lors : Ya med piou ‘lar … piou ‘laka talvoudegezh un ti da greskiñ

Iffig : Ar gouarnamant

Lors : Ar gouarnamant

Iffig : A ya pugur int ‘lak … int « fixent » an « augmentation »

Lors : A ya

Iffig : Set’ int ‘lar ar blâ-mañ ‘vo kresket deus kement ha kement … setu ho ti neus muioc’h ‘dalvoudegezh …

Lors : Ya ya

Iffig : Normalamant n’é ket gwir med anfin… ‘mod-se ‘mañ …

Lors : Nann pugur …

Iffig : ‘r pezh ‘vo lar’t doc’h … houm’ ‘dalv kement ha kement set’ goude-se ‘vo laket « pourcentage « warneï set’ an dra-he ‘gresk ar …

Lors : ‘Gresk ar priz

Iffig : ‘n impoioù

Lors : ‘n impoioù ya ya an tailhou … an taksoù … ha se ‘zo kaoz ‘baoe ‘on digoue’et ‘ba Landelo … da zigentañ ‘baen ur priz ha bremañ é kresket forzh pegement ha kouskoude neubeutoc’h tud ‘zo neubeutoc’h a gonversanted neubeutoc’h ‘dra koa ha koulskoude c’ha war an uhel

Iffig : Bin ya

Lors : Med ur mare bennaked ‘vo red dê aretañ ober a-mod-se …dihanañ

Iffig : C’hwi ‘peus bet gwelet ur wech bennaket harp’ an traoù da greskiñ … m’eus ket gwelet an traoù diminuiñ ar mod-se, nann, ar pezh ‘zo ret doc’h paeo ar pezh ‘c’houneit ya ar re-he ‘greskont ket mes ar pezh ‘zo ret doc’h paeo ‘ gresko ato …


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Hag ho tud o deus… mes c’hwi ho peus adkemeret an tiegezh war-lerc’h… al loened ha tout pe…

Iffig : A me ne’m eus ket !

Lors : Nann

Iffig : Ma breur en doa kemeret an tiegezh war-lerc’h

Lors : A… ho preur koshañ, anfin anfin, ho preur koa… peogwir n’ho peus ket bet c’hoar ebet

Iffig : Nann nann nann

Lors : Daou baotr… bon… ha eñ en deus kemeret

Iffig : Eñ en deus kemeret an tiegezh… ha bremañ e baotr a zo o terc’hel… a zalc’h an tiegezh ivez

Lors : A ya ya… setu an tiegezh e oa bet roet d’ho… dezhañ…abalamour e oa … dezhañ abalamour e oa an hini koshañ koa emichañs

Iffig : N’eo ket… me am boa desidet… me am boa kavet ur plas da vont da labourat… me a oa aet… me a oa aet kuit koa

Lors : A c’hwi ho poa choazet

Iffig : Ya ya

Lors : Da vont kuit koa

Iffig : Ya

Lors : Ha peseurt plas ho poa kavet

Iffig : Bin… me a oa… me am boa kemeret d’ar mare-se « Caisse rurale et urbaine, crédit mutuel »

Lors : « De Bretagne ? »

Iffig : « Ah non »

Lors : A nann d’ar mare-se ne oa ket

Iffig : « Caisse rurale et urbaine de crédit mutuel, et celle-là… » ha honnezh neuze goude-se en deus bet fusionet gant ar « CMB » setu me zo degouezhet e-barzh ar « CMB » goude-se koa

Lors : Ya a ya… ha e-barzh peseurt bloavezhioù e oa se apeupre

Iffig : Eu… e-barzh ar bloavezh dek ha tri-ugent e oan kemeret… e oan komañset koa

Lors : Hag e-barzh pelec’h e oa ar c’hef neuze… e-barzh ar C’hastell-Nevez

Iffig : E-barzh ar C’hastell-Nevez ya

Lors : A ya setu… mes c’hwi… c’hwi a chome e-barzh ar C’hastell-Nevez peotramant e oac’h… e oa goulennet ganeoc’h mont e-barzh… war…

Iffig : A ne oa ket… ne oa ket…me am boa kemeret… aze e oa ur vaouez peotramant un itron o terc’hel an dra-se da gentañ ha houmañ e oa deuet d’an oad dezhi da vont e-barzh he retred… setu e oa dao kavout unan all da ramplas anezhi ha me am boa kemeret anezhi… me am boa en em bropoziñ da gemer an dra-se koa

Lors : En em bropoziñ ya

Iffig : Hag ez on bet kemeret koa

Lors : Ha bez e oa tud all d’en em bropoziñ… d’en em ginnig… da

Iffig : Ne oa ket… ne oa ket bet hini all nemet ma-unan koa

Lors : A… neuze e oa aes

Iffig : Ya

Lors : Ha gouzout a ouzoc’h abalamour da betra ez oc’h bet kemeret… bon abalamour

Iffig : E oa dao kavout unan

Lors : Kavout unan sertanamant hag ne oa hini ebet all en em brezantiñ

Iffig : Nann

Lors : Mes mod-all daoust hag-eñ kontañ brezhoneg en deus bet sikouret

Iffig : O pas pas kement-se, nann

Lors : Nann

Iffig : Nann

Lors : Nann… peogwir war-lerc’h ez oc’h bet… eo bet ret deoc’h evel ho poa laret din mont e-barzh… e-barzh ar parrezioù en-dro

Iffig : A ya met goude-se ez on bet e-barzh ar « CMB » neuze… me a veze oc’h ober ar permanañsoù e-barzh Speied ha neuze e-barzh Landelo

Lors : Ya

Iffig : Setu bep… da… d’ar meurzh vintin e vezen e-barzh Speied d’ar meurzh goude kreisteiz e vezen e-barzh Landelo

Lors : Ya

Iffig : D’ar yaou e vezen o c’haloupat un tamm partout

Lors : War ar maezioù

Iffig : War ar maez

Lors : A bon

Iffig : A ya war ar maez… bon bin ti ar c’hoñversanted ha dastum an arc’hant

Lors : A dastum an arc’hant ya ha e-barzh ar feurmioù ivez

Iffig : Eu ne vezen ket e-barzh enno… e-barzh ar feurmoù kalz ac’hanon… e-barzh lod e vezen

Lors : Lod anezho

Iffig : Ya

Lors : Ha peseurt mod… a ya peogwir an dud a roe deoc’h o arc’hant

Iffig : Bin ar pezh… ar c’honversanted ar pezh o dije dastumet kuit dezho da vont da c’haloupat ivez koa

Lors : A ya setu…

Iffig : Setu me a gemere tout ar paper ha zegase an arc’hant ganin

Lors : Ha c’hwi a zegase tout an arc’hant e-barzh ar c’hef emichañs e oa ur c’hef e-barzh ar C’hastell-Nevez amañ

Iffig : Ya d’ar buro

Lors : Ur c’hef koa emichañs

Iffig : Bez a zo bet ur wech… am eus klevet lod ivez bugale ar c’honversanted hag unan am eus soñj diouti o laret d’he… o laret d’he mamm un devezh : « Mes abalamour da betra c’hwi ‘ra tout hoc’h arc’hant da hennezh neuze »

Lors : A ya

Iffig : A ba ya

Lors : Mes ne oa ket bet displeget dezhañ koa

Iffig : « Hein »

Lors : Ne oa ket bet laret dezhañ

Iffig : Aze e oa « normal » koa

Lors : Ya ya mes setu an dud… an dud o doa fiziañs ennoc’h

Iffig : A ya

Lors : Evit…

Iffig : Ya mes oblijet e oant ivez

Lors : Bin ya mes…

Iffig : Bin me a rae ar paper dezho setu ne riskaent netra ebet anezho

Lors : Nann nann nann nann nann … hag-eñ oc’h ober se ho peus gwelet ar c’honvers mont ha dont… kresk ha digresk… emichañs a zo bet mareoù e oa gwelloc’h ar c’honvers… a werzh e muioc’h an dud peotramant…

Iffig : Ha muioc’h a dud a oa a-benn neuze

Lors : D’ar mare-se

Iffig : D’ar mare-se… d’ar mare-se anfin « Leclerc et compagnie » ar re-se n’egzitaent ket d’ar mare-se anezho koa… pa oan o krogiñ oc’h ober an dra-se nann… bon goude o deus komañset da gemer un tammig startijenn

Lors : Ya

Iffig : Ha bremañ o deus lac’het anezho tout ar re all koa… lac’het tout ar re vihan

Lors : Ya… mes emichañs eo bet… peseurt mod ho peus kavet se… kavet ho peus se trist gwelet…

Iffig : O ne ra ket plijadur gwelet an traoù ‘serriñ ar mod-se hin

Lors : Nann

Iffig : Gwelet tout ar c’honversoù bihan o koshaat… n’ho peus ken gwelet bremañ e-barzh ar C’hastell-Nevez…n’en deus ket kalz… e-barzh Landelo a zo pet

Lors : Unan

Iffig : Unan « tiens »

Lors : E-barzh Plone

Iffig : E-barzh Plone n’en deus ket kalz ivez

Lors : Eu… daou… daou pe dri a zo

Iffig : O ya marteze ya

Lors : Ya o ya apeupre… mes unan marteze en deus ampechet ar stalioù… ar vagasinoù bras evel « Leclerc » ha toud ar re-se da zont re abred… Jorj n’en deus ket harzet anezho da zont ?

Iffig : Jorj Le meur

Lors : Jorj Le meur ya

Iffig : O pas kement-se hin

Lors : Pas kement-se

Iffig : Bin an hini kentañ e oa deuet e oa… e oa « Leclerc »

Lors : A ya

Iffig : Bon goude-se… mes e-barzh ar C’hastell-Nevez a zo tri hin

Lors : Ya

Iffig : « Hein »

Lors : Ya

Iffig : Bin goude-se emañ « Intermarché »

Lors : Ya

Iffig : Eu…

Lors : « Leader Price »

Iffig : « Leader Price » ya… ha « Sp… » …bon « Spar » n’oc’h ket gouest da laret la eo-eñ unan bras c’hoazh mes eñ a zo plaset mat e-barzh kreiz ar C’hastell-Nevez ha tout an dud zo gouest da vont…

Lors : Di gant…

Iffig : Domaj e vefe… bin e harpefe hennezh hin

Lors : Ya

Iffig : Neuze e vez… neuze e vez dao mond tre d’an nec’h eus ar C’hastell-Nevez… da zont etreseg… etreseg an hent… an hent… an hent-bras koa

Lors : Ya hag eo start evid ar re n’o deus ket oto na… na…

Iffig : Bin lod n’o deus ket nann

Lors : Lod n’o deus ket

Iffig : Ha lod n’o deus ket… ne z’int ket gouest da gonduiñ ken ivez

Lors : Ha just awalc’h d’ho soñj daoust hag-eñ e vez graet tra-walc’h evit ar re gozh… ar re a zo ampechet e-barzh… e-barzh ar vro dre amañ… bez e vezont sikouret pe…

Iffig : Marteze a zo ezhomm d’ober un tammig muioc’h evit… evit a zo graet ivez mes n’eo ket aes ober

Lors : Nann petra a vank… an arc’hant pe an dud pe

Iffig : Ma vefe graet… marteze lakaad un oto ur wech dre vare da zastum an dud marteze e vefe gwelloc’h… me n’ouzon ket ivez mes an dra-se en deus ur priz ivez

Lors : Ya ha marteze… n’ouzon ket… marteze ar barrez en deus dle

Iffig : O pas kement-se

Lors : Pas kement-se

Iffig : O nann

Lors : N’en deus ket kalz a dle

Iffig : Nann diouzh an tu-se emaer… emaomp mat

Lors : A bon

Iffig : N’ouzon ket pegeit zo n’hon eus ket bet kresket an impoioù nann

Lors : A bon, ar pezh a zo mat

Iffig : Mes kreskiñ a reont memestra peogwir war ar pezh eo kalkulet e vez kresket an departamant hag ar… lod… un ti en deus ur serten « valeur »

Lors : Ya

Iffig : Bon mes hennezh… honnezh e vez kresket… bon lakaet e vez… lakaet ur « pourcentage » war an dra-se eo oblijet da greskiñ

Lors : Ya mes piv a lar… piv a lak talvoudegezh un ti da greskiñ

Iffig : Ar gouarnamant

Lors : Ar gouarnamant

Iffig : Ha ya peogwir int a lak… int a « fixent » an « augmentation »-mañ

Lors : A ya

Iffig : Setu int a lar ar bloaz-mañ a vo kresket eus kement ha kement, setu ho ti en deus muioc’h a dalvoudegezh

Lors : Ya ya

Iffig : Normalamant n’eo ket gwir mes anfin ar mod-se emañ

Lors : Nann peogwir

Iffig : Ar pezh e vo laret deoc’h… houmañ a dalv kement ha kement setu goude-se e vo lakaet « pourcentage » warni… setu an dra-se a gresk ar…

Lors : A gresk ar priz

Iffig : An impoioù

Lors : An impoioù ya ya… an tailhoù… an taksoù… ha se a zo kaoz abaoe ez on degouezhet e-barzh Landelo… da zigentañ a baeen ur priz ha bremañ eo kresket forzh pegement ha koulskoude nebeutoc’h tud zo… nebeutoc’h a gonversanted… nebeutoc’h a draoù koa ha koulskoude ez a war an uhel

Iffig : Bin ya

Lors : Mes ur mare bennaket e vo red dezho aretañ ober a-mod-se… dihanañ

Iffig : C’hwi ho peus bet gwelet ur wech bennaket harpañ an traoù da greskiñ… me n’am eus ket gwelet an traoù diminuiñ ar mod-se nann… ar pezh a vez dao deoc’h paeañ ar pezh a c’hounezit ya ar re-se ne greskont ket… mes ar pezh eo ret deoc’h paeañ a gresko atao !