Bob Simon, Kastell Paol

Bob Simon a zo bet aktour ha leurenner c’hoariva e brezhoneg ‘pad e vuhez. Kontañ a ra deomp penaos en deus tremenet kalz a amzer o lakaat skolidi da bleustriñ ha da labourat tro-dro d’ar c’hoariva, e-skeud prientiñ pezhioù-c’hoari nevez.

Bob : Labouret e veze kalzig er skolioù

Lors : Er skolioù

Bob : Ya lak’ …lakaat ar vugale d’ober …d’ober c’hoariva

Lors : A

Bob : Ha koulz e galleg hag e brezhoneg koa

Lors : A ya

Bob : Ya hag an dra-ze …an dra-ze ‘vefe … a gemere « euh » n’é’ ket ar bras eus an amzer med kalzig amzer koa

Lors : A ya

Bob : Ya setu ‘vel just evid… evid an dud diaveaz an dra-ze n’é’ ket…n’é’ ket anavezet evel just med…

Lors : Med nann …

Bob : Med an dra-he …kavout a reen ‘oa a bouez …lakaat ar vugale d’ober traoù beñ e brezhouneg pegwir pet’a eo er yezh ma ‘vez ket …ma ‘vez ket lakeat da dalvezout koa hag ma ‘vez ket krouet traoù e brezhouneg …ma ‘vez ket …gwir eo heñ

Lors : Beñ ya

Bob : Hag treiñ a rea mad heñ plijadur bras a veze ga’d ar vugale o … o c’hoari koa

Lors : Ya ya

Bob : A ya ya ya

Lors : Ha neuhe ‘benn …’benn …’benn kaout ar skoulioù-mañ ha tout hag an arc’hant ivé’ « euh » piou ‘n im okupe deus ze Strollad ar Vro Bagan petram’ tud all

Bob : Beñ Ar Vro Bagan pa… keit «  ouais »  keit ma oan ga’d Ar Vro Bagan e… e veze Ar Vro Bagan med goude …goude ‘poa un tammig dija an daremprejou ‘oa… ni ‘oa… Treiñ a reem’ er memes skolioù dre vras a vloaz da vloaz koa

Lors : A ya

Bob : O ya

Lors : Hag Strollad «  Mad ar Jeu «  zo deut goude …

Bob : Ya …beñ goude ‘fiñ …savet …daou vil pemp ‘gav din hor beus savet ur gevredigezh « C’hoariva » evid bodañ …bodañ c’hoari… ar …penaos ar strollajou a c’hoarie e brezhouneg ha dre ze ez eus bet goulennet digant ar rannvro kaout «  euh » penaos er raktres koa evid chikour penaos al labour e brezhouneg er skolioù er c’hoariva ha setu ‘benn ar fin e … an arc’hant penaos … ar rannvro a roe pemp ha tregont dre gant …pemp ha tregont dre gant deus … deus pezh a gouste koa setu ‘vid ar skolioù ‘oa ket ker ken

Lors : A

Bob : Setu « voilà »  setu an dra-he ‘zo bet negosiet ga’d ar…ga’d ar rannvro hag bon treiñ a rea heñ ya hag bez ‘z eus deus an dra-he ‘tao …

Lors : Atao

Bob : Ya ya ya ya ya

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha c’hwi ‘zo … c’hwi ‘zo ‘ba ‘r jeu

Bob : Me ‘vezan ket ken er skolioù me ‘zo war va leve o o o hey o

Lors : A ya

Bob : Med …med a bouez eo e vefe kendalc’het d’ober c’hoariva ga’d ar vugale er skolioù a ya

Lors : Sertanam’ ya

Bob : A beñ ya

Lors : Ya ya hag an dra-ze a blij de’o ié

Bob : Kenañ

Lors : A ya

Bob : Beñ ya ‘veljust … a ya ya ya ya ya …med ‘vez ket graet awalac’h heñ plas plas a vefe evid …evid kalz muioc’h a dud heñ

Lors : Ya sertanam’

Bob : O beñ ya ma…ma ‘yafe ar re yaouank beñ komedianed yaouank c’hoant ga’to labourad er skolioù pppffff plas a ‘zo heñ a ya ya ya

Lors : Marteze an arc’hant a vanke … a vankefe … ar Rannvro an departamañchoù n’é ket zur yao

Bob : « ouais » ‘veljust med n’é ket pppfff o ya med ahe ‘giz …’giz ‘m’emañ bremañ n’é ket kement-se un afer a arc’hant heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ ne goust … ne goust ket ker d’ar skolioù kaout …kaout komedianed d’ober war- dro ar vugale ha…ha sevel pechoù-c’hoari asamblez ganto

Lors : A bon

Bob : Ne goust ket k…beñ «  non »  koust a ra kalz muioc’h …kalz … da… da … da geroc’h ez a mont… n’ouzon ket med da…d’an erc’h pet’amant klasoù klasoù mor pe traoù ‘eseik… beajoù traoù ‘eseik koust a ra kalz … kalz keroc’h eget kaout kaout unan bennag

Lors : Ya gwir eo

Bob : ‘Pad…’pad er frapad ec’h ober c’hoariva gant ar vugale heñ

Lors : Ya gwir eo

Bob : Beñ ya setu «  non , non ,non «  pa ‘vez c’hoant a… ‘vez kavet an arc’hant heñ

Lors : Ya ya ya ya

Bob : Ya ya

Lors : Hag ar pezh-c’hoari diwéon ‘peus bet c’hoariet digant…digant ‘n dud ‘giz aktour ‘raok ‘raok mont war…war ho leve peseurt pezh-c’hoari ‘oa

Bob : O evid c’hoari n’oun ket eat war va leve …kendelc’her a ran…

Lors : Nann nann med me ‘lar ‘giz « euh »

Bob : Nann e oa beñ ga’d « euh » …ga’… ga’ Madarjeu « euh » penaos « euh » Kontadennoù «  Canterbury »  ahe

Lors : A kontadennoù « Cantebury »  ya

Bob : Ya savet hor boa er pezh-c’hoari

Lors : Set’…

Bob : Gant ‘fiñ diwar diou gontadenn deus « Chaucer»  ahe …kontadennoù « Canterbury » koa

Lors : Ya

Bob : Ya hag…

Lors : Ha c’hwi eo an hini a n’eus troet ar…

Bob : Ya

Lors : An testennoù

Bob : Ya

Lors : A ya

Bob : Ya …heñ

Lors : N’é ket be’ re start « euh »…

Bob : A a a a a-wechoù

Lors : Beñ ya kar…

Bob : Nann med ‘oa ket …’oa ket divar « euh » saozneg fin ar grennamzer heñ

Lors : Nann nann

Bob : Setu …o lakeat hon eus un neubeud frazennoù e…

Lors : A memestra

Bob : Ya beñ ‘veljust ahe zoken… ar Saozon zoken n’o diche ket komprenet heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ nann …evel ma vefe beñ galleg n’ouzon ket me « François Villon »  bremañ « euh »… bez e c’hellez sutal a-benn …a-benn kompren heñ

Lors : Ya ya

Bob : Beñ ya

Lors : Ya ya ya …ha just ‘wac’h an dra-mañ …troiñ …troiñ e brezhoneg an dra-he … ‘neus bet plijet doc’h…

Bob : Kenañ

Lors : An dra-he ‘zo ‘r sakre labour heñ

Bob : Ya …med « ouais » med plijus eo …plijus eo pe’gwir ret eo dit terriñ da benn ha da reur a-wechoù evid …evid kaout ar pezh a zo ar justa’ koa …bon teuer ket a-benn atao pe’gwir pa vez c’hoari ga’d ar gerioù ha traoù ‘veseik é’ dies kenañ tremen deus « euh » heñ …

Lors : Ya dies eo

Bob : Lakaat…lakaat an dra-ze en ur yezh all koa

Lors : Ya ya

Bob : Bon med klasket e vez just awalac ‘h da «  voilà hein  » e brezhouneg o … kaout un dra bennak demdost memestra ‘fiñ « euh »

Lors : Ya

Bob : Nann me…me …me ‘blij din …

Lors : Ya ‘vel ‘lare « euh » …

Bob : n’é ket eas …nann …n’é ket eas … heñ labourus eo med «  euh ouais euh »

Lors : N’é ket eas ha ‘vel ‘lare n’ouzon ket piou « euh traduire , c’est trahir »

Bob : Ya

Lors : Sete…

Bob : Ya ya ya an dra-ze ‘zo « Trade ( saozneg ) »  ié …’deus roet eo ié « euh » eskemm « euh » heñ kenwerzh

Lors : Ya ya ya

Bob : Setu « ouais » nann nann nann med un dra plijus eo kendelc’her a ran heñ ahe ‘m eus un neubeud traoù war ar stern ahe

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus skrivet pezhioù-c’hoari hoc’h-eun

Bob : Diouzh …diouzh ret evit ar skolioù… med n’int ket bet embannet a a a a

Lors : A

Bob : Nann nann nann « ouais »  …pe kempenn …kempenn pechoù-c’hoari koa da lakaat da glota’ ga’d …ga’d an ezhommoù ‘benn ar fin koa

Lors : Hmmm

Bob : Atao un dra bennak pleustreg pa oa …pa oa …pa oa ezhoumm deus un dra bennak koa med me n’oun ket skrivagner kement-se

Lors : Nann

Bob : Nann nann nann n’é ket « euppff » nann nann

Lors : Ha daoust hag-eñ ‘peus bet soñjet ‘ba …’ba serten pezhioù-c’hoari petram’ « euh » ya me oar me …rolioù …a me oar…’piche bet c’hoant c’hoari’ ha ‘peus ket bet graet… ‘peus ket bet digare’ da …da c’hoari’

Bob : Er pennad ‘zo bet ‘oa er raktres «  euh » evid ober un taol bruderezh evid ar brezhouneg kaout el leurenner mil …mil vrudet koa er bed a-bez zoken med er « Peter Brook »  bennak pet’amant « Declan Donnellan »  pe la… evit sevel er …er « Shakespeare » e brezhouneg med bon pppfff…

Lors : Ha peseurt hini peseurt …

Bob : Beñ «  Mac Beth «  ‘zo bet troet mad kenañ troidigezh Roparz Hemon a zo mad kenañ

Lors : A bon

Bob : Ya …setu ‘viche …ar raktres ‘ oa …’oa « Mac Beth » med bon ppff ret eo kaout beñ ret eo …ret eo ober an dra-ze a-vicher e-pad …’pad bloaz koa…panefe ivit kaout an dud er sapre …’r sapre labour eo hag bon ‘benn ar fin ‘z eus bet den ebet gouest d’ober un dra-he koa

Lors : Ha n’é ket bet kinniget da…da…d’an « TV » brezhoneg ober ze « euh »

Bob : ‘Gaf ket din

Lors : Nann

Bob : ‘Gaf ket din …med an dra-ze ‘viche …’viche bet en taol …en taol bruderezh pe’gwir n’ouzon ket …me m’eus gwelet « Mac… » euh… « Mac Beth » just awalac’h e « Festival Aurillac »

Lors : Ya

Bob : Gant Polonis

Lors : A bon

Bob : « Ouais » gant ‘bep seurt…. doare « Mad max » en tammig bi’en … motoioù ha traoù ‘ese koa ekstra « et ah  ouais » penaos « trash »  penn-da-benn, « rock and roll » koa

Lors : Ya ya

Bob : «  Ah ouais »  med «  Mac Beth » me ne gomprenan ket …n’anavezan er … ger ebet e Poloneg ha padal beñ …tout an dud a heulie ar pezh en un doare ekstra koa

Lors : A ya ya

Bob : Setu pppfff…


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Bob : Labouret e veze kalzig er skolioù

Lors : Er skolioù

Bob : Ya lakaat… lakaat ar vugale d’ober… d’ober c’hoariva

Lors : A

Bob : Ha koulz e galleg hag e brezhoneg koa

Lors : A ya

Bob : Ya hag an dra-se… an dra-se a vefe… a gemere « euh » n’eo ket ar bras diouzh an amzer met kalzig amzer koa

Lors : A ya

Bob : Ya setu evel-just evit… evit an dud diavaez an dra-se n’eo ket… n’eo ket anavezet evel-just me…

Lors : Met nann

Bob : Met an dra-se… kavout a raen e oa a-bouez… lakaat ar vugale d’ober traoù beñ e brezhoneg peogwir petra eo ur yezh ma ne vez ket… ma ne vez ket lakaet da dalvezout koa ha ma ne vez ket krouet traoù e brezhoneg… ma ne vez ket… gwir eo heñ

Lors : Beñ ya

Bob : Hag treiñ a rae mat heñ plijadur bras a veze gant ar vugale o… o c’hoari koa

Lors : Ya ya

Bob : A ya ya ya

Lors : Ha neuze a-benn… a-benn kaout ar skolioù-mañ ha tout hag an arc’hant ivez « euh » piv en em okupe diouzh se, Strollad Ar Vro Bagan peotramant tud all

Bob : Beñ Ar Vro Bagan pa… e-keit « ouais » e-keit ma oan gant Ar Vro Bagan e… e veze Ar Vro Bagan met goude… goude ho poa un tammig dija an darempredoù a oa… ni a oa… treiñ a raemp er memes skolioù dre vras a vloaz da vloaz koa

Lors : A ya

Bob : O ya

Lors : Hag strollad « Madarjeu » a zo deuet goude…

Bob : Ya… beñ goude… anfiñ… savet… daou vil pemp a gav din hon eus savet ur gevredigezh « C’hoariva » evit bodañ… bodañ c’hoari… ar… penaos ar strolladoù a c’hoarie e brezhoneg ha dre se ez eus bet goulennet digant ar Rannvro kaout « euh » penaos ur raktres koa evit sikour penaos al labour e brezhoneg er skolioù er c’hoariva ha setu a-benn ar fin e… an arc’hant penaos… ar Rannvro a roe pemp ha tregont dre gant… pemp ha tregont dre gant eus… eus pezh a gouste koa setu evit ar skolioù ne oa ket ker ken

Lors : A

Bob : Setu « voilà » setu an dra-se a zo bet negosiet gant ar… gant ar Rannvro ha bon… treiñ a rae heñ ya ha bez ez eus eus an dra-se atav

Lors : Atav

Bob : Ya ya ya ya ya

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha c’hwi a zo… c’hwi a zo e-barzh ar jeu…

Bob : Me ne vezan ket ken er skolioù me a zo war va leve o o o hey o

Lors : A ya

Bob : met… met a-bouez eo e vefe kendalc’het d’ober c’hoariva gant ar vugale er skolioù a ya

Lors : Sertanamant ya

Bob : A beñ ya

Lors : Ya ya hag an dra-se a blij dezho ivez

Bob : Kenañ

Lors : A ya

Bob : Beñ ya evel-just… a ya ya ya ya ya… met ne vez ket graet a-walc’h heñ plas… plas a vefe evit… evit kalz muioc’h a dud heñ

Lors : Ya sertanamant

Bob : O beñ ya ma… ma yafe ar re yaouank beñ komedianed yaouank c’hoant ganto labourat er skolioù ppfff plas a zo heñ a ya ya ya

Lors : Marteze an arc’hant a vanke… a vankefe… ar Rannvro an departamantoù n’eo ket sur eo

Bob : « Ouais »  evel-just met n’eo ket ppfff o ya met aze e-giz… e-giz m’emañ bremañ n’eo ket kement-se un afer a arc’hant heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ ne goust… ne goust ket ker d’ar skolioù kaout… kaout komedianed d’ober war-dro ar vugale ha… ha sevel pezhioù-c’hoari asambles ganto

Lors : A bon

Bob : Ne goust ket k… beñ « non » koustañ a ra kalz muioc’h… kalz… da… da… da geroc’h ez a mont… n’ouzon ket met da… d’an erc’h peotramant klasoù klasoù mor pe traoù evel-se… beajoù traoù evel-se koustañ a ra kalz… kalz keroc’h eget kaout kaout unan bennak

Lors : Ya gwir eo

Bob : E-pad… e-pad ur frapad oc’h ober c’hoariva gant ar vugale heñ

Lors : Ya gwir eo

Bob : Beñ ya setu « non non non » pa vez c’hoant… e vez kavet an arc’hant heñ

Lors : Ya ya ya ya

Bob : Ya ya

Lors : Hag ar pezh-c’hoari diwezhañ ho peus bet c’hoariet digant… digant an dud e-giz aktour a-raok… a-raok mont war… war ho leve peseurt pezh-c’hoari e oa

Bob : O evit c’hoari n’on ket aet war va leve… kendelc’her a ran…

Lors : Nann nann met me a lâr e-giz « euh »

Bob : Nann e oa beñ gant « euh »… gant… gant Madarjeu « euh » penaos « euh » kontadennoù « Canterbury » aze

Lors : A kontadennoù « Canterbury » ya

Bob : Ya savet hor boa ur pezh-c’hoari…

Lors : Setu…

Bob : Gant anfiñ diwar div gontadenn eus « Chaucer »  aze… kontadennoù « Canterbury » koa

Lors : Ya

Bob : Ya hag

Lors : Ha c’hwi eo an hini en deus troet ar…

Bob : Ya

Lors : An testennoù

Bob : Ya

Lors : A ya

Bob : Ya… heñ

Lors : N’eo ket bet re start « euh »

Bob : A a a a a-wechoù

Lors : Beñ ya kar…

Bob : Nann met ne oa ket… ne oa ket diwar « euh » saozneg fin ar Grennamzer heñ

Lors : Nann nann

Bob : Setu… o lakaet hon eus un nebeut frazennoù e…

Lors : A memes tra

Bob : Ya beñ evel-just aze zoken… ar Saozon zoken n’o dije ket komprenet heñ

Lors : A nann

Bob : Beñ nann… evel ma vefe beñ galleg n’ouzon ket me « François Villon » bremañ « euh »… bez e c’hellez sutal a-benn… a-benn kompren heñ

Lors : Ya ya

Bob : Beñ ya

Lors : Ya ya ya… ha just a-walc’h an dra-mañ… troiñ… troiñ e brezhoneg an dra-se… en deus bet plijet deoc’h…

Bob : Kenañ

Lors : An dra-se a zo ur sakre labour heñ

Bob : Ya… met « ouais » met plijus eo… plijus eo peogwir ret eo dit terriñ da benn ha da revr a-wechoù evit… evit kaout ar pezh a zo ar justañ koa… bon ne deuer ket a-benn atav peogwir pa vez c’hoari gant ar gerioù ha traoù evel-se eo diaes-kenañ tremen eus « euh » heñ…

Lors : Ya diaes eo

Bob : Lakaat… lakaat an dra-se en ur yezh all koa

Lors : Ya ya

Bob : Bon met klasket e vez just a-walc’h da « voilà hein » e brezhoneg o… kaout un dra bennak damdost memestra anfiñ « euh »

Lors : Ya

Bob : Nann me… me… me a blij din…

Lors : Ya evel a lâre « euh »

Bob : N ‘eo ket aes… nann… n’eo ket aes… heñ labourus eo met… « euh ouais euh »…

Lors : N’eo ket aes hag evel a lâre n’ouzon ket piv « traduire, c’est trahir »

Bob : Ya

Lors : Setu…

Bob : Ya ya ya an dra-se a zo « Trade (saozneg) » ivez … en deus roet eo ivez « euh » eskemm « euh » heñ kenwerzh

Lors : Ya ya ya

Bob : Setu « ouais »  nann nann nann met un dra plijus eo kendelc’her a ran heñ aze am eus un nebeut traoù war ar stern aze

Lors : A ya

Bob : Ya

Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus skrivet pezhioù-c’hoari hoc’h-unan

Bob : Diouzh… diouzh ret evit ar skolioù… met n’int ket bet embannet a a a a

Lors : A

Bob : Nann nann nann « ouais »… pe kempenn… kempenn pezhiou-c’hoari da lakaat da glotañ gant… gant an ezhommoù a-benn ar fin koa

Lors : Hmmm

Bob : Atav un dra bennak pleustrek pa oa… pa oa ezhomm diouzh un dra bennak koa met me n’on ket bet skrivagner kement-se

Lors : Nann

Bob : Nann nann nann n’eo ket « euppff » nann nann

Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus bet soñjet e-barzh… e-barzh serten pezhioù-c’hoari peotramant « euh » ya… me a oar-me…rollioù… ha me a oar… ho pije bet c’hoant c’hoari ha n’ho peus ket bet graet… n’ho peus ket bet digarez da… da c’hoari

Bob : Ur pennad zo bet e oa ur raktres « euh » evit ober un taol bruderezh evit ar brezhoneg kaout ul leurenner mil… mil vrudet koa er bed a-bezh zoken met ur « Peter Brook »  bennak peotramant « Declan Donnellan » pe la… evit sevel ur… ur « Shakespeare » e brezhoneg met bon pppfff…

Lors : Ha peseurt hini peseurt…

Bob : Beñ « Macbeth » a zo bet troet mat-kenañ, troidigezh Roparz Hemon a zo mat-kenañ

Lors : A bon

Bob : Ya… setu e vije… ar raktres a oa… a oa « Macbeth » met bon ppff ret eo kaout beñ ret eo… ret eo ober an dra-se a-vicher e-pad… e-pad bloaz koa… pa ne vefe evit kaout an dud ur sapre… ur sapre labour eo hag bon a-benn ar fin ne ‘z eus bet den ebet gouest d’ober an dra-se koa

Lors : Ha n’eo ket bet kinniget da… da… d’an « TV » e brezhoneg ober se « euh »

Bob : Ne gav ket din

Lors : Nann

Bob : Ne gav ket din… met an dra-se a vije… a vije bet un taol… un taol bruderezh peogwir n’ouzon ket… me ‘m eus gwelet « Mac…euh…Macbeth » just a-walc’h e «Festival Aurillac »

Lors : Ya

Bob : Gant Poloniz

Lors : A bon

Bob : « Ouais » gant a bep seurt… doare « Mad Max » un tammig bihan… motoioù ha traoù evel-se koa ekstra « et ah ouais » penaos « trash » penn-da-benn « rock and roll » koa

Lors : Ya ya

Bob : « Ah ouais » met « Macbeth » me ne gomprenan ket… n’anavezan ur… ger ebet e poloneg ha padal beñ… tout an dud a heulie ar pezh en un doare ekstra koa

Lors : A ya ya

Bob : Setu pppfff