Yvon Denez, deus Kervaria Sular, a gont eomp penaos e c’hoarie ‘barzh strolladoù musik pa ‘oa yaouank,
ha diwezhatoc’h en deus bet dalc’het un olstaliri. Hag a-wechoù ‘save jeu etre ar pratikoù !
Lors : Te t’eus bet disket brezhoneg pell zo neun pé ‘oas yaouank ‘michañs
Yvon : Ya m’eus klewet komz koa
Lors : Klewet komz
Yvon : Ya klewet komz ya
Lors : Setu…
Yvon : Fin du-mañ ‘vije komzet brezhoneg heñ … ha ‘ba skol ‘vije ket droad de gomz
brezhoneg ‘vel just zé ‘zo sklaer heñ
Lors : Med …med dioustu ‘michañs ‘oas kat da gompren…
Yvon : A ya ya ya ha surtoud pa ves bugel ‘vel-se pa… pa… pa…fin pa ves ganet barzh
pa… pa vé ar re goz ‘komz deus un dra bennaket ‘wid nonpas reï’ da gompren da… d’ar vugale
ahe ‘lakes da skouarn lemm …Heñ ‘wid …wid … ahe gomprenez v\fonnus heñ
Lors : Ya ya
Yvon : Ya
Lors : Ya ya ha soñj ‘peus … pegoulz ‘peus …teus ‘n im lañs’t da gomz da gaozeal da vad nann
Yvon : Tamm ha tamm med pas…pas pa ‘oan …pas pa ‘oan krennard heñ
Lors : Diwetoc’h…
Yvon : Diwetoc’h ya ya …mateze ‘oan « euh » ‘skeud… ‘skeud mateze toud pezh pezh ‘oa deut
muzik e Breizh ha toud pugur ‘on … ‘skoan war an tamboulin hag pa ‘oa deut tout Stivell ha
toud ahe « euh » hag « euh » … ar muzik …muzik Breizh ‘blije din koa … « Rock celtique »
Lors : A ya
Yvon :A ya … pa ‘oa Dan Ar Bras ha toud ar skipailh Santangeli ha tout aze … a ya ya ya …
« euh » pugur ‘ma…ma komañset sonañ ‘ba ‘r balioù gwechall…vije…
Lors : A sonet ‘peus ‘ba ‘r balioù
Yvon : Ya ya ya ya
Lors : A beñ ‘ouien ket
Yvon : Ya ya toud muzik m’eus … pa ‘on krog’t da …da …da sonañ …m’eus disket saxo tamm
bihan med « euh Batterie » ‘blije din koa ha pa …pa ‘on … pa m’eus komañset da labour’t goudé
‘m eus prenet « batterie » …ma… ma…ma gindirwi ha kinterwezed ‘sone akordeoñs hag ‘ma ‘ma
komañset d’o’r balioù gante …’ma prenet « batterie » ha ‘ma …’ma komañset d’o’r balioù gante
Lors : Ha peseurt ano ‘na…’na…’na ar skipailh
Yvon : Uuchhh …Oooo ahe ‘oa « Marie-France et les Whys »
Lors : « Why »
Yvon : « Why » … ‘oamp klask eun ano ha… p’ra ‘zo kaoz ha peta’ e ano ‘vo laket « why »
O …’benn fin ‘ma lar’ dê « why , why , why , pourquoi , pourquoi beñ n’eus kim ‘met lak
« why » neuhe » ha ma gintervez ‘oa Marie-France … Marie-Françoise ‘oa med Marie-France
‘vije graet deï hag ‘oa laket « Marie-France et les Whys »
Lors : Sete ‘peus …’peus bet digare d’hont da c’hoa’i… da sona’ un tamm partoud neuhe ‘michañs
Yvon : A ya ya ha neuhe ‘oa…’oa gwaet portred ‘m eus soñj…portred « Marie-France et les Whys »
‘oa laket eur c’hi bihan barzh …war brec’h ma gintervez …’oa gwaet portred dirag « wagon ,
wagon SNCF » aze gwel’ a rez « wagon » ma dad ‘na prenet zé ‘wid lakaad leueioù
Lors : A
Yvon : ‘Save leueioù ‘ba …’ba ‘ r « wagon » ‘oa di’aset « wagon » ‘ba ‘r menaj
Lors : « Wagon » koat
Yvon : « Wagon » koat ya ya ya ha gwaet portred dirag ar « wagon » ahe stumm tamm bihan
nim ‘blije dit « euh » blije dimp « Crosby, Stills, Nash and Young » ha « Birds » ha toud
toud ar skipailhoù-zé ha kanaoennoù gant mouechoù ha toud ahe … ha feiz ‘oa gwaet portred zé
gant spered tamm bihan « Crosby, Stills, Nash and Young «
Lors : A ya
Yvon : Ha ma gintervez ‘na ar c’hi bihan war…war hi brec’h ‘wel-se ‘oa Dibenn i ano
Lors : A
Yvon : Dibenn zé ‘zo eun afer all c’hoazh hag pugur ma vamm gozh ‘na gintervez ‘bac’h
Dibenn, ‘bac’h ‘ Plouganou
Lors : A ya ‘n Dibenn ya ya
Yvon : Ya ya ya hag ar c’hi bihan ‘oa deut deus…’oa deut deus du-hont ha ‘oa laket Dibenn i ano
an ano-zé ‘oa Dibenn …goudé ‘oa bet …’oa bet strollad ‘bet savet ié gant Dibenn
Lors : A med ya
Yvon : Yann-Guirec Barzh
Lors : Ya
Yvon : Jean-Luc Thomas
Lors : Ya
Yvon : Annie Ebrel, Phillipe Olivier
Lors : Ya
Yvon : Ha p’ra ‘zo kaoz ‘oa laket an ano Dibenn d’ar strollad-sé … ‘skeud ‘oa ar
c’hi du-mañ ‘ba ‘n ostaleri blawejoù goudé ‘oa laket Dibenn i ano ié ha ‘skeud ‘n ano ar c’hi
du-mañ ‘ba ‘n ostaleri Min Koat an ano strollad ‘oa deut Dibenn
Lors : A zé ‘zo kaoz
Yvon : Ya zé ‘zo kaoz ya …hend all ‘wid adretorn deus ar balioù neuhe goudé feiz
« Marie-France et les Whys » koa
Lors : A ya
Yvon : Ya hag ‘on krog’ ‘vel-se d’o’r … d’ober muzik …goudé meump savet ar strollad
Kurun
Lors : A, Kurun
Yvon : « Rock Celtique « ya
Lors : A ya
Yvon : Gant Michel Derrien , Gaël Bouffant , Jean-luc Huet ha me ha da… d’er c’houlz-se
vije « lutte anti-uranium , lutte » gant toud ar strolladoù … feiz Glenmor ha toud
Lors : Ya ya ya setu ‘peus bet digare da sona’ …d’hont da sona’ un tamm partoud
Yvon : Ya un tamm partoud ya ya
Lors : Med Kurun neun ‘oa pet’a ‘oa gitar ‘oa
Yvon : Diou gitar, eun gitar boud
Lors : Ya
Yvon : Ha « batterie »
Lors : A ya
Yvon : Ha « claviers » ‘zo bet ‘pad ur c’hrogad… pas pell mad
Lors : Hag eun…eun …eun deus oute ‘ gane pe… pe
Yvon : Me ‘gane ya ya ya
Lors : A te ‘gane …te ‘gane en saozneg pe « anglais »
Yvon : Ya pe e brezoneg pe galleg
Lors : A ya …med ar sonioù ‘oa bet kompoz’t
Yvon : Gant Michel Derrien mab Jean Derrien deus Nantouar. Jean Derrien ‘oa …rae
beilhiadoù gant …gant Maria Prat gwechall
Lors : Ya beilhadegoù …
Yvon : Beilhadegoù Bro Dreger
Lors : Bro Dreger
Yvon : Ha Michel ‘zo ahe, ‘zo ad-deut en dro ahe bromañ
Lors : A ya
Yvon : Ur wech an amzer e sonomp ‘sambles
Lors : A ya
Yvon : Ar muzik ya
Lors : Ahe ‘peus un tamm mad a draoù memestra
Yvon : A beñ ya meump graet muzik ‘sames ga’ I Muvrini ha toud ar re-ze Festival Elixir barzh…
Lors : Elixir ya
Yvon : Ya ya
Lors : Ya ya
Yvon : ‘kerz oamp yaouank koa
Lors : Ya
Yvon : ‘N dé’ raok dec’h
Lors : Ha d’al lun war-lerc’h ‘vize kestion mont da labourat koa
Yvon : A beñ ya a ya
Lors : Abred ‘wechoù
Yvon : Surtoud pa ‘oa pa … pa vijemp ‘sona’ ‘ba ‘r balioù … d’ar c’houlz-ze ‘ vije pardonioù
‘ba… ‘vijemp ‘ sona’ sadorn da noz … deus taleg nav eur beked div eur deus beure … sul goudé
kreizté adalek teir eur beked seizh eur d’abardè … sul da noz adaleg nav eur beked div eur deus
beure …
Lors : O gast
Yvon : Goude ‘c’h aemp da labourat d’al lun ‘vel just
Lors : Da bed eur
Yvon : Feiz da… da… zé ‘depant … pad ur c’hrogad ‘oan ‘labourat « en équipe » n’aen ‘
ket…n’aen’ ket da gousket ha ‘c’h aen direktamant da labourat ha goude al lun da noz e vije
adpardon ha ‘vije sonet c’hoazh adalek nav eur beked hanternoz pe eun eur
Lors : Bep lun noz nann
Yvon : A pa… a nann pa vije pardon
Lors : A pa vije pardon ya
Yvon : ya
Lors : A ya setu … pppfff … nerzh ‘pa
Yvon : A ya
Lors : Ya a ya brao é ‘c’ha
Yvon : Pa jonjañ zé an dé hé’ie é ret be’añ sod koa
Lors : Beñ a-mod-se ‘oa a-giz-se ‘oa d’ar c’houlz-se koa
Yvon : Ya ya ya
Lors : Heñ hag an nerzh ha bez ‘oa tud ‘ba ‘r vro eu
Yvon : a beñ ya ya ya
Lors : Hag an dud a sortie kalz
Yvon : Beñ toud ar yaouankiz ‘n om gave ahe heñ
Lors : Ya ya ya
Yvon : Goestoù (Boestoù) noz fin d’ar c’houlz-se pa oamp ‘krog’ nimp ‘oa … gué med goestoù
noz ‘gouste ker koa
Lors : Beñ ya set’ ar bal ‘oa …
Yvon : O beñ ar bal ‘vije …
Lors : Marc’hadmatoc’h
Yvon : Marc’hadmatoc’h un tamm mad ya … ha neuhe … ‘ vije piladeg ‘wejoù ié
Lors : A ya
Yvon : Pas alies med añfin zé aié momestra
Lors : Beñ just ‘wac’h me ‘ma c’hoant goul’ ganit ‘keit ‘oas ‘terc’hen ostaleri daoust de-geñ
‘zo bet ‘wechoù pé ‘oa tomm ar soubenn un tamm …tammoù bac’hadoù pé …
Yvon : Ya n’eus ket bet kalz heñ
Lors : N’eus ket bet kalz
Yvon : A nann …m’eus joñj deus…deus …deus un ‘wejoù ‘ha eñ pa c’hae ‘ba un
ostaleri bennag a … ‘vije…’vije ‘n om gannañ ordin’ koa ha pa aïé du-mañ ‘lare : « a nann
amañ ‘vé ket jeu…amañ ‘ver ti Monik…Monik n’eus labour’t n’eus bet graet chantierioù
asambles ganin amañ ‘vo ket jeu » eme’añ
Lors : A
Yvon : Med Monik n’ om leske ket o’r ié heñ
Lors : Nann nann nann
Yvon : Eur wech ‘oa bet … zé ‘oa wid « euh réveillon » bennak …’r biladeg gant daou gindero
diwar benn ur plac’h koa
Lors : A
Yvon : Ha feiz Monik ‘na… pa ‘na gwel’t zé …daou baotr « sympa » koa med diwar benn ar plac’h
zé ‘oaint … e oaint krog’t da skeïñ an eil war egile koa …
Monik ‘na kemer’t ar bomb …ar bomb lakrimo ha vid’t ‘r bomb warnê feiz …vfffff
achu ‘r stal koa …an dé war-lerc’h ‘oaint aï … « pegement dleomp dit ‘wid bomb ? … »
Lors : Gwir é ?
Yvon : Gwir !
Lors : Hag a neuint pae’et
Yvon : A a a a Monik ‘na lar’t o nann nann mann ‘bet nann nann a nann prest da baeañ pe priz
bomb
Lors : C’hooo hag ar plac’h ‘ba p’lec’h ‘oa aet
Yvon : « Euh » gant …gant un dionte
Lors : A memestra
Yvon : Med n’é ket manet gantañ goude n’é ket chomet gantañ
Lors : A nann
Yvon : Nann tremenet meur a hini warlerc’h goude c’hoazh
Lors : A bon
Yvon : Ya
Lors : Beñ ‘ wechoù pé …ya vé paotred merc’hed…
Yvon : Ya
Lors : An alkol eu ‘wechoù
Yvon : Ya med hend-all bac’had… n’eus ket bet… nann pas… wech pe diou koa …ya …med ‘bade
ket pell
Lors : Nann
Yvon : ‘N dewez all ‘oa daou … ‘oa daou …daou ginderv ié prest da skeïñ an eil war egile koa
ha feiz Monik ‘lar dê … amañ ‘vo ket jeu … ket maez koa …zé … zé ‘oa ‘kerz goañv « euh »
feiz noz koa …ha int maez koa prest da ‘n om bilañ …pa oaint aet maez Monik ‘na lac’h’t ar
gouloù maez …feiz oaint o daou ‘bah… beñ …teñval ‘oa …ha feiz laosk’t nê maez ‘pad ur
c’hrogad ha goude pa ‘oa kistion da serr’ adalumet ar gouloù maez … digor’t an nor ha int ha
antren …moaien ‘zo da gad chopinad … a nann nann re diweet ‘me Monik heñ
Lors : A ya a a a
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Te az peus bet desket brezhoneg pell zo neuze pa oas yaouank emichañs
Yvon : Ya am eus klevet komz koa
Lors : Klevet komz
Yvon : Ya klevet komz ya
Lors : Setu…
Yvon : Añfin du-mañ e veze komzet brezhoneg heñ… ha ‘barzh ‘skol ne veze ket droad da gomz
brezhoneg evel-just… se zo sklaer heñ
Lors : Met… met diouzhtu emichañs e oas kap da gompren…
Yvon : A ya ya ya ha surtout pa vezez bugel evel-se pa… pa… pa… añfin pa vezez ganet e-barzh
pa… pa vez ar re gozh o komz deus un dra bennaket en brezhoneg evit nompas reiñ da gompren
da… d’ar vugale aze a lakez da skouarn lemm… heñ evit… evit… aze a gomprenez fonnus heñ
Lors : Ya ya
Yvon : Ya
Lors : Ya ya ha soñj az peus… pegoulz az peus… az peus en em lañset da gomz… da gaozeal da
vad… nann
Yvon : Tamm ha tamm met pas… pas pa oan… pas pa oan krennard heñ
Lors : Diwezhatoc’h
Yvon : Diwezhatoc’h ya ya… marteze e oan « euh »… e-skeud… e-skeud marteze tout… pezh…
pezh a oa deuet… muzik e Breizh ha tout peogwir on… ‘skoan war an taboulin hag pa oa
deuet tout Stivell ha tout aze… « euh » hag « euh »… ar muzik… muzik Breizh a blije din koa
« rock celtique »
Lors : A ya
Yvon : A ya… pa oa Dan ar Bras ha tout ar skipailh ha Santangeli ha tout aze… a ya ya ya…
« euh » peogwir am boa… am boa komañset son e-barzh ar balioù gwechall… e veze
Lors : A sonet az peus e-barzh ar balioù
Yvon : Ya ya ya ya
Lors : A beñ ne ouien ket
Yvon : Ya ya… tout muzik am eus… pa ‘h on krog da… da… da son am eus desket sakso ‘tamm
bihan met «euh batterie »a blije din koa ha pa… pa ‘h on… pa ‘m eus komañset da labourat goude
am eus prenet « batterie » ma… ma… ma gendirvi ha kenitervezed a sone akordeoñs hag am boa…
am boa komañset d’ober balioù gante… am boa prenet « batterie » ha ‘m boa komañset d’ober
balioù gante
Lors : Ha peseurt anv en doa… en doa… en doa ar skipailh
Yvon : Ucchhhh… ooooo… aze e oa « Marie-France et les Whys »
Lors : « Whys »
Yvon : « Whys » e oamp o klask un anv ha… petra zo kaoz ha petore anv vo lakaet…
o a-benn ar fin am boa lâret dezhe « why, why,why , pourquoi, pourquoi, beñ n’eus ken
nemet lakaat « why » neuze » ha ma genitervez a oa Marie-France… Marie-Francoise e oa met
Marie-France a veze graet dezhi hag e oa lakaet « Marie-France et les Whys »
Lors : Setu az peus… setu az peus bet digarez da vont da c’hoari… da son un tamm partout neuze
emichañs
Yvon : A ya ya ha neuze e oa… e oa graet ‘poltred am eus soñj… poltred « Marie-France et les
Whys » e oa lakaet ur c’hi bihan e-barzh… war brec’h ma genitervez… e oa graet ur poltred dirak ur
« wagon, wagon SNCF » aze gwelet a rez ‘« wagon »… ma dad en doa prenet se evit lakaat leueoù
Lors : A
Yvon : A save leueoù e-barzh… e-barzh ar « wagon » e oa degaset ‘« wagon » e-barzh ar menaj
Lors : « Wagon » koad
Yvon : « Wagon » koad ya ya ya ha graet ‘poltred dirak ar « wagon » aze e stumm un tamm bihan…
ni a blije dit… « euh » a blije dimp « Crosby, Stills, Nash and Young », « Birds » ha tout… tout ar
skipailhoù-se ha kanaouennoù gant mouezhioù ha tout aze… ha feiz e oa graet ar poltred-se gant
spered un tamm bihan « Crosby, Stills, Nash and Young »
Lors : A ya
Yvon : Ha ma genitervez he doa ar c’hi bihan war… war he brec’h evel-se e oa Dibenn e anv
Lors : A
Yvon : Dibenn se zo un afer all c’hoazh hag… peogwir ma vamm-gozh he doa (ur) genitervez
e-barzh Dibenn e-barzh Plouganou
Lors : A ya an Dibenn ya ya
Yvon : Ya ya ya hag ar c’hi bihan a oa deuet deus… a oa deuet deus du-hont hag e oa lakaet Dibenn
e anv… an anv-se oa… oa Dibenn… goude e oa bet… e oa bet ‘strollad bet savet ivez gant Dibenn
Lors : A met ya
Yvon : Yann-Gireg Barzh
Lors : Ya
Yvon : Jean-Luc Thomas
Lors : Ya
Yvon : Annie Ebrel… Phillippe Olivier
Lors : Ya
Yvon : Ha petra zo kaoz a oa lakaet an anv Dibenn d’ar strollad-se… e-skeud e oa ar c’hi du-mañ
e-barzh an ostaleri bloavezhioù goude e oa lakaet Dibenn e anv ivez hag e-skeud an anv ar c’hi du-
mañ e-barzh an ostaleri Min Koad, an anv strollad a oa deuet Dibenn
Lors : A se zo kaoz
Yvon : Ya se zo kaoz ya… a-hend-all evid adretorn diouzh ar balioù neuze goude feiz… « Marie-
France et les Whys » koa
Lors : A ya
Yvon : Ya ha ‘h on krog evel-se d’ober… d’ober muzik… goude hon eus savet ar strollad Kurun
Lors : A Kurun
Yvon : « Rock celtique » ya
Lors : A ya
Yvon : Gant Michel Derrien, Gaël Bouffant, Jean-Luc Huet ha me ha da… d’ar c’houlz-se e veze
« lutte anti-uranium, lutte… » gant tout ar strolladoù… feiz Glenmor ha tout
Lors : Ya ya ya setu az peus bet digarez da son…. da vont da son un tamm partout
Yvon : Ya un tamm partout ya ya
Lors : Mes Kurun… neuze e oa… petra oa… gitar oa
Yvon : Div gitar… un gitar boud…
Lors : Ya
Yvon : Ha « batterie »
Lors : A ya
Yvon : Ha « claviers » zo bet e-pad ur c’hrogad… pas pell mat
Lors : Hag unan… unan… unan dioute a gane pe… pe…
Yvon : Me a gane ya ya ya
Lors : A te a gane… te a gane e saozneg pe « anglais »
Yvon : Ya pe e brezhoneg pe galleg
Lors : A ya… mes ar sonioù a oa bet kompozet…
Yvon : Gant Michel Derrien mab Jean Derrien eus Nantouar Jean Derrien a oa… a rae
beilhadegoù gant… gant Maria Prad gwechall
Lors : Ya beilhadegoù
Yvon : Beilhadegoù Bro-Dreger
Lors : Bro-Dreger
Yvon : Ha Michel zo aze… zo addeuet en-dro aze bremañ
Lors : A ya
Yvon : Ur wech an amzer e sonomp asambles
Lors : A ya
Yvon : Ar muzik ya
Lors : Aze az peus un tamm mat a draoù memes tra
Yvon : A beñ ya… hon eus graet muzik asambles gant « I Muvrini » ha tout ar re-se… « festival
Elixir » e-barzh…
Lors : « Elixir » ya
Yvon : Ya ya
Lors : Ya ya
Yvon : E-kerzh e oamp yaouank koa
Lors : Ya
Yvon : An deiz a-raok dec’h
Lors : Ha d’al lun war-lerc’h e veze kestion mont da labourat koa
Yvon : A beñ ya a ya
Lors : Abred a-wechoù
Yvon : Surtout pa oa… pa… pa vezemp o son e-barzh ar balioù… d’ar c’houlz-se e veze pardonioù
e-barzh… e vezemp o son : sadorn da noz… deus talek nav eur betek div eur diouzh ar beure… sul
goude kreisteiz adalek teir eur betek seizh eur d’abardaez… sul da noz adalek nav eur betek
div eur diouzh ar beure …
Lors : O gast
Yvon : Goude ec’h aemp da labourat d’al lun evel-just
Lors : Da bet eur
Yvon : Feiz da… da… se a depant… e-pad ur c’hrogad e oan o labourat « en équipe » n’aen ket…
n’aen ket da gousket ‘h aen direktamant da labourat ha goude al lun da noz e veze adpardon
hag e veze sonet c’hoazh adalek nav eur betek hanternoz pe un eur
Lors : Bep lun noz …nann
Yvon : A pa… a nann pa veze pardon
Lors : A pa veze pardon ya
Yvon : Ya
Lors : A ya setu… pppfffff nerzh az poa
Yvon : A ya
Lors : Ya a… brav eo ‘vat
Yvon : Pa soñjan se an deiz hirie eo ret bezañ sot koa
Lors : Beñ a-mod-se e oa… e-giz-se e oa d’ar c’houlz-se koa
Yvon : Ya ya ya
Lors : Heñ hag an nerzh ha bez e oa tud e-barzh ar vro ivez
Yvon : A beñ ya ya ya
Lors : Hag an dud a sortie kalz
Yvon : Beñ tout ar yaouankiz en em gave aze heñ
Lors : Ya ya ya
Yvon : Gwestoù noz añfin d’ar c’houlz-se pa oamp krog ni a oa… geo… met ar gwestoù noz a
gouste ker koa
Lors : Beñ ya setu ar bal a oa…
Yvon : O beñ ar bal a veze…
Lors : Marc’hadmatoc’h
Yvon : Marc’hadmatoc’h un tamm mat ya… ha neuze… e veze piladeg a-wechoù ivez
Lors : A ya
Yvon : Pas alies met añfin se a errue memes tra
Lors : Beñ just a-walc’h me am boa c’hoant goulenn ganit… e-keit e oas o talc’hen ostaleri daoust
hag-eñ zo bet a-wechoù pa oa tomm ar soubenn un tamm… tammoù bazhadoù peotramant…
Yvon : Ya… n’eus ket bet kalz hañ
Lors : N’eus ket bet kalz
Yvon : A nann… me ‘m eus soñj eus… eus… eus unan a-wechoù ha eñ pa ‘h ae e-barzh un
ostaleri bennak a… a veze… a veze o ‘n em gannañ ordin koa ha pa errue du-mañ a lâre : « A nann
amañ ne vez ket jeu… amañ ‘vêr e ti Monik… Monik ‘neus labouret… war ar chantierioù
asambles ganin… amañ ne vo ket jeu » emezañ
Lors : A
Yvon : Met Monik n’en em leske ket ober ivez heñ
Lors : Nann nann nann
Yvon : Ur wech e oa bet… se a oa evit « euh… réveillon » bennak… ur biladeg gant daou genderv
diwar-benn ur plac’h koa
Lors : A
Yvon : Ha feiz Monik he doa… pa ‘doa gwelet se… daou baotr « sympa » koa met diwar-benn ar
plac’h-se e oant… e oant krog da skeiñ an eil war egile koa… Monik he doa kemeret ar bomb… ar
bomb lakrimo ha videt ar bomb warne feiz… vvffff echu ar stal koa… an deiz war-lerc’h e oant
erru… pegement a dleomp dit evit ar bomb…
Lors : Gwir eo
Yvon : Gwir
Lors : Hag o deus paeet
Yvon : A aaa Monik ‘doa lâret o nann nann mann ebet nann nann a nann prest da baeañ pe… priz ar
bomb
Lors : C’Hoooo hag ar plac’h e-barzh pelec’h e oa aet
Yvon : « Euh » gant… gant unan dioute
Lors : A memes tra
Yvon : Met n’eo ket manet gantañ goude n’eo ket chomet gantañ
Lors : A nann
Yvon : Nann tremenet meur a hini war-lerc’h goude c’hoazh
Lors : A bon
Yvon : Ya
Lors : Beñ a-wechoù pa… ya a vez paotred merc’hed
Yvon : Ya
Lors : An alkol ivez a-wechoù
Yvon : Ya met a-hend-all bazhad… n’eus ket bet… nann pas… ur wech pe div koa… ya… met ne
bade ket pell
Lors : Nann
Yvon : Un devezh all e oa daou… e oa daou… daou genderv ivez prest d’en em… skeiñ an eil war
egile koa ha feiz Monik a lâr dezhe : « amañ ne vo ket jeu… kit ‘maez » koa… se… se a oa e-kerzh
ar goañv « euh » feiz noz koa… ha int ‘maez koa prest d’en em bilañ… pa oant aet ‘maez Monik he
doa lazhet ar gouloù ‘maez… feiz e oant o-daou ‘barzh… beñ… teñval e oa… ha feiz laosket
anezhe ‘maez e-pad ur c’hrogad ha goude pa oa kestion da serriñ adalumet ar gouloù ‘maez, digoret
an nor ha int ha antren… moaien a zo da gaout ‘chopinad… a nann nann re diwezhat, eme Monik
heñ
Lors : A ya a a a a