Yann-Ber Piriou a zo bet kelenner er Skol Veur war ar brezhoneg. Kont a ra deomp penaos eo bet kollet tamm ha tamm ar skridoù kozhañ e brezhoneg, dre ma ne oa den ebet ken kad da lenn ar yezh
er familhoù ma veze dalc’het seurt skridoù enno.
Lors : Plij’ a rafe din ma gontefec’h din un tamm deus … deus ar studiadenn ‘peus graet
war al lennegezh kollet ‘ouzes ‘wac’h … bon en amzerioù kozh …
Yann-Ber : Ya
Lors : An dra-he ‘zo bet … sertenamant ‘zo bet interesant tre ha Léon Fleuriot ‘oa … ‘oa …
‘neus bet sikouret ‘c’haoc’h ‘michañs …
Yann-Ber : Setu ya kalz … eñ ‘noa kinniget din labourat war ze hag an diaezamant a zo …
« euh » penaos … a zo bet kollet kalz a draoù deus ar skridoù kozh …
Lors : A ya
Yann-Ber : Anavezout a reomp skridoù ha n’int ket bet adkavet gwech ebet hag « euh »
sede gouzout petra ‘oa lennegezh ha kultur ar vrezhonegerien en unnekved… en daouzekved
en trizekved kantved a zo diaes abl’amour da ze … ar pezh a ouzomp eo diwar ar pezh a zo
chomet e-barzh an hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan « tradition orale hein »
Lors : A ya ya ya
Yann-Ber : An hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan …
Lors : ‘Ba Breizh neun …
Yann-Ber : E brezhoneg koa …
Lors : Ya
Yann-Ber : Da laret é disket a rumm da rumm digant tad kozh d’ar vugale vih’n hag all
hag all gwerzioù sonioù kontadennoù ha me ‘oar hag a zo unan deus ar .. deus ar … al lenne…
ar c’hulturioù dre gomz ha dre gan ar pinvidikañ e … e Bro c’hall…e vFrañs koa heñ …
Lors : Hmmm
Yann-Ber : Hag sklaer é n’é ket ganet seurt pinvidigezh diwar netra … sede petra ‘oa ha
gouzout a reomp diwar skridoù kozh e galleg pe zoken e saozneg e oa brudet Bretoned
Breizh vihan « euh » evid beza’ kanerien ha konterien ha sonerien zoken … sede anv oa deus
« Les lais bretons » gant « Marie de France » kentañ skrivagnerez c’halleg « euh » hag a roe
meuleudi kalz d’ar Vretoned hag a save doareoù gwerzioù sañset… e oaint hanter gwerzioù
hanter sonioù ha kontadennoù ive ha neuze zoken e… e… e Bro Saoz e… e saozneg tud evel
Geoffrey Chaucer, an hini ‘neus savet « Canterbury Tales » a roe meuleudi d’ar saverien
laeou « les compositeurs , les interprètes de lais » …
Lors : Ya ya
Yann-Ber : Ha brudet é … brudet é en amzer ze …med pe …penaos kompren ne vefe ket
laket dre skrid …beñ laket int bet dre skrid zur aw’ac’h med n’eus tra … n’eus netra hag a vé
kollet buanoc’h eget skridoù … skivet en eur yezh vihan hag pa …pa ‘vé laket ar yezh vihan…
ar yezh vihan-sé muioc’h mui’ a goste …
Lors : Hmm hmm
Yann-Ber : Sede anavezout a reomp eur… penaos eun dornskrid kozh Buhez Santez Nonn
setu an dornskrid kozh nemetan hon eus miret hag a zo deus …ar skrid ‘zo bet savet zur
awa’c’h e fin ar pemzekved pe e penn kentañ ar c’hwezekved …
Lors : A ya …
Yann-Ber : Hag …hag a ra gant gwerzennoù diabarzh un doare gwerzaouiñ heñvel tre deus ar…
a implij tud Bro Gembre …
Lors : Hag …tud Bro Iwerzhon ne ra ket ze
Yann-Ber : A beñ doareoù ‘zo heñvel i’é deus… deus tud Bro Iwerzhon… sede diwar an doare
gwerzaouiñ-ze … ar versifikasion-ze …
Lors : Ya ya
Yann-Ber : An doare gwerzaoui-ze a zo bet implijet diwezatoc’h c’hoazh e-barzh …gant beleien
evid kantikoù …
Lors : Ya…
Yann-Ber : Hag kalzig a draoù hon eus bet moulet, leorioù a relijion koa, kantikoù ha traoù
evelse hag a ra gant an doare gwerzaouiñ-sé, ha paouez a ra er seitekved kantved
Lors : A ya…
Yann-Ber : Goude evel ma vefe bet dalc’het betek ar seitekved kantved da zeskiñ pegwir ne
‘oa ket un dra aes heñ
Lors : Nann…
Yann-Ber : Un dra diaes lakaat klotennoù diabarzh evel-se hag …
Lors : Ya
Yann-Ber : Barzed a-vicher …tud… ze a c’houlenne or sistem kelenn zur awa’c’h hag a zo
aet da get koa … aze emañ ar gudennoù ha diwar …diwar …penaos…ar pezh a …neus
goulennet Fleuriot am eus kavet … klasket dastum’ an holl testennioù-sé « Marie de France »
Geoffey Chaucer ha skrivangnerien all i’é e Bro Alamagn …dorn…mojennoù Arzur mojennoù
« de la table ronde » a zo deut da ve’añ un dra brudet e… en amzerioù kozh med alies é vé …
é vé komzet deus … deus Bretoned deus Breizh vihan ha zoken deus Naoned …
Lors : A ya
Yann-Ber : « Nantes en Bretaigne par devers Cornouaille … euh Nantes » Naoned a zo
meneget alies e-barzh kontadennoù « euh » ‘fin romantoù An daol grenn « Les romans
de la table ronde » heñ …
Lors : Ya ya sete ‘peus ka’et memestra « euh » liammoù neun ‘tre an amzerioù kozh-te ha neun
traoù tost ‘wac’h deus…
Yann-Ber : Beñ ya ha zoken ar pezh am eus kavet hag a zo ar pouezusañ éo pa’m eus kroget
da studiañ da vad… ar … al lennegezh dre gan ha dre gomz e brezhoneg … da laret é ar
gwerzioù koshañ
Lors : Ya
Yann-Ber : Ar sonioù koshañ hag ar c’hontadennoù… danvez ar c’hontadennoù
Lors : A ya
Yann-Ber : Unan hag a neus digoret ma daoulagad ha ma diouskouarn war zé kalz éo ivé
Donatien Laurent … aet d’ar bed all… zi… Doué d’e bardono …med a neus graet eul labour dispar
hag e-barzh gwerzioù ‘zo a vé kavet traoù a vé kavet ivé e-barzh romantoù galleg ar roué Arzur
Lors : Ya
Yann-Ber : E gwerzioù zo e kaver an hevelep … an hevelep traoù …
Lors : Ya goud a … ya ya …
Yann-Ber : Ha zé ‘zo … zé ‘zo ur skouer splann
Lors : Ya ya …ya ya gwir é
Yann-Ber: A diskouez n’omp ket ganet diwar netra
Lors : Nann
Yann-Ber : Heñ ha … ar re a gane a gonte hag a skrive brezhoneg er pemzekved er
pevarzekved en trizekved en daouzekved kantved « euh » ne oaint ké tud dizesk ha
Buhez Santez Nonn an dorn-skrid koshañ a zo latin e-barzh
Lors : A ya
Yann-Ber : Brezhoneg ha latin …sklaer é e oar an dud ober gant an diou yezh hag al latin ‘ oa
yezh veur ar c’hultur e-pad an amzer grenn evel just
Lors : Ya… ya ya … ya ya
Yann-Ber : Med aze ‘vefe kalz a draoù da lavarout goude ma … hag i’é kompren red é kompren
un dra i’é « euh » …ar skridoù adalek ar seitekved kantved… neuze éo izelaet live deskadurezh
ar Vretoned hag ar brezhoneg zo bet laket muioc’h mui a-gosté gant ar … uhelidi ar vro
bez e oa kalz a dudjentil e Breizh
Lors : Ya
Yann-Ber : Heñ med kalz deus an dudjentil-zé a oa paour … paour awa’c’h hag a rae gant ar
brezhoneg
Lors : Ya bemdé
Yann-Ber : Med nemet warlerc’h ar seitekved kantved éo deut an tech gant an noblañsoù-zé
da dilezel ar brezhoneg
Lors : Med…med neun ne oaint ket kin… kin paour neun
Yann-Ber : A beñ da laret é e …e felle dê tostaad deus ar re binvidikañ… zé ‘zo deut dreist holl
e amzer Loeiz pevarzek koa
Lors : A ya
Yann-Ber : Heñvel … deut … dond da ve’añ heñvel deus … deus an noblañsoù uhela’ ha da
laret é ober gant ar yezh nemeti heñ « euh » … da laret é ar galleg koa heñ
Lors : Ya ya
Yann-Ber : Ar… ar brezhoneg a zo deut da ve’añ … « euh » soñj ‘m eus deus eun istor ‘m eus bet lennet ‘velse
… penaos … evid difenn un tamm bihan o lorc’h hag … ar Vretoned a oa techet da lavarout … ya komz a reomp brezhoneg
med ar brezhoneg a zo ur yezh kozh « euh…euh » ha lavaraent zé lakomp e Versaillez pé Paris pa …pa ‘z aent
« euh, oui nous parlons breton mais c’est une très ancienne langue, c’était la langue que parlait notre…
notre seigneur sur la croix » ar respont a zo … a zo bet dioustu neuze « ah bah bien sûr , il fallait qu’il puisse
parler avec les deux larrons qu’il y avait à côté d’lui » … da laret é ar brezhoneg hag ar
Vretoned a oa sellet evel tud dister koa heñ…
Lors : Ya ya
Yann-Ber : Ha zé ‘oa pell ar’ok …pell araok an dispac’h, pell ar’ok ar revolusion vras koa heñ
Lors : Ya … ‘blam’ …’blam’ dija ne oaint ket komprenet mad ga’ …
Yann-Ber : A beñ setu …
Lors : Ga’ ‘r re all nemet ‘michañs ga’ ‘r varc’hadourien petram’ martoloded …
Yann-Ber : Setu setu ya ya ha neuze an tech ‘oa ivé « euh » feiz pa vize… zoken ‘ba ‘r familhoù
nobl ar re-zé a vire alies an dielloù kozh ha dornskridoù kozh…
Lors : Ya
Yann-Ber : Ha zoken skwerioù zo bed eus dornskridoù war paper parch « parchemin »
Lors : Ya
Yann-Ber : Bet implijet gant an itronezed evid lakaad war ar pojoù konfitur !
Lors : A bon
Yann-Ber : Ya … sede kavet ‘zo bet zé « euh » gant skridoù zo ha skridoù zo war paper parch
med skridoù brezhoneg zur awa’c’h ma doa …m’o doa ezhomm da lakaat traoù war ar pojoù
konfitur beñ ar skridoù brezhoneg a zo aet d’ober traoù e-giz-se koa pé laosket a-gostè ha n’eus
netra hag a ya kuit buan nemet levrioù ha dorn-skridoù pa n’eus den ebet o soursial ken koa
Lors : Nann nann … nann nann
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Plijout a rafe din ma kontefec’h din un tamm eus… eus ar studiadenn az peus graet war al
lennegezh kollet a ouzez a-walc’h… bon en amzerioù kozh…
Yann-Ber : Ya
Lors : An dra-se a zo bet… sertenamant a zo bet interesant-tre ha Léon Fleuriot a oa… a oa…
en deus bet sikouret ac’hanoc’h emichañs…
Yann-Ber : Setu ya kalz… eñ en doa kinniget din labourat war se hag an diaezamant a zo…
« euh » penaos… a zo bet kollet kalz a draoù eus ar skridoù kozh…
Lors : A ya…
Yann-Ber : Anavezout a reomp skridoù ha n’int ket bet adkavet gwech ebet hag « euh » sede
gouzout petra oa lennegezh ha kultur ar vrezhonegerien en unnekvet… daouzekvet… en trizekvet
kantved a zo diaes abalamour da se… ar pezh a ouzomp eo diwar ar pezh a zo chomet e-barzh an
hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan « tradition orale hein »…
Lors : A ya ya ya
Yann-Ber : An hengoun dre gomz hag an hengoun dre gan…
Lors : E-barzh Breizh neuze…
Yann-Ber : E brezhoneg koa
Lors : Ya
Yann-Ber : Da lâret eo desket a rumm da rumm digant tad kozh d’ar vugale vihan hag all hag all
gwerzioù, sonioù, kontadennoù ha me ‘oar hag a zo unan eus ar… eus ar… al lenne… ar c’hulturioù
dre gomz ha dre gan ar pinvidikañ e… e Bro C’hall… e vFrañs koa heñ…
Lors : Hmmmm
Yann-Ber : Hag « euh » sklaer eo n’eo ket ganet seurt pinvidigezh diwar netra… sede petra oa… ha
gouzout a reomp diwar skridoù kozh e galleg pe zoken e saozneg e oa brudet Bretoned Breizh Vihan « euh » evit bezañ kanerien ha konterien ha sonerien zoken… sede anv oa eus « Les Lais bretons »
gant « Marie de France » kentañ skrivagnerez c’hallek « euh » hag a roe meuleudi kalz d’ar
Vretoned hag a save doareoù gwerzioù sañset… e oant… hanter gwerzioù hanter sonioù ha
kontadennoù ivez ha neuze zoken e… e… e Bro-Saoz e… e saozneg… tud evel Geoffrey
Chaucer… an hini en deus savet « Canterbury Tales » a ro meuleudi d’ar saverien « laeoù » « les
compositeurs, les interprètes de lais… »
Lors : Ya ya
Yann-Ber : Ha brudet eo… brudet eo en amzer-se… met pe… penaos kompren ne vefe ket bet
lakaet dre skrid… beñ lakaet int bet dre skrid sur a-walc’h met n’eus tra… n’eus netra hag a vez
kollet buanoc’h eget skridoù… skrivet en ur yezh vihan hag « euh » pa… pa vez lakaet ar yezh
vihan… ar yezh vihan-se muioc’h muiañ a-gostez …
Lors : Hmmm hmmm
Yann-Ber : Sede anavezout a reomp ur… penaos un dornskrid kozh, Buhez Santez Nonn, setu an
dornskrid kozh nemetañ hon eus miret hag a zo eus… ar skrid zo bet savet sur a-walc’h e fin ar
pemzekved pe e penn kentañ ar c’hwezekved…
Lors A ya …
Yann-Ber : Hag… hag a ra gant gwerzennoù diabarzh un doare gwerzaouiñ heñvel-tre ouzh… a
implij tud Bro Gembre…
Lors : Hag… tud Bro Iwerzhon … ne ra ket se
Yann-Ber : A beñ doareoù zo heñvel ivez ouzh… ouzh tud Bro-Iwerzhon… sede diwar an doare
gwerzaouiñ-se… ar versifikasion-se…
Lors : Ya ya
Yann-Ber : An doare gwerzaouiñ-se a zo bet implijet diwezhatoc’h c’hoazh e-barzh… gant beleien
evit kantikoù
Lors : Ya
Yann-Ber : Ha kalzig a draoù hon eus… bet moullet… levrioù a relijion koa kantikoù ha traoù evel-se
hag a ra gant an doare gwerzaouiñ-se ha paouez a ra er seitekvet kantved
Lors : A ya …
Yann-Ber : Goude… evel ma vefe bet dalc’het betek ar seitekvet kantved da zeskiñ peogwir ne oa
ket un dra aes heñ
Lors : Nann
Yann-Ber : Un dra diaes lakaat klotennoù diabarzh evel-se hag…
Lors : Ya
Yann-Ber : Barzhed a vicher… tud… se a c’houlenne zoken ur sistem kelenn sur a-walc’h hag a zo
aet da get koa… sede aze emañ ar c’hudennoù ha diwar, diwar… penaos ar pezh a… en deus
goulennet Fleuriot am eus kavet… klasket dastum an holl testenioù-se… « Marie de France »
Geoffrey Chaucer ha skrivagnerien all ivez e Bro Alamagn… dorn… mojennoù Arzhur mojennoù
« de la table ronde » a zo deuet da vezañ un dra brudet e… en amzerioù kozh met alies e vez… e
vez komzet eus… eus Bretoned Breizh Vihan ha zoken eus Naoned…
Lors : A ya
Yann-Ber : « Nantes en Bretaigne par devers Cornouaille… euh… Nantes » Naoned a zo meneget alies e-barzh kontadennoù « euh » añfin romantoù An daol grenn « Les romans de la table ronde » heñ …
Lors : Ya ya setu ho peus kavet memes tra « euh » liammoù neuze etre an amzerioù kozh-se ha neuze traoù tost a-walc’h ouzh…
Yann-Ber : Beñ ya ha zoken ar pezh am eus kavet hag a zo ar pouezusañ eo pa ‘m eus kroget da
studiañ da vat… ar… al lennegezh dre gan ha dre gomz e brezhoneg… da lâret eo ar gwerzioù
koshañ
Lors : Ya
Yann-Ber : Ar sonioù koshañ hag ar c’hontadennoù… danvez ar c’hontadennoù
Lors : A ya
Yann-Ber : Unan hag en deus digoret ma daoulagad ha ma divskouarn war se kalz eo ivez Donatien
Laurent… aet d’ar bed all… si… Doue d’e bardono… met en deus graet ul labour dispar hag e-barzh
gwerzioù zo e vez kavet traoù a vez kavet ivez e-barzh romantoù gallek Ar Roue Arzhur
Lors : Ya
Yann-Ber : E gwerzioù zo e kaver an hevelep… an hevelep traoù…
Lors : Ya gouzout a… ya ya
Yann-Ber : Ha se a zo… ur skouer splann
Lors : Ya ya… ya ya gwir eo
Yann-Ber : A ziskouez n’omp ket ganet diwar netra
Lors : Nann
Yann-Ber : Heñ ha… ar re a gane a gonte hag a skrive e brezhoneg er pemzekvet er pevarzekvet en
trizekvet en daouzekvet kantved « euh » ne oant ket tud dizesk ha Buhez Santez Nonn, an dornskrid
koshañ a zo latin e-barzh
Lors : A ya
Yann-Ber : Brezhoneg ha latin… sklaer eo e oar an dud ober gant an div yezh hag al latin a oa yezh
veur ar c’hultur e-pad an amzer grenn evel just
Lors : Ya … ya ya … ya ya
Yann-Ber : Met aze e vefe kalz a draoù da lavarout goude ma… hag ivez kompren… ret eo
kompren un dra ivez « euh »… ar skridoù adalek ar seitekvet kantved neuze… eo izelaet live
deskadurezh ar Vretoned hag ar brezhoneg a zo bet lakaet muioc’h-mui a-gostez gant ar… uhelidi ar
vro… bez e oa kalz a dudjentil e Breizh
Lors : Ya
Yann-Ber : Heñ met kalz eus an dudjentil-se a oa paour… paour a-walc’h hag a rae gant ar
brezhoneg
Lors : Ya bemdez
Yann-Ber : Met nemet war-lerc’h ar seitekvet kantved eo deuet an tech gant an noblañsoù-se da
zilezel ar brezhoneg
Lors : Met… met neuze ne oant ket ken… ken paour neuze
Yann-Ber : A beñ da lâret eo e… e felle dezho tostaat ouzh ar re binvidikañ… se a zo deuet dreist-
holl e amzer Loeiz Pevarzek koa
Lors : A ya
Yann -Ber : Heñvel… deuet… dont da vezañ heñvel ouzh… ouzh an noblañsoù uhelañ ha da lâret
eo ober gant ar yezh nemeti heñ « euh »… da lâret eo ar galleg koa heñ
Lors : Ya ya
Yann-Ber : Ar… ar brezhoneg a zo deuet da vezañ… « euh » soñj ‘m eus eus un istor am eus bet lennet evel-se… penaos… evit difenn un tamm bihan o lorc’h hag… ar Vretoned a oa techet da
lavarout… ya komz a reomp brezhoneg met ar brezhoneg a zo ur yezh kozh « euh euh » hag a
lavarent se lakaomp e Versailhez pe e Paris pa… pa ‘z aent « euh, oui nous parlons breton, mais c’est une très ancienne langue, c’était la langue que parlait notre… notre seigneur sur la croix » ar respont a zo… a zo bet diouzhtu neuze « ah bah bien sûr, il fallait qu’il puisse parler avec les deux larrons qu’il y avait à côté de lui »… da lâret eo ar brezhoneg hag ar Vretoned a oa sellet evel tud dister koa heñ…
Lors : Ya ya
Yann-Ber : Ha se a oa pell a-raok… pell a-raok an Dispac ‘h… pell a-raok ar Revolusion vras koa heñ
Lors : Ya… abalamour… abalamour dija ne oant ket komprenet mat gant…
Yann-Ber : A beñ setu
Lors : Gant ar re all nemet emichañs gant ar varc’hadourien peotramant martoloded…
Yann-Ber : Setu setu ya ya… ha neuze an tech a oa ivez « euh » feiz pa veze… zoken e-barzh ar familhoù nobl… ar re-se a vire alies an dielloù kozh ha dornskridoù kozh…
Lors : Ya
Yann-Ber : Ha zoken skouerioù a zo bet eus dornskridoù war paper parch, « parchemin »
Lors : Ya
Yann-Ber : Bet implijet gant an itronezed evit lakaat war ar podoù koñfitur !
Lors : A bon
Yann-Ber : Ya… sede kavet zo bet se « euh » gant skridoù zo ha skridoù war paper parch met
skridoù brezhonek sur a-walc’h m’o doa… m’o doa ezhomm da lakaat traoù war ar podoù konfitur
beñ ar skridoù brezhonek a zo aet d’ober traoù e-giz-se koa pe laosket a-gostez ha n’eus netra hag a
ya kuit buan nemet levrioù ha dornskridoù pa n’eus den ebet o soursial ken koa
Lors : Nann nann …nann nann