Jean-Claude Quéniat, deus Plougraz, a zo bet saver kezeg ‘pad e vuhez, hag a zispleg deomp
penaos ‘veze aozet an traoù gwechall ha bremañ, evit sevel ur ouenn kezeg a rumm da rumm.
Lors : « Orange » ‘oa skourmet mad … skourmet mad ‘oa…’oa-hi…pugur…
Jean-Claude : An dé all ‘ma laret dit skourmet berr
Lors : Ya skourmet berr pe hir pe …
Jean-Claude : Hom’ ‘oa bras ha me n’é ket bet plijet din ar c’hezeg bras gwech ebet .. ur…
med ‘witon ma-un’ hañ ! … ur breton mad a zo skourmet berr ha teo war e eskern …plantet
mad … diwar ..fin e bruched ledan … geinet …kein mad …berr …ha …med deus ar re-zeou
‘vé ket ka’t kalz …ken koa
Lors : A nann …med just ‘wac’h ar re n’eus … bon an hain’ n’eus…n’eus ur gazek breton …
lakomp … a nefe c’hoant … « euh » leuniañ neï ga’…ga’…ga’ ur marc’h-servij
a’ mod-se … a giz-se koa
Jean-Claude : Ya
Lors : Moaien ‘zo deañ memestra kaout ‘ba… ‘ba « Les haras » pe …
Jean-Claude : O géo ma ‘vé klasket mad ‘vé voaein da ga’t un’ c’hoazh … « euh » ‘ba’z
« les haras » ‘ba’z « les haras de Lamballe » ‘zo voaien da ga’t hañ
Lors : A ya
Jean-Claude : Ha bremañ ti … bremañ ‘zo kalz a menajerien hag neuint ur marc’h med fet
ret é klask koa ret é goud pelec’h ‘maint
Lors : Ret é furchal un tamm…
Jean-Claude : Ya
Lors : Ya …med pe lares pugur … me ‘oar pet’a é skourmet mad bremañ pugur ‘m eus disket
ganit koa med ‘vid ar re ‘gleo ze da zigentañ moaien ‘zo dit diskoulmañ demp un tamm pet’a é
ar skourm pe…
Jean-Claude : Ar skourmet berr
Lors : Ya
Jean-Claude : Ar skourmet berr ‘zo ur ger da lar’t ul loen kezeg hag a zo plantet mad ma keres
med berr e eskorn (son canon)
Lors : Ya
Jean-Claude : Un’ a zo stok deus an douar
Lors : A ya
Jean-Claude : Sé zo ul loen kezeg skourmet berr
Lors : Hmm hmm … ha mod-all ‘vid …vid…vid be’añ zur la’ ‘vé prenet ul loen kezeg breton
é … é ret d’al loen-ze kaout ur bailh …ur bailh …ur bailh gwenn
Jean-Claude : Ya « euh » brem’ ar bailh …ppfff me m’eus bet anve’et kezeg ‘ba’z …memes
kezeg-servij’ hañ etaloned ‘oa deut… a deuaent da Gallag aze hag a oaint… kalz a gwenn war
o benn hañ !… bailh bras « euh » gwenn beked penn o glin aze
Lors : A ya
Jean-Claude : Ha ze na blij ket ken ‘brema’ ‘faot d’an dud ka’t kezeg gant ur bailh pas re bras
pas re a gwenn war o… war o zreid …bon gwechall ‘viche lar’t ur marc’h mad a n’eus un tamm
bihan a gwenn
Lors : A n’eus un tamm bihan
Jean-Claude : A gwenn
Lors : A ya
Jean-Claude : Sé ‘zo « des modes » ‘wel a vé lar’t
Lors : Ya deus ar mod ‘pad ur …
Jean-Claude : Ahe ‘zo bet ur c’hrogad ma keres hag ar c’hezeg pichar na blije ket da …
d’an dud an « haras » ken ha koulskoude « la robe pichar » a oa un’ deus ar … deus ar re goz
‘ba’z ar vro amañ
Lors : Ya ya ya
Jean-Claude : Amañ ‘vé ma vé kle’et komz deus…gant ar re goz ‘maint e lar’t dec’h…a a a… me
‘m eus joñj gazeg pichar pé gazeg du … gazeg du ne vé ket gwelet kin
Lors : A nann nann nann
Jean-Claude : Hag ar re pichar ‘pad ur c’hrogad ‘oa kajimant marc’h ‘bet kin ‘ba’z « Lamballe »
hag a oa pichar
Lors : Ha brema’ ‘zo c’hoazh
Jean-Claude : Brema’ ‘zo c’hoazh ya ya ya
Lors : Hag du è
Jean-Claude : Nann reoù du n’eus ket kalz
Lors : Reoù du n’eus ket kalz a nann …ha sete da zigenta’ pet’a ‘vé peseurt mod ‘vé tapet ul
loen kezeg ‘benn …’benn lakaad ur ziblenn dañ …faot a ra mont dousig ha dousig…
Jean-Claude : Me ‘m eus bet tapet an abitud amañ ‘vé lakeat ar grabas d’an eubeulien bihan
Lors : Ar grabas
Jean-Claude : Ya zé ‘zo ur grabas ler ma keres war o benn
Lors : Ya ya
Jean-Claude : Oppff ‘benn daou dewezh tri dewezh goude ‘oaint ganet
Lors : A
Jean-Claude : ‘Blamo dê da ziski’ pa’ra é bea’ tapet …pa’ra é bea’ staget …ma ‘vé ar mamm i dibi’
a stagan al loen bihan …bon da genta’ tout a chachant ma n’int ket med… daou pe
tri dewezh n’ant ket pell … neuint ket nerzh c’hoazh koa
Lors : Nann
Jean-Claude : Ha goude-ze a ziskint buan awac’h ma pez graet zé pofff pemp pé c’hwec’h
wech … goude ‘vé achu … a ‘vé disket
Lors : A ya
Jean-Claude : Ya
Lors : Sete neuint ket aon koa
Jean-Claude : Hag ar siblenn goude ‘vé lakeat un tamm bihan diweatoc’h memes tra pugur …
me ‘ lak …’m eus ket bet lakeat « des brides » n’onn ket penaos…
Lors : Siblennoù
Jean-Claude : Siblennoù araok oppff daou vlâ daou vloaz
Lors : Petram’ sternajoù
Jean-Claude : Nann « Le mors » ma keres
Lors : A « le mors » ya ya ya
Jean-Claude : Pas araok daou vloaz
Lors : Daou vlâ nann nann hag da zigentañ peseurt mod ‘vé graet .. staget ‘vé al loen yaouank koa ha ‘vé kaset neï da bourmen petram’…
Jean-Claude : Ya a vé ‘pourmet gant ar… gant ar … gant an tiker pe an tiker ler aze krog
indan i … i benn …pe neuze gant ur …un tiker graet gant kordenn… kerdennoù ma keres hag
henz a ‘vé muioc’h war e vri …é aezetoc’h sterd’… derc’h’ neï koa
Lors : A ya ‘blam a stert’ koa
Jean-Claude : « Voilà » just ‘wac’h
Lors : Ya ya hmm hmm ha mod-all ‘pa kontet din deus ostaleri Koatilan
Jean-Claude : Ya o ze … ze…ze ‘zo aï kozh hañ …ma oaint … ar marc’hoù Kallag a deuent d’ar
c’houlz-se da… ‘bac’h bro Koatilan amañ ‘ba’z ur bark bihan hag an dud deus … deus Plougraz
ma keres a c’hae beb eur, anfiñ beb daou dewezh gant ur … gant ar c’hazeg… gant ur gazeg da
Goatilan hag eno ‘viche ar c’hamion deus « les haras » hag a ‘viche o daou tri pewar marc’h
a-wejoù gante hag a ‘viche lakeat ar re-seo gant ar gazeg med gant ma ‘miche …ma ‘niche
lakeat ur marc’h war ur gazeg a oa ret gortoz un tamm bihan goude araok adlakeat ‘neañ war
un’ all…ma ‘viche ar memes marc’h…ma ‘na c’hoant ar menajer da lakaat ar memes marc’h a ‘oa
ret ‘raok gortoz un tamm
Lors : Ya
Jean-Claude : Setu an dud a c’h ae d’eva’ ur baoc’h ‘ba’z an ostaliri Koatilan … med a-wejoù
zé a bade ur c’hrogad mat koa a a a a … setu goude « les haras nationaux » a ‘na laret « opala,
amañ é ret dihan ar jeu-sé » hag muioc’h ‘c’h aïe deus ur menaj d’egile goude
Lors : Hag … ze ‘ zo kaoz ‘viche gwelet kamionoù bihan… bihanoc’h koa
Jean-Claude : « Voilà »
Lors : Sete ‘oa ur marc’h pe daou ‘barzh
Jean-Claude : A degentañ tout ‘oa pevar marc’h gante hañ … me m’eus joñj gwelet re Gallag
a deuaent amañ hag a ‘viche o ya ya tri pe pewar a ‘viche gante
Lors : A ya ha ze ‘oa tro ar blavechoù
Jean-Claude : « Quatre-vingt , quatre-vingt dix » pewar-ugent …dek ha pewar-ugent
Lors : Dek ha pe’r-ugent ya hmm hmm …hag…
Jean-Claude : Ha goude neuhe ‘oa lakeat ‘n « insémination »
Lors : A ya
Jean-Claude : Setu de gentañ tout ar paleufrinerien a deuaent gant ur « poney » ur gamion
bihan hag ur « poney » e ‘viche lakeat ar poneed-ze war… reor ar gazeg da wel’d hag-eñ
‘oa in tommder …pezh a zo kalz a mammennoù a gave dê e oa un eubeul bihan pe… dont
da anmerdiñ nê hag a oaint prest da … da skeiñ hag e oaint in tommder
Lors : A
Jean-Claude : Setu ar paleufrinerien a neus dihanet zé buan ‘wac’h hag goude rae o jeu o eun koa
Lors : A ya sete ‘benn …’benn inseminañ ar gazek ‘vije ret staga’ neï
Jean-Claude : Ya lakaad neï ‘ba’z ar stern
Lors : A ‘ba ‘r stern
Jean-Claude : Ya pe neuze ‘viche staget …’blam deï da pas galla’ skeiñ war hini ‘zo …lakae
e zorn ‘ba’z koa
Lors : Ya ya ya ya ya ya…hmm hmm med ha laret ‘peus din la’ serten re da… anfiñ ‘ba tousk ar
paleufrinerien koa lod a ouie deus ar mod a grie ar gazeg deg-eñ ‘na kemer’t pé ket koa
Jean-Claude : Ya …ya ya deus ar palifrinerien-ze… re a oaint tuet mad ha kalz dionte heñ
ha oaint abituet ac’h ouve’ent ma ‘n om gave ‘ba’z ar porz …a homañ’zo in tommder pé … ma oa
ar marc’hou
Lors : Ma ‘oa
Jean-Claude : Ma ‘oa ar marc’hou gante … ar c’hezeg … ar c’hezeg ma keres … a gle’ent
kleo ‘raent ar marc’hou arruet ha deus an trouz a rae ar c’hezeg ar mammennoù
ar paleufriner ar paleufrinerien ya a laraent … o hom’ ‘zo in tommder o homañ n’é ket
Lors : Ha koulskoude ‘oa tost ar memes trouz koa
Jean-Claude : A pas tout a fet matehe med aze é ret be’añ tuet heñ
Lors : Ya ya beñ ya zur ‘wac’h hmm hmm beñ just ‘wac’h pa gontet din deus ur paleufriner
Roger Simon neun
Jean-Claude : Ya
Lors : Hem’… hem’ a ouie …
Jean-Claude : Roger ‘zo bet ‘pad pell ‘ba’z Kallag …eñ ‘neus echuet i vicher ‘ba’z Kallag …
« adjudant-chef » ‘oa hag ‘oa ur blawezh ‘oa ‘n on ga’t ‘ba’z Plougraz amañ … ‘ba’z ur menaj
hag a oa ur gazeg in tommder ha eben a oa sañset da eubeuliñ …ober ‘rae hi laezh a tout
hañ ha ma ‘na klewet ar gazeg ha ‘na laret d’ar… d’ar den …ma paotr digas neï amañ
‘ta homa’ zo… zur é in tommder – A te ‘zo sod ‘lar egile e’añ dañ pugur ‘mañ i reï laezh
me ‘zo ‘ kousket ganti ‘boe pewar noz’z … « euh » hag a oa in tommder … ma oa deut maez
a oa in tommder
Lors : Ha peseurt mod ‘na gouiet neuhe
Jean-Claude : Deus ar feson en ‘na ruirinet (c’hwirinet) ar gazeg
Lors : A ya
Jean-Claude : Ya
Lors : Eñ ‘oa tuet mad neuhe
Jean-Claude : Tud a vicher ‘vé graet deus ze
Lors : Ya hmm hmm hmm
Jean-Claude : Tud a vicher
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : « Orange » a oa skourmet (skoulmet) mat… skoulmet mat e oa… e oa-hi… peogwir
Jean-Claude : An deiz all am boa lâret dit skoulmet berr
Lors : Ya skoulmet berr pe hir pe…
Jean-Claude : Homañ a oa bras ha me n’eo ket bet plijet din ar c’hezeg bras gwech ebet… ur… met
evidon ma-unan hañ !… ur breton mat a zo skoulmet berr ha tev war e eskern… plantet mat…
divhar… añfin e bruched ledan… g\keinet… kein mat… berr… met deus ar re-seoù ne vez ket
kavet kalz… ken koa
Lors : A nann mes just a-walc’h ar re o deus… bon an hini en deus… en deus ur gazeg breton
lakomp … hag en defe c’hoant « euh » leuniañ anezhi gant… gant… gant ur marc’h-servij ar
mod-se… e-giz-se koa
Jean-Claude : Ya
Lors : Moaien zo dezhañ memes tra kaout e-barzh… e-barzh « les haras » pe…
Jean-Claude : O geo ma vez klasket mat e vez voaien da gaout unan c’hoazh… « euh» e-barzh
« les haras » e-barzh « les haras de Lamballe » zo voaien da gaout hañ
Lors : A ya
Jean-Claude : Ha bremañ ti… bremañ zo kalz a menajerien hag o deus ur marc’h met… ‘fet… ret eo
klask koa ret eo gouzout pelec’h emaint
Lors : Ret eo furchal un tamm
Jean-Claude : Ya
Lors : Ya… met pa lârez peogwir… me a oar petra eo skoulmet mat bremañ peogwir am eus desket
ganit koa met evit ar re a glevo se da zigentañ moaien zo dit diskoulmañ deomp un tamm petra eo
ar skoulm pe…
Jean-Claude : Ar skoulmet berr
Lors : Ya
Jean-Claude : Ar skoulmet berr zo ur ger da lâret ul loen-kezeg hag a zo plantet mat ma kerez met
berr e askorn (son canon)
Lors : Ya
Jean-Claude : Unan a zo stok ouzh an douar
Lors : A ya
Jean-Claude : Se zo ul loen-kezeg skoulmet berr
Lors : Hmm hmm… ha mod all evit… evit… evit bezañ sur lar e vez prenet ul loen-kezeg breton
eo… eo ret d’al loen-se kaout ur bailh… ur baih… ur bailh gwenn
Jean-Claude : Ya « euh » bremañ ar bailh… pppfff me am eus bet anavezet kezeg e-barzh… memes
kezeg-servij hañ etaloned a oa deuet… a deuent da Gallag aze hag e oant… kalz a gwenn war o benn
hañ !… bailh bras « euh » gwenn betek penn o glin aze
Lors : A ya
Jean-Claude : Ha se na blij ket ken bremañ e faot d’an dud kaout kezeg gant ur bailh pas re bras pas
re a gwenn war o… war o zreid… bon gwechall e veze lâret ur marc’h mat en deus un tamm bihan a
gwenn
Lors : En deus un tamm bihan…
Jean-Claude : A gwenn
Lors : A ya
Jean-Claude : Se zo « des modes » evel e vez lâret
Lors : Ya diouzh ar mod e-pad ur…
Jean-Claude : Aze zo bet ur c’hrogad ma kerez hag ar c’hezeg « pichar » (pechar, liv pechez) na blije
ket da… d’an dud an « haras » ken ha koulskoude « la robe pichar » a oa unan deus ar… deus
ar re gozh e-barzh ar vro amañ
Lors : Ya ya ya
Jean-Claude : Amañ e vez… ma vez klevet komz deus… gant ar re gozh emaint o lâret deoc’h… a a a me am eus soñj ‘gazeg pichar pe ‘gazeg du… ‘gazeg du ne vez ket gwelet ken
Lors : A nann nann nann
Jean-Claude : Hag ar re pichar e-pad ur c’hrogad ne oa kazimant marc’h ebet ken e-barzh
« Lamballe » hag a oa pichar
Lors : Ha bremañ zo c’hoazh
Jean-Claude : Bremañ zo c’hoazh ya ya ya
Lors : Ha du ivez
Jean-Claude : Nann reoù du n’eus ket kalz
Lors : Reoù du n’eus ket kalz ah nann… ha setu da zigentañ petra a vez… peseurt mod e vez tapet
ul loen-kezeg a-benn… a-benn lakat ur siblenn dezhañ… faotañ a ra mont dousik ha dousik
Jean-Claude : Me ‘m eus bet tapet an « habitude » amañ e vez lakaet ar grabas d’an ebeulien bihan
Lors : Ar grabas (kabestr)
Jean-Claude : Ya se zo ur grabas lêr ma kerez war o benn
Lors : Ya ya
Jean-Claude : Oppff a-benn daou devezh tri devezh goude e oant ganet
Lors : A
Jean-Claude : Abalamour dezhe da zeskiñ petra eo bezañ tapet… petra eo bezañ staget… ma vez
ar mamm o debriñ a stagan al loen bihan… bon da gentañ tout a sachont met ma n’int ket ‘met…
daou pe dri devezh… n’eont ket pell… n’o deus ket nerzh c’hoazh koa
Lors : Nann
Jean-Claude : Ha goude se a zeskont buan a-walc’h ma ‘pez graet se ooppff pemp pe c’hwec’h
gwech… goude ‘vez echu.. e vez desket
Lors : A ya
Jean-Claude : Ya
Lors : Setu n’o deus ket aon koa
Jean-Claude : Hag ar siblenn goude a vez lakaet un tamm bihan diwezhatoc’h memestra peogwir…
me a lak… ‘meus ket bet lakaet « des brides » n’ouzon ket penaos…
Lors : Siblennoù
Jean-Claude : Siblennoù a-raok ooppff daou vloaz daou vloaz
Lors : Peotramant sternajoù
Jean-Claude : Nann « le mors » ma kerez
Lors : A « le mors » ya ya ya
Jean-Claude : Pas a-raok daou vloaz
Lors : Daou vloaz nann nann hag da zigentañ peseurt mod e vez graet… staget e vez al loen yaouank
koa hag e vez kaset anezhi da bourmen peotramant…
Jean-Claude : Ya e vez pourmenet gant ar… gant ar… gant an tiker pe an tiker lêr aze krog indan
e… e benn… pe neuze gant ur… un tiker graet gant kordenn… kerdennoù ma kerez hag hennezh a
vez muioc’h war e fri… eo aezetoc’h stardañ… derc’hel anezhiñ koa
Lors : A ya abalamour e starda koa
Jean-Claude : « Voilà » just a-walc’h
Lors : Ya ya hmm hmm ha mod all az poa kontet din deus ostaleri Koatilan
Jean-Claude : Ya o se… se zo erru kozh hañ… ma oant… ar marc’hoù Kallag a deuent d’ar
c’houlz-se da… e-barzh Bro Koatilan amañ e-barzh ur park bihan hag an dud deus… deus Plougraz
ma kerez ac’h ae beb eur añfin bep daou devezh gant ur… gant ar c’hazeg… gant ur gazeg da
Goatilan hag eno e veze ar c’hamion deus « les haras » hag e veze o daou tri pevar marc’h a-wechoù
gante hag e veze lakaet ar re-seoù gant ar gazeg met gant ma ‘mije … ma ‘nije lakaet ur marc’h war
ur gazeg e oa ret gortoz un tamm bihan goude a-raok adlakaat anezhañ war unan all… ma veze ar
memes marc’h… ha m’en doa c’hoant ar menajer da lakat ar memes marc’h e oa ret a-raok gortoz un
tamm
Lors : Ya
Jean-Claude : Setu an dud ac’h ae d’evañ ur bannac’h e-barzh an ostaleri Koatilan… met a-wechoù
se a bade ur c’hrogad mat koa a a a a setu goude « les haras nationaux » o doa lâret « opala, amañ eo
ret dihanañ ar jeu-se » hag muioc’h ec’h ae deus ur menaj d’egile goude
Lors : Hag… se zo kaoz e veze gwelet kamionoù bihan… bihanoc’h koa
Jean-Claude : « Voilà »
Lors : Setu e oa ur marc’h pe daou e-barzh
Jean-Claude : A da gentañ tout e oa pevar marc’h gante hañ… me am eus soñj gwelet re Gallag a
deuent amañ hag e veze o ya ya tri pe pevar a veze gante
Lors : A ya ha se a oa ‘tro ar bloavezhioù
Jean-Claude : « Quatre-vingt, quatre-vingt dix » pevar-ugent dek ha pevar-ugent
Lors : Dek ha pevar-ugent ya hmm hmm hag…
Jean-Claude : Ha goude neuze e oa lakaet an « insémination »
Lors : A ya
Jean-Claude : Setu da gentañ tout ar palafrignerien a deuent gant ur « poney » ur gamion bihan hag
ur « poney » e veze lakaet ar poneyed-se war… revr ar gazeg da welet hag-eñ e oa en
tommder… pezh a zo kalz a mammenoù a gave dezhe e oa un ebeul bihan pe… dont da anmerdiñ
anezhe hag e oant prest da… da skeiñ… hag e oant en tommder
Lors : A
Jean-Claude : Setu ar palafrignerien o deus dihanet se buan a-walc’h ha goude e raent o jeu o-unan
koa
Lors : A ya setu a-benn… a-benn inseminañ ar gazeg e veze ret stagañ anezhi
Jean-Claude : Ya lakat anezhi e-barzh ar stern
Lors : A e-barzh ar stern
Jean-Claude : Ya pe neuze e veze staget… abalamour dezhi da pas gallout skeiñ war ‘hini zo… a
lakae e zorn e-barzh koa
Lors : Ya ya ya ya ya ya hmm hmm met ha lâret az peus din lar serten re da… añfin e-barzh e-
touesk ar palafrignerien koa lod a ouie diouzh ar mod a grie ar gazeg hag-eñ he doa kemeret pe ket
koa
Jean-Claude : Ya… ya ya deus ar palafrignerien-se… re a oant tuet mat ha kalz dioute heñ a oant
abituet ec’h ouvezent ma ‘n em gave e-barzh ar porzh… a homañ zo en tommder pe… ma oa ar
marc’hoù hañ
Lors : Ma oa…
Jean-Claude : Ma oa ar marc’hoù gante… ar c’hezeg … ar c’hezeg ma kerez… a glevent… Klevout
a raent ar marc’hoù oc’h erruet ha diouzh an trouz a rae ar c’hezeg ar mammennoù ar palafrigner ar
palafrignerien ya a lârent… o homañ zo en tommder o homañ n’eo ket
Lors : Ha koulskoude e oa tost ar memes trouz koa
Jean-Claude : Ha pas « tout à fait » marteze met aze eo ret bezañ tuet heñ
Lors : Ya ya beñ ya sur a-walc’h hmm hmm beñ just a-walc’h az poa kontet din deus ur
palafrigner Roger Simon neuze
Jean-Claude : Ya
Lors : Hemañ… hemañ a ouie…
Jean-Claude : Roger zo bet e-pad pell e-barzh Kallag… eñ en deus echuet e vicher e-barzh
Kallag… « adjudant-chef » e oa hag e oa ur bloavezh e oa en em gavet… e-barzh Plougraz
amañ… e-barzh ur menaj hag e oa ur gazeg en tommder hag eben a oa sañset da ebeuliñ… ober a
rae he laezh ha tout hañ ha ma ‘n doa klevet ar gazeg hag en doa lâret d’an… d’an… d’an den… ma
paotr degas anezhi amañ ‘ta homañ zo… sur eo en tommder – A te zo sot a lâr egile
dezhañ dañ peogwir emañ o reiñ he laezh… me a zo o kousket ganti abaoe pevar nozvezh… « euh »
hag e oa en tommder… ma oa deuet er-maez e oa en tommder
Lors : Ha peseurt mod en doa gouiet neuze
Jean-Claude : Diouzh ar feson he doa c’hwiriniet ar gazeg
Lors : A ya
Jean-Claude : Ya
Lors : Eñ a oa tuet mat neuze
Jean-Claude : Tud a vicher e vez graet deus se
Lors : Ya hmm hmm hmm
Jean-Claude : Tud a vicher