Aline Lédan, deus Kommana

Aline Ledan, deus Kommana

Aline he deus bet pevar a vugale. Kont a ra deomp diwar-benn pep hini anezho, hag ivez penaos eo bet kuzuliet gant he noter evit rannañ he douaroù.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Aline : Beñ pep hini n’eus n’eus … n’eus bet é é

Lors : E lod

Aline : E lod …hag bon a zo estimet pep hini n’eus bet e li’ur …bremañ é aesoc’h de’o neuhe hag med bremañ … n’eus ket ne’o … n’eus e e e n’eus ar jouisañs deuc’houto ken … pa vin-me ket kin

Lors : A

Aline : A beñ

Lors : A ya

Aline : bah neuhe lar setu bremañ é … é ‘m eus toud ‘rankan paea’ i’é heñ an impojoù ha toud, setu bon bremañ pa pa ‘mez em eus… pet’a ‘vez graet dac’h an dra-he dija… dac’h brem’ ar … mouniz dac’h ar …

Lors : Ar mouniz ya

Aline : ar mouniz dac’h, dac’h, dac’h an douar koa … dac’h … a me’ beb bloaz

Lors : Ya

Aline : Nemet ‘ rankan paeañ ‘laran dit toud ar … setu ‘jom ket kalz ganin med bon

Lors : Med kalz douaroù ‘jom ganit c’hoazh ?

Aline : Toud ar re … toud ar re a oa roe … ma re… a zo … n’int ket din kin nemet pa da jouisañ dac’houto ‘tao …’vint ket gouest … ken e vin partiet

Lors : A ya med memes tra é … é red dit paeo ar frejoù

Aline : A med ya beñ normal é pa pa douchin ar … pet’a ar …

Lors : Ya … ar feurmaj koa

Aline : « voilà »

Lors : Ya setu te a douch ar feurmaj ha te a baef ar frejoù war-lerc’h koa

Aline : Ya

Lors : Beb blâ

Aline : Ya

Lors : Ya

Aline : Beñ ‘mod-se ‘oa konsailhet din « hein »

Lors : Ya, an noter ‘na graet ?

Aline : Ya ‘barzh e Landi zo nao pé zek vloa’ zo … n’oun ket… n’eus ket dek vlâ … dek vlâ ‘zo ‘mañ ‘tao in « période mois d’avril » aï aï eo ya ya dac’h « mois d’avril » ya

Lors : Miz ebrel ?

Aline : Ya, miz ebrel

Lors : Ya ya ya …hag me ‘ane’ef la ur … ur mab ‘peus ‘ zo ‘ terc’hen bistro amañ ‘ba Koumanna ?

Aline : Ya

Lors : Hema’ ‘n hain’ é heñ … hema’ … hema’ ‘zo ‘n hain’ brasañ, ‘n hain’ koshañ pé …

Aline : Ar verc’h é ar c’hoshañ hag hennezh ‘zo ‘n eil hag an hini ‘zo amañ neus loened ‘zo an tride hag an hin’ ‘zo e Brest … ket … é chom ‘mañ é Lampaul, é Lampaul neus graet un ti …

Lors : A zo ar bevare ?

Aline : A a ya setu … « euh » beñ neus é … neus e lod i’é

Lors : Ya ya, set’ ho mab ‘n hain’ ‘zo ‘terc’hen ostaleri amañ … bistro koa … hema’ ‘zo an eil, koa ?

Aline : Ya, heñ’zh ‘zo ‘n eil

Lors : Ya ha pé oad é-eñ brema’ ?

Aline : Beñ … ganet « en soixante »

Lors : A, ganet e tri-ugent ?

Aline : Ya

Lors : A ya … sete ar… ar verc’h henañ

Aline : « en soixante », ha va merc’h ‘zo ganet « en », o m’eus …

Lors : Mil nao c’hant …

Aline : « Attends » … « euh » beñ … o ‘m eus ket joñj kin

Lors : Tri blâ ‘raok ?

Aline : Heñ ?

Lors : Tri blâ …

Aline : Daou pé dri blâ ‘raok

Lors : Daou pé dri blâ ‘raok ?

Aline : Ya

Lors : Ya set’ mil nao c’hant, « euh » seizh ha’ hanter kant, koa ?

Aline : Ya hmmmm

Lors : War-dro … apeupre

Aline : ‘Peupre …ya ‘peupre

Lors : Ya hag ar ré all, pegoulz int …

Aline : An daou yaouankañ ?

Lors : Ya

Aline : Beñ é …unan ‘zo é ‘laran dit, é Brest é labourad hag e neus konstruiset é …

Lors : Ya med … ya med pezavare é ganet ?

Aline : A pevare é ganet … an hin’ yaouankañ ‘zo ganet « en soixante-quatorze » hag an hin’ ‘neus amañ loened ‘zo ganet « en soixante-neuf »

Lors : A

Aline : « Voilà » !

Lors : Bon … ha te pezavare ‘out ganet ?

Aline : E pelec’h ‘on ganet ?

Lors : Pegoulz

Aline : Beñ me ‘zo ganet é é é …

Lors : Peseurt blavezh, peseurt bloavezh ?

Aline : Aaaaaa, « mille neuf cent trente-cinq » !

Lors : Mil nao c’hant pemp ha tregont

Aline : Ya … hag un « dimanche » c’hoazh

Lors : Ha peseurt devezh ?

Aline : « Alors là », ? keid ‘vé ato neuhen

Lors : Peseurt miz

Aline : A, dac’h a miz ar vFoenn !

Lors : Miz ar foenn ?

Aline : Ya

Lors : Ha peseurt devezh ?

Aline : D’ar bevar a viz ar vFoenn

Lors : D’ar bevar a viz ar vFoenn mil nao c’hant … pemp ha tregont

Aline : Aaaaa ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Aline : Beñ pep hini en deus… en deus… en deus bet e e e…

Lors : E lod

Aline : E lod… hag bon a zo estimet pep hini ‘n eus bet e levr… bremañ eo aesoc’h dezho neuze ha mes bremañ… n’o deus ket anezho… n’o deus e e e… n’o deus ar jouisañs diouto ken … pa ne vin-me ket ken

Lors : A

Aline : A beñ

Lors : A ya

Aline : « bah » neuze la… setu bremañ em eus tout a rankan paeañ ivez heñ an impojoù ha tout setu bremañ… pa… pa ‘m bez… em eus… petra a vez graet eus an dra-se dija… deus bremañ ar… moneiz eus ar…

Lors : Ar moneiz ya

Aline : Ar moneiz eus eus eus an douar koa… diouzh…’m bez bep bloaz

Lors : Ya

Aline : Nemet e rankan paeañ a lâran dit tout ar… setu ne chom ket kalz ganin mes bon

Lors : Mes kalz douaroù a chom ganit c’hoazh ?

Aline : Tout ar re… tout ar re a oa roe… ma re… a zo… n’int ket din ken nemet da jouisañ diouto atav n’int ket gouest… ken e vin partiet

Lors : A ya mes memestra eo… eo ret dit paeañ ar frejoù ?

Aline : A mes ya beñ « normal » eo pa… pa douchin ar… petra… ar…

Lors : Ya… ar feurmaj, koa ?

Aline : « Voilà »

Lors : Ya setu, te a douch ar feurmaj, ha te a bae ar frejoù war-lerc’h koa

Aline : Ya

Lors : Bep bloaz ?

Aline : Ya

Lors : Ya

Aline : Beñ ar mod-se e oa konsailhet din, heñ !

Lors : Ya, an noter en doa graet

Aline : Ya e-barzh e Landi zo nav pe zek vloaz zo… n’ouzon ket… n’eus ket dek vloaz… dek vloaz a zo amañ ‘tav e « mois d’avril » aïe aïe eo ya ya e « mois d’avril », ya

Lors : Miz Ebrel ?

Aline : Ya miz Ebrel

Lors : Ya… ya ya… hag me a anavez la ur… ur mab az peus a zo o talc’hen bistro amañ e-barzh Komanna…

Aline : Ya…

Lors : Hemañ an hini eo heñ… hemañ… hemañ a zo an hini brasañ… an hini koshañ pe…

Aline : Ar verc’h eo ar c’hoshañ hag hennezh a zo an eil hag an hini a zo amañ en deus loened a zo an trede hag an hini a zo e Brest… ket… o chom emañ e Lambaol… e Lambaol en deus graet un ti

Lors : A zo ar bevare ?

Aline : Ya …a ya setu « euh » beñ en deus… en deus e lod ivez

Lors : Ya ya, setu ho mab an hini a zo o telc’hen ostaleri amañ… bistro koa… hemañ a zo an eil koa

Aline : Ya hennezh a zo an eil

Lors : Ya ha pe oad eo-eñ bremañ

Aline : Beñ ganet « en soixante »

Lors : A ganet e tri-ugent

Aline : Ya

Lors : A ya… setu ar… ar verc’h henañ

Aline : « En soixante » ha va merc’h a zo ganet « en » o o ‘m eus…

Lors : Mil nav c’hant

Aline : « Attends »… « euh » beñ … o o o ‘m eus ket soñj ken…

Lors : Tri bloaz araok

Aline : Heñ

Lors : Tri bloaz

Aline : Daou pe dri bloaz araok

Lors : Daou pe dri bloaz araok

Aline : Ya

Lors : Ya setu mil nav c’hant « euh » seizh ha hanter kant koa

Aline : Ya hmmmm

Lors : War-dro… apeupre

Aline : Apeupre ya… apeupre

Lors : Ya hag ar re all pegoulz int…

Aline : An daou yaouankañ

Lors : Ya

Aline : Beñ e… unan a zo a lâran dit e Brest o labourat hag en deus konstruizet e…

Lors : Ya mes… ya mes pevare eo ganet

Aline : A pevare eo ganet… an hini yaouankañ a zo ganet « en soixante-quatorze » hag an hini en deus amañ loened a zo ganet « en soixante-neuf »

Lors : A

Aline : « Voilà »

Lors : Bon… ha te, pevare out ganet ?

Aline : E pelec’h on ganet ?

Lors : Pegoulz

Aline : Beñ me a zo ganet e, e, e…

Lors : Peseurt bloavezh, peseurt bloavezh ?

Aline : Aaaaa, « Mille neuf cent trente-cinq »

Lors : Mil nav c’hant pemp ha tregont ?

Aline : Ya hag un « dimanche » c’hoazh

Lors : Ha peseurt devezh ?

Aline : « Alors là » e-keit e vez atao neuze

Lors : Peseurt miz

Aline : A, miz ar Foenn !

Lors : Miz ar Foenn ?

Aline : Ya

Lors : Ha peseurt devezh ?

Aline : D’ar bevar a viz ar Foenn

Lors : D ‘ar bevar a viz ar Foenn mil nav c’hant… pemp ha tregont

Aline : Aaaaaa ya