Annick GUILLERME
Annick Guillerme, deus Pluskelleg a gont deomp penaos e oa he labour kentañ ‘ti ur boutaouer-koad e Kallag.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha te … te ‘zo bet savet ‘ba ur feurm è ?
Annick : Ya
Lors : Ha petra ‘ zo kaoz n’oc’h ket chomet ‘ba ‘r feurm da labourad ?
Annick : Dija ‘oa ket ehomm diouin kar re vihan ‘oa ar feurm
Lors : Ped devezh-arad ‘oa ?
Annick : Trizek !
Lors : Ha ped bugel ‘oa ?
Annick : Ha ‘oamp pe’r ‘benn neuhe … teier blac’h hag ur paotr … ha ‘oa ket ehomm diouimp ‘ba’ yêr ha ‘oan komañset ‘giz-se tamm bihan ha tamm bihan da labourad
Lors : Maezh
Annick : Maezh … bin maezh kêr koa pe maezh er yêr … da Gallag ‘oan ‘lese da gentañ
Lors : Da Gallag d’ober petra ?
Annick : Bin ‘ba’ skol ‘oan bet beked … tre ma c’hwezek vlâ ‘ma … pé ‘oan aet d’ar skol ha ‘giz-se … goude ‘oan aet neun da labourad da di un’, ‘tec’hen un ostaliri ‘rae…
Lors : ‘Ba’ Kallag ?
Annick : Ya ‘ba Kallag ya … boued da greisteiz ha boutaouer koad … eñ ‘oa boutaouer koad …eñ ‘oa …ma « patron » ‘oa boutaouer koad
Lors : Ha peseurt ano ‘na ar « patron » ?
Annick : Matao vije graet
Lors : Matao, hag e ano familh ?
Annick : E ano familh ‘oa Louarn
Lors : Matao Louarn.
Annick : Ya … deus treusket Rostren
Lors : Hag e tae da Gallag, petramant… ?
Annick : Nann nann, ar re-he ‘oa ‘ chom ‘ba Kallag hin… ar re-he ‘oa ‘chom ‘ba Kallag fas da skol ar baotred anfin ar skol-se ‘mañ ket ken è… se ‘ra fas d’ar « mairie » bremañ ‘ba Kallag
Lors : Hag ober’ raent boued da greizhteiz, ha boutoù ?
Annick : Da greizhteiz, ya, ha eñ ‘oa boutaouer koad.
Lors : A hi ‘rae ar boued ?
Annick : Hi ‘oa ‘ober boued, ya.
Lors : Ha eñ ‘oa boutaouer koad.
Annick : Eñ ‘oa boutaouer koad … a-giz-se pé nije graet nê vije … ar re-he vije livet
Lors : A ya peseurt mod … ga’ petra
Annick : Gant un espes livach pas …. n’é ket dour ‘oa hin pugur ‘oa du ha ‘vije laket gant ur … ‘vel ur brouss ahe, ha mim ‘ vije ‘ober se …me ‘vije ‘ober se
Lors : A ya
Annick : Ya ha neun ‘oa boteier, ar re-he ‘oa re koad toud, ha re choukoù-ler ‘vize è
Lors : Choukoù-lêr… petra é se ?
Annick : Se ‘oa ur votez ka’i ‘vel … ur c’hlakoù ahe, ha ur choukenn-lêr hag ar batronez ‘stage … anfin ur bointenn … anfin teier bointenn ‘lake ‘barzh, ha mim ‘echue goude neun … ar re-he ‘vije livet ‘ba ur mod ell
Lors : A ya
Annick : Ya
Lors : ‘Ba peseurt liou ?
Annick : Ar re-he ‘vije melan hag re goad toud ‘vije du toud
Lors : A ya
Annick : Ar livaj ‘vije laket warnê ‘oa hin’ du
Lors : Hag ar batronez … houm’ lake tachoù … tachoù bihan da…
Annick : Ya da stago ar choukenn warnê … choukenn-lêr war ar votez
Lors : Choukenn-lêr… ha piou ‘ zigase ar choukennoù-lêr-mañ ?
Annick : Ar re-he ‘vije prenet giz-se ahe…
Lors : A bon
Annick : Ya
Lors : Ha goud a ouzes deus pelec’h ‘teue ar choukennoù-lêr-se ?
Annick : ‘Ran ket … ouian ket deus pelec’h ‘brenne nê … ar re-he ‘vije ‘ba bouestoù karton aze ‘giz-se
Lors : A ya …hag ar re-se ‘oa … ‘oa…
Annick : Se ‘oa soupl memestra al lêr hin pugur ‘benn ‘kordo mad war choug ar votez
Lors : Ya hag bez ‘oa tresadennoù ?
Annick : Ya ‘oa … pugur re ‘vije boutoù choukoù-lêr ‘naint ka’i toud ur beg lemm ha giz-se ‘vije graet ur fleurenn pé ur … un dra benneked gaer war gorre ar votez kement a bravaad neï un tamm !
Lors : Ya …ya …ya …ya …ya ha ‘vije ket graet war ar bouteier koad ?
Annick : Ya
Lors : Nann a yeo
Annick : Yeo, pas war ar re goad ‘vije ket hin … lod ‘rae med ‘ba ti ar re-mañ ‘vije ket graet se.
Lors : A nann
Annick : Nann
Lors : Hag al livach du a-mod-se ‘vel peus kontet deom … din eu …al livach-mañ ‘oa ‘ba bouestoù, petramant… ?
Annick : Bin eñ ‘oa ‘ba ur « bidon » bras ahe vije … a vije diskarget ‘ba ur sku’ll pe ‘ba ur me oar petra … ya ‘ba ur vouest benneked pe ‘ba…
Lors : Ur volenn ?
Annick : Ya ya ya ha mim ‘lake, ‘vije laket ur manegenn neuhe kar henzh ‘zue mad hag e chome du hom dorn, a vije laket ur manegenn…
Lors : Ya
Annick : ‘vid lakaad livach war henzh.
Lors : Nintra ‘med ur vanegenn pas … pas
Annick : A nann mijemp ket diou ‘ba … lec’h ‘oa … war ar broust ‘oamp ket sanset da laket, petramant mijemp sotet re a draoù matren, me ouian ket mes ‘giz-se ‘oa ar stal !
Lors : Ha daoust hag-eñ ‘peus soñj bremañ c’hoazh deus … out kap da laret deom ped bouteier koad ‘oas kap da livet ‘n’ur un devezh koa…
Annick : Ouu … ur bern … kar ‘vije ket graet ‘pad an dé … ‘vije ket … pugur deus ar beure ‘ vije ar boued d’ober.
Lors : Ya
Annick : ‘vije ket ‘n’om okupet kalz deus ar bouteier
Lors : Nann
Annick : Med goude lein pé vije gwec’het ar baiselioù neun … ouian ket … n’on … pegement ‘larefen ‘wac’h … hanter-kant re votez matren ? … pas kalz ishpenn kar … ‘benn . … red ‘oa kaout ur plas da laket nê è !
Lors : Da sec’ho
Annick : Ya … apeupre ‘giz-se ha c’hoazh … dre ‘n askenn … o, re goad toud ouies ahe ‘ vije un toul ‘ba tu diabarzh ar votez ha ‘vije staget gant ur fichern goude ‘vid pareziñ nê …. hend ell ‘vije bet ur votez deus an tu kleiz ha hain an tu dehou ‘vi’ent bet toud da glask
Lors : Bin ya ya ya ya ya
Annick : Kichenn amañ ‘vijent staget toud gant ur fichern
Lors : Ya ya ya ya bin ya « normal » é
Annick : Ya
Lors : Hag …. soñj ‘peus deus ar priz … peseurt priz ‘vize gwerzet ar bouteier ?
Annick : Ar boutoù …. ‘m’eus ket
Lors : ‘Peus ket ?
Annick : Nann nann
Lors : An dra-he ‘oa « des francs » petramant gweneien ?
Annick : O nann « des francs » oaint hin … « des francs » ‘oa ‘benn neun !
Lors : « des francs » ‘oa
Annick : O ya ya ya ya
Lors : Peseurt blavechoù ‘oa se ?
Annick : Bin se ‘rae pé ‘ma me ugent vlâ koa … C’hwec’h hag hanter-kant.
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ha te … te a zo bet savet e-barzh ur feurm ivez
Annick : Ya
Lors : Ha petra a zo kaoz n’oc’h ket chomet e-barzh ar feurm da labourad ?
Annick : Dija ne oa ket ezhomm diouzin kar re vihan e oa ar feurm…
Lors : Ped devezh-arad e oa ?
Annick : Trizek.
Lors : ha ped bugel e oa ?
Annick : Hag e oamp pevar a-benn neuze … teir blac’h hag ur paotr … ha ne oa ket ezhomm diouzhimp e-barzh ar gêr hag e oan komañset e-giz-se, tamm bihan ha tamm bihan, da labourad
Lors : Maez
Annick : Maez …bin maez kêr koa pe maez ar gêr … da Gallag e oan alese da gentañ.
Lors : Da Gallag d’ober petra ?
Annick : Bin e-barzh ar skol e oan bet beteg … tre ma c’hwezek vloaz am boa …pa oan aet d’ar skol hag e-giz-se … goude e oan aet neuze da labourad da di unan … derc’hel un ostaleri a rae
Lors : E-barzh Kallag ?
Annick : Ya e-barzh Kallag ya …boued da greizteizh ha boutaouer koad … eñ a oa boutouaer koad … eñ a oa … ma « patron » a oa boutouaer koad
Lors : Ha peseurt ano en doa ar « patron » ?
Annick : Matao e vije graet
Lors : Matao, hag e ano familh ?
Annick : E ano familh a oa Louarn.
Lors : Matao Louarn ?
Annick : Ya … diouzh e-treseg Rostren.
Lors : Hag e teue da Gallag peotramant… ?
Annick : Nann nann, ar re-se a oa o chom e-barzh Kallag hin … ar re-se a oa o chom e-barzh Kallag fas da skol ar baotred, anfin ar skol-se n’emañ ket ken ivez … se a ra fas d’ar « mairie » bremañ e-barzh Kallag.
Lors : Hag ober a raent boued da greizteizh, ha boutoù ?
Annick : Da greizteizh, ya, hag eñ a oa boutouaer koad.
Lors : A hi a rae ar boued ?
Annick : Hi a oa oc’h ober boued ya
Lors : Hag eñ a oa boutouaer koad.
Annick : Eñ a oa boutouaer koad … a-giz-se pa dije graet anezho e vije… ar re-se a vije livet.
Lors : A ya peseurt mod … gant petra ?
Annick : Gant un espes livaj pas … n’eo ket dour e oa hin, peogwir e oa du hag e vije lakaet gant ur … evel ur broust aze, ha ni a vije oc’h ober se … me a vije oc’h ober se.
Lors : A ya
Annick : Ya ha neuze a oa re bouteier … ar re-se a oa re koad toud ha re choukoù-lêr a veze c
Lors : Choukoù-lêr … petra eo se ?
Annick : Se a oa ur votez kazimant evel …ur c’hlakoù aze hag ur choukenn lêr, hag ar batronez a stage … anfin ur bointenn …anfin teir bointenn a lake e-barzh,ha ni a echue goude neuze, ar re-se a vije livet e-barzh ur mod all
Lors : A ya
Annick : Ya
Lors : E-barzh peseurt lioù ?
Annick : Ar re-se a vije melen hag ar re goad toud a vije du toud.
Lors : A ya
Annick : Al livaj a vije lakaet warnezho a oa hini du
Lors : Hag ar batronez … homañ a lake tachoù … tachoù bihan da…
Annick : Ya, da stagañ ar choukenn warnezho … choukenn-lêr war ar votez
Lors : Choukenn-lêr … ha piou a zegase ar choukennoù-lêr-mañ ?
Annick : Ar re-se e vije prenet e-giz-se aze.
Lors : A bon ?
Annick : Ya
Lors : Ha gouzoud a ouzes diouzh pelec’h e teue ar choukennoù-lêr-mañ ?
Annick : Ne ran ket … ne ouian ket diouzh pelec’h a brene anezho … ar re-se e vije e-barzh bouestoù kartoñs aze e-giz-se …
Lors : A ya … hag ar re-se a oa … a oa …
Annick : Se a oa soupl memestra al lêr hin, peogwir a-benn (a)kordañ mad war choug ar votez.
Lors : Ya, hag bez e oa tresadennoù ?
Annick : Ya e oa … peogwir re a vije boutoù choukoù lêr o doa kazimant toud ur beg lemm hag e-giz-se e vije graet ur fleurenn pe ur … un dra bennaked gaer war gorre ar votez kement a bravaad anezhi un tamm
Lors : Ya ya ya ya ya ha ne vije ket graet war ar bouteier koad ?
Annick : Ya
Lors : Nann a eo
Annick : Eo … pas war ar re goad ne vije ket hin … lod a rae mes e-barzh ti ar re-mañ ne vije ket graet se.
Lors : A nann ?
Annick : Nann
Lors : Hag al livaj du a-mod-se evel ho peus kontet deomp … din eu … al livaj-mañ e oa e-barzh bouestoù peotramant …
Annick : Bin eñ e oa e-barzh ur « bidon » bras aze a vije … a vije diskarget e-barzh ur skudell pe e-barzh … me a oar petra … ya e-barzh ur vouest bennaked pe e-barzh …
Lors : Ur volenn ?
Annick : Ya ya ya ha ni a lake … e vije lakaet ur manegenn neuze kar hennezh a zue mad hag e chome du hon dorn, e vije lakaet ur vanegenn.
Lors : Ya
Annick : Evid lakaad livaj war hennezh.
Lors : Netra nemet ur vanegenn pas … pas …
Annick : A nann n’hor bije ket dioù e-barzh … e-lec’h a oa …war ar broust ne oamp ket sanset da lakaad, peotramant hon dije saotret re a draoù marteze me ne ouian ket, mes e-giz-se e oa ar stal
Lors : Ha daoust hag-eñ ho peus soñj bremañ c’hoazh diouzh …out kap da larout deomp ped bouteier koad e oas kap da livañ en un devezh koa…
Annick : Ouuu … ur bern …. kar e vije graet e-pad an deiz … ne vije ket … peogwir diouzh ar beure e vije ar boued d’ober
Lors : Ya
Annick : ne vije ket en em okupet kalz diouzh ar bouteier
Lors : Nann
Annick : Mes goude lein pa vije gwalc’het ar baiselioù … neuze … ne ouian ket … n’onn ket pegement e larefen awalc’h …hanter-kant re votez marteze … pas kalz ouzhpenn kar … a-benn red e oa kaout ur plas da lakaad anezho ivez
Lors : Da sec’hañ
Annick : Ya … apeupre e-giz-se ha c’hoazh … dre an askenn o re goad toud ouies aze e vije un toull e-barzh an tu diabarzh ar votez hag e vije staget gant ur sifelenn goude evid pareziñ anezho … a-hend-all e vije bet ur votez diouzh an tu kleiz hag hini an tu dehou e vijent bet toud da glask
Lors : Bin ya ya ya ya ya
Annick : E-kichenn amañ e vijent staget e-giz-se toud gant ur sifelenn
Lors : Ya ya ya ya, bin ya « normal » eo
Annick : Ya
Lors : Hag…. soñj ho peus diouzh ar priz …. peseurt priz e veze gwerzet ar bouteier
Annick : Ar boutoù … n’am eus ket
Lors : N’ho peus ket
Annick : Nann nann
Lors : An dra-se a oa « des francs » pe gweneien
Annick : O nann « des francs » e oant hin … « des francs » e oa a-benn neuze
Lors : « Des francs » e oa
Annick : O ya ya ya ya
Lors : Peseurt bloavezhioù e oa se
Annick : Bin se a rae …pa’m boa-me ugent vloaz koa … c’hwec’h hag hanter-kant.