François Flageul, deus a Rostren

François FLAGEUL

François Flageul, deus a Rostren, a zispleg deomp penaos e tap dour-eyenn war e zouaroù.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

François : Ya … bep seurt traoù, bep seurt traoù ‘ zo bet klevet … d’ar c’houch-se ‘vize foerioù gezeg … ‘ba pell deus amañ ‘ba Silieg du-he … hag an dud werhe o jo …’werhe o… hag e vize re ‘ vize surveilho ma peus c’hoant …gwel’t pesort hain’ ‘ nize gwerhet ur jo hag e vizerc’h pae’et ga’ mounnaï dac’h d’ar gêr ga’ ho « portefeuille » mounnaï … hag gaouec’h tud war ‘n hent ‘ba ‘r c’hroejaoù … an traoù pe … an dud ‘droc’he dreuz un tamm … hag henchaoù bras ‘ vize ket ur bern ha gaouec’h laerien war ‘n hent ha wechaoù ‘ vizerc’h … ha re ell ‘oe …dilikatoc’h an tamm bihan a bede ‘c’hac’h d’hont da dap’ ur chopinad … ur wreg yaouank … ur plac’h yaouank … un tamm ton d’ar paotr hag deuit da azeet amañ un tamm bihan hag ar paotr ‘errua ‘ba ‘r gêr … gwerhet e jo ha ‘oe ket « portefeuille » ‘bet ken …. apala … pize da choej gant ho kwreg da esplikañ pelec’h oc’h bet hin … ha se … se …se … me m’eus ket bevet se med klevet m’eus kont’ da se ha se ‘oe traoù gwir hin … merc’hed digourdi ‘zo bet a-wechoù hin … a ya … a bed’ ‘c’hoc’h da dap ur chopinad …tommet ar paotr … a bin ‘ gouste ker chom da c’hoarziñ daou … pemp munud hin

Lors : A ya, med marse ‘wechoù ‘oa merc’h an tavarnour…

François : Ya ?

Lors : Merc’h merc’h … ar patron koa…

François : Ya bin se é alies …. ya … a zo mounnaï ale hop

Lors : Med bromen vé graet se c’hoezh

François : Marse ‘wac’h ya marse ‘wac’h

Lors : ‘Ba, ‘ba ‘r c’herioù bras

François : Ya ya o ya se ‘zo komerchaoù … ya ya … se ‘oa vfall d’ar c’hourch-se ‘vé « mon vieux » mounnaï ur jo ‘ vize afer ‘nañ … pé ‘oe ar boched dre aze a rekisisione er c’hiezeg hag er c’harr da vond da gas nê da Ra’on ha da lec’h ell aze pé kollec’h ur jo ‘ba ‘r feurm ‘ oec’h ruinet … ‘oec’h rivinet

Lors : Rivinet ya

François : Rivinet … a ya daou ‘vize afer … goarit ( goar a rit ) ha ma unon ga’ ‘r boched da gas ‘nañ d’an tu ell du-he … ‘ gaouet ket ho cho warlerc’h ha rekisision’ raent kezeg … ‘ vize graet ur rekisision hag ‘vize ale hop hema’… hema’… hema’… ale hop … ‘ vize choejet ho cho « eh bin » …. taec’h d’ar gêr hemp ho cho, hin

Lors : Ha dond a rae ‘benn an dud memestra da gaout boued mad ‘pad ar brezel ?

François : Boued ?

Lors : Boued, ya.

François : Ya ‘ba ‘r c’hampagn ya

Lors : Ya

François : Bin ya ‘ba ‘r c’hampagn ‘vize …’vize yêr…vize ur poc’hiel … ‘vize lac’het ur poc’hiel ‘vize lac’het lapined … vize lac’het ul leue … ‘ba ‘ r c’hampagn vize bevet mad ‘wac’h ha kig sal ‘vize ‘pad er blé goarit … ‘vize lac’het ur poc’hiel pe daou bep blé…

Lors : Pato ?

François : Pato ‘ vize delc’hmad ya

Lors : Gwinniz tu…

François : Ya

Lors : Krampouz…

François : Krampouz ‘vize graet ‘pad er sun !

Lors : Ya

François :A ya, hag ‘ vize laket ar re-se war un estajerenn ‘vize en pign ‘ba ‘n ti

Lors : A ya

François : Ha ‘ vize laket an traoù

Lors : A ya … staget deus …

François : Staget deus …. an treusioù

Lors : An treusioù … ya …ya … kuit d’al loened dond da …

François : A bin dond da … ya

Lors : Ar raied ha toud

François : Ha ‘vid mir’t an traoù d’er c’houch-se … ‘oe ket frigoioù na mann ‘bet goarit

Lors : A nann

François : Me ma graet unon … me ma ka’et unon …hag ‘lake an traoù barzh … ‘ba ‘r puñs, diskennen ur c’hilorn ha traoù ‘ba ‘n donn ar puñs beta rez an dour aze ha eñ ‘oa distann, c’hwezeg metr donnder ‘na c’hwezeg metr donnder ‘neus, med ‘implian ket ‘nañ ken kar ‘neus ket … ‘vé ket dour ‘wac’h barzh ‘vid vfournisañ ‘vid ar yêr ha toud an traoù … ha diskennen ur c’hilornad traou, ‘vize tammoù traoù ‘vize afer da vired nê un troupad deioù bin diskennen nê ‘ba ur c’hilorn ‘giz-se ‘ba aze ha vizen savet … se m’eus soñj da se … bep … beb seurt traoù ‘zo bet graet hin

Lors : Ya ya ya …

François : Bin ya

Lors : Ha, med ‘oe ket sod !

François : Bin nann nann nann nann … eñ ‘oa distan ‘ba donn ar puñs hin

Lors : Bin ya

François : A bin ya, hend ell pé ‘vizer… ‘raer tan ‘ba ‘n oeled goarit an traoù c’hae da goll buanoc’h, hin

Lors : Bin ya … ha surtoud ma ‘oa unneg metr donder

François : C’hwezeg metr

Lors : C’hwezeg metr

François : C’hwezeg metr donder … med n’é ket ‘ wac’h ur… n’é ket ur feunteun vad …ma peus c’hoant … warlerc’h ‘meump … meump graet unan eizh kant metr deus amañ … war douar ar barrez a zo ur feunteun vad ahe ha ‘giz-se ‘vid … ‘vid reiñ dour d’ar yêr ‘oa afer muioc’h a dour goarit

Lors : A setu an dour ‘oa « gratuit », digoust

François : A digoust med pae’et ma ar priz ‘vid digas … kas er c’hourant da du-se hag an « tuyau » ‘ba ‘dan an douar aze ‘mañ red laket nê, dek ha per-ugent ‘ba ‘n douar

Lors : Dek ha per-ugent

François : Ya ya ya … se ‘zo « obligatoire », an « autorisation » ‘ dremen’ dre an douar « voisine » koa Lors: Ya ya

François : Bin se ‘ oe ha treuj’ an hent … treuj’ an hent aze ‘mañ red din boud graet … aze ‘mañ red dac’h boud donnoc’h un tamm …

Lors : A ya

François : A ya ha ‘giz-se ‘zo dour …

Lors : Ha set’ dek ha per-ugent

François : Ya ya … ha ‘giz-se ‘meump dour hemb tapet dour kêr … dour kêr ‘zo aze n’eus ket ‘met digor ur « robinet » d’ober med ‘dapan ket ‘nañ …dour euu

Lors : Nann

François : Nann nann

Lors : Nann nann c’hwi ‘ dap dour

François : Ya ya dour … ahe ‘zo ‘r feunteun vad … n’é ket ampoesonet ar vro

Lors : A nann

François : O nann ar « secteur » amañ ‘ zo …. er beizanted er beizanted ‘zo jen… n’int ket « mechant » gan’ ‘n tretemañchaou

Lors : A nann

François : O nann ahe ‘ zo daou ‘ba en dro dimp ‘ba …

Lors : ‘Vé ket tretet an douar …

François : A nann neubeud neubeud neubeud

Lors : Neubeud neubeud

François : Neubeud neubeud

Lors : Ha pegoulz ‘oc’h bet analisañ an dour

François : Bin ur wech an amzer ‘ran bep daou pe dri blé analisan ‘nañ med henzh ‘ta toud deus deus beg er bosez ahe hag aze n’eus ket douar labour hin …

Lors : N’eus ket ‘met lannier ha gwaremmoù

François : Eu, Roz Avel ‘vé graet deus sé

Lors : Rozadenn … roz …

François : Roz Avel, Roz…

Lors : Ya ya ya ya ya …

François : deus beg er bosez an dour ‘ta deus henzh toud hag er feuteun-se ‘na ket da hesk james

Lors : Nann

François : A nann

Lors : Ha da belec’h ‘vé kaset an dour da analisañ

François : Bin da « Loudéac » pe da Garaes med bet m’eus bet graet ‘ba Ploufragan

Lors : Ya

François : Ya

Lors : Ha pegement a goust

François : O me m’eus ket soñj hin … o n’é ket re ger

Lors : Nann

François : Nann … ma ‘kasan ‘nañ da Bloufragan eo ur c’hamarad din ‘ zo aze …mab maer kozh deus Rostren è

Lors : A

François : Gauthier …

Lors : Ya …

François :Christian Gauthier. Ha e vab ‘zo ‘ober ‘ba Ploufragan du-se … ‘ta da dap an dour an traoù hag

Lors : A ya

François : « à boire sans modération » ‘oa merchet warnañ

Lors : « à boire sans modération » … a bon


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors :

François : Ya … bep seurt traoù … bep seurt traoù a zo bet klevet … d’ar c’houlz-se e vize foarioù gezeg … e-barzh pell diouzh amañ … e-barzh Silieg du-se … hag an dud a werze o jo … a werze o … hag e veze ar re a veze o surveilhañ …ma peus c’hoant … gwelout peseurt hini en dize gwerzet ur jo hag e vezerc’h paeet gant monneiz … deoc’h d’ar gêr gant ho « portefeuille » monneiz … hag e gaouec’h tud war an hent e-barzh ar c’hroazhoù … an traoù pe … an dud a droc’he a-dreuz … un tamm …hag hentoù bras ne veze ur bern ha gaouec’h laerien war an hent ha wechoù e vezerc’h … ar re all a oa … dilikatoc’h un tamm a bede ac’hanoc’h da vond da dapout ur chopinad … ur wreg yaouank pe ur plac’h yaouank …un tamm ton d’ar paotr ha deuit da azezañ amañ un tamm bihan hag ar paotr a erru e-barzh ar gêr … gwerzet e jo ha ne oa ket « portefeuille » ebet ken … apala … ho pije da choajiñ gant ho kwreg da esplikañ e pelec’h ez oc’h bet hin … ha se … se … se … me n’am eus ket bevet se mes klevet am eus kont diouzh se ha se a oa traoù gwir hin … merc’hed digourdi a zo bet a-wechoù hin … a ya … a bed ac’hanoc’h da dapout ur chopinad … tommet ar paotr … a bin a gouste ker da jom da c’hoarzhiñ daou … pemp munutenn hin

Lors : A ya mes marteze a-wechom e oa merc’h an tavarnour

François : Ya

Lors : Merc’h … merc’h … ar patron koa

François : Ya bin … se eo alies … a zo monneiz ale hop

Lors : Mes bremañ e vez graet se c’hoazh

François : Marteze awalc’h ya marteze awac ‘h

Lors : E-barzh … e-barzh ar c’hêrioù bras

François : Ya ya o ya … se a zo koñversoù … ya ya … se a oa fall d’ar c’houlz-se ivez « mon vieux » monneiz ur jo e veze afer anezhañ … pa oa ar boched dre aze a rekisisione ar c’hezeg hag ar c’harr da vond da gas anezho da Roazhon ha da lec’h all aze …pa gollaec’h ur jo e e-barzh ur feurm e oac’h ruinet … e oac’h rivinet

Lors : Rivinet ya

François : Rivinet … a ya daou jo e veze afer … goarit ( goar a rit ) ha ma-unan gant ar boched da gas anezhañ d’an tu all du-se … ne gavit ket ho jo warlerc’h ha rekisisioniñ a raent kezeg … e veze graet ur « réquisition » hag e veze ale hop hemañ … hemañ… hemañ … ale hop e veze choazet ho jo « eh ben » a deuec’h d’ar gêr hep ho jo hin

Lors : Ha dond a rae a-benn an dud memestra da gavout boued mad e-pad ar brezel ?

François : Boued ?

Lors : Boued, ya.

François : Ya, e-barzh ar c’hampagn, ya.

Lors : Ya.

François : Bin ya, e-barzh ar c’hampagn e veze … e veze yer … e veze ur poc’hiel … e veze lazhet ur poc’hiel … e veze lazhet lapined … e veze lazhet ul leue … e-barzh ar c’hampagn e veze bevet mad awalc’h ha kig sal e veze e-pad ar bloaz goarit… e veze lazhet ur poc’hiel pe daou bep bloaz !

Lors : Pato…

François : Pato e veze dalc’hmad ya !

Lors : Gwinnizh du…

François : Ya

Lors : Krampouezh…

François : Krampouezh e veze graet e-pad ar sizhun !

Lors : Ya

François : A ya, hag e veze lakaet ar re-se war un estajerenn, a veze e pign e-barzh an ti

Lors : A ya.

François : Hag e veze lakaet an traoù…

Lors : A ya … staget diouzh …

François : Staget diouzh …. an treustioù

Lors : An treustioù ya … kuit d’al loened dond da …

François : A bin dond da ya …

Lors : Ar razhed ha toud

François : Hag evid mirout an traoù d’ar c’houlz-se ne oa ket frigoioù na mann ebet goarit !

Lors : A nann

François : Me am boa graet unan …me am boa kavet unan … hag a laken an traoù e-barzh … e-barzh ar puñs …diskennen ur c’helorn ha traoù e-barzh don ar puñs, beteg raz an dour aze, hag eñ a oa distann c’hwezeg metr donder en doa c’hwezeg metr donder en deus mes n’implijan ket anezhañ ken kar n’en deus ket … ne vez ket dour awalc’h e-barzh evid fournisañ evid ha toud an traoù … hag e diskennen ur c’helornad traoù, tammoù traoù e veze afer da virout anezho un troupad deizhioù, bin e diskennen anezho e-barzh ar c’helorn e-giz-se e-barzh aze hag e vezent savet … se am eus soñj da se … bep … bep seurt traoù a zo bet graet hin …

Lors : Ya ya ya

François : Bin ya

Lors : Ha, mes ne oa ket sot !

François : Bin nann nann nann nann …eno e oa distann e-barzh donn ar puñs hin

Lors : Bin ya

François : A bin hend-all ya, pa veze… raer tan e-barzh an oaled goarit an traoù ez ae da goll buanoc’h hin

Lors : Bin ya ha surtoud ma oa unneg metr donder

François : C’hwezeg metr

Lors : C’hwezeg metr

François : C’hwezeg metr donder … mes n’eo ket awalc’h ur …n’eo ket ur feunteun vad … m’ho peus c’hoant …warlerc’h hon eus …hon eus graet unan eizh kant metr diouzh amañ … war douar ar barrez a zo ur feunteun vad aze hag e-giz-se evid …evid reiñ dour d’ar yer e oa afer muioc’h a dour goarit

Lors : Ha setu an dour a oa « gratuit » digoust

François : A digoust mes paeet am boa ar priz evid degas … kas ar c’hourant da du-se hag an « tuyau » e-barzh dindan an douar aze emañ red lakaad anezho deg ha pevar-ugent e-barzh an douar

Lors : Deg ha pevar-ugent

François : Ya ya ya se a zo « obligatoire » an « autorisation » da dremen dre an douar « voisine » koa… se e oa

Lors : Ya ya

François : Ha treuziñ an hent treuziñ an hent aze emañ red din bezañ graet aze emañ red deoc’h bezañ donnoc’h un tamm ya e-giz-se a zo dour

Lors : Ha setu deg ha pevar-ugent

François : Ya ya … hag e-giz-se hon eus dour hep tapout dour kêr … dour kêr a zo aze … n’en deus ket nemet digor ur « robinet « d’ober mes ne dapan ket anezhañ dour euu

Lors : Nann

François : Nann nann

Lors : Nann nann c’hwi a dap dour

François : Ya ya dour … aze a zo ur feuteun vad … n’eo ket ampoesonet ar vro

Lors : A nann

François : O nann … ar « secteur « amañ a zo … ar beizanted … ar beizanted a zo jen… n’int ket « mechant « gant an tretemañchaoù

Lors : A nann

François : O nann … aze a zo daou e-barzh en dro deomp e-barzh …

Lors : Ne vez ket tretet an douar

François : A nann neubeud neubeud neubeud

Lors : Neubeud neubeud

François : Neubeudig neubeud

Lors : Ha pegoulz oc’h bet analisañ an dour

François : Bin ur wech an amzer e ran … bep daou pe dri bloaz a analisan anezhañ mes hennezh a da toud diouzh … diouzh beg ar bosez aze hag aze n’en deus ket douar labour hin…

Lors : N’en deus ket nemet lannier ha gwaremmoù

François : Eu Roz avel a vez graet diouzh se

Lors : Rozadenn … roz…

François : Roz Avel … roz

Lors : Ya ya ya ya ya

François : Diouzh beg ar bosez an dour a da diouzh hennezh toud hag ar feunteun-se ne ya ket da hesk

( tarir )james

Lors : Nann

François : A nann

Lors : Ha da belec’h a vez kaset an dour da analisañ

François : Bin da « Loudéac » pe da Garaes mes bez am ‘eus graet e-barzh « Ploufragan »

Lors : Ya

François : Ya

Lors : Ha pegement a goust

François : O me n’am eus ket soñj hin …o n’eo ket re ger

Lors : Nann

François : Nann … mar gasan anezhañ da Bloufragan eo ur c’hamarad din a zo aze … mab maer kozh diouzh Rostren ivez

Lors : A

François : Gauthier

Lors : Ya

François : Christian Gauthier hag e vab a zo oc’h ober e-barzh Ploufragan du-se … a zeu da dapout an dour an traoù hag

Lors : A ya

François : « À boire sans modération » e oa merket warnezhañ

Lors : « À boire sans modération », a bon !