Marianne Laz, Sant Wazeg

Marianne Laz

Lors Jouin ‘zo bet o c’houlennata Marianne Laz ‘ba Sant Wazeg.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:

Marianne : N’eus ket ken

Lors : N’eus ket ken, nann

Marianne : Nann

Lors : ha mod-all ‘oa

Marianne : Petra ‘oa c’hoazh ?

Lors : Petra ‘oa c’hoazh ?

Marianne : M’eus ket soñj ken

Lors : Nann … Bez ‘ oa tud emichañs komedianed ‘ ober troioù war ‘r maez

Marianne : A ya ‘ober troioù w’ar ‘r maez o werzhañ dilhad o werzhañ traoù a-mod-se ha neus ket ken nê

Lors : Nann

Marianne : Nann, an dra-se ‘zo dispariset ive koa, seta bremañ ‘ma tout neuhe ‘ba les grands surfaces koa

Lors : ya, ya

Marianne : Centre Leclerc hag… toud an dra-se koa

Lors : Ya ya … ha petra sonjit deus ho yaouankiz neuhe ? Eürus oa pe…

Marianne : A ya mes ‘oa ket otoioù c’hoazh ‘benn oan yaouank ‘raog ar brezel ‘oa ket otoioù dre amañ ha setu an dud yae toud ga’ veloioù ha neuhe war droad hag an dud yae d’ar bal d’ar sul noz ha teuent d’ar gêr tod « en bande » koa an dra-se ‘oa gae kont, bremañ bremañ an oto an dra-se n’eo ket gae ken bremañ ‘ma toud en otoioù koa

Lors : seta …

Marianne : setu n’en em wel ket an dud n’en em gaozez ket an dud ‘giz gwechall ha neuhe bremañ ‘reont toud gan’ trakteurien aze welit ket nê nac’h

Lors : Nann

Marianne : Nann ha neus ken ‘met labourat ha labourat

Lors : an dra-se ‘ zo drol hin

Marianne : Ya an dra-se ‘zo drol ya e-lec’h gwechall ne soñje ket an dud ‘vize an dud ‘ba ‘r parkeier o c’hwitellat, o kanañ hag gae « andis que maintenant »

Lors : an dud ‘ ouie ‘n em amuziñ

Marianne : ya an dud ‘ ouie ‘n em amuziñ ‘benn vize bet ar batttage, an dorn koa

Lors : ya

Marianne : vize danset war lerc’h koulskoude vize an dud skuizh mes aze vize danset war-lerc’h war al leur

Lors : ya ya, aze seta aze ‘oa un digarez ‘vid ar baotred yaouank da dostaat muic’h deus ar merc’hed yaouank

Marianne : O ya zur mod all peogwir oa ket ‘met veloioù yaent ket pell da galsk nê ive

Lors : ba nann, ha c’hui peus kavet ho kwaz ‘ba kichenn peotramant ..

Marianne : ‘ ba Sant-Wazeg ive ya war-lerc’h oa bet eñ ‘ba ‘n Allemagne

Lors : ha ya

Marianne : Ya me oa 28 ans ‘benn oamp dime’et hag eñ ‘oa 33 med ‘oamp ket gouest d’ober a-raog naomp ive peogwir oa-eñ ‘ba ‘n Allemagne ha goude-ze oamp o c’hortoz (la) mizemp kavet ur ferm bennak ha goude-ze ‘oa roet an hanter deus ar feurm deomp amañ ha setu aze meump komanset neuhe

Lors : ha eñ na ket douar, na ket douar deus e du koa ? Na ket douaroù koa ho kwaz

Marianne : Eo, amañ an hanter deus ar ferm

Lors : Ya med e dud dezhañ na ket feurm ebet da roiñ dezhañ ?

Marianne : e dud dezhañ neuze na roet an dra-ze an hanter

Lors : A bon n’eo ket ho tud doc’h

Marianne : Nann ma zud din ‘oa ‘ba Kerjos ‘ba

Lors : A bon

Marianne : ‘Ba Sant-Wazeg ive koa med ma breur oa o chom ‘ba du-ze

Lors : A ya d’accord ha soñj peus deus … ar wech kentañ ‘peus rankontret ho kwaz ?

Marianne : Ar wech kentañ ya ‘ba un eured ‘ba Laz hag oamp deuet d’ar gêr eñ ‘oa war e droad ‘noa ket bet amzer da brenañ, gwelet ‘ma anezhañ war-lerc’h oa-eñ bet ‘ba ‘n Allemagne, setu eñ ‘oa war e droad me ‘oa ga’ ma velo ha setu ‘vid dond d’ar gêr dond beteg Kerjos neuze ni ‘oa deuet hon me oa aet war ‘r porte bagages ha eñ na konduet goude- ze ‘ oa bet dao din leskañ ma velo da vont gantañ d’ar gêr peogwir

Lors : A ya

Marianne : ha setu ‘oa deuet warlerc’h ‘benn ‘oa deuet anezhañ da zegas ma velo en dro koa a-mod-se ‘oa ‘oa ket voiaen d’ober kalz troioù dar re gozh hin

Lors : Nann , nann ar re gozh ‘oa fin

Marianne : Ya ya



Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Marianne : N’eus ket ken

Lors : N’eus ket ken, nann

Marianne : Nann

Lors : Ha mod-all e oa

Marianne : Petra a oa c’hoazh ?

Lors : Petra a oa c’hoazh ?

Marianne : N’em eus ket soñj ken

Lors : Nann bez e oa tud emichañs komedianed oc’h ober troioù war ar maez

Marianne : A ya oc’h ober troioù war ar maez o werzhañ dilhad, traoù a-mod-se han’en deus ket ken anezho

Lors : Nann

Marianne : Nann an dra-se a zo dispariset ivez koa setu bremañ emañ tout neuzee-barzh « les grandes surfaces » koa

Lors : Ya, ya

Marianne : « Centre Leclerc » ha toud an dra-se koa

Lors : Ya ya ha petra a sonjit diouzh ho yaouankiz neuze, eürus e oa pe…

Marianne : A ya mes ne oa ket otoioù c’hoazh a-benn e oan yaouank araog ar brezel,ne oa ket otoioù dre amañ ha setu an dud a yae toud gant veloioù ha neuze war droad. Hag an dud a yae d’ar bal d’ar sul noz hag e teuent d’ar gêr toud « en bande » koa, an dra-se a oa gae kont… bremañ, bremañ an oto an dra-se n’eo ket gae ken bremañ emañ toud an otoioù koa

Lors : setu

Marianne : N’en em wel ket an dud, n’en em gaozez ket an dud e-giz gwechall ha neuzebremañ reont toud gant trakteurien aze ne welit ket anezho ac’hanoc’h

Lors : Nann

Marianne : Nann ha n’eus ket nemet labour’ ha labour’

Lors : an dra-se a zo drol hein ?

Marianne : Ya an dra-se a zo drol ya e-lec’h gwechall ne soñje ket an dud e vize an dud e-barzh ar parkeier o c’hwitellat o kanañ ha gae « tandis que maintenant »

Lors : an dud a ouie en em amusiñ

Marianne : Ya an dud a ouie en em amusiñ a-benn a vize bet « ar battage », andorn koa

Lors : Ya

Marianne : E vize danset war-lerc’h, koulskoude e vize an dud skuizh mes aze e vize dansetwar-lerc’h war al leur

Lors : Ya ya, setu aze e oa un digarez evit ar baotred yaouank da dostaad muioc’h ouzhar merc’hed yaouank

Marianne : O ya zur, mod all peogwir ne oa ken nemet veloioù, ne yaent ket pell daglask anezho ivez

Lors : Ha nann ha c’whi ho peus kavet ho kwaz e-barzh kichen peotramant

Marianne : E-barzh Sant-Wazeg ivez ya, war-lerc’h e oa bet eñ e-barzh an Alemagn

Lors : A ya

Marianne : Ya me a oa « 28 ans » a-benn e oamp dimezet hag eñ e oa 33, med ne oampket gouest d’ober araog ac’hanomp ivez peogwir e oa-eñ e-barzh an Alemagn ha goude-se e oamp o c’hortoz e mizemp kaver ur feurm bennaket ha goude-se e roet an hanter eus ar feurm deomp amañ ha setu aze hon eus komanset neuze

Lors : Ha eñ n’en doa ket douar, n’en doa ket douar diouz e du koa ? N’en doa ket douaroù koa ho kwaz ?

Marianne : Eo, amañ an hanter eus ar feurm

Lors : Ya mes e dud dezhañ n’en doa ket feurm ebet da roiñ dezhañ ?

Marianne : E dud dezhañ neuze o doa roet an dra-se, an hanter

Lors : A bon n’eo ket ho tud doc’h

Marianne : Nann ma zud din a oa e-barzh Kerjos e-barzh Sant-Wazeg

Lors : A bon

Marianne : E-barzh Sant-Wazeg ivez koa mes ma breur a oa o chom e-barzh du-se

Lors : A ya « d’accord », ha soñj ho peus diouz … ar wech kentañ ho peus rankontret ho kwaz ?

Marianne : Ar wech kentañ, ya, e-barzh un eured e-barzh Laz hag e oamp deuet d’ar gêreñ e oa war e draod n’en doa ket bet amzer da brenañ velo bet en doa anezhañ warlerc’h e oa-eñ deuet diouzh an Alemagn, setu eñ e oa war e droad me a oa gant ma velo, setu evit dond d’ar gêr, dont betek Kerjos neuze ni a oa deuet hon daou me a oa aet war ar « porte-bagage » hag eñ en doa konduet mes goude-se e oa bet dav din leskañ ma velo da vont gantañ d’ar gêr

Lors : A ya

Marianne : setu oa gwelet war-lerc’h a-benn e oa deuet anezhañ da zegas ma velo din en-dro, ar-mod-se e oa, ne oa ket moaien d’ober kalz troioù d’ar re goz hein

Lors : A nann nann, moarvat, ar re gozh a oa fin

Marianne : Ya ya