Yannick Larvor, deus Plourac’h
Yannick Larvor a gont deomp petra eo e vicher ober predoù ha frikoioù evit tud ar vro.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:
Lors : C’hwi ‘zo ‘ labourat amañ med c’hwi ‘ ra frikoioù ha toud amañ
Yannick : Ya
Lors : Ha setu me ‘ glev un tamm partoud lar’ kalz c’ha da jerriñ koa hag ‘re ‘ra se ‘ba lec’h ell kalz, deusoute neus kudennoù, trubulhioù
Yannick : Ya
Lors : Hag a zo ‘hont da jerriñ ha c’hwi feus minioc’h miniañ a labour setu deus da joñj dit petra zo kaoz feus minioc’h miniañ
Yannick : Me n’oun ket petra zo kaoz med me ‘zo ‘hont da vé nao vlâ war ‘n ugent ‘c’h or sé pugur ma komer’ ma goñvers ahe ar blâ mil nao c’hant per ha per ugent, ma dud kozh raent ket prejoù na traoù modse, ha me ma bet un ti ‘oa devet ahe ar blâ un ha per ugent hag… pé komer’t ma prenet an amplasamant ma gret ur sal ha komañset d’or prejoù modse setu gwir é ‘baoe nao vlâ war ‘n ugent ‘zo m’eus bet derc’het d’or hag bon m’eus bet derc’het memes mod reï traoù d’an dud, laka plijadur ‘mesk an dud tae ahe da brejiñ, kan’ un tamm dê, son’ un tamm dê ga’ ma akordéon, lak’ an dud ‘ba o jeu pé taint ahe, hag matren sé ‘zo un tamm kaoz ‘zec’han kaoud tud pugur gwir bon bremañ gant « vallée ar zent » deus Karnod ahe ‘ta vorzh tud amañ, med ‘raog dijà me ‘ma tud pugur me me m’eus ket bet graet ‘met prejoù groupchoù me kerez ‘ran ket prejoù bemdéz ‘vid ‘n ouvrierien ha traoù modse med med groupchoù hag m’eus bet derc’het kaout tud, ya, dern ‘welan ya neuint muioc’h ‘boan med bon ‘wechoù red é bez deus ar vro, matren kont’ un tamm brezhoneg, sé ‘joukour è kar lar’t vé din alies: « a gast amañ… omp ‘vel ‘ba’ r yêr, amañ n’om sentomp aes » hag ac’han’ hag alese, hag kaozeal deus an dud pé n’om ga’ent, hag or an tu dionte è koa ,paeo ur bann’c’h dê ‘ba’r fin, voilà…
Lors : Ya ya ya
Yannick : Kalz dammoù traoù modse
Lors : Ya ya ya ya
Yannick : Ya
Lors : Hag ar prijoù ?
Yannick : Hag ar prijoù è ya faot ket bez re « gourmant » war ar prijoù da, bon sé m’eus bet esaet dac’hmad respektiñ ar c’hlianted, derc’hen prijoù pas re uhel da bep hin’ da gaout e gont, me da gaout ma gont ha d’ar c’hlianted da vé kontant pé c’heint kuit, kar pé veint kontant pé c’heint kuit ‘gontaint d’ar re ell, hag alies taint war o c’hiz med alies ‘ta ar re ell skeud è
Lors : Ya ya ya setu ur wech int deut ur wech
Yannick : Ya
Lors : Alies teuint ‘darre
Yannick : Ben modse ‘mañ, koa, med ar c’honvers ‘zo modse, modse toud an hin’ neud d’or gan’ dud é ret tañ goud komer nê n’on laket aes gante hag or plijadur dê
Lors : Ya ya ya
Yannick : A modse c’ha ar vrud
Lors : Ya ya
Yannick : Me m’eus ket bet graet « publicité » modell
Lors : Nann
Yannick : Nann
Lors : Ha koulskoude feus brud vad koa
Yannick : Ya anfin me n’an ket da lar’ sé meun’n…
Lors : Nann
Yannick : Me ‘leusk ar re ell d’or…
Lors : Ya
Yannick : Med memestra ‘ran ‘tre deg ha daouzeg mil a dud ar blâ ‘paseal, paseal amañ da zibiñ prejoù ‘ba Plourac’h
Lors : Hopalà
Yannick : ‘tre ‘ pezh a ran ‘ba’ r yêr hag pezh a c’han d’or ‘ba ‘ r salioù ‘ba en dro dre
Lors : A ya
Yannick : Ya
Lors : Ha mont a rez pell ?
Yannick : O mont a ran, ben, apeupre war tu kanton c’han troiñ ‘ran dre ahe ‘ba ‘r salioù, n’an ket d’or kilometchoù re med tu Karaez un tamm bihan, bon ha dern ‘ta amañ è hag bez m’eus prejoù a ta deus — gan’ ‘n otokarioù ha deus deus koste Brest, koste Kemper, koste Sant Brieg, koste… an Treger ahe ‘ta
Lors : Hag n’ez ket koste Gwerliskin d’or ?
Yannick : Bet on bet koste Gwerliskin ‘c’h or prejoù è Bolazeg Skrigneg
Lors : Ha ‘ vez ket goulet bord ar mor james ?
Yannick : Yeo med ‘wechoù goude ‘ven goulet ‘laran dê rapel’, hein, n’an ket koa hein
Lors : A bon
Yannick : O nann
Lors : ‘Blam’ betra ?
Yannick : ‘Blam’ m’eus trawac’h d’or dijà hag mont re bell modse, n’é ket ‘wac’h lar’t mont, med plij’ ‘ra din or ma labour ‘vel ‘zo gleet hag pé fé ur bern hent d’or ‘wechoù ar salioù veint ket ekipet è memestra é ret — me ‘renk bez zur n’om ga’in d’or un dra benneket prop ‘benn komer nañ
Lors : A ya, se ‘zo kaoz an dud ‘zo kontant ‘benn ar fin, pugur ‘rez mad al labour…
Yannick : Ben ya
Lors : Ha setu na neus ket brud gwelloc’h ‘vid sé koa
Yannick : A nann nann nann, faot’ ra — faot ‘ra d’an dud bez kontant pé c’heint kuit
Lors : Ya
Yannick : Ya
Lors : Ha sé ‘zo gwir partoud ‘benn ar finn
Yannick : Sé ‘ zo mad ‘vid vorzh petra
Lors : Ya
Yannick : Ya ya
Lors : Ha memes ‘ba ‘r bistro é gwir è koa
Yannick : Daon’ gwir é pugur bon, un den pé teï d’eun ostaliri d’eva ur bannc’h, bon, pé da gerc’hat un dra benneg ‘ba ‘n espisiri ma gaozeez ket gantañ deus deus toud ha vorzh petra pugur ret é dit n’on laket ‘ba kroc’hen peb den, ret é dit sent’ peb den ha sé, sé ‘gav din, sé vé ket disket ‘ba ‘r skol
Lors : Nann
Yannick : Sé sentez daon’n petamant ben ‘faot dit or ur vicher ell
Lors : Ya
Yannick : Med me blij sé din, plij’ ‘ra an dud din, plij’ ‘ra din kontañ gante, jelaou nê, lar ma joñj dê a modse vé interesiñ nê koa
Lors : Ya ya
Yannick : Disk’ a rez kalz draoù modse
Lors : Ya ya sé ‘ zo gwir
Yannick : Sé ‘zo brao
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : C’hwi a zo o labourat amañ mes c’hwi a ra frikoioù ha toud amañ
Yannick : Ya
Lors : Ha setu me a glev un tamm partoud laret kalz a ya da jerriñ koa, hag ar re a ra se ebarzh lec’h all, kalz diouto o deus kudennoù, trubuilhoù…
Yannick : Ya
Lors : Hag a zo o vont da jerriñ, ha c’hwi ho peus muioc’h-muiañ a labour, setu diouz da soñj dit petra a zo kaoz ho peus muioc’h-muiañ ?
Yannick : Me n’ouzon ket petra a zo kaoz, mes me a zo o vont da vezañ nav vloaz warnugent oc’h ober se peogwir am boa kemeret ma goñvers aze ar bloaz mil nav c’hant pevar ha pevarugent, ma dud kozh na raent ket predoù na traoù ar mod-se, ha me am boa bet un ti devet aze ar bloaz unan ha pevarugent, hag pa moa kemeret am boa prenet an amplasamant am boa graet ur sal ha komañset d’ober predoù ar mod-se, setu gwir eo abaoe nav vloaz warnugent a zo am eus dalc’het d’ober, hag bon am eus bet dalc’het memes mod reiñ traoù d’an dud, lakaad plijadur emesk an dud a teue aze da brediñ, kanañ un tamm dezho, soniñ un tamm dezho gant ma akordeon, lakaad an dud ebarzh o jeu pa teuont aze, hag marteze se a zo un tamm kaoz a zalc’han kaoud tud peogwir gwir eo, bon, bremañ gant « vallée » ar zent diouzh Karnod aze a ta forzh tud amañ, mes araog dijà me am boa tud peogwir me, me n’am eus ket bet graet nemet predoù groupchoù mar kerez, ne ran ket predoù bemdez evid an ouvrierien ha traoù ar mod-se, mes mes groupchoù hag am eus dalc’het kaout tud ya dern a welan ya o deus muioc’h a boan mes bon, a-wechoù red eo bezañ diouzh ar vro marteze, kontañ un tamm brezhoneg se a sikour ivez, kar laret e vez din alies « a gast… amañ omp evel ebarzh ar gêr, amañ en em santomp aes » hag ac’hann hag alese, ha kaozeal diouzh an dud pa en em gavont, hag ober an tu diouto ivez koa, paeañ ur bannac’h dezho ebarzh ar fin « voilà » !
Lors : Ya ya ya
Yannick : kalz dammoù draoù a mod-se
Lors : Ya ya ya ya
Yannick : Ya
Lors : Hag ar prizioù ?
Yannick : Hag ar prizioù ivez ya ne faot ket bezañ re « gourmant » war ar prizioù da, bon se am eus bet esaet dalc’hmad, respektiñ ar c’hlianted, dalc’hen prizioù pas re uhel, da bep hini da gaout e gont, me da gaout ma gont ha d’ar c’hlianted da vezañ kontant pa c’heont kuit, lar pa veont kontant pa c’heont kuit a gontaent d’ar re all, hag alies e taent war o c’hizh mes alies e teu ar re all skeud… ivez
Lors : Ya ya ya setu ur wech int deuet ur wech
Yannick : Ya
Lors : Alies e teuont adarre
Yannick : Ben ar mod-se emañ koa, mes ar c’hoñvers a zo a mod-se, ar mod-se toud an hini neus d’ober gant an dud ivez, red dezhañ gouzoud kemer anezho, en em lakaad aes ganto hag ober plijadur dezho
Lors : Ya ya ya
Yannick : Ar mod-se ez a ar vrud
Lors : Ya ya
Yannick : Me n’am eus ket bet graet « publicité » modall
Lors : Nann
Yannick : Nann
Lors : Ha koulskoude az peus brud vad, koa
Yannick : Ya, anfin me ne’z an ket da laret se ma-unan…
Lors : Nann
Yannick : Me a lesk ar re all d’ober…
Lors : Ya
Yannick : Mes memestra a ran etre dek ha daouzek mil a dud ar bloaz o paseal amañ, da zebriñ predoù ebarzh Plourac’h
Lors : Hopala
Yannick : Etre pezh a ran ebarzh ar gêr hag pezh ac’h an d’ober ebarzh ar salioù, ebarzh en dro dre aze
Lors : A ya
Yannick : Ya
Lors : Ha mont a rez pell ?
Yannick : O, mont a ran, ben apeupre war tu kanton ez an, treiñ a ran dre aze ebarzh ar salioù, ne ehan ket d’ober kilometroù re, mes tu Karaez un tamm bihan, bon, dern a deu amañ ivez hag bez am eus predoù a teu diouzh — gant an otokarioù ha diouzh, diouzh kostez Brest, kostez Kemper, kostez Sant Brieg, kostez an Treger aze a zeu
Lors : Hag ne’c’h ez ket kostez Gwerliskin ?
Yannick : Bet on bet kostez Gwerliskin oc’h ober predoù ivez, Bolazeg, Skrigneg…
Lors : Ha ne vez ket goulennet bord ar mor jamez ?
Yannick : Eo mes a-wechoù goude e ven goulennet, a laran dezho « rappel », hein ne ehan ket koa hein…
Lors : A bon
Yannick : O nann
Lors : Abalamour da betra ?
Yannick : Abalamour am eus trawalc’h d’ober dijà hag… mont re bell a mod-se n’eo ket awalc’h laret mont, mes plijout a ra din ober ma labour evel a zo dleet, hag pa pez ur bern hent d’ober a-wechoù ar salioù ne vezont ket ekipet ivez, memestra eo ret me a rank bezañ zur en em gavin d’ober un dra bennaket prop a-benn kemer anezhañ…
Lors : A ya, se a zo kaoz an dud a zo kontant a-benn ar fin, peogwir a rez mad al labour
Yannick : Ben ya
Lors : Ha setu n’en deus ket brud gwelloc’h evit se koa
Yannick : A nann nann nann, faot a ra, faot a ra d’an dud bezañ kontant pa’z eont kuit
Lors : Ya
Yannick : Ya
Lors : Ha se a zo gwir partoud a-benn ar fin
Yannick : Se a zo mad evit forzh petra
Lors : Ya
Yannick : Ya ya
Lors : Ha memes ebarzh ar bistro eo gwir ivez koa
Yannick : Dao, gwir eo ivez peogwir bon, un den pa deuio d’un ostaleri d’evañ ur bannac’h, bon, pe da gerc’hat un dra bennak ebarzh an ispisiri, ma ne gaozez ket gantañ diouzh, diouzh toud ha forzh petra, peogwir ret eo dit en em lakaad ebarzh kroc’hen pep den, ret eo dit santiñ peb den, ha se, se a gav din, se ne vez ket desket ebarzh ar skol.
Lors : Nann
Yannick : Se a santez da-unan peotramant be’ faot dit ober ur vicher all
Lors : Ya
Yannick : Mes me a blij se din, plijout a ra an dud din, kontañ ganto, selaou anezho, larout ma soñj dezho, a mod-se e vez interesiñ anezho koa
Lors : Ya ya
Yannick : Deskiñ a rez kalz draoù a mod-se
Lors : Ya ya se a zo gwir.
Yannick : Se a zo brav.