Nicolas Terrom ‘zo bet ganet en un atant a-raok an Eil Brezel Bed, hag e kont deomp eñvorennoù e vugaleaj gant e vreur hag e c’hoarezed e-pad ar brezel : e zarempredoù gant repuidi deut douzh a Vrest da glask goudor war ar maez, pe darempredoù gant ar prizoniad alamant a oa chomet da sikour war an atant da c’houde ar brezel.
Lors : C’hwi ‘oa o kountañ doc’h ho tad
Nicolas : Ya beñ setu ni ‘neus labouret hom ferm da c’houde koa… va breur… va zad zo kouezet klañv… gant ar « pleurésie » en … nao c’hant ha daou-ugent i’é
Lors : mil nav c’hant daou-ugent
Nicolas :Ya mil nav c’hant daou-ugent… setu va breur ‘ioa er skol hag a ‘neus bet ranket… a zeske pase… a zeske leun pase-kenañ… hag e’ neus renk’t chom er gear da zaouzek vloaz… da jikour va zad koa, da… da sikour e vreudeur hag e c’hoarezed peogwir ni ioa bihan tout hag en doa c’hoant be’a bet… kontinuet gant i, gant i, gant i deskadurezh koa
Lors : A ya
Nicolas : Setu da c’houde eo chomet er gear ha ni ‘neus kontinuet un tammig e skol… me ‘ioa pemzek bloaz pe’m eus tardet ar skol… va c’hoar e ioa i’é pevarzek vloaz… va c’hoar goshañ koa… pevarzek vloaz… me pemzek bloaz hag an hini a ioa ‘tre va c’hoar ha me… hounnezh zo bet aet da zeur setu hounnezh n’eo ket bet james o labourat e’ ferm hounnezh zo bet aet da zeur… hag a zo bet aet da Lokireg d’ar skol ha n’oa ket ‘met daouzek bloaz… a ya… hag a zo nevez marvet ahe… marvet er bloa’ mañ heñ
Lors : A ya ha c’hwi « euh » c’hwi ‘peus bet desket ar brezhouneg araok ar galleg
Nicolas : Ya…ni ‘gaozeem’ ket ‘met brezhouneg ‘r c’hatekiz mouss tout an dra’h’ e brezhoneg… ar sermonioù amañ bar’h an iliz ‘ioa e brezhoneg tout
Lors : A ya
Nicolas : A ya.
Lors : Hag peur neu’n pegoulz peus komañset da zeski’ galleg
Nicolas : Pa edon eat d’ar skol… edon seizh bloaz pa ‘don eat d’ar skol
Lors : A ya hag araok
Nicolas : James… yeo gant ar… er « réfugié » en ’oa dac’h a Vrest hag a zo bet… e-pad daou vlaz ahont gant e vugale.
Lors : Ur « réfugié » da’h a belec’h
Nicolas : Dac’h a Vrest ‘pad ar vrezel
Lors : Ya ya med Bretoned e oaint
Nicolas : Nann nann ‘r re-he ‘ouie ké ‘met galleg… setu ni a gaozee un tammig bihan brezhoneg ‘neus bet desket brezhouneg un tammig bihan gato… galleg ya un tammig bihan gato i’é koa
Lors : A ya hag an dud-ma’…’r « réfugiés » sé
Nicolas : Ar re-he ‘ouient ket ‘met…brezh’… galleg
Lors : ya met .. petra ‘zo kaoz ‘oaint deut war ar meaz
Nicolas : Ablamour edo ar vrezel e Brest ‘giz « réfugiés »
Lors : A a a a
Nicolas : Ya hag int bet a-houn’ ‘pad daou vloaz
Lors : daou vloaz
Nicolas : daou vloaz ya.
Lors : Hag an dud-ma’ a laboure asambles ganeoc’h
Nicolas : Beñ an tad e ioa … e ioa penaos… « gardien » ar vered « Saint Martin » e Brest
Lors : Ya
Nicolas : Setu eñ a gemere an otokarr bemdez da vont da Vrest… da vont da labourat…
Lors : Hag a deue en-dro…
Nicolas : a deue en-dro… hag e vaouez… hag a … ‘ioa ket ‘met er verc’h d’ar poent-sé… ioa ket ‘met er verc’h da c’houde n’eus bet er mab all med ‘ioa ket ‘met er verc’h ganeom’… Pierrette edo hi ano memes hag a zo bet ‘ « sanatorium » da c’houde… hi n’oa ha va c’hoar justamant va c’hoar yaouank ‘n eus paket i’é an « tuberculose » di’ -goust hi koa hi ‘n ‘oa dija an « tuberculose » pa ‘é’ deut a-houn « en fin de compte »
Lors : A ya
Nicolas : Beñ ya med hi zo bet ‘« sanatorium » med va c’hoar din-me n’é’ ket bet james er « sanatorium »
Lors : A nann
Nicolas : Pugur oa soagnet er gêr koa
Lors : Hag « euh » hag é’ bet pareet mat
Nicolas : Pareet eo bet mat ya med n’eus ket bet gellet kaout bugale da c’houde
Lors : A
Nicolas : Hhm mo’-sé eo …setu ni zo komañset da labourat da bemzek vloaz i’é heñ
Lors : A ya
Nicolas : Me e ioa war ar ferm hag… pugur n’edo ket bras ar ferm eizh dek beuc’h apeupre ‘ioa daou loan tri loan ‘ioa dek beuc’h tri loan hag er prizonier alamant zo bet i’é ganeom’ ‘pad… ‘pad ‘bloas hanter i’é
Lors : Ha petra ‘rae
Nicolas : O eñ ‘ioa pase « sympathique » heñ « euh » hag er c’hamalad bras da va…da va breur « en fin de compte » ya
Lors : A ya med…
Nicolas : Setu e laboure ‘bar’h ar ferm
Lors : A ya
Nicolas : Labourat a rae ‘bar’h ar ferm ya ya
Lors : Hag ul labourer mad ‘oa
Nicolas : O ya ya ya …pase chen(til) pase « euh, adresse » en noa bominab koa
Lors : A ya
Nicolas : « Peinture » ‘rae i’é ‘ba’h an ti beñ penturi’ an ti ‘n eus graet i’é ya ya
Lors : Hag da c’houde pe… pe… pe ‘oa echuet ar vrezel é’ aet… zo aet kuit…
Nicolas : Beñ choumet int ahe betek « euh » seizh bloaz ha daou-ugent
Lors : « Quarante-sept » ya
Nicolas : « Quarante-sept » ya
Lors : Ya
Nicolas : Ar blavez ma ioa bet erec’h …leun a erec’h è ‘ba’h ‘r « Finistère » oue’z ‘wac’h
Lors : Ya
Nicolas : ‘Ioa bet « vingt centimètres » ugent « centimètres » a erec’h heñ
Lors : Ya
Nicolas : Hag eñ ‘n’o graet e… eun « traîneau » deom’
Lors : A « bon »
Nicolas : Ya ‘blamou’ en « Allemagne » e vehe dija erc’h braouig (bravig) eno
Lors : Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : C’hwi a oa o kontañ diouzh ho tad
Nicolas : Ya beñ setu ni hon eus labouret hon ferm da c’houde koa…va breur…va zad a zo kouezhet klañv… gant ar « pleurésie en… » nav c’hant ha daou-ugent ivez
Lors : Mil nav c’hant daou-ugent
Nicolas : Ya mil nav c’hant daou-ugent… setu va breur a oa er skol hag en deus bet ranket… a zeske pase… a zeske leun pase-kenañ… hag en deus ranket chom er gêr da zaouzek vloaz… da sikour va zad koa da… da sikour e vreudeur hag e c’hoarezed peogwir ni a oa bihan tout hag en doa c’hoant bezañ bet… kontinuet gant e… gant e… gant e deskadurezh koa
Lors : A ya
Nicolas : Setu da c’houde eo chomet er gêr ha ni hon eus kontinuet un tammig er skol… me a oa pemzek vloaz pa ‘m eus tardet ar skol…va c’hoar a oa ivez pevarzek vloaz…va c’hoar goshañ koa pevarzek vloaz… me pemzek vloaz hag an hini a oa etre va c’hoar ha me… honnezh a zo bet aet da seur setu honnezh n’eo ket bet james o labourat er ferm honnezh a zo bet aet da seur… hag a zo bet aet da Lokireg d’ar skol ha n’he doa nemet daouzek bloaz… a ya… hag a zo nevez marvet aze… marvet er bloaz-mañ heñ
Lors : A ya ha c’hwi « euh » c’hwi ho peus bet desket ar brezhoneg a-raok ar galleg
Nicolas : Ya… ni na gaozeemp ket nemet brezhoneg ar c’hatekiz mous tout an dra-se e brezhoneg ar sarmonioù amañ e-barzh an iliz a oa e brezhoneg tout
Lors : A ya
Nicolas : A ya
Lors : Hag peur neuze pegoulz ho peus komañset da zeskiñ galleg
Nicolas : Pa edon aet d’ar skol… edon seizh vloaz p’edon aet d’ar skol
Lors : A ya hag a-raok
Nicolas : James… eo gant ar… ur « réfugié » eñ a oa deus a Vrest hag a zo bet… e-pad daou vloaz ahont gant e vugale
Lors : Ur « réfugié » deus a belec’h
Nicolas : Deus a Vrest e-pad ar vrezel
Lors : Ya ya met Bretoned e oant
Nicolas : Nann nann ar re-se ne ouient ket nemet galleg… setu ni a gaozee un tammig bihan brezhoneg hon eus desket brezhoneg un tammig bihan ganto… galleg ya un tammig bihan ganto ivez koa
Lors : A ya hag an dud-mañ… ar « réfugiés »-se
Nicolas : Ar re-se ne ouient ket nemet… brezh(oneg)… galleg
Lors : Ya met… petra a zo kaoz e oant deuet war ar maez
Nicolas : Abalamour edo ar vrezel e Brest e-giz « réfugiés »
Lors : A a a a
Nicolas : Ya hag int bet ahont e-pad daou vloaz
Lors : Daou vloaz
Nicolas : Daou vloaz ya
Lors : Hag an dud-mañ a laboure asambles ganeoc’h
Nicolas : Beñ an tad a oa… a oa penaos « gardien » ar vered « Saint-Martin » e Brest
Lors : Ya
Nicolas : Setu eñ a gemere an otokarr bemdez da vont da Vrest… da vont da labourat…
Lors : Hag a deue en-dro
Nicolas : …a deue en-dro… hag e vaouez… hag a… ne oa ket nemet ur verc’h d’ar poent-se… ne oa ket nemet ur verc’h da c’houde en deus bet ur mab all met ne oa ket nemet ur verc’h ganeomp… Pierrette edo hec’h anv memes hag a zo bet er « sanatorium » da c’houde… hi he doa ha va c’hoar justamant va c’hoar yaouank he deus paket ivez an an « tuberculose » diwar-goust hi koa hi he doa dija an « tuberculose » pa ‘z eo deuet ahont « en fin de compte »
Lors : A ya
Nicolas : Beñ ya met hi a zo bet er « sanatorium » met va c’hoar din-me n’eo ket bet aet james d’ar « sanatorium »
Lors : A nann
Nicolas : Peogwir ‘oa soagnet er gêr koa
Lors : Hag « euh » hag eo bet pareet mat
Nicolas : Pareet eo bet mat ya met n’he deus ket bet gallet kaout bugale da c’houde
Lors : A
Nicolas : Hhmm mod-se eo… setu ni a zo komañset da labourat da bemzek vloaz ivez heñ
Lors : A ya
Nicolas :Me a oa war ar feurm hag… peogwir n’edo ket bras ar feurm eizh dek buoc’h apeupre e oa daou loen tri loen a oa dek buoc’h tri loen hag ur prizonier alamant a zo bet ivez ganeomp e-pad e-pad bloaz hanter ivez
Lors : Ha petra a rae
Nicolas : O eñ e oa pase « sympathique » heñ « euh » hag ur c’hamarad bras da va… da va breur « en fin de compte » ya
Lors : A ya met…
Nicolas : Setu e laboure e-barzh ar feurm
Lors : A ya
Nicolas : Labourat a rae e-barzh ar feurm ya ya
Lors : Hag ul labourer mat e oa
Nicolas : O ya ya ya… pase jent(il) pase « euh adresse » en doa abominapl koa
Lors : A ya
Nicolas : Peñtur a rae ivez e-barzh an ti beñ peñturiñ an ti en deus graet ivez ya ya
Lors : ha da c’houde pa… pa… pa oa echuet ar vrezel eo aet… a zo aet kuit…
Nicolas : Beñ chomet int aze betek « euh » seizh vloaz ha daou-ugent
Lors : « Quarante-sept » ya
Nicolas : « Quarante-sept » ya
Lors : Ya
Nicolas : Ar bloavezh ma oa bet erc’h… leun a erc’h ivez e-barzh ar « Finistère » a ouezez a-walc’h
Lors : Ya
Nicolas : E oa bet « vingt centimètres » ugent santimetr a erc’h heñ
Lors : Ya
Nicolas : Hag eñ en doa graet u… un « traîneau » deomp
Lors : A « bon »
Nicolas : Ya abalamour en « Allemagne » e veze dija erc’h bravig eno
Lors : Ya