Serge Lavenant, deus Kallag
Serge ‘zo bet skolaer e Bulat e pad c’hwezek vloaz, ha da c’houde en deus graet e vicher sevel chas e Kallag. ‘Kehit ma oa e Bulat eo bet dilennet er c’hoñsailh en ti-kêr.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors :
Lors : Med ur mare bennaked é bet ret dit mont mont d’or da goñje …
Serge : Ma goñje ‘m eus ket graet pugur ‘oan …
Lors : Peus ket graet …
Serge : Nann pugur ‘oan dime’et ‘benn neun ha me ‘oa… ma verc’h ‘oa gan’t (ganet) ha ‘oan ‘ba, ‘ba, in post ‘ba Bulat … ha ha ‘ma bet ur … beñ ur « soutien de famille » … beñ ‘mod- se ‘ma ket, ‘ma ket g’aet ma goñje
Lors : A nann
Serge : ‘Ma ket bet aretet p’oan … p’oan … pé ‘oan aet da skolaer … ‘on bet ur blâ ‘ba tal « Loudéac »
Lors : Ya
Serge : ‘Ba « Goméné »
Lors : Ya
Serge : Ha goud’ ‘oan deut da Vulat … ha deus Bulat … ‘m eus graet c’hwezek vlâ ‘ba Bulat ha goud’ neun ‘m eus aretet tamm ha tamm ‘pad tri blâ hanter-amzer ha goud’ ‘m eus aretet d’o’r chas pugur gant ma wreg ‘b’oé … ‘b’oé pé ‘oamp dime’t in trizek ha …
Lors : Trizek ha tri-ugent
Serge : Trizek ha tri-ugent… goud’ ‘meump daou vlâ goud’ tri blâ … mi ‘oa chaseour ha ‘ma chas kouchant « couchants , épagneuls » epañeuled ha ma wreg ‘na ‘na plijet zé deï, ma dad ‘na joukouret ‘nom’ da sevel ur c’hlodad bennaket ha mamp ‘n om laket ‘ba, ‘ba ‘n MSA, da wel’t « euh » da sevel chas ha goud’ neun tamm ha tamm mi ‘m eus… mi ‘chasee ha ‘n om okupe deuc’h chas amañ pé ‘vijen ket beñ ‘ba skol ha ‘o’r skol ha ‘pad an hañv tout ha tamm ha tamm ‘m eus aretet ma vicher … aretet koa ma vicher d’o’r ur vicher ell
Lors : Ya med just ‘wac’h adteuomp ma peus c’hoant en-dro… ‘benn ‘peus komañset da vé skolaer te ‘n hain é n’eus klasket ober zé pugur ‘oa ret dit kaout ur vicher ell petramant é bet konseilhet dit mont d’o’r skolaer… peseurt mod é deut da soñj’ dit mont d’o’r skolaer
Serge : Mont d’o’r skolaer beñ o’r skolaer… pé vez… beñ neuhe ‘oan ‘bar skol ‘ba Kallag ha alies ar re ‘laboure… lakamp… a laboure mad koa heñ… ar profeseurien ‘na ‘na « tendance » ‘lar’t d’o dud koa kas nê d’an « école normale » ma…’vit tremen ur c’honkour ur c’honkour d’an « école normale » ha ‘ma tremenet ar c’honkour ha ‘oan resevet ahe ‘oa o ur bern tud ‘oa pugur ‘oa daou c’hant tri ha hanter-kant ha ‘oamp ha ‘oa pemp war-n ugent da gomer
Lors : Pemp war ‘n ugent ?
Serge : Ya war daou tri… daou-c’hant tri ha hanter-kant ‘oa pemp war-n ugent da gomer ha ‘oan komer’t… pemp… ar bemzeged… ha ‘mod-se ‘oan aet da skolaer, ‘oan aet d’an « école normale » da da da Sant-Brieg ha…
Lors : ‘Pad ‘pad pegeit neun ?
Serge : Pemp plâ pugur tri blâ ar « bac » ha daou vlâ war-lerc’h ar « bac » goude, pemp plâ ya
Lors : A ya set’ ‘oa ‘oa ret dit chom da Sant-Brieg da…
Serge : Ya ya o med dont a raen ‘gêr alies, a a a a, med beñ ma studi ‘m eus graet ene koa tout ha goud’ neun ‘oa… dremenez un… un egzamin ell d’hont d’o’r skol koa heñ pe ‘ba’ ar mare-ze ‘oan kap d’hond ‘ba… pe… ‘ba ur skol « primaire » pet’amant ‘ba ur c’holej
Lors : Ya
Serge : Ha ‘ma choasis’t mont… ma ma… me ‘blije gwelloc’h din mont ‘ba’r « primaire » kar muioc’h liberte ‘ma pe’ sell ma chas ha pé’ sell ar chase ha pé ‘sell mont da c’hoari football a a a a a
Lors : Ya … ya ya hag izphenn an dra-he… graet peus ur bla’ezh ‘ba « Loudéac » ?
Serge : Ya
Lors : Ha goud’ neuhe….
Serge : « Goméné » ‘ba « Goméné » ‘ba tal « Loudéac » ahe, ‘tal « Merdrignac » memes just wac’h
Lors : « Goméné » ya ha just warlerc’h
Serge : Da Vulat ‘oan deut goud’ ya
Lors : Da Vulat neun ha neun ‘ba Bulat… pe’ta neus plijet … pe’ta neus plijet dit ar muiañ ga’ ‘r ga’ ‘r ga’ ‘r vigwale ‘ba’r skol, ‘o’r skol d’ar vigwale, peta neus plijet dit ar muiañ ?
Serge : O beñ me ‘blije din o’r skol… ar vugale ‘blije din ha beñ ha… ze ‘oa ma vicher a blije din, koa, med pé ‘ma g’aet ur serten nombr blavejoù… pez… ar vugale ‘blije din bopred med c’hoant ‘ma da da da … pas bep plâ ‘ba miz gwengolo da ve’añ jerret ‘tre pidir vagor bep plâ ‘ba miz gwengolo hag oblijet da chom beked miz … miz even goude … beñ ze ‘oa ur ur vuhé ell koa ‘ba ‘r parkoù ‘c’haloup’ gant chas ha dreso chas med ret ‘oa be’eñ kap d’o’r nê tout koa med, med ‘ba Bulat neus plijet din ‘o’r skol ‘ba Bulat kalez, o ya un toullad mat deus ‘r re m’eus graet skol dê ‘ta da welet ‘nañ’ bopred
Lors : A ya
Serge : A ya ha bet … an deiz all … alies ‘teu … dern ‘neus chas ha ‘ta gant o chas da c’houl tammoù jervij ganin pé fout pet’a, ha ar re all anean ha ‘welan nê ha o dud ha tout memes ‘zerc’han bopred mond … beñ dern pedet on pé vé ur …un dra bennaket o ya ya a ya ur bern … re ‘oa ‘ba skol ganin ha memes re … re ‘oa eï ‘bar skol goude pe ‘oa jerr’t ar skol ell koa … tout me’hme’ mod koa heñ
Lors : Med bon ‘ba ‘ba Bulat neun d’ar c’houlz-se ‘oa daou daou skol
Serge : Diou skol
Lors : Diou skol ha…
Serge : Pé ‘oan eï mi ‘oa diou skol… ‘oa ur skol… skol ru’ ur skol laik, ha neun ‘oa ur skol
Lors : Skol… skol… skol ar frerien
Serge : Ya skol ar frerien ‘oa pe’r pe bemp plâ goude int ‘na diminuet mim ‘na ‘oa dern ‘oa deut da ga’t ‘naoñ ha ‘benn ‘fin ‘naint jerr’t ar skol ell ha mi … ‘oa chom’ ma-heun koa
Lors : A ya
Serge : Ya
Lors : Ha jerr’t neuint skol ar frerien koa
Serge : Ya ya ya ya
Lors : Hag … lar’t ‘peus din iè la ‘oa ur markiz…
Serge : Ar markiz ‘oa maer, pe ‘oan eï ‘ba Bulat koa
Lors : Maer ‘oa-eñ ?
Serge : Pé oan eï ‘ba Bulat ar markiz ‘oa mar’ goude in c’hwezek ha … ha dek ha tri-ugent … tr’-ugent koa pé dek ha tri-ugent ha c’hwec’h vlâ goude koa, ha goud’ neun beñ mi ‘oa … i vab-kaer ‘oa deut da … deus Gwengamp da … da Vulat da ve’añ
Lors : Da vé’ maer
Serge : Da ve’añ maer, ya da …’ na ‘n om bresantet ha mi ‘ma ‘n om bresantet enep ‘teñ
Lors : A ya ?
Serge : Me eneb teñ … pé ‘oa ur c’honsailher ‘oa ar re-he ‘oa … pé vè ‘vid, vid laket ar maer in plas vè ret d’ur c’honsailh be’ñ be’ñ be’ñ tout koa be’ñ tout an nombr konsailher ‘vel vé sañs’t da ve’añ koa, ha ‘mod-se ‘oa bet un dro ‘raok koa, heñ ha ha ha ‘oan bet mi ‘oa ‘oan enep ‘teñ ha ‘oan bet paket deus pas kalez heñ, pugur ‘ma g’aet ur bern …ur bern mouejo ‘ma g’aet, ha daou vlâ goud’ neun ‘oa vot ar vot vot ‘vel vè beb c’hwec’h vlâ koa ha mim ‘oa mi ‘oa war ur listenn ha…ha ‘oan tremenet ar sul kentañ pe’r ‘oamp tremenet ha int ‘oa tremenet onnek ha c’hwec’h vlâ goude ‘oa ar c’hoñtrol mim ‘oa tremenet tout ha mab- kaer ‘r markiz ‘oa ket ‘oa ket bet « élu » memes … ké’ « élu » ‘oa bet ‘gav tin med ‘oa ket … m’eus ket joñj kin just ‘wac’h med beñ ‘oa ket maer kin bopred koa heñ
Lors : Set’ setu ‘oa paset ‘ba ‘n tu koll
Serge : ‘Ba ‘n tu ya ya … mi ‘oa pas… komañset ‘ma ‘ba ‘n tu koll ha ‘ma fin ‘ba ‘ba ‘n ‘ba’ n ‘ba ‘n tu gon’é koa
Lors : Gon’é ya ya hag just ‘wac’h pé pé ‘oas ‘ba ‘n tu koll ‘ba ‘ r c’honsailh « euh » bez ‘zo bet trouz ‘wechoù bez ‘zo bet…
Serge : Nann beñ beñ tammoù trou…beñ mi c’hoa’i mije da reï da gompren da zen n’é ket… pé c’houlen pugur mi ‘oa direkter skol ha pé c’houlen traoù ‘vi er skol n’é ket ‘viton ‘c’houlen ‘nê koa zé zé ‘ma c’hoa’i laken dern dern pas pas tout heñ med dern dern ‘gomprene med dern …’c’hoai … n’é ket ‘viton ‘oan ‘ c’houl’ traoù evi’ ‘vi’ ar vugale ‘vi ar ne fout pesort bugale ‘vije bet ‘oa meh’m’ mod koa heñ ha med hend ell gant … beñ ‘wechoù ‘vije tammoù tammoù cheñch war-bouez serten traoù … ‘vijem ket … med pezh ‘dennan deus sé goud’ pé adwelan tout ar re ‘oa gani’m ‘ba ‘r c’honsailh ha ‘oam ‘oam ket ‘sames m’eus bet… on bet mad gante tout, a ya, a ya ya, ha delc’het derc’hmat gante tout heñ… memes bromen pé… brom’ n’eus ket kalz kin ka’ dern komañset int da ve’eñ ar re oa re goz pe… med… med « euh » ‘r re a welan ha o vugale ha tout ‘oa ya ya tout ya ya ‘m eus ket bet’ mé plijadur goude gwel’ nê ha int gwel’t ‘naon gav din bopred ya
Lors : Ya ya
Serge : Med mi ‘lare an traoù ‘vel oaint sañs’t da ve’eñ med ‘vanka’ ket pé pé… ‘ba ‘n traou-ze ‘vanka… ‘vanka ket… vanka’ ‘ra laket ‘goste an dud pugur ‘ves ’tiskutiñ pé konto pe kontez war… war un dra ha ‘vanka ket dit lak’ an dud barzh… an dra é an dra med an dud é an dud
Lors : A ya setu ‘faot ket enebiñ…
Serge : Nann an dud … n’é ket ‘blam n’é ket ‘blam ‘joñja ket ‘veldout na ‘mañ ‘ba’zh da du n’é ket un den reizh ha un den mad med ‘wela an traoù mod ell ha ha ha ‘vanka ket lakaad zé war ‘n dud …’vanka chom ‘ba ‘ba ‘n traoù ya
Lors : Ya ya ya zur ‘wac’h é ‘gerzh gwelloc’h an traoù ‘giz-se koa
Serge : Ya ya ya ‘mod-se ‘vé ket, ‘vanka ket mond da c’hoa’i war ‘n dud pugur vanka a ra chom maez an dud koa, chom ‘ba ‘n traoù med maez an dud koa, ha goude pé pé ‘vije fin m’eus joñj gant gant ar maer Gohier pé ‘oa maer a-wechoù ‘vije ‘vije diskusionoù heñ ‘ba ‘ba ‘r c’honsailh a beñ goud’ lakaemp ‘vije goud’ ‘vije ‘vije ur pred lakamp hag ‘ c’haemp da zibi ‘zebaem hon goan sames ha plijadur konta’ deus traoù ha traoù ell ‘hann-sé pé ‘oa fin ‘oa fin, ha pé ‘oa fin, an dra-he ‘oa fin koa
Lors : Ya ya ya ya ya ya
Serge : Me gaf tin é ‘mod-se ‘vé … med brom’ brom’ ‘welan a-wechoù vè … é aet drol an traoù
Lors : ‘Wechoù ya ya ya…mé m’eus gwel’t zé ‘wechoù è ha kléo ‘ran an dud ‘lar’t la é chañchet ar mod un tamm koa ‘ba serten takajoù koa
Serge : Ya ya ya
Lors : Pas partoud
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Mes ur mare bennaket eo bet ret dit mont… mont d’ober da goñje…
Serge : Ma goñje (ne) ‘m eus ket graet peogwir e oan…
Lors : Ne ‘peus ket graet …
Serge : Nann peogwir e oan dimezet a-benn neuze ha me a oa… ma verc’h (merc’h) a oa ganet hag e oan e-barzh… e-barzh e post e-barzh Bulat… ha hag em boa bet ur… beñ ur « soutien de famille », beñ ‘mod-se ne ‘m boa ket… ne ‘m boa ket graet ma goñje
Lors : A nann
Serge : Ne ‘m boa ket bet aretet pa oan… pa oan… pa oan aet da skolaer… on bet ur bloaz e-tal « Loudéac »
Lors : Ya
Serge : E-barzh « Goméné »
Lors : Ya
Serge : Ha goude e oan deuet da Vulad… hag eus Bulad… me ‘m eus graet c’hwezek vloaz e-barzh Bulat ha goude neuze ‘m eus aretet tamm ha tamm e-pad tri bloaz hanter-amzer ha goude ‘m eus aretet d’ober chas peogwir gant ma (g)wreg abaoe… abaoe… pa oamp dimezet e trizek ha…
Lors : Trizek ha tri-ugent
Serge : Trizek ha tri-ugent… goude hon eus… daou vloaz goude tri bloaz me a oa chaseour hag am boa chas kouchant (couchants , épagneuls) epagneuled ha ma (g)wreg en doa en doa plijet se dezhi, ma dad en doa sikouret ac’hanomp da sevel ur c’hlodad bennaket hag hon oa en em lakaet e-barzh, e-barzh an « MSA », da welet « euh », da sevel chas, ha goude neuze tamm ha tamm me ‘m eus… me a chasee hag en em okupe diouzh chas amañ pa ne vezen ket… beñ… e-barzh ar skol oc’h ober skol hag e-pad an hañv tout ha tamm ha tamm ‘m eus aretet ma vicher… aretet koa ma vicher d’ober ur vicher all
Lors : Ya mes just a-walc’h adteuomp ma ‘peus c’hoant en-dro… a-benn az peus komañset da vezañ skolaer… te an hini eo ‘neus klasket ober se peogwir e oa ret dit kaout ur vicher all, peotramant eo bet koñsailhet dit mont d’ober skolaer, peseurt mod eo deuet da soñj dit mont d’ober skolaer…
Serge : Mont d’ober skolaer beñ ober skolaer… pa vezez… beñ neuze e oan e-barzh ar skol e-barzh Kallag hag alies ar re a laboure… lakomp… a laboure mat koa heñ… ar brofeseurien o doa … o doa « tendance » da lâret d’o dud koa kas anezhe d’an « école normale » ma… evit tremen ur c’honkour, ur c’honkour d’an « école normale » hag em boa tremenet ar c’honkour hag e oan resevet aze oa… o… ur bern tud a oa peogwir e oa daou c’hant tri ha hanter-kant hag e oamp… hag e oa pemp warn-ugent da gemer
Lors : Pemp warn-ugent
Serge : Ya war daou tri… daou c’hant tri ha hanter-kant e oa pemp warn-ugent da gemer… hag e oan kemeret… pemp… ar bemzekvet… ha ‘mod-se e oan aet da skolaer e oan aet d’an « école normale » da da da Sant-Brieg ha…
Lors : E-pad e-pad pegeit neuze ?
Serge : Pemp bloaz peogwir… tri bloaz ar « Bac » ha daou vloaz war-lerc’h ar « Bac » goude… pemp bloaz ya
Lors : A ya setu e oa… e oa ret dit chom da Sant-Brieg da…
Serge : Ya ya. O mes dont a raen d’ar gêr alies, a a a a, mes beñ ma studi am eus graet eno koa tout ha goude neuze e oa… a dremenes un… un « examen » all da vont d’ober skol koa heñ pe e-barzh ar mare-se e oan kap da vont e-barzh… pe…e-barzh ur skol « primaire » peotramant e-barzh ur c’holej
Lors : Ya
Serge : Hag am boa choaziset mont… ma ma ma… me a blije gwelloc’h din mont e-barzh ar « primaire » kar muioc’h a liberte am boa ‘pezh a sell ma chas ha pezh ‘sell ar chaseal ha pezh a sell mont da c’hoari « football » a a a a a
Lors : Ya… ya ya hag ouzhpenn an dra-se… graet az peus ur bloavezh e-barzh Loudieg
Serge : Ya
Lors : Ha goude neuze
Serge : « Goméné » e-barzh « Goméné » e-tal « Loudéac » aze e-tal « Merdrignac » memes just a- walc’h
Lors : « Goméné » ya ha just war-lerc’h
Serge : Da Vulad e oan deuet goude ya
Lors : Da Vulad neuze ha neuze e-barzh Bulad… petra en deus plijet… petra en deus plijet dit ar muiañ gant ar… gant ar… gant ar vugale e-barzh ar skol oc’h ober skol d’ar vugale petra en deus plijet dit ar muiañ
Serge : O beñ me a blije din ober skol… ar vugale a blije din ha beñ ha… se a oa ma vicher a blije din koa mes pa ‘m boa graet ur serten nombr bloavezhioù… pezh… ar vugale a blije din bepred mes c’hoant am boa da… da… da … pas bep bloaz e-barzh miz Gwengolo da vezañ serret etre peder voger bep bloaz e-barzh miz Gwengolo hag oblijet da chom betek miz… miz Even goude… beñ se a oa ur… ur vuhez all koa e-barzh ar parkoù o c’haloupat gant chas ha dresañ chas mes ret e oa bezañ kap d’ober anezhe tout koa mes… met e-barzh Bulad en deus plijet din ober skol e-barzh Bulad kalz … o ya un toullad mat (d)eus ar re am eus graet skol dezhe ‘ta da welet ac’hanon bepred…
Lors : A ya
Serge : A ya ha bet… an deiz all… alies e teu… darn o deus chas ha ‘ta gant o chas da c’houlenn tammoù servij ganin pe n’eus foutr petra hag ar re all a anavezan hag e welan anezhe hag o dud ha tout memes a zalc’han bepred mont… beñ darn pedet on pa vez ur… un dra bennaket o ya ya o ya ur bern… re a oa e-barzh ar skol ganin ha memes re… re a oa erruet e-barzh ar skol goude pa oa serret ar skol all koa…tout memes mod koa heñ ya ya
Lors : Mes bon e-barzh Bulad neuze d’ar c’houlz-se e oa daou… daou skol
Serge : Div skol
Lors : Div skol ha
Serge : Pa oan erruet me e oa div skol… e oa ur skol… skol ruz ur skol laïk ha neuze e oa ur skol…
Lors : Skol… skol… skol ar frerien
Serge : Ya skol ar frerien a oa pevar pe bemp bloaz goude int o doa diminuet ni hon oa… darn a oa deuet da gavout ac’hanon ha ‘benn ar fin o doa serret ar skol all ha me… oa chomet ma-unan koa
Lors : A ya
Serge : Ya
Lors : Ha serret o deus skol ar frerien koa
Serge : Ya ya ya ya
Lors : Hag lâret az peus din ivez la oa ur markiz…
Serge : Ar markiz a oa maer pa oan erruet e-barzh Bulad koa
Lors : Maer e oa-eñ ?
Serge : Pa oan erruet e-barzh Bulad ar markiz a oa marv e c’hwezek ha… ha dek ha tri-ugent… tri-ugent koa pe dek ha tri-ugent ha c’hwec’h vloaz goude koa ha goude neuze beñ me a oa… e vab- kaer a oa deuet da… deus Gwengamp da… da Vulad da vezañ…
Lors : Da vezañ maer ?
Serge : Da vezañ maer ya da… en doa en em brezantet ha me am boa en em brezantet a-enep dezhañ
Lors : A ya
Serge : Me a-enep dezhañ… pa oa ur c’hoñsailher a oa, ar re-se a oa… pa vez… evit evit lakaat ar maer e plas e vez ret d’ur c’hoñsailh bezañ, bezañ bezañ tout koa bezañ tout an nombr koñsailher evel a vez sañset da vezañ koa… ha ‘mod-se e oa bet un dro a-raok koa heñ ha ha hag e oan bet… me a oa… e oan enep dezhañ hag e oan bet paket diouzh pas kalz heñ peogwir am boa ur bern… ur bern mouezhioù am boa graet ha daou vloaz goude neuze e oa vot… ar vot… vot evel a vez bep c’hwec’h vloaz koa ha ni a oa… me a oa war ul listenn ha… hag e oan tremenet ar sul kentañ pevar e oamp tremenet hag int a oa tremenet unnek ha c’hwec’h vloaz goude e oa ar c’hontrol ni a oa tremenet tout ha mab-kaer ar markiz ne oa ket… ne oa ket bet « élu » memes… ket « élu » e oa bet, a gav din, mes ne oa ket… ‘m eus ket soñj ken just a-walc’h beñ ne oa ket maer ken bepred koa heñ
Lors : Setu setu e oa paseet e-barzh an tu-koll
Serge : E-barzh an tu… ya ya… me a oa pas… komañset ‘m boa e-barzh an tu-koll hag am boa fin e- barzh… e-barzh an… e-barzh an… e-barzh an tu-gounez koa
Lors : Gounez ya ya ha just a-walc’h pa… pa oas e-barzh an tu-koll e-barzh ar c’hoñsailh « euh » bez ez eus bet trouz a-wechoù bez’ zo bet…
Serge : Nann beñ beñ tammoù traou… beñ me c’hoari am beze da reiñ da gompren da zarn… n’eo ket… pa c’houlen peogwir me a oa direktor skol ha pa c’houlen traoù evit ar skol n’eo ket evidon a c’houlen anezhe koa… se… se… am boa c’hoari lakaat darn darn pas pas tout heñ mes darn… darn a gomprene mes darn… c’hoari… n’eo ket evidon e oan o c’houlenn traoù evit… evit ar vugale evit ar… n’eus foutr peseurt bugale a vije bet e oa memes mod koa heñ ha met ‘hend-all gant… beñ a- wechoù e veze tammoù tammoù sachañ war-bouez serten traoù… ne vezemp ket… mes pezh a dennan diouzh se goude pa adwelan tout ar re a oa ganin e-barzh ar c’hoñsailh hag e oamp… ne oamp ket asambles ‘m eus bet… on bet mat gante tout a ya a ya ya ha dalc’het dalc’hmat gante tout heñ… memes bremañ pa…bremañ n’eus ket kalz ken kar darn komañset int da vezañ ar re oa re gozh… pe… mes… mes ar re a welan hag o vugale ha tout a oa ya ya tout ya ya m’eus ket bet… am bez plijadur goude gwelet anezhe hag int gwelet ac’hanon, a gav din bepred, ya
Lors : Ya ya
Serge : Mes me a lâre traoù evel e oant sañset da vezañ mes ne vank ket… pa pa… e-barzh an traoù-se e vank… ne vank ket… mankout a ra lakaat a-gostez an dud peogwir e vezez o tiskutiñ pe kontañ… pa gontez war…war un dra ha ne vank ket dit lakaat an dud e-barzh… an dra eo an dra mes an dud eo an dud
Lors : A ya setu ne faot ket enebiñ…
Serge : Nann an dud… n’eo ket abalamour… n’eo ket abalamour na soñj ket eveldout na n’emañ ket e-barzh da du n’eo ket un den reizh hag un den mat mes… e wel an traoù mod-all ha… ha… ha ne vank ket lakaat se war an dud… e vank chom e-barzh… e-barzh an traoù ya
Lors : Ya ya ya sur a-walc’h a gerzh gwelloc’h an traoù e-giz-se koa
Serge : Ya ya ya ha ‘mod-se n’eo ket… ne vank ket mont da c’hoari war an dud peogwir mankout a ra chom ‘maez an dud koa chom e-barzh an traoù mes ‘maez an dud koa ha goude pa pa veze fin ‘m eus soñj gant… gant ar maer Gohier pa oa maer a-wechoù e veze… e veze diskusionoù heñ e- barzh… e-barzh ar c’hoñsailh… ha beñ goude lakomp e veze ar budjed goude e veze ur pred, lakomp, hag ec’h aemp da zebriñ… a zebremp hon goan asambles ha plijadur o kontañ eus traoù ha traoù all gant se pa oa fin e oa fin ha pa oa fin an dra e oa fin koa
Lors : Ya ya ya ya…ya ya
Serge : Me a gav din eo ar mod-se a vez… mes bremañ bremañ a welan a-wechoù e vez…eo aet drol an traoù
Lors : A-wechoù ya ya ya… me ‘m eus gwelet se a-wechoù ivez ha klevout a ran an dud o lâret la eo chañchet ar mod un tamm koa e-barzh serten takadoù koa
Serge : Ya ya ya
Lors : Pas partout