Catherine Quiniou, deus Plonevez ar Faou
Catherine Quiniou a gont deomp diwar-benn he bugaleaj, penaos e kave dudi gant he c’hamaraded e-pad a goañv, ha penaos he doa ranket kuitaat he familh evit mont da vevañ da di he eontr, nebeud a-raok ma varvfe he mamm.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Ha setu … ho tud n’eus bet deskadurezh ‘benn ar fin …
Catherine : Ya ya deskadurezh, deskadur’zh, desket neuint med ‘ba ‘r skôl oaint bet un tamm, koa, « hein », med gou’-ze gan’ amzer vé desket un dra bennak’ ganoc’h ato, ya
Lors : Ya
Catherine : Bin ya zur, ‘c’ha !
Lors : Ha bez’ ‘vize leveier ‘ba ‘n ti ?
Catherine : O, ‘viz’ ket !
Lors : Nann ?
Catherine : O nann nann, ‘oa ket, o nann nann … nann nann, le’rioù, nann ‘viz’ ket, nann ‘oa ket ar mod deuc’h an dra-he…
Lors : Nann ?
Catherine : ‘Oa ket amzer de lenn hag an dra-he, pugur d’ar re goz ‘ga’e dê gwechall la ‘oa ga’ ‘n dra-he, an dra-he ‘dalve’e ket nintra koa …lenn
Lors : A nann ?
Catherine : ‘Oa ket amzer da lenn, o nann !
Lors : Memes lenn an Aviel petram’ …petram’ Buhé ar Zent ?
Catherine : A, Buhé ar Zent, ya, an dra-he ‘viz’ partoud ya
Lors : Set’ an dra-he ‘viz ‘ba du-se ?
Catherine : ‘Ba du-me ‘oa ket, med ‘ba ti me dud kaer gou’-ze ‘oa
Lors : ‘Ba ti ho tud kaer ?
Catherine : Ya ‘oa … ‘oa eun, ya, humm
Lors : Buhé ar Zent ?
Catherine : Buhé ar Zent, ya
Lors : An dra-he ‘viz’ lenn’t…
Catherine : Ya, bin ma gwaz m’eus bet kle’et neon lar’t la e dad… o dad ‘lenne Buhé ar Zent dê bemnoz, bemnoz vi’e lennet Buhé ar Zent dê !
Lors : Bemnoz ?
Catherine : Ya, vi’e tenn’t un tamm koa deus … deu’ ar le’r, ya
Lors : A, un tamm deus Buhé ar Zent bemnoz !
Catherine : Ya ya
Lors : Med an dra-he viz’ graet ‘pad ar goañv ken pe …
Catherine : O, ‘michañs, ya, pe vi’e hirr an noz koa, ya … ya … med ‘ba … nim neump ket bet … ‘ba du-me, viz’ ket.
Lors : Nann ?
Catherine : Nann nann
Lors : Ya pugur gwechall ‘oa ket elektrisite, ha set’ pe vi’e hirr an noz…
Catherine : A bin yao, ar lamp’ pichon ‘ viz’ laket war ‘r pod du … kich’nn ‘n tan !
Lors : A, ar pod du
Catherine : Ya ya, hag vi’e lak’t dour ‘barzh c’hoa’h…
Lors : A ya
Catherine : Ya ya, ‘r pod du ‘dreñv an tan, ya
Lors : Ya ya, ‘benn kaou’ dour tomm, koa
Catherine : ‘vi’e an dour tomm ato, ya ya ya
Lors : A ya, se ‘oa aes
Catherine : Ya ya
Lors : Hag al lamp’ pichon ‘oa ?
Catherine : Al lamp’ pichon ya
Lors : Petram’ ul letern ?
Catherine : Ul letern ‘viz’ euv, ya, hag ur… gou’-ze ma dou’ vi’e gouloù mod all ‘viz’ euv ga’, ga’ gwer warneon ‘oa …
Lors : Peseurt …a ya, ‘l lamp’ petrol ‘oa
Catherine : Ya lamp’ petrol ya … mod-all al letern ‘viz’, ya ‘vi’ mond d’ar c’hreier ha mond partoud ‘vi’e dao kaou’ gouloù ‘wac’h
Lors : A ya
Catherine : Set’ vi’e alumet al letern, ya
Lors : A ya
Catherine : Ya ya ya
Lors : Ha choñj ‘peus deus ar goañv, peseurt mod ‘oa yen ha … ‘wechoù ‘oa skorn ?
Catherine : Bin skorn med d’ar mare-te viz’ skorn, brema’ ne vé ket kin, brem’ n’eus ket goañv kin, na n’eus ket, na hañv n’eus ket euv, n’eus kaer eu
Lors : Nann ?
Catherine : Nann nann … ya ya, choñj am ‘eus viz’, viz’ goañv sertanam’, ya ya
Lors : A ya d’ar poent-se ‘oa, ‘oa yen hardi
Catherine : A ya ya ya
Lors : ‘Pad ar goañv … ha set’ vize dao … viz’ ret doc’h mont d’ar skôl memestra ?
Catherine : A, dao vi’e mont d’ar skôl memestra ‘c’ha forzh peseurt amzer ‘viz’ !
Lors : Memes ma vize erc’h ?
Catherine : Bin ya ya ya, yaec’h d’ar skôl memestra, ya
Lors : Ha ga’ ‘r bouteier koad ?
Catherine : Boutoù koad.
Lors : ‘oa ket aes … ‘michañs
Catherine : Pffff, nign ‘oa boaz’t a-mod-se, ‘namp ket gwel’t ‘met ‘n dra-he, set’ a-mod-se ouiemp ket ‘g-eñ ‘oa un dra ‘mnnag aesoc’h, koa, gou’-ze, gou’-ze neuhe ‘neump gouiet, med d’ar mar-se ‘oa e’h’mm ur boutoù koad dec’h …
Lors : Ya ya, toud ‘n dud ‘oa mem’ mod
Catherine : ‘Mem’ mod … toud ‘n dud ‘oa memes mod ya
Lors : Ha choñj ‘peus bez bez risklet ur wech war ‘n hent ?
Catherine : O yao, ‘michañs ‘neump bet graet, m’eus ket keme’-se choñj, med zur ‘neump bet, zur ‘neump bet graet ‘c’ha’
Lors : Koue’et un tamm ha …
Catherine : Koue’et, ha neuhe plijadur ‘viz’ pe viz’ skorn, oa ‘r vigwal’ ‘trese, ‘vi’er ‘ riskl’, ‘vi’er ‘c’hoa’i riskl’ ha traoù, ya ya !
Lors : A ya, ‘ba ‘r porzh ‘viz’ graet eu ?
Catherine : Ya ya
Lors : Porzh ar skôl petram’ …
Catherine : O porzh ar skôl ‘viz’ ket pugur ‘vi’e ket … nann nann nann, med mod-all gou’-ze nign vi’e or …. nign ‘oa or vandenn’d ‘ tond d’ar skôl deus Kra’ Madiec ueu ahe …
Lors : Deus ?
Catherine :Kra’ Madiec ‘teuemp da… ‘teuemp deus …’teuemp d’ar skôl d’ar veilh a’el, koa, d’ar skôl ahe
Lors : A deus Kra’ Madiec … an dra’-he é ano…
Catherine : Ano kêr ‘lec’h ‘oan ‘chom
Lors : Ha set’ ‘oa ket Trodon ?
Catherine : A nann nann, ‘benn neuhe ‘oan ket ‘ba Trodon kin pé ‘oan bet deut d’ar skôl, nann nann nann
Lors : A ya pugur c’hwi ‘zo bet ga’ or …
Catherine : Ga’ or eont’, ya
Lors : Ga’ or yeont’ doc’h ?
Catherine : Ga’ or yeont’, ya
Lors : Ya, ha lar’t ‘pa din ‘blamm ‘bet’a med m’eus ket joñj, m’eus ket derc’het joñj…
Catherine :‘Blamm e oamp kalz bugale, koa, ha set’ pé ‘oa daou ‘oa dri blâ ‘raok’ c’hoazh hag ar re all ‘oa brasoc’h, med gou’-ze ‘oa deut diou verc’h ‘n dro, set’ me yeont’ ‘michañs ‘na … da zoulaj’ ma mamm ‘na tapet eun ‘enam’, ha gou’-ze ma mamm ‘oa maro ar bla’ezh warlerc’h ‘oa …bugur ‘oa bet or verc’h all hag ma mamm ‘oa maro, set’ gou’-ze me ‘zo bet chomet ga’ me yeont’, ya
Lors : Ha … hag ho mamm ‘zo marvet ‘n or … ‘n or gan’ ar verc’h-mañ ?
Catherine : Ya gou’-ze, un neubeud devechoù goud’ ya …
Lors : A ya…
Catherine : Un neubeud devechoù goud’ ‘oa ganet ar verc’h ya … ya, oa-hi maro
Lors : Traoù a-mod-se ‘c’hoarve’e gwechall…
Catherine : O ya, gwechall ‘zo e’o traoù a-mod-se, ya ya ya ya
Lors : Hmmm, ha just ‘wac’h choñj peus gwel’t ar medesin ‘tond, ‘tond d’ar gêr pé ‘oac’h bihan ‘wechoù…
Catherine : O m’eus ket … mmm nann, nann nann, nann nann, o nann m’anfin n’oun ket ‘g-eñ ‘vi’e goul’t, med nann, m’eus ket choñj gwel’t ar medesin dond pé ‘oan bihan « hein », pé ‘oan yaouank nann, m’eus ket joñj gwel’t medesin ‘bet nann
Lors : Biken … morse ‘peus bet gwel’t ?
Catherine : Euh, m’eus ket choñj, nann.
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Ha setu … ho tud o deus bet deskadurezh a-benn ar fin …
Catherine : Ya ya deskadurezh …deskadurezh desket o deus mes … e-barzh ar skol e oant bet un tamm koa « hein » mes goude-se gant an amzer a vez desket un dra bennak ganeoc’h atav koa …
Lors : Ya
Catherine : Beñ ya, sur avat !
Lors : Ha bez e veze levrioù
(leveier)e-barzh an ti ?
Catherine : O, ne veze ket !
Lors : Nann
Catherine : O nann nann, ne oa ket o nann nann … nann nann, levrioù nann ne veze ket, nann ne oa ket ar mod diouzh an dra-se.
Lors : Nann ?
Catherine :Ne oa ket amzer da lenn, hag an dra-se peogwir d’ar re goz a gave dezho gwechall ne oa gant an dra-se …an dra-se ne dalveze ket netra, koa … lenn.
Lors : A nann ?
Catherine : Ne oa ket amzer da lenn, o nann !
Lors : Memes lenn an Aviel peotramant…peotramant Buhez ar Sent ?
Catherine : A, Buhez ar Sent, ya, an dra-se a veze partoud, ya
Lors : Setu an dra-se a veze e-barzh du-se ?
Catherine : E-barzh du-mañ ne oa ket, mes e-barzh ti ma dud kaer goude-se a oa.
Lors : E-barzh ti ho tud kaer ?
Catherine : Ya a oa … a oa unan, ya humm
Lors : Buhez ar Sent ?
Catherine : Buhez ar Sent, ya
Lors : An dra-se a veze lennet…
Catherine : Ya, beñ ma gwazh am eus bet klevet anezhañ o lâret la e dad … o dad a lenne Buhez ar Sent dezho bemnoz … bemnoz e veze lennet Buhez ar Sent dezho
Lors : Bemnoz ?
Catherine : Ya, e veze tennet un tamm koa diouzh … diouzh al levr, ya
Lors : A, un tamm diouzh Buhez ar Sent bemnoz
Catherine : Ya ya
Lors : Mes an dra-se a veze graet e-pad ar goañv ken pe …
Catherine : O emichañs, ya, pa veze hir an noz koa ya …ya … mes e-barzh … ni … ni n’hon eus ket bet …e-barzh du-mañ ne veze ket.
Lors : Nann ?
Catherine : Nann nann
Lors : Ya, peogwir gwechall ne oa ket elektrisite, ha setu pa veze hir an noz…
Catherine : A beñ eo, al lamp pichon a veze lakaet war ar pod du …e-kichenn an tan.
Lors : A, ar pod du
Catherine : Ya ya, hag e veze lakaet dour e-barzh c’hoazh !
Lors : A ya
Catherine : Ya ya, ar pod du a-dreñv an tan, ya
Lors : Ya ya, a-benn kaoud dour tomm koa
Catherine : A veze an dour tomm atav, ya ya ya
Lors : A ya, se a oa aes
Catherine : Ya ya
Lors : Hag al lamp pichon a oa ?
Catherine : Al lamp pichon, ya
Lors : Peotramant ul letern ?
Catherine : Ul letern a veze ivez ya hag …goude-se ma Doue, gouloù mod-all a veze ivez gant … gant gwer warnezhañ a oa c’hoazh…
Lors : Peseurt …a ya, ul lamp petrol e oa ?
Catherine : Ya ,lamp petrol ya… mod-all al letern a veze, ya, evid mond d’ar c’hreier ha mond partoud e veze dao kaoud gouloù awalc’h
Lors : A ya
Catherine : Setu e veze alumet al letern, ya
Lors : A ya
Catherine : Ya ya ya
Lors : Ha soñj ho peus diouz ar goañv …peseurt mod e oa yen ha… a-wechoù a oa skorn…
Catherine : Beñ skorn, mes d’ar mare-se a veze skorn, bremañ ne vez ket ken, bremañ n’eus ket goañv ken,na n’eus ket, na hañv n’eus ket ivez, n’eus kaer ivez
Lors : Nann
Catherine : Nann nann … ya ya, soñj m’eus e veze, e veze goañv sertenamant, ya ya
Lors : A ya d’ar poent-se e oa … e oa yen hardi
Catherine : A ya ya ya
Lors : E-pad ar goañv … ha setu e veze dao … e veze ret deoc’h mond d’ar skol memestra ?
Catherine : A, dao a veze mond d’ar skol memestra moarvat … forzh peseurt amzer e veze…
Lors : Memes pa veze erc’h ?
Catherine : Beñ ya ya ya, ez aec’h d’ar skol memestra
Lors : Ha gant bouteier koad…
Catherine : Boutoù koad
Lors : Ne oa ket aes … emichañs
Catherine : Pfff, ni a oa boazet a-mod-se n’hon doa ket gwelet nemet an dra-se, setu a-mod-se ne ouiemp ket hag-eñ e oa un dra bennak aesoc’h koa, goude-se …goude-se neuze hon eus gouiet, mes d’ar mare-se e oa ezhomm ur boutoù koad deoc’h !
Lors : Ya ya, toud an dud a oa memes mod
Catherine : Memes mod … toud an dud a oa memes mod, ya
Lors : Ha soñj ho peus bezañ, bezañ risklet ur wech war an hent ?
Catherine : O eo, emichañs hon eus bet graet … m’eus ket kement-se soñj, mes sur hon eus bet, sur hon eus bet graet moarvat…
Lors : Kouezhet un tamm ha …
Catherine :Kouezhet, ha neuze plijadur a veze pa veze skorn, a oa ar vugale etrezo …e vizer o risklañ … e vizer o c’hoari risklañ ha traoù, ya ya
Lors : A ya, e-barzh ar porzh e veze graet ivez ?
Catherine : Ya ya
Lors : Porzh ar skol, peotramant …
Catherine : O, porzh ar skol ne veze ket, peogwir ne veze ket …nann nann nann, mes mod-all goude-se ni a veze oc’h ober …ni a oa ur vandennad o tond d’ar skol diouzh Kreac’h Madiec ivez aze
Lors : Diouzh ?
Catherine : Kreac’h Madiec a deuaemp da … a deuaemp diouzh … a deuaemp d’ar skol d’ar veilh avel koa … d’ar skol aze
Lors : A diouzh Kreac’h Madiec … an dra-se eo ano
Catherine : Ano kêr e-lec’h e oan o chom
Lors : Ha setu ne oa ket Trodon ?
Catherine : A nann nann, a-benn neuze ne oan ket e-barzh Trodon ken pa oan deuet d’ar skol, nann nann nann
Lors : A ya peogwir c’hwi a zo bet gant ur…
Catherine : Gant ur eontr, ya
Lors : Gant hoc’h eontr deoc’h ?
Catherine : Gant ur eontr, ya
Lors : Ya ha lâret ho poa din abalamour da betra, mes m’eus ket soñj, m’eus derc’het soñj…
Catherine : Abalamour e oamp kalz bugale koa, ha setu pa oa daou pe dri bloazh araok c’hoazh hag ar re all a oa brasoc’h, mes goude-se e oa deuet diou verc’h en dro, setu ma eontr emichañs en doa … da zoulajiñ ma mamm en doa tapet unan ac’hanomp, ha goude-se ma mamm a oa marv ar bloavezh warlerc’h e oa …peogwir e oa ur verc’h all hag ma mamm a oa marv setu goude-se, me a zo bet chomet gant ma eontr, ya
Lors : Ha … hag ho mamm a zo marvet en ur … en ur genel ar verc’h-mañ ?
Catherine : Ya goude-se … un neubeud devezhioù goude, ya
Lors : A ya
Catherine : Un neubeud devezhioù goude e oa ganet ar verc’h ya … ya, a oa-hi marv
Lors : Traoù a-mod-se a c’hoarveze gwechall…
Catherine : O ya, gwechall a zo erruet traoù a-mod-se ya … ya ya ya
Lors : Hummm, ha just awalc’h soñj ho peus gwelet ar medesin o tond … o tond d’ar gêr pa oac’h bihan a-wechoù ?
Catherine : O m’eus ket … mmm nann nann nann nann nann, o nann m’anfin n’ouzon hag-eñ e veze goulennet, mes nann m’eus ket soñj gwelet ar medisin dond pa oan bihan « hein », pa oan yaouank, nann m’eus ket soñj gwelet medisin ebet, nann
Lors : Biken … morse peus bet gwelet ?
Catherine : « Euh » m’eus ket soñj, nann.