Jean-Yves Briand a gont deomp penaos e oa bet graet an adlodenniñ (« remembrement ») er Vouster, ha pegen diaes eo bremañ en em staliañ ‘vel labourer-douar er vro…
Lucienne Jourdren deus Plevin a gont deomp petra eo bevañ ‘barzh ur familh micherourien ar maen-glas, mont da labourat war an devezh evit gonid e vara… n’eo ket bet aes bemdez !
Jean Cloitre, deus Brenniliz, a gont deomp penaos ‘ra war-dro e wreg a zo chomet klañv. Kont a ra deomp ivez penaos ne gred ket ken er Baradoz, nag en Doue, na mann ebet !
Arthur Le Guillou deus Mael-Karaez, a gont deomp pegen bras oa ker Mael gwechall, ha pegen kreñv ha bev e oa gant foar ar saout, ar skolioù, ar mengleuzioù.