Jean Perron a zo bet dedennet yaouankig mat gant ar benvioù elektronek, pa ‘oa krog da zivontañ ar post-radio d’an oad a zaouzek vloaz, da welet penaos e kerzhe an traoù e-barzh… Ha bremañ e talc’h da repariñ bitrakoù evel-se, en ur brenañ pezhioù war « Alibaba » !
Lors : Med c’hwi … « euh » te …te…te ‘peus bet disket ar brezhoneg dioustu
Jean : A beñ me war barlenn ma mamm m’eus ket bet disket ‘met brezhoneg… me’gaozeen ‘met brezhoneg betek…betek ‘oan aet d’ar skol betek aet da c’hwec’h lâ c’hwec’h pe seizh lâ
Lors : A ya
Jean : Ya
Lors : Med da dad ‘ouie galleg memestra
Jean : A ya ma zad ‘na graet tout ar brezel
Lors : A ya
Jean : Pugur ‘oa ‘barzh Brest ‘or e goñje pa oa… o’r e jervich pa ‘oa … pa ‘oa deklar’t ar brezel ‘oa …’oa ‘barzh Brest ha deus Brest ppff eñ zo aet da wel’ penaos ‘oa kont ‘ba ‘r penn all
Lors : A ya
Jean : Mobilizet distu
Lors : A ya
Jean : Ha aet da wel …da wel penaos ‘oa kont koa
Lors : Med te …te ‘pa lar’t din la da vamm ‘ ouie ket na lenn na skriv’
Jean : Nann ‘oa ket bet james ‘bah skol
Lors : Ha ne ouie ket galleg eu
Jean : A nann tamm ‘bet …tamm ‘bet n’eus ket bet gouve’et gwech ebet nann n’eus ket bet kozeet galleg gwech ebet …gwech ebet …ur ger bennaket a gomprene med pas da gontañ
Lors : Ya un neubeud geriennoù koa
Jean : O ya mann ebet mann ebet …brezhoneg tout
Lors : Ha memes pé ‘oa-hi kozh
Jean : O ya ya ya …kompren a rae un tamm bih’n ‘benn neuhe ‘oa aï a post…post ar radio ‘oa ‘oa erruet hag a gomprene…gomprene tammoù
Lors : A ya
Jean : Med kozeal ‘rae ket mod ebet … a nann mod ebet …tamm tamm ‘bet
Lors : Set’ pé ‘na …pé ‘na e’mm deus ‘n dra bennak petram’ pé ‘na c’hoant goud un dra bennak hi… hi a c’houle ganit koa
Jean : Ordin’ ya ya
Lors : Ordin’ a rae
Jean : O ya ya ya ya ordin’ pé gant ma zad pé gant…gant ya ya ya
Lors : Ha just ‘wac’h pugur n’omp ket mac’homet heñ te …te ‘ gaozee din dioustu deus ar post med c’hwi ‘peus divontet ar post-ma’ abred ‘wac’h
Jean : O ya o ya bitraket m’eus bet ‘neañ meur a wech
Lors : Ha peseurt mod « euh » peseurt mod é deut joñj dit ober ze
Jean : C’hoant da…c’hoant da… da veski’ treoù …c’hoant da zivonta’ treoù …c’hoant da wel penaos ‘oa kont
Lors : A ya
Jean : Gant …gant ar …kirius tamm bihan …gant ar g…c’hoant da wel
Lors : Ha choñj ‘peus pé oad ‘pa ‘benn ‘peus divontet néon
Jean : Hmm o ya un tamm choñj ‘m eus memestra deus penaos ‘oa …penaos ‘oa boutiket ar jeu med bremañ stalioù-ze ‘zo aet da vale …zeoù zo kozh brema’ hag ya ya joñj ‘wac’h ‘m eus
Lors : Med pé oad ‘pa neun
Jean : Para ‘oa ennañ …penaos ‘oa kont
Lors : Pé oad ‘pa neun pé peus divontet nañ
Jean : Ee e lampchoù …lampchoù ha tammoù treoù a bep sort
Lors : Ya med peseurt oad ‘pa
Jean : Peseurt oad… o ‘benn neuhe ‘oan aï memestra daouzek vlâ bennaked …daouzek vlâ war dro
Lors : Daouzek
Jean : Ya ya ‘oan ket…’oan ket …bihan bihan …pe ‘oan bihan ‘oan ket kad da zivonta’ ha neuhe ‘oa ket d’ar c’houlz-se pugur ‘benn ‘oan aï matehe d’an oad a daouzek vlâ du-me ‘oa ket c’hoazh med ‘n’on ga’t oaint prestik tout goud’ …prestik goude daouzek vlâ trizek vlâ ya
Lors : A ya
Jean : ‘Oa ‘n’on ga’t …’oa ‘n’on ga’t post hag…
Lors : Ha choñj ‘peus deus ar merk …merk ar post
Jean : n’oun ket ‘geñ ‘oa ket ur « Radiola » ‘oa pé un dra a-mod-se
Lors : « Radiola »
Jean : Ya ‘m eus aon
Lors : Ha pet’a…pet’a ‘na laret ar vamm pé…pé …pé ‘peus divontet néon
Jean : Pa ‘oa divontet ‘neañ o daon lar’t ‘oa din ‘hat lesk heñs trankil…lesk neañ trankil petam vije klewet mann ebet gantañ… (g)eo geo advontet ‘oa-eñ memestra ha mond a rae en dro goude ‘darre
Lors : A ya
Jean : Ya ya
Lors : Sete ‘michañs da vamm ‘oa fier
Jean : Dao’ beb seurt …wejo vi’e lar’t …wejo ‘vije graet trouz
Lors : Ya med « euh » ar post-ma’ ‘oa ar mekanik kenta’ ‘peus divontet ‘michañs
Jean : A ya a ya heñs oa ‘n hin’ genta’ ya
Lors : Ha divetoc’h pé é bet kistion dit mont d’ar skol veur ‘peus bet disket an elektronik
Jean : A ya ya ya ya ya ya tamm bihan ya
Lors : Sete ‘peus kendalc’het da zeskiñ
Jean : A ya dre me-unan ya dre ma-unan goude leoerioù ha neun ‘n’on…’n’on ober ma-unan divonta’ postoù « télévision » d’ar c’houlz-se ‘oa aï un toullad dionte reoù… pejoù re vras reoù bonner a’e hardi hag war zeoù ‘m eus disket meur a dra
Lors : Ya
Jean : Ya ya
Lors : Ha sete goude-se ‘peus ket dihanet da zivonta’ traoù koa
Jean : A nann nann nann dec’h ‘ ran d’ober brem’ beñ popred … popred… popred ‘derc’han d’o’r gant postoù, postoù « écran plat » ‘wel vé lar’t bremañ
Lors : Ya
Jean : Ya ya med moaien ‘zo …deus an eil d’egile int …’r re-se… ga’es apeupre memes… memes « système »
Lors : A bon
Jean : Ya ya apeupre ya ya ya ya
Lors : N’eus ken ‘met an tu da vaez a jañch koa
Jean : Ya…geo ‘barzh ‘jeñch meur …meur ‘ hini med an « théorie » ‘zo tout mem’mod an teknik ‘zo …n’é ket cheñchet kalz
Lors : A nann
Jean : Nann nann
Lors : Ha koulsloude n’eus ket lampchoù ‘barzh ken
Jean : A nann nann nann lampchoù ‘zo ramplaset gant…gant tranzistorien ha « circuits intégrés »
Lors : Ha « leds » ha…
Jean : Mikro-proseseurien ha tout…
Lors : Mikro…ya
Jean : Ya bep sort ‘zo brema’
Lors : Ha n’é ket start da…kaout pejoù da ramplaso
Jean : O nann o nann ka’t ‘vé ya …ka’t ‘vé …ka’t ‘vé c’hoazh o ya ya …ka’t ‘vé …memes ‘ba ‘r « Chine » pe ‘vé e’mm…
Lors : ‘Ba ‘r « Chine » a ya
Jean : Ya … da « Alibaba »
Lors : A ya sete ret é komandiñ war…war…war… « Internet «
Jean : « Internet » a ya ya ya dre « Internet » ya ya
Lors : Ha ret é gortoz pell « euh » …
Jean : O wechoù ‘vé ret gortoz teir zun …teir zun… peder zun, teir zun ur miz
Lors : A ya
Jean : O ya pell… ‘ma’ ket pell… ‘ma’ ket tost heñ
Lors : Ha n’é ket re ger al lampchoù a-giz-se pe…
Jean :Bep sort ‘zo dionte… se ‘depant pehini ‘vé peseurt hini ‘vé koa o nann moaien ‘zo da…nann nann nann
Lors : Setu brema’ ‘vi’ …
Jean : Pa vé ka’t beñ wejo ‘vé ket moaien dit da fichañ mann ebet ma ga’es ket pejo, pfft… a’e out …a’e out tapet koa
Lors : Eo pejoù ‘zo moiaen divonta’ war…war …
Jean : Diwar un all… diwar un kozh…diwar un all a ya laouen ya ya ze ‘zo kaoz ‘vé miret ar chasioù * deus…deus re gozh ha ‘vé tapet pejo diwarnê da vont war unan newe ha… hag… hag… hag… pa ‘vé …pa ‘vé …pa veint mat da vont ‘sames koa
Lors : Ya ya ya
Jean : N’é ket boan dit lak’ forzh para plas forzh para…
Lors : A beñ nann nann nann hend ell « euh »…
Jean : A nann n’ay ket petam’ n’on gavo moged ‘tont diwarnañ !
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Met c’hwi… « euh » te… te… te az peus desket ar brezhoneg diouzhtu
Jean : A beñ me war barlenn ma mamm n’am eus ket bet desket nemet brezhoneg… me ne gaozeen nemet brezhoneg betek… betek oan aet d’ar skol betek aet da c’hwec’h vloaz c’hwec’h pe seizh vloaz
Lors : A ya
Jean : Ya
Lors : Met da dad a ouie galleg memestra
Jean : A ya ma zad en doa graet tout ar brezel
Lors : A ya
Jean : Peogwir e oa e-barzh Brest oc’h ober e goñje pa oa … oc’h ober e servij pa oa… pa oa deklaret ar brezel e oa… e oa e-barzh Brest ha deus Brest ppff eñ a zo aet da welet penaos a oa kont e-barzh ar penn all
Lors : A ya
Jean : Mobilizet diouzhtu
Lors : A ya
Jean : Ha aet da welet… aet da welet penaos a oa kont koa
Lors : Met te… te ‘poa lâret din la da vamm na ouie ket na lenn na skrivañ
Jean : Nann ne oa ket bet james ‘barzh ar skol
Lors : Ha ne ouie ket galleg ivez
Jean : A nann tamm ebet… tamm ebet n’he deus ket bet gouvezet gwech ebet nann n’he deus ket bet kaozeet galleg gwech ebet… gwech ebet… ur ger bennaket a gomprene met pas da gontañ
Lors : Ya un nebeut geriennoù koa
Jean : O ya mann ebet… mann ebet… brezhoneg tout
Lors : Ha memes pa oa-hi kozh
Jean : O ya ya ya… kompren a rae un tamm bihan a-benn neuze e oa erruet ar post… post ar « radio » a oa… a oa erruet hag a gomprene… a gomprene tammoù
Lors : A ya
Jean : Met kaozeal ne rae ket mod ebet… a nann mod ebet… tamm tamm ebet
Lors : Setu pa ‘noa…pa ‘doa ezhomm deus un dra bennak peotramant pa ‘n doa c’hoant gouzout un dra bennak hi… hi a c’houlenne ganit koa…
Jean : Ordin ya ya
Lors : Ordin a rae
Jean : O ya ya ya ya ordin pe gant ma zad pe gant… gant ya ya ya
Lors : Ha just a-walc’h peogwir n’omp ket mac’homet heñ te… te a gaozee din diouzhtu deus ar post met c’hwi ho peus divontet ar post-mañ abred a-walc’h
Jean : O ya o ya bitraket am eus bet anezhañ meur a wech
Lors : Ha peseurt mod « euh » peseurt mod eo deuet soñj dit d’ober se
Jean : C’hoant da… c’hoant da… da veskiñ traoù ivez… c’hoant da zivontañ traoù… c’hoant da welet penaos e oa kont
Lors : A ya
Jean : Gant… gant ar… kurius ‘tamm bihan… gant ar g… c’hoant da welet
Lors : Ha soñj az peus pe oad ‘poa a-benn az peus divontet anezhañ
Jean : Hmm o ya un tamm soñj am eus memestra deus penaos e oa … e oa boutiket ar jeu met bremañ ‘stalioù-se a zo aet da vale… seoù zo kozh bremañ hag ya ya soñj a-walc’h am eus
Lors : Met pe oad ‘poa neuze
Jean : Petra oa ennañ… penaos e oa kont
Lors : Pe oad az poa neuze pa ‘z peus divontet anezhañ
Jean : E e e lampchoù… lampchoù ha tammoù traoù a bep seurt
Lors : Ya met peseurt oad az poa
Jean : Peseurt oad o a-benn neuze e oan erru memestra daouzek vloaz bennaket… daouzek vloaz war-dro
Lors : Daouzek
Jean : Ya ya… ne oan ket… ne oan ket… bihan bihan… pa oan bihan ne oan ket kad da zivontañ ha neuze ne oa ket d’ar c’houlz-se peogwir a-benn e oan erruet marteze d’an oad a daouzek vloaz du-mañ ne oa ket c’hoazh met en em gavet e oant prestik tout goude… prestik goude daouzek vloaz trizek vloaz ya
Lors : A ya
Jean : E oa en em gavet… e oa en em gavet ‘post hag…
Lors : Ha soñj az peus deus ar merk… merk ar post
Jean : N’ouzon ket hag-eñ ne oa ket ur « Radiola » e oa pe un dra bennak ar mod-se
Lors : « Radiola »
Jean : Ya ‘m eus aon
Lors : Ha petra… petra he doa lâret ar vamm pa… pa… pa ‘z peus divontet anezhañ
Jean : Pa oa divontet anezhañ o… dañ lâret e oa din ad… laoskel hennezh trankil… laosk anezhañ trankil peotramant ne vije klevet mann ebet gantañ geo… geo advontet e oa-eñ memestra ha mont a rae en-dro goude adarre
Lors : A ya
Jean : Ya ya
Lors : Setu emichañs da vamm a oa fier
Jean : Daon bep seurt… a-wechoù e veze lâret… a-wechoù e veze graet trouz…
Lors : Ya met « euh » ar post-mañ a oa ar mekanik kentañ az peus divontet emichañs
Jean : A ya a ya hennezh oa an hini gentañ ya
Lors : Ha diwezhatoc’h pa eo bet kistion dit mont d’ar skol-veur az peus bet desket an elektronik
Jean : A ya ya ya ya ya ya tamm bihan ya
Lors : Setu az peus kendalc’het da zeskiñ
Jean : A ya dre(zon) ma-unan ya… dre ma-unan goude levrioù ha neuze en un… en un ober ma-unan ivez, divontañ postoù « télévision » d’ar c’houlz-se e oa erruet un toullad dioute reoù… pezhioù reoù vras reoù bounner aze hardi hag war seoù ‘m eus desket meur a dra
Lors : Ya
Jean : Ya ya
Lors : Ha setu goude-se n’az peus ket dihanet da zivontañ traoù koa
Jean : A nann nann nann derc’hel a ran d’ober bremañ beñ bepred… bepred… bepred e talc’han d’ober gant postoù… postoù « écran plat » evel a vez lâret bremañ
Lors : Ya
Jean : Ya ya met moaien a zo… deus an eil d’egile int… ar re-se… a gavez apeupre memes… memes « système »
Lors : A bon
Jean : Ya ya apeupre ya ya ya ya
Lors : N’eus ken nemet an tu diavaez a cheñch koa
Jean : Ya… geo e-barzh e cheñch meur… meur a hini met an « théorie » a zo tout memes mod an teknik a zo… n’eo ket cheñchet kalz
Lors : A nann
Jean : Nann nann
Lors : Ha koulskoude n’eus ket lampchoù e-barzh ken
Jean : A nann nann nann ‘lampchoù a zo ramplaset gant… gant tranzistorien ha « circuits intégrés »…
Lors : Ha « leds » ha…
Jean : Mikro-proseseurien ha tout…
Lors : Mikro… ya
Jean : Ya ‘bep seurt zo bremañ
Lors : Ha n’eo ket start da… kaout pezhioù da ramplasiñ
Jean : O nann o nann kavet e vez ya… kavet e vez… kavet e vez c’hoazh o ya ya… kavet e vez… memes e-barzh ar « Chine » pa vez ezhomm…
Lors : E-barzh ar « Chine » a ya
Jean : Ya… da « Alibaba »
Lors : A ya setu ret eo komandiñ war… war… war « Internet »
Jean : « Internet » a ya ya ya dre « Internet » ya ya
Lors : Ha ret eo gortoz pell « euh »…
Jean : O a-wechoù e vez ret gortoz teir sizhun… teir sizhun… peder sizhun teir sizhun ur miz
Lors : A ya
Jean : O ya pell… n’emañ ket pell… n’emañ ket tost heñ
Lors : Ha n’eo ket re ger al lampchoù e-giz-se peotramant…
Jean : ‘Bep seurt a zo dioute… se depant pehini a vez peseurt hini vez koa o nann moaien a zo da… nann nann nann
Lors : Setu bremañ evit…
Jean : Pa vez kavet beñ a-wechoù ne vez ket moiaen dit da fichañ mann ebet ma ne gavez ket pezhioù pptt aze out… aze out tapet koa
Lors : Eo pezhioù a zo moaien da zivontañ war… war…
Jean : Diwar unan all… diwar unan kozh… diwar unan all ya a ya laouen ya se a zo kaoz e vez miret ar chasioù diouzh… diouzh ar re gozh hag e vez tapet pezhioù diwarne da vont war unan nevez ha… hag… hag… pa vez… pa vez… pa vezont mat da vont asambles koa
Lors : Ya ya ya
Jean : N’eo ket ‘boan dit lakaat forzh petra ‘plas forzh petra…
Lors : A beñ nann nann nann a-hend-all « euh »
Jean : A nann n’ay ket peotramant en em gavo moged o tont diwarnañ !