Roger Henaff, deus Gourin, a gont deomp penaos e oa aet kalzig mat a dud deus e anaoudegezh, kerent ha mignoned, da c’hounid o vuhez d’an Amerik er bloavezhioù hanter-kant ha tri-ugent.
Lors : « Bon » amañ ‘ maomp ‘hont da gontañ deus serten tud ‘peus bet ane’et ‘ba ‘r skol hag a zo vet d’an Amerik war-lerc’h
Roger : A vet d’an Amerik ya me ‘m eus ane’et ya « euh » ppffff me ‘ouian ket o ano ‘ouian ket tout heñ med kalz deus tud deu’ ma oad ‘zo partiet d’an Amerik ‘blam…abalamour ê…ê ‘na dija tud-kar ‘ba ‘n Amerik …tud-kar…
Lors : Beñ ya med ‘blam ‘naint tud-kar petram’ ‘blam ‘oa ket labour ‘ba…
Roger : « euh » ‘oa ket …’oa ket lab…’oa ket gwall labour wit…’oa ket med mengleuyioù koa
Lors : Mengleuyioù ya
Roger : Ya mein glas ‘oa mengleuyioù
Lors : Ya ya
Roger : Ha kentoc’h ‘vit mont ‘ba ‘ mengleuyioù (h)è ‘zo vet d’an Amerik
Lors : Med peseurt micherioù ‘raent du-se…
Roger : O beñ labour’t ‘ba …’ba restoranyioù
Lors : Heñ heñ
Roger : Ya
Lors : ‘c’h o’r pet’a
Roger : « Serv’. »…e e e da genta’ rae-ê « plonge euh beñ voilà … nett’ » …kempenn’ ar …ar plajeier ha tout an traoù ha war-lerc’h (h)ê zo digoue’et ‘vel vé lar’t e galleg « garçons de salle » servij a … an dud
Lors : A ya
Roger : Ya
Lors : Med « euh » daoust hag-eñ lod n’eus …n’eus gallet digor’ restoranchoù war o gont
Roger : Ya ya med n’eus ket kalz
Lors : Pas kalz
Roger : Nann m’eus ket…pppfff m’eus ket eun pe daou ‘ane’en med pas …pas muioc’h
Lors : Med lar…lar…lar ‘pa din ar wech all pé m’eus gwel’t ‘c’haoc’h la lod ‘peus bet ane’et a zo vet d’an Amerik
Roger : Ya
Lors : « Euh » ‘na lesket o bigwale war-lerc’h…
Roger : Ga’ o zud kozh
Lors : Med ‘blam’ beta
Roger : A beñ abalamour …’oaint k… ma ‘c’h ae… ma ‘c’h ae ar vugale gante d’an Amerik ne ‘oa gouest … ‘oaint ket gouest da labouret « euh » pad ‘n dé…dao…dao ‘n im okup doc’h ar vugale vih’n…an dra-he…’zo ze kaoz a neus les’et o bugale vih’n ‘oa …gant o sud-kozh
Lors : Med …med ‘ba ‘n Amerik ‘oa ket magerezed pé…
Roger : A nann nann ‘ba ‘n Amerik n’eus ket « euh » a… peseurt mod ‘larin doc’h
Lors : Alokasionoù
Roger : Nann
Lors : Nintra
Roger : Nann
Lors : Sete ar vigwale …
Roger : Ar vigwal’ ‘jome gant o zud-kozh …o zud-kozh
Lors : Med an dud-mañ …an dud ‘oa aet d’an Amerik… displeg din ‘ta « bon » ar re-mañ ‘tize da…da C’hourin ‘darre pé ‘ba ‘ar vro
Roger : Ya
Lors : « Euh » ur wech ar blâ…
Roger : O pas bep daou pe tri blâ
Lors : « Bon » med peseurt mod ‘oant …peseurt…peseurt mod
Roger : O beñ ê ‘tize ga’ otoioù paotr paour lufr…ni ‘na ket…ni amañ ‘namp kim ‘met otoioù pas brein med …ha ê otoioù brao gate ti’e gate…a ya
Lors : A ya
Roger : Ha ‘vize … a amañ ‘zo… amañ …ha ‘vize lar’t amañ ‘zo ‘n Amerikan c’hoazh
Lors : A ya med hag an dud-se naint ket ankoueet ar brezhoneg memes tra
Roger : Nann nann
Lors : A nann
Roger :A nann nann med lod ‘t(ize)…lod ‘tize ‘laran doc’h bep daou pe tri blâ ha lod beñ maleürsam’t n’int ket deut james
Lors : A nann
Roger : Nann lod zo chomet ‘ba du-s’ « euh » dime’et ‘ba du-s’ … o bigwale ‘zo gan’t ‘ba du-s’ « euh » nann…
Lors : Hag ar re ‘tize amañ …’ba… »bon » beñ ‘tize ‘michañs ‘ba miz Gouere pé miz Eost
Roger : Ya ya
Lors : Heñ…
Roger : Ya ha ‘c’h ae kuit da miz her’ ê ‘c’h ae en dro d’an Amerik …ha ê…dê …d’an dud-se ‘vize graet dilhad …dilhad e Ti Le Masle …’ba Gourin
Lors : A ya
Roger : A ya « costard euh » heñ
Lors : Dilhajoù brav koa
Roger : Ya du
Lors : « Sur mesure «
Roger : Du « sur mesure « ya ya
Lors : An dra-he ‘oa ker
Roger : A ya ya med ma gwreg ‘neus labouret ‘vi’ ‘r reu-se noz ha dé ‘wechoù
Lors : Noz ha dé
Roger : Ya ‘vize daw… prest ‘vit « là «’benn ê ‘c’h ae kuit o dilhad ‘oa renk’…oa daw dê bid prest
Lors : Sete an dud-me’ ‘laboure … ‘laboure war an noz koa
Roger : Ya
Lors : D’an noz koa
Roger : Ya ya
Lors : ‘Benn be’a prest koa
Roger : Ya ya ya
Lors : Ha ker ‘oa
Roger : O ya ker ‘wac’h zur ‘wac’h
Lors : A ya ya ya
Roger : Med marc’hatoc’h ‘wit ‘ba ‘n Amerik
Lors : A ya ze ‘zo kaoz
Roger : Ya
Lors : A ya ya ya … ha sete daoust de-geñw lod deus ar re ‘zo vet ‘ba ‘n Amerik a neus bet prenet douaroù dre amañ pe feurmioù
Roger : A feurmoù ya
Lors : Be’a zo lod
Roger : Ya
Lors : Ya
Roger : Ya ha graet tier né è
Lors : A « bon «
Roger : A ya ya hent…hent Faou’t « là » ‘r reu-se ‘zo tier…tier…tier a zo bet savet ga’ ‘n Amerikaned
Lors : Hent …peseurt hent…
Roger : Hent Faou’t
Lors : A ya
Roger : Pont Lenn… uheloc’h
Lors : Ya ar re-se zo tier savet ‘fin paeyet ga’…
Roger : An amerikaned
Lors : Amerikaned ya ya
Roger : Ya ya
Lors : Ya ya ya med hag an dud-ma’ pé ‘tizent amañ ‘ba Gourin koa ‘vit gwelet ar familh pe e vakañsoù ‘oaint ket fieroc’h ‘vit … ‘vit ar re all nann …ar re-he ‘ jome…
Roger : Nann nann ha lod zo deut da …lod ‘wac’h zo deut da zimi e Gou… da zime’et… ‘zo dime’et ‘ba Gourin …ê ‘tae deus du-se gob’r… o’r o dimi ‘ba Gourin
Lors : Med ‘blam’ naint ka’et ur plac’h ‘ba Gourin petram’
Roger : Plac’h ‘ba Gourin ‘vize aet hag neus ‘n im ane’et en Amerik
Lors : A « bon »
Roger : Ya
Lors : Peseurt mod
Roger : A beñ ‘ba ‘r labour pé …
Lors : A ya a ya setu neun ur plac’h hag ur paotr deus Gourin aet da labour’t du-se
Roger : Beñ pas … beñ da Gourin … ur paotr deus Gourin hag ur plac’h matrese deus Speied deus Roudoualleg … Langoned …
Lors : Ya
Roger : ‘Ba ‘ r vro … ar c’horn-bro amañ
Lors : Ya ar c’horn-bro ya ya ya sete a-mod-se ‘vize graet …’fin ‘zo bet graet ‘wechoù koa
Roger : Ya ya …ya ya
Lors : Ya ya…ya ya ya ya ha c’hwi … c’hwi ‘peus… c’hwi ‘ vel c’hoazh lod deus…deus tud zo…zo bet…’zo vet ‘ba ‘n Amerik ‘ba …bremañ c’hoazh
Roger : Ya ya bi’ ‘zo a beñ serten … serten oad neus … neuint heñ…
Lors : Ya
Roger : Ya ya med bit zo c’hoazh amañ heñ ha beñ ‘vel ‘ma diskoue’et doc’h an de’ezh ell ‘oa tud a varve en Amerik … o hano zo laket ‘ba follenn an iliz … follenn an iliz
Lors : A ya
Roger : Ya
Lors : Hmm hmm
Roger : Ha lod… ar reu-se ‘jom da … ‘r reu-se ‘zo be’iet ‘ba du-se koa
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : « Bon » amañ emaomp o vont da gontañ deus serten tud ho peus bet anavezet e-barzh ar skol hag a zo aet d’an Amerik war-lerc’h
Roger : A (w)aet d’an Amerik ya me am eus anavezet ya « euh » ppfff me ne ouian ket o anv ne ouian ket tout heñ met kalz deus tud eus ma oad zo partiet d’an Amerik abalamour… abalamour int… int o doa dija tud-kar e-barzh an Amerik… tud-kar…
Lors : Beñ ya met abalamour o doa tud-kar peotramant abalamour ne oa ket labour e-barzh…
Roger : « Euh » ne oa ket… ne oa ket lab(our)… ne oa ket gwall labour evit… ne oa ket nemet mengleuzioù koa
Lors : Mengleuzioù ya
Roger : Ya mein glas a oa mengleuzioù
Lors : Ya ya
Roger : Ha kentoc’h evit mont e-barzh mengleuzioù int zo aet d’an Amerik
Lors : Met peseurt micherioù a raent du-se…
Roger : O beñ labourat e-barzh… e-barzh restorantoù
Lors : Heñ heñ
Roger : Ya
Lors : Oc’h ober petra
Roger : « Serv’… » e e e da gentañ e raent « plonge euh beñ voilà nett’ » kempenn ar… ar plajeier ha tout an traoù ha war-lerc’h int (hè : i) zo degouezhet evel a vez lâret e galleg « garçons de salle » servij a… an dud
Lors : A ya
Roger : Ya
Lors : Met « euh » daoust hag-eñ lod o deus… o deus gallet digoriñ restorantoù war… war o gont
Roger : Ya ya met n’eus ket kalz
Lors : Pas kalz
Roger : Nann n’am eus ket… pppfff ‘m eus ket… unan pe daou ‘anavezen met pas… pas muioc’h
Lors : Met lâr… lâr… lâret ho poa din ar wech all pa ‘m eus gwelet ac’hanoc’h la lod ho peus bet anavezet a zo aet d’an Amerik
Roger : Ya
Lors : « Euh » o doa laosket o bugale war-lerc’h…
Roger : Gant o zud-kozh
Lors : Met abalamour da betra
Roger : A beñ abalamour… ne oant k(et)… ma ‘z ae… ma ‘z ae ar ar vugale gante d’an Amerik ne oa ketgouest… ne oant ket gouest da labourat « euh » e-pad an deiz… dav… dav en em okupiñ diouzh ar vugale vihan… an dra-se… a zo kaoz o deus laosket o bugale vihan oa… gant o zud-kozh
Lors : Met… met e-barzh an Amerik ne oa ket magerezed pe…
Roger : A nann nann e-barzh an Amerik n’eus ket « euh » peseurt mod e lârin deoc’h
Lors : Alokasionoù
Roger : Nann
Lors : Netra
Roger : Nann
Lors : Setu ar vugale…
Roger : Ar vugale a chome gant o zud-kozh… o zud-kozh
Lors : Met an dud-mañ… an dud a oa aet d’an Amerik… displeg din eta ar re-mañ a teze (a deue / a zeue) da… da C’hourin adarre pe e-barzh ar vro
Roger : Ya
Lors : « Euh » ur wech ar bloaz
Roger : O pas bep daou pe tri bloaz
Lors : « Bon » met peseurt mod e oant… peseurt… peseurt mod…
Roger : O beñ i (int) ‘teze gant otoioù paotr paour lufr… ni n’hon oa ket… ni amañ n’hon oa ken nemet otoioù pas brein met… ha int otoioù brav gante a teze gante… a ya
Lors : A ya
Roger : Hag e veze… a amañ a zo… amañ… hag e veze lâret amañ zo un Amerikan c’hoazh
Lors : A ya met hag an dud-se n’o doa ket ankouaet ar brezhoneg memes tra
Roger : Nann nann
Lors : A nann
Roger : A nann nann met lod a t(eze)… lod ‘teze a lâran deoc’h bep daou pe tri bloaz ha lod maleüruzamant n’int ket deuet james
Lors : A nann
Roger : Nann lod zo chomet e-barzh du-se « euh » dimezet e-barzh du-se… o bugale zo ganet e-barzh du-se « euh » nann…
Lors : Hag ar re a teze amañ… e-barzh… « bon » beñ ‘teze emichañs e-barzh miz Gouere pe miz Eost
Roger : Ya ya
Lors : Heñ…
Roger : Ya hag a yae kuit da miz Here int a yae en-dro d’an Amerik… hag int… dezhe… d’an dud-se e veze graet dilhad… dilhad e Ti Le Masle… e-barzh Gourin
Lors : A ya
Roger : A ya « costard euh » heñ
Lors : Dilhajoù brav koa
Roger : Ya du
Lors : « Sur mesure »
Roger : Du « sur mesure » ya ya
Lors : An dra-se a oa ker
Roger : A ya ya met ma gwreg he deus bet labouret evit ar re-se noz ha deiz a-wechoù
Lors : Noz ha deiz
Roger : Ya e veze dav… prest evit «là» a-benn i a yae kuit o dilhad a oa renk… ‘oa dav dezhe bezañ prest
Lors : Setu an dud-mañ a laboure… a laboure war an noz koa
Roger : Ya
Lors : D’an noz koa
Roger : Ya ya
Lors : A-benn bezañ prest koa
Roger : Ya ya ya
Lors : Ha ker e oa
Roger : O ya ker a-walc’h sur a-walc’h
Lors : A ya ya ya
Roger : Met marc’hadmatoc’h evit e-barzh an Amerik
Lors : A ya se a zo kaoz
Roger : Ya
Lors : A ya ya ya… ha setu daoust hag-eñ lod deus ar re a zo aet d’an Amerik o deus bet prenet douaroù dre amañ pe feurmioù
Roger : A fermoù ya
Lors : Bez ez eus lod
Roger : Ya
Lors : Ya
Roger : Ya ha graet tier nevez ivez
Lors : A « bon »
Roger : A ya ya… hent… hent ar Faoued « là » ar re-se a zo tier… tier… tier a zo bet savet gant an Amerikaned
Lors : Hent… peseurt hent…
Roger : Hent ar Faoued
Lors : A ya
Roger : Pont Lenn… uheloc’h
Lors : Ya ar re-se a zo tier savet añfin paeet gant…
Roger : An amerikaned
Lors : Amerikaned ya ya
Roger : Ya ya
Lors : Ya ya ya… met hag an dud-mañ pe ‘tezent amañ e-barzh Gourin koa evit gwelet ar familh pe e vakañsoù ne oant ket fieroc’h evit… evit ar re all nann… ar re-se a chome…
Roger : Nann nann ha lod a zo deuet da… lod a-walc’h a zo deuet da zimeziñ e Gou(rin)… da da zimezet… a zo dimezet e-barzh Gourin… int a deue deus du-se ober… ober o dimeziñ e-barzh Gourin
Lors : Met abalamour o doa kavet ur plac’h e-barzh Gourin peotramant
Roger : Plac’h e-barzh Gourin a veze aet hag o deus en em anavezet en Amerik
Lors : A « bon »
Roger : Ya
Lors : Peseurt mod
Roger : A beñ e-barzh al labour pe…
Lors : A ya a ya setu neuze ur plac’h hag ur paotr deus Gourin aet da labourat du-se
Roger : Beñ pas… beñ da Gourin… ur paotr deus Gourin hag ur plac’h marteze deus Speied deus Roudoualleg… Langoned…
Lors : Ya
Roger : E-barzh ar vro… ar c’horn-bro amañ
Lors : Ya ar c’horn-bro ya ya ya setu ar mod-se e veze graet… añfin zo bet graet a-wechoù koa
Roger : Ya ya… ya ya
Lors : Ya ya… ya ya ya ya ha c’hwi… c’hwi ho peus… c’hwi a wel c’hoazh lod deus… deus tud a zo… a zo bet… a zo bet e-barzh an Amerik e-barzh… bremañ c’hoazh
Roger : Ya ya bez ez eus serten… serten oad en deus… o deus heñ…
Lors : Ya
Roger : Ya ya met bez ez eus c’hoazh amañ heñ ha beñ evel ‘moa diskouezet deoc’h an devezh all e oa tud a varve en Amerik… o anv a zo lakaet e-barzh follenn an iliz… follenn an iliz
Lors : A ya
Roger : Ya
Lors : Hmm hmm
Roger : Ha lod… ar re-se a chom da… ar re-se a zo beziet e-barzh du-se koa