René Le Rest a gont deomp penaos ‘n doa bet digarez da vont da ganañ er C’harmel ba’ Lourdes… ha ‘vit achuiñ e tistag deomp fablenn Yann ar Feunteun, « al Louarn hag ar Vran » !
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
René : ‘Vid din … an dra-he paseet ga’ … ahe ‘oa bet oblijet ober reunion …reunion ‘raok … goul’ piou ‘no’ dilhad piou ‘no’ arc’hant…« euh » peseurt…peseurt mod « euh » ‘baseo
an traoù …set’ pep hin’ ‘oa bet ppmmff ppmmff matrehe seizh pe eizh reunion …set’ tout an dud ‘zo bet « partie prenante »
Lors : A ya
René : ‘vid laret galleg heñ
Lors : Ya ya
René : Ba’ ‘n dra-he se…se … ‘vit…’vit…vit…’vit din an dra-he zo bet … ha goud’-ze an dud ‘oa fier ru’
Lors : Ya
René : Fier ru’ mont …mont da Lourdes …da Lourdes …da visit’ Lourdes …ha …’ba Lourdes d’ar mintin ar beleg a rae an ofer’nn … ahe ‘oa plas d’ober un ofer’nn… set’ lod ‘yae d’an ofer’nn med kalz ne yaent nê … set’ …ha bet omp bet eur wech ‘ba … peseurt mod ‘vé lar’t an dra-he …’ba’ …’ba e-lec’h seurezed neuint ket droad da vont maez nehe …« euh » ‘ba Lourdes
Lors : Aaa
René : Peseurt mod ‘vé’ lar’t dija
Lors : ‘Ba ur gouant n’é ket …ur gouant …n’é ket …pet’a é …a karmel n’é ket
René : Karmel
Lors : Ya
René : « Le carmel de Lourdes » set’ ‘oa …oamp pedet da vont da garmel da Lourdes « et » tout an dud ‘oa deut …memes ar c’hondukteur ‘oa deut goulskoud’ ‘oa ket …met tout ‘n dud ‘oa deut ‘ba’ ‘r c’harmel ha bez’ ‘oa tudoù ar c’harmel…an « directrice » ar c’harmel ‘no’ saludet tout an dud
Lors : Hhmmm
René : Tout an dud ha ze ‘oa eun dra…eun dra vad … eun dra …ha tout an dud noaint ‘n im lakaet dilhed brao ‘vit mont d’ar c’harmel …ar c’harmel ‘oa ket pell heñ met … met n’eus ket bet kalez tud ‘vont d’ar c’harmel heñ …n’aon ket bet seul ur wech …heñ ha ‘oa just ar seurez …ar seurez’d ‘welaen nê ‘ba …’ba ‘n tu ell …kar seurezed neuint ket droad da zont maez nê
Lors : Nann nann
René : Un’ pe ziou ‘vit…’vit …’vit kerc’het traoù kerc’het boued koa
Lors : Ya
René : Med non’ ka’et bras ar c’harmel koa …ha gou-ze me mo kamaraded a gane mat-tre koa
Lors : A ya
René : Set’ ‘oa kanaouenn « euh » setu memes ‘ba ‘n ilis ‘oa kanaouenn …kanaouenn memes ‘vit kana’ brezhoneg …brezhoneg ‘ba Lourdes heñ
Lors : Med peseurt…peseurt kanaouennoù neun, kantikoù ?
René : Kantikoù … kantikoù ya ya ya
Lors : Peseurt re … soñj ‘peus ?
René : « euh » m’eus ket …m’eus ket choñj ‘larin ket dit med med kantikoù kantikoù pppff me ‘maon ket mestr kaner heñ med bez ‘oa lod ‘oar kantikoù … ha ur Bigouter a ouie mad kantikoù … « euh » med kanaouenn ‘oa bet koa …chichenn ‘oa ‘n dud koa « donc …et … alors en principe » d’ar mintin nom ‘leske an dud da vont da bourmen ‘ba…’ba kêr gant …alies …’wechou yae eun daou pe dri ‘vit pas ‘n im goll
Lors : Ya
René : Ha ‘wechoù ‘vai « un infirmier » gate med…med pas…pas ato koa ha goude mer’n nom’ ‘yae da…da…da bourmen ‘ba ‘r meneier ga’ ‘n oto-karr
Lors : A ya
René : A ya ya setu ‘giche ‘vi’e visitet ‘giz…’giz…’giz ‘vo’omp bet ‘c’h o’r ur veaj… ur veaj all koa
Lors : Ya ya
René : Heñ setu …ha pe ‘oamp ‘tont d’ar gêr ‘oa un dra all c’hoa’h … o … vije graet « des arrêts » eveljust
Lors : Ya
René : Ha voe graet fotoioù bep …bep « groupe « pugur pemp…pemp « services » ‘oa neuhe setu nom ‘rae fotoioù ‘mod-se ha … nomp aretet ‘ba Naon’d da zibi ur pred … ur pred boued « parce que » med naomp ket bebet tamm ‘bet …anfiñ yao tammig « casse-croûte » nomp debet ‘pad an hent he ‘ba Naon’d nomp aretet ‘ba ‘ba ‘ba kichen ar gar …ahe ‘oa ur mell mell plas setu ‘omp komañs’t da…da …da savariñ ha da ganañ ha memes koñchennoù ha toud ‘n dud ‘lar …no’ lar’t ur goñchenn te ‘oar …ur goñchenn ya ya un all ‘lar un all un all ‘lar un all
Lors : Ya
René : « et » bez ‘oa skrivet al leor …kalez tud ‘noa laket « oh qu’est-ce que ça a été bien à à à Lourdes mais à Nantes aussi quoi …c’était marrant comme tout » an dra-he peseurt …peseurt …’n dra-he …an dud ‘no’ ka’et ‘no ka’et brao brao tre koa
Lors : Ahe ‘peus ur goñchenn dirazoc’h ahe …daoust de-geñ zo …zo moaien doc’h kontañ deomp ar goñchenn-mañ ?
René : Ar goñchenn houm’ ‘z’é ket deuc’h ar goñchenn ‘oa bet ‘ba Lourdes neun med komañs’t ‘mo’ Ar vran hag al Laouern
Lors : Ya
René : Ha tout ‘n dud ‘oar an dra-he e galleg ‘vel just heñ
Lors : Ya
René : Setu me ‘mo’ kontet neï brezhoneg …’mo’ komañs’t neï brezhoneg « euh » war… gou’-ze m’eus kempenn’t neï un tammig bihan koa
Lors : Ya
René : Ar vran hag al laouern
Un devezh Chanig ar vran pignet u’el war eur we’enn
a zalc’ha en he veg un tammig fourmaj gwenn
Lanig al louarn gant ar c’hwez diskoachet
a gonte flour d’ar vran ur brezegenn dibabet
Salud salud dioc’h-c’hwi intron vras ar c’hoajoù
O o pegen koant emaoc’h hi’ou ha ken brao ho tilhajoù
O o zur mad ma ouzoc’h kanañ evel emaoc’h gwisket
C’hwi ‘zo zur tre rouanez al lapoused
Kerkent Janig deu’t rond e gorf med drochig ato
Evit diskouez d’an dud e vouezig vrao
a zigor ken bras all he zammig gourlañchenn
ken eo koue’et en douar an tammig fourmaj gwenn
Paioù Lanig war ‘r c’horre ar fourmaj ‘no’ lonket
Setu eta Chanig he fred en neus kollet
Ema’ Lanig neuhe da genteliañ e vagerez
Ha da zeskiñ d’ar vran peseurt mod prenañ furnez
Chilaouoc’h ket moereb droch komzoù goaperien
Bevañ a raont c’hwi ‘oar war gein ar glapizien
‘Benn ar wech all matrese ho po minioc’h chañs
Ar vran e lost stouet hag a dremm dristik
a gomprenas neuze « O nann biskoazh ma merc’hig
Na pas krediñ vBirviken an teodoù re flourig ! »
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
René : Evidin… an dra-se paseet gant… aze e oa bet oblijet ober reunion… reunion a-raok… goulenn piv en doa dilhad piv en doa arc’hant « euh » peseurt… peseurt mod « euh » a baseo an traoù… setu pep hini a oa bet ppmmmff ppmmmfff marteze seizh pe eizh reunion… setu tout an dud zo bet « partie prenante »
Lors : A ya
René : Evit lâret galleg heñ
Lors : Ya ya
René : E-barzh an dra-se… se… se… evit… evit… evit… evidin an dra-se zo bet… ha goude-se an dud a oa fier-ruz
Lors : Ya
René : Fier-ruz mont… mont da Lourdes… da Lourdes… da vizitañ Lourdes… ha… e-barzh Lourdes d’ar mintin ar beleg a rae an oferenn… aze e oa plas d’ober un oferenn… setu lod a yae d’anoferenn mes kalz ne yaent ket anezho… setu… ha bet omp bet ur wech e-barzh… peseurt mod e vez lâret an dra-se… e-barzh… e-barzh e-lec’h ‘seurezed n’o deus ket droad da vont ‘maez anezho… « euh » e-barzh Lourdes
Lors : A aa
René : Peseurt mod e vez lâret dija ?
Lors : E-barzh ur gouent n’eo ket ?… ur gouent… n’eo ket… petra eo… a karmel n’eo ket ?
René : Karmel
Lors : Ya
René : « Le carmel de Lourdes » setu e oa… e oamp pedet da vont da garmel da Lourdes « et » tout an dud a oa deuet… memes ar c’hondukteur a oa deuet ha koulskoude ne oa ket… mes tout an dud a oa deuet e-barzh ar c’harmel ha bez e oa tudoù ar c’harmel… an « directrice » ar c’harmel en doa saludet tout an dud
Lors : Hhmmm
René : Tout an dud ha se a oa un dra… un dra vat… un dra… ha tout an dud o doa en em lakaet dilhad brav evit mont d’ar c’harmel… ar c’harmel ne oa ket pell heñ mes… mes n’eus ket bet kalz tud o vont d’ar c’harmel heñ… n’on ket bet « seul » ur wech… heñ hag e oa just ar seurez… ar seurezed a welen anezho e-barzh… e-barzh an tu all… kar ‘seurezed n’o deus ket droad da zont e-maez anezho
Lors : Nann nann
René : Unan pe ziv evit… evit… evit kerc’hat traoù, kerc’hat boued koa
Lors : Ya
René : Mes ni ‘noa kavet bras ar c’harmel koa… ha goude-se me ‘moa kamaraded a gane mat-tre koa
Lors : A ya
René : Setu e oa kanaouenn « euh » setu memes e-barzh an iliz e oa kanaouenn… kanaouenn memes evit kanañ brezhoneg… brezhoneg e-barzh Lourdes heñ
Lors : Mes peseurt… peseurt kanaouennoù neuze kantikoù ?
René : Kantikoù… kantikoù ya ya ya
Lors : Peseurt re… soñj ho peus ?
René : « euh » ‘meus ket… ˈmeus ket soñj ne lârin ket dit mes mes kantikoù kantikoù ppfff me n’emaon ket mestr kaner heñ mes bez e oa lod a oar kantikoù… hag ur Bigouter a ouie mat kantikoù « euh » mes kanaouenn oa bet koa… sichant e oa an dud koa « donc… et… alors en principe » d’ar mintin ni a leske an dud da vont da bourmen e-barzh… e-barzh kêr gant… alies… a-wechoù e yaent o-unan, daou pe dri evit pas en em goll
Lors : Ya
René : Hag a-wechoù e veze « un infirmier » ganto mes… mes pas… pas atav koa ha goude merenn ni a yae da… da… da bourmen e-barzh ar menezier gant an otokar
Lors : A ya
René : A ya ya setu e-giz-se e veze vizitet e-giz… e-giz… e-giz e vijemp bet oc’h ober ur veaj… ur veaj all koa
Lors : Ya ya
René : Heñ setu… ha pa oamp o tont d’ar gêr a oa un dra all c’hoazh… o… e veze graet « des arrêts » evel-just
Lors : Ya
René : Hag e veze graet fotoioù bep… bep « groupe » peogwir pemp… pemp « services » a oa neuze setu ni a rae fotoioù a’ mod-se ha… hon eus aretet e-barzh Naoned da zebriñ ur pred… ur pred boued « parce que » n’hon oa ket debret tamm ebet… anfiñ, eo ‘tammig « casse-croûte » hon eus debret e-pad an hent hag e-barzh Naoned hon eus aretet e-barzh… e-barzh… e-barzh kichen ar gar… aze e oa ur mell mell plas setu oamp komañset da… da… da safariñ ha da ganañ ha memes koñchennoù ha tout an dud a lâr… en doa lâret ur goñchenn te a oar… ur goñchenn ya ya… unan all a lâr unan all, unan all a lâr unan all
Lors : Ya
René : « et » bez e oa skrivet war al levr… kalz tud en doa laket « O qu’est-ce que ça a été bien à à à Lourdes mais à Nantes aussi quoi… c’était marrant comme tout » an dra-se… peseurt… peseurt… an dra-se… an dud o doa kavet… o doa kavet brav brav-tre koa
Lors : Aze peus ur goñchenn dirazoc’h aze… daoust hag-eñ zo… zo moaien deoc’h kontañ deomp ar goñchenn-mañ
René : Ar goñchenn… homañ n’eo ket diouzh ar goñchenn a oa bet e-barzh Lourdes neuze mes… komañset am boa « Ar vran hag al louarn »
Lors : Ya
René : Tout an dud ‘oar an dra-se e galleg, ‘vel-just, heñ. Setu me am boa kontet anezhi e brezhoneg… am boa komañset anezhi ‘brezhoneg « euh »… ouien ket tout c’hoazh… goude-se ‘meus kempennet anezhi un tammig bihan koa
Lors : Ya
René : « Ar vran hag al louarn »
Un devezh Chanig ar vran pignet uhel war ur wezenn
a zalc’he en he beg un tammig fourmaj gwenn
Lanig al louarn, gant ar c’hwez diskoachet
a gonte flour d’ar vran ur brezegenn dibabet
Salud salud deoc’h-c’hwi itron vras ar c’hoadoù
O o pegen koant emaoc’h hiziv ha ken brav ho tilhadoù
O o sur-mat ma ouzoc’h kanañ evel emaoc’h gwisket
C’hwi a zo sur-tre rouanez al lapoused
Kerkent Chanig, deuet ront he gorf, mes drochig atav
Evit diskouez d’an dud he mouezhig vrav
a zigor ken bras all he zammig gourlañchenn
ken eo kouezhet en douar an tammig fourmaj gwenn
Pavioù Lanig war-c’horre, ar fourmaj en doa lonket
Setu eta Chanig he fred en deus kollet
Emañ Lanig neuze da genteliañ e vagerez
Ha da zeskiñ d’ar vran peseurt mod prenañ furnez
Ne selaouoc’h ket moereb droch komzoù ar goaperien
Bevañ a reont, c’hwi a oar, war gein ar glapezien
A-benn ar wech all marteze ho po muioc’h chañs
Ar vran, he lost stouet, hag a dremm dristik
A gomprenas neuze, « o nann, biskoazh ma merc’hig
Nompas krediñ birviken an teodoù re flourig ! »