Jacqueline Lamerre, deus Kawan, a gont deomp penaos eo bet o terc’hel ostaleri hag ispisiri er vourc’h …
Lors : Pé ‘oas kustumet d’hont da labourat da di… da di ar c’higer
Jacqueline : Ya
Lors : « Euh » ze ‘oa … ze ‘oa raok neun
Jacqueline : Ya c’hwezek vlâ ‘ma
Lors : C’hwezek vlâ
Jacqueline : Ya, ‘pad konjeo koa
Lors : A ‘pad konjeo
Jacqueline : Hmm …med ‘hend-all chomen gêr koa med ma vamm ‘lare din …chomi ket gêr
d’o’r vann ‘bet ‘ve-se hañ … bon ha labourat
Lors : Ha labourat
Jacqueline : A beñ ya
Lors : A ya
Jacqueline : Beñ ya ‘ve-se ‘ vije heñ
Lors : Hag ar « restaurant » ‘oa « six fesses » neun
Jacqueline : « Six fesses » d’ar c’houlz-se — « coin fleuri »
Lors : Heñ
Jacqueline : « Coin fleuri » ‘blije ket dê ‘vije laret « six fesses » heñ pugur ‘oa ‘n … oaint
teir blac’h yaouank ha ‘blije ket dê … « euh » un’ …ur wech ‘oan ‘ba ‘r « restaurant » ‘oa aï un’
‘c’houl’ hag-eñ ‘oa kap dibi … – Sed’ amañ é(o) « six fesses » ? … – ‘Maez !
Lors : A bon
Jacqueline : Ya … a nann nann nann « Le coin fleuri » ‘oa
Lors : O ya med koulskoude tud ar vro…
Jacqueline : O ya toud an dud ‘anve’e « restaurant »-se heñ
Lors : Ya med toud an dud ‘lare « six fesses »
Jacqueline : Ya ‘tre’omp med pas eno hañ … ha ‘ta ket e’mm da lar’t ze eno hañ …ya
Lors : Med …hag « six fesses »-me ‘oa …’oa …’oa merc’hed yaouank kozh
Jacqueline : Ya … n’onn ket ped bloaz ‘oaint… pe oan bet …oppfff un toullad … petr’ è… hanter kant vlâ pe
‘ve-se pe pemp plâ ha daou-ugent matehe ‘oaint apeupre teir
Lors : Hag hini ‘bet ‘zo … bet…dime’et…
Jacqueline : Bet dime’et nann nann nann …marw int bremañ int o-zeir med « restaurant » ‘zo
bet adgwerzhet diou pe deir gwech ‘b’oé med ‘mañ ‘chom bopred
Lors : A ya
Jacqueline : Ya ya
Lors : Ha p’ra ‘zo kaoz neuint ket ka’t gwazed
Jacqueline : A mé n’ou’on ket zé ‘c’ha …matehe ‘gavent med matehe n’oun ket hañ …
« dépannage » matehe a a a a a
Lors : A a a a matehe ya
Jacqueline : Ya
Lors : Den ne oar
Jacqueline : Nann
Lors : A nann nann nann nann nann nann … set’ c’hwi ‘peus kemer’t jerañs neun an ostaleri
Jacqueline : Ya
Lors : Amañ ‘ba Kawan
Jacqueline : Ya
Lors : Hag…
Jacqueline : « 1er Octobre 86 » ya
Lors : Ha… med an ostaleri-mañ pugur ‘oa digoret ‘raok … « euh » bez ‘oa tud dija … an dud ‘oa
kustumet da… da zont
Jacqueline : Ya med goud ‘oa cheñchamant … ‘oa ket …’oa ket momestra ken koa
Lors : Med peseurt difers ‘oa just ‘wac’h
Jacqueline : ‘Fin ‘mod-se adgwaet dija … dija ‘oa toud adgwaet ‘r c’hoñverz koa
Lors : Ya travoioù
Jacqueline : Travoioù m’eus gwaet ha ‘pad travoioù ‘oan bet bac’h « euh » bac’h ti bras ‘kichen ‘n ilis ahe ‘pad tri miz kar ‘oan ket kat da chom hep labourat ‘pad tri miz travoioù ha ‘oamp bet ‘wel’t maer Kawan Pierre-Yvon Tremel ha lare… beñ neuhe red é dim klask neuhe ‘n dra bennaket ‘wid terc’hen koñvers ‘pad tri miz ha ‘meañ…me c’ha…me c’ha da glask ha te ‘glask ha me un noz ‘gousken ket p’lec’h ‘on kat da ga’at plas un tu bennaket moñ-mé ha ‘oa deut da joñj din pugur ‘ anvé’en maer Kawan d’ar c’houlz-se …eñ ‘oa …eñ ‘oa Eugène LEGARET ‘oa ‘met bet maer Kawan ha ‘oamp kamaraded gantañ ma dud ‘oa kamaraded gante ( eñ hag e wreg ) ha ‘ma lar’t o…’oan bet ‘welet Pier-Yvon ‘ma laret de’ñ beñ ti Eugène Legaret ahe moñ-mé ahe ‘zo den ebet ha ahe ‘zo moaien … a a a a ‘zo un ide vad ‘me’añ ha ‘fin eñ ‘na telefonet d’e vab ‘oa meudeusin e Raon ( Roazhon ) ha ‘na laret « ya ya, Jacqueline é mad deï dond »
Lors : Hag Pier-Yvon ‘na lar’t …’na laret dit ‘oa …’oa posubl diplas’ al lisañs
Jacqueline : « Euh » renke’ ‘oa ka’at jandarmed …jandarmed ‘oa bet ‘wel’d ‘chaoñ ha ‘ma ket be’ problemchoù ‘ba ‘n ostaleri ha ‘blam ‘ze ‘ma bet … ‘oa diplaset lisañs ‘pad tri miz
Lors : Med faot a rae kaoud « euh » otorizasion Pier-Yvon pe …
Jacqueline : Ya ha neuhe ar jandarmed iè heñ
Lors : Jandarmed è
Jacqueline : Ya ze ‘oa matehe ‘wid « préfecture » me n’on ket heñ med jandarmed ‘wele ‘-geñ ‘oa ket bet problem …’oa ket bet ‘ve-se…’oaint ket bet du-mañ koa jandarmed …’pad ‘oan ‘terc’h’ … ‘pad ‘oan jerañs koa …’oant ket bet du-mañ gan-se a oa leusket …’ma bet ‘n otorizasion
Lors : A ya …hag ur wech digoue’t ‘ba ‘n ostaleri
Jacqueline : Ya …
Lors : Adgraet
Jacqueline : Ya
Lors : An dud ‘zo…’zo … n’eus…n’eus heuliet …heuliet …
Jacqueline : A beñ ya ha neuhe du-hont ié ‘lec’h ‘oan bet ‘pad tri miz ahe ‘oa bet tud hañ
Lors : A bon
Jacqueline : A ya a a a a
Lors : Lar din peseurt mod ‘oa
Jacqueline : Da wel’d… penaos ‘oa kont ha toud hañ ‘oa ket « moderne, moderne » med bopred a ya ya ya …ahe ‘oa bet ur bern tud heñ … « euh » ahe ‘oa ‘r blasenn ya plasenn an ilis ha ‘ma bet laket taolioù ‘pad ‘n hañv pe vije … ‘pad ‘n hañv ha neuhe pe vije « foot,vétérans » aïent du-me ar sul iè d’eva’ chopin’d pe daou pe tri ha maez …maez vijent ya ha « impeccable » koa a ya ya bez ‘oa tud ‘c’ha ha spontus ya…
Lors : A ya
Jacqueline : Ya …ha feiz goude neuhe pe ‘oan aet ahe ‘oa bet bern tud ié
Lors : A ya … set’ ‘benn…’benn ‘oas aï ‘ba…’ba ‘n ostaleri …
Jacqueline : ‘Benn neuhe ‘ma gwaet ma gliantel ‘benn ‘oan aï en dro
Lors : Ya an dud ‘neus heuliet
Jacqueline : A ya neuhe ‘vije gwaet … feiz soareoù ‘vije gwaet ha toud …’vije ur bern tud
Lors : Ha ‘vid kontañ deus un devezh ‘ba ‘n ostaleri
Jacqueline : Ya
Lors : Da skouer …’ba kreiz ar sun …’ba kreiz ar sun koa
Jacqueline : Ya
Lors : Daoust deg-eñ ‘zo moaien dit displega’ dimp peseurt mod ‘basee an traoù … da bed eur
vije ret dit sevel
Jacqueline : Ya
Lors : Ha prepariñ an treoù toud
Jacqueline : Ya
Lors : « euh » klianted kentañ … piou ‘oa… re gozh …
Jacqueline : Ya
Lors : Petramant re …hag tro unneg eur unneg eur hanter ‘teu re an « apéritif » …moaien ‘zo
dit esplikañ deomp …
Jacqueline : Ha diouzh beure iè ma den di’ore ‘raok mont da labourat…
Lors : Pet’a …
Jacqueline : Ma den
Lors : Ya
Jacqueline : Di’ore diouzh beure da bemp eur hanter ‘save ‘wid di’oriñ… ar bouloñjer aïe da c’hwec’h eur ‘di’as bara… c’hwec’h eur c’hwec’h eur hanter… deus Bear… bara Bear ‘vije ha goude araok da seiz eur hanter …me aïe neuhe da seizh eur hanter …eñ ‘chae da labourad da Lannuon koa …ha … goude neuhe me ‘ vije ‘pad an dé … ‘pad an dé ‘vijen ahe
Lors : Hag ar « journal »
Jacqueline : Journalioù ‘vije ya ha toud an episiri ha toud … an dud aïe …da c’hwec’h eur hanter aïent …pe ouve’eint ‘vije di’oret ‘wid bara ha neuhe journal ha neuhe tammoù treoù dije e’mm …petam ur baoc’h kafe event ha ya …’pad beure vije ‘ve-se…
Lors : Med ar re-mañ ‘oa re…re gozh pe re …re ar bourk pe
Jacqueline : Ya reoù deus bourk neuhe tremeniri ié hañ…tremeniri ‘vije ié hañ
Lors : A ya
Jacqueline : Pugur ‘vije di’oret abred aïentd ‘evañ kafe ha toud … ya ya ya
Lors : Ha neuhen da greisté tro unneg eur …
Jacqueline : A ya aÏe tud d’eva’ pe kafe pe …pe bier…bier surtout koa hañ
Lors : Ha pas kirr na …
Jacqueline : A gué kirr ié med surtout bier
Lors : A
Jacqueline : Surtout bier ‘vije ya
Lors : Ha gwin ‘vije da …da …
Jacqueline : Gwin pe aïe goude mer’nn aïe reoù gozh ‘wejoù ha neuhe even’ ur
bañc’h gwin koa …
Lors : A ya
Jacqueline : pe dri pe be’r pe bemp pe…
Lors : Eizh…
Jacqueline : A a a a
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Pa oas kustumet da vont da labourat da di… da di ar c’higer
Jacqueline : Ya
Lors : « Euh » se a oa… se a oa a-raok neuze
Jacqueline : Ya c’hwezek vloaz am boa
Lors : C’hwezek vloaz
Jacqueline : E-pad konjeoù koa
Lors : A e-pad konjeoù
Jacqueline : Hm… met a-hend-all e chomen er gêr koa met ma vamm a lâre din… chomi ket er gêr d’ober vann ebet evel-se hañ… bon… ha labourat
Lors : Ha labourat
Jacqueline : A beñ ya
Lors : A ya
Jacqueline : Beñ ya evel-se e veze heñ
Lors : Hag ar « retaurant » a oa « six fesses » neuze
Jacqueline : « Six fesses » d’ar c’houlz-se « coin fleuri »
Lors : Heñ
Jacqueline : « Coin fleuri » ne blije ket dezhe e vije lâret « six fesses » heñ peogwir e oa an… e oant teir blac’h yaouank ha ne blije ket dezhe… « euh » unan… ur wech e oan e-barzh ar « restaurant » e oa erruet unan o c’houlenn hag-eñ e oa kap debriñ… – setu amañ eo «six fesses » ?… – ‘Maez !
Lors : A bon
Jacqueline : Ya… a nann nann nann « Le coin fleuri » e oa
Lors : O ya mes koulskoude tud ar vro…
Jacqueline : O ya tout an dud a anaveze ar « restaurant »-se heñ
Lors : Ya met tout an dud a lâre « six fesses »
Jacqueline : Ya etrezomp met pas eno heñ… ha ‘poa ket ezhomm da lâret se eno hañ… ya
Lors : Mes… hag « six fesses »-mañ a oa… a oa… a oa merc’hed yaouank kozh
Jacqueline : Ya… n’ouzon ket pet bloaz e oant… pa oan bet ooppff un toullad… betek hanter-kant vloaz pe evel-se pe pemp bloaz ha daou-ugent marteze e oant apeupre teir
Lors : Hag hini ebet a zo… bet… dimezet…
Jacqueline : Bet dimezet nann nann nann… marv int bremañ o-zeir met ar « restaurant » zo
adgwerzet div pe deir gwech abaoe met emañ chomet bepred
Lors : A ya
Jacqueline : Ya ya
Lors : Ha petra a zo kaoz n’o deus ket kavet gwazed
Jacqueline : A me n’ouzon ket se ‘vat… marteze a gavent met marteze n’ouzon ket hañ…
« dépannage » marteze a a a a a
Lors : A a a a marteze ya
Jacqueline : Ya
Lors : Den ne oar
Jacqueline : Nann
Lors :A nann nann nann nann nann… setu c’hwi ho peus kemeret « gérence » neuze d’an ostaleri
Jacqueline : Ya
Lors : Amañ e-barzh Kawan
Jacqueline : Ya
Lors : Hag…
Jacqueline : « 1er Octobre 86 » ya
Lors : Ha… mes an ostaleri-mañ peogwir e oa digoret a-raok… « euh » bez e oa tud dija… an dud a oa kustumet da… da zont
Jacqueline : Ya met goude a oa cheñchamant… ne oa ket… ne oa ket memes tra ken koa
Lors : Mes peseurt diferañs a oa just a-walc’h
Jacqueline : Anfiñ ar mod-se… adgraet dija… dija e oa tout adgraet ar c’hoñvers koa
Lors : Ya travoioù
Jacqueline : Travoioù ‘meus graet hag e-pad travoioù e oan bet e-barzh « euh » e-barzh an ti bras e-kichen an iliz aze e-pad tri miz kar ne oan ket kap da chom hep labourat e-pad tri miz travoioù hag e oamp bet o welet maer Kawan, Pier-Yvon Tremel ha lâre… beñ neuze ret eo dimp klask neuze un dra bennaket evit derc’hel ar c’hoñvers e-pad tri miz hag emezañ… me ac’h a… me ac’h a da glask ha te a glask ha me un noz ne gousken ket… pelec’h on kap da gavout plas en un tu bennak emezon-me hag e oa deuet da soñj din peogwir a anavezen maer Kawan d’ar c’houlz-se…eñ a oa… eñ a oa Eugène Legaret e oa nemet bet maer Kawan hag e oamp kamaraded gantañ… ma dud a oa kamaraded gante (eñ hag e wreg) ha am boa lâret o… e oan bet o welet Pier-Yvon am boa lâret dezhañ beñ e ti Eugène Legaret aze emezon-me aze a zo den ebet hag aze zo moaien… a a a a zo un ide vat emezañ hag añfin eñ en doa telefonet d’e vab a oa medesin e Roazhon hag en doa lâret « ya ya, Jacqueline eo mat dezhi dont »
Lors : Hag Pier-Yvon en doa lâret… en doa lâret dit e oa… e oa posupl diblasañ al lisañs
Jacqueline : « Euh » Ranket e oa kavout ar jañdarmed… ar jañdarmed a oa bet o welet ac’hanon ha n’am boa ket bet problemoù e-barzh an ostaleri ha abalamour da se ‘moa bet… a oa diblaset al lisañs e-pad tri miz
Lors : Mes faotañ a rae kaout « euh » otorizasion Pier-Yvon pe…
Jacqueline : Ya ha neuze ar jañdarmed ivez hañ
Lors : Jañdarmed ivez
Jacqueline : Ya se a oa marteze evit ar « préfecture » me n’ouzon ket hañ met ar jañdarmed a wele hag-eñ ne oa ket bet « problème »… ne oa ket bet evel-se… ne oant ket bet du-mañ koa
jañdarmed… e-pad e oan o terc’hel… e-pad e oan e « gérence » koa… ne oant ket bet du-mañ gant-
se a oa laosket… am boa bet an otorizasion
Lors : A ya… hag ur wech degouezhet e-barzh an ostaleri
Jacqueline : Ya
Lors : Adgraet
Jacqueline : Ya
Lors : An dud a zo… a zo… o deus… o deus heuliet… heuliet
Jacqueline : A beñ ya ha neuze du-hont ivez el lec’h e oan bet e-pad tri miz aze e oa bet tud hañ
Lors : A bon
Jacqueline : A ya a a a
Lors : Lâr din peseurt mod e oa
Jacqueline : Da welet… penaos e oa kont ha tout heñ ne oa ket « moderne, moderne » met bepred a ya ya ya… aze e oa bet ur bern tud hañ… « euh » aze e oa ar blasenn… plasenn an iliz hag am boa bet lakaet taolioù e-pad an hañv pa veze… e-pad an hañv ha neuze pa veze « foot,vétérans » ec’h erruent du-mañ ar sul ivez d’evañ ur chopinad pe daou pe tri ha ‘maez… ‘maez e vezent ya hag « impeccable » koa a ya ya bez e oa tud ‘vat ha spontus hañ
Lors : A ya
Jacqueline : Ya… ha feiz goude neuze pa oan aet aze e oa bet bern tud ivez
Lors : A ya… setu a-benn… a-benn e oas erruet e-barzh… e-barzh an ostaleri
Jacqueline : A-benn neuze am boa graet ma gliantell a-benn e oan erruet en-dro
Lors : Ya an dud o deus heuliet
Jacqueline : A ya neuze e veze graet… feiz « soareoù » a veze graet ha tout… ha veze ur bern tud
Lors : Hag evit kontañ deus un devezh e-barzh an ostaleri
Jacqueline : Ya
Lors : Da skouer… e-barzh kreiz ar sizhun… e-barzh kreiz ar sizhun koa
Jacqueline : ya
Lors : Daoust hag-eñ zo moaien dit displegañ deomp peseurt mod a basee an traoù… da bet eur e
veze ret dit sevel
Jacqueline : Ya
Lors : Ha prepariñ an traoù tout
Jacqueline : Ya
Lors : « Euh » klianted kentañ… piv oa… re gozh
Jacqueline : Ya
Lors : Peotramant re… hag tro unnek eur unnek eur hanter e teu re an « apéritif » moaien zo dit
esplikañ deomp
Jacqueline : Ha diouzh beure ivez ma den a zigore a-raok mont da labourat
Lors : Petra
Jacqueline : Ma den
Lors : Ya
Jacqueline : Digore diouzh beure da bemp eur hanter a save evit digoriñ, ar bouloñjer a errue da c’hwec’h eur ‘degas bara…c’hwec’h eur c’hwec’h eur hanter… eus Bear… bara Bear a veze ha goude a-raok da seizh eur hanter me a errue neuze da seizh eur hanter… eñ ac’h ae da labourat da Lannuon koa… ha… goude neuze me a veze e-pad an deiz… e-pad an deiz e vezen aze
Lors : Hag ar « journal »
Jacqueline : Journalioù a veze ya… ha tout an ispisiri ha tout… an dud a errue… da c’hwec’h eur hanter a erruent pa ouvezent e veze digoret evit bara ha neuze journal ha neuze tammoù traoù o deze ezhomm… peotramant ur bannac’h kafe a event ha ya… e-pad ar beure a veze evel-se…
Lors : Mes ar re-mañ a oa re… re gozh pe re… re ar bourk pe…
Jacqueline : Ya reoù deus bourk neuze tremeniri ivez… tremeniri a veze ivez hañ
Lors : A ya
Jacqueline : Peogwir e veze digoret abred a erruent d’evañ kafe ha tout…ya ya ya
Lors : Ha neuze da greisteiz tro unnek eur
Jacqueline : A ya a errue tud d’evañ pe kafe pe… pe bier… bier surtout koa heñ
Lors : Ha pas kirr na…
Jacqueline : A geo kirr ivez met surtout bier
Lors : A
Jacqueline : Surtout bier a veze ya
Lors : Ha gwin a veze da …da …
Jacqueline : Gwin pa errue goude merenn a errue reoù gozh a-wechoù ha neuze a event ur bannac’h
gwin koa
Lors : A ya
Jacqueline : Pe dri pe bevar pe bemp pe…
Lors : Eizh …
Jacqueline : A a a a