Guy Le Morzadec, deus Pellann

Guy Le Morzadec, deus Pellann, a zo bet blenier (« chauffeur ») ha mekanikour e-pad e vuhez.
Daoust dezhañ boud brezhoneger ampart, en doa kavet diaes kontañ kaoz gant tud bro Gwengamp…

Lors : Pé oec’h … pé ‘z oc’h deut… deit en-dro ‘ba… dré ama’

Guy : Ya

Lors : ‘Peus komañset labourat ‘ba lec’h ell neuzen

Guy : A pas ‘m eus labouret ur blé ‘ba’ r …’ba’r feurm get ma zud ‘hoah pugur i doaint
ur blé d’ober araok monet « en retraite »

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ya ya

Guy : Ya ya

Lors : Hag ar-lerc’h ‘peus labouret ‘ba …’peus laret dein

Guy : Ya ‘ba Gwengamp

Lors : ‘Ba’ Gwengamp

Guy : Ya

Lors : Med du-sé ‘vit … ‘vit konta’ brezhoneg gen’ ‘n dud ‘oé …oé ket aes

Guy : O nann gomprenen ket kalz o breton … n’é ket memes breton ‘el dre amañ

Lors : Nann

Guy : Nann

Lors : Sete pet’a ‘peus… pet’a ‘peus laret dehe neuhen

Guy : Beñ ‘m’eus laret dehe gomprenen ket er breton …’ouien ket breton « voilà » … pell
aesoc’h ‘oé pugur ié ‘lare traoù dein ha gomprenen ket

Lors : Chetu ar-lerc’h ‘peus ket bet disket tammoù breton gete…

Guy : O nann nann nann … me ‘gomprene ‘benn komzint ‘trede me gomprene traoù med pas …
pas tout

Lors : Pas tout …a nann nann

Guy : Nann

Lors : Memes tra tamm ha tamm ‘oec’h …oec’h …oec’h kap da gompren doh…

Guy : A beñ ya med ped tout ‘perh a larint …bou’ ‘zo komzaoù a oaint tamm… tamm ‘bet ur
sort e’l… e’l amañ

Lors : Nann

Guy : Nann nann

Lors : Nann ha peseurt micher ‘oé ho micher du-sé

Guy : O beñ « chauffeur »

Lors : « Chauffeur »

Guy : Ya

Lors : Hag c’hwi ‘zo chomet « chauffeur »  ‘pad…’pad pell neuhen

Guy : A « chauffeur »  derc’hmat

Lors : Derc’hmat

Guy : A a a derc’hmat ‘on bet « chauffeur »  ha neuhen ha « mécanicien » ; … ya

Lors : Neun ‘peus bet okazionoù da…da…da veajiñ neuhen

Guy : O dam ya ar-lerc’h ‘m eus bet voiajet ur bern bé ‘oen oeit da labouret da Bondi
aze c’h aemp da Baris div weh ar zun ha da … broiaoù an « Est »  doh …doh Frañs

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Sete « Nancy » …

Guy : Ya « Nancy , Strasbourg, Metz »  tout … tout ar broiaoù doh.. ‘ba ‘r vro-se

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Hag an dé ar-lerc’h ‘poé dein la’ …la’…la’…’oé…’oé..oé bet …oé bet goulennet genoc’h
« euh » renko moteuriaoù ha tout …

Guy : O beñ kampenn

Lors : Kampenn…

Guy : Er gamionaoù ya

Lors : A ya sete…

Guy : Ha sé ‘on …m’eus graeit er muiañ ‘m’eus groeit é…é sé … kampenn ‘r gamionaoù

Lors : A ya

Guy : Ya … ya ya

Lors : Hag …med …ar perh ‘poé disket ‘ba ‘n arme neuzen…

Guy : A sé tout sé n’eus jervijet dein … a ya

Lors : Ya pugur ‘benn ar fin er c’hamionoù ‘oé ..oé… er moteurioaù ‘oé … oé tost …’oé

Guy : Beñ er moteuriaoù ha…tout an traoù erell euweu… er freinyoù ohpenn er moteuriaoù ‘vé…
‘vé ret kampenn heñ

Lors : A ya

Guy : Beñ ya … a a a ya

Lors : Med ar c’hamionoù ‘oé kamionoù « frigorifiques »

Guy : Ya ya

Lors : n’é ket

Guy : Ya ‘oa ur « frigo » war pop kamion

Lors : Ya pop hani koa

Guy : Ya

Lors : Ha…ha c’hwi ‘oé kap da…da gampenn…

Guy : Beñ ya ‘el…’el an traoù ‘rell eu

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ha chetu ‘peus disket tamm ha tamm euweu

Guy : A beñ ‘benn…’benn ‘ra un den ‘teska’ mar’d oc’h get ‘ un ell a ouia beñ
c’hwi … ion ‘diskoueia doh ha …’r peh…’r peh ‘ouiet ket hag ‘else ‘tesket…

Lors : Ya

Guy : Beñ ya

Lors : Hmm beñ ya ha peseurt mod ‘peus laret dein la’ ‘zo moaien diski… diski ur vicher ‘n’or
daou viz n’é ket

Guy : Ya ‘ba daou viz ya ‘ba …ma ‘vé desket mad doh med añfin ‘vid…’vid komañs get sé
‘telet ‘n’on debrouilho ho-konon arler’ch

Lors : A ya

Guy : Beñ ya

Lors : Med faot a ra kaout ur…ur skolaer mad koa …ur «  professeur » mad koa

Guy : Beñ ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Pa oac’h… pa’z oc’h deuet… deuet en-dro e-barzh… dre amañ

Guy : Ya

Lors : Ho peus komañset da labourat e lec’h all neuze

Guy : A pas… am eus labouret ur bloaz e-barzh ar… e-barzh ar feurm gant ma zud c’hoazh
peogwir int o doa ur bloaz d’ober a-raok mont en retred

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ya ya

Guy : Ya ya

Lors : Ha war-lerc’h neuze ho peus labouret e-barzh… ho peus lâret din

Guy : Ya e-barzh Gwengamp

Lors : E-barzh Gwengamp

Guy : Ya

Lors : Mes du-se evit… evit kontañ brezhoneg gant an dud e oa… ne oa ket aes

Guy : O nann ne gomprenen ket kalz o breton… n’eo ket memes breton evel dre amañ

Lors : Nann

Guy : Nann

Lors : Setu petra ho peus… petra ho peus lâret dezhe neuze

Guy : Beñ am eus lâret dezhe ne gomprenen ket ar breton (brezhoneg)… ne ouien ket breton
« voilà »… pell aesoc’h e oa peogwir int a lâre traoù din ha ‘gomprenen ket

Lors : Setu war-lerc’h n’ho peus ket bet desket tammoù breton gante…

Guy : O nann nann nann… me a gomprene a-benn e komzent etreze me a gomprene traoù mes
pas… pas tout

Lors : Pas tout… a nann nann

Guy : Nann

Lors : Memes tra tamm ha tamm e oac’h… e oac’h… e oac’h kap da gompren diouzh…

Guy : A beñ ya mes pe… tout ar pezh a lârent… bout zo komzoù ha oant tamm… tamm ebet
ur sort evel… evel amañ

Lors : Nann

Guy : Nann nann

Lors : Nann ha peseurt micher a oa ho micher du-se

Guy : O beñ « chauffeur »

Lors : « Chauffeur »

Guy : Ya

Lors : Ha c’hwi a zo chomet « chauffeur » e-pad… e-pad pell neuze

Guy : A « chauffeur »dalc’hmat

Lors : Dalc’hmat

Guy : A a a dalc’hmat on bet « chauffeur » ha neuze « mécanicien »… ya

Lors : Neuze ‘peus ket bet okazionoù da… da… da veajiñ neuze

Guy : O dam ya war-lerc’h ‘meus bet veajet ur bern pa oan aet da labourat da Bondi aze ez aemp da
Baris div wezh ar sizun ha da… broioù an « Est » diouzh… diouzh Frañs

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Setu « Nancy »…

Guy : Ya « Nancy, Strasbourg , Metz » tout… tout ar broioù diouzh… e-barzh ar vro-se

Lors : Ya

Guy : A ya

Lors : Hag an deiz war-lerc’h ho poa lâret din la… la… la e oa… e oa bet… e oa bet goulennet
ganeoc’h « euh » renkañ moteurioù ha tout

Guy : O beñ kempenn

Lors : Kempenn

Guy : Ar gamionoù ya

Lors : A ya setu…

Guy : Ha se on… ‘meus graet… ar muiañ am eus graet eo… eo se… kempenn ar gamionoù

Lors : A ya

Guy : Ya …ya ya

Lors : Hag… mes… ar pezh ho poa desket e-barzh an arme neuze…

Guy : A se tout se en deus servijet din… a ya

Lors : Ya peogwir a-benn ar fin ar c’hamionoù a oa… a oa… ar moteurioù a oa… a oa tost… a oa

Guy : Beñ ar moteurioù ha… tout an traoù arall ivez… ar freñioù ouzhpenn ar moteurioù a vez… a
vez ret kempenn heñ

Lors : A ya

Guy : Beñ ya… a a a ya

Lors : Mes ar c’hamionoù a oa kamionoù « frigorifiques »

Guy : Ya ya

Lors : N’eo ket

Guy : Ya e oa ur « frigo » war pep kamion

Lors : Ya pep hini koa

Guy : Ya

Lors : Ha… ha c’hwi a oa kap da… da gempenn

Guy : Beñ ya evel… evel an traoù arall ivez

Lors : A ya

Guy : Ya

Lors : Ha setu ho peus desket tamm ha tamm ivez

Guy : A beñ a-benn… a-benn a ra un den e teska… mard oc’h gant un all a ouia beñ c’hwi… eñ
‘diskoueza deoc’h ha… ar pezh ar pezh ne ouiit ket hag evel-se e teskit…

Lors : Ya

Guy : Beñ ya

Lors : Hmmm beñ ya ha peseurt mod ho peus lâret din la ez eus moaien deskiñ… deskiñ ur vicher
en ur ober daou viz… n’eo ket

Guy : Ya e-barzh daou viz ya e-barzh… ma vez desket mat deoc’h mes añfin evit… evit komañs
gant se… e tleit en em debrouilhañ hoc’h-unan war-lerc’h

Lors : A ya

Guy : Beñ ya

Lors : Mes faotañ a ra kaout ur… ur skolaer mat koa… ur « professeur » mat koa

Guy : Beñ ya