Lucie Hamon-Guillerm, deus Pont Melvez
Lucie a gont deomp un dro gaer en deus graet d’un den ‘barzh an treñ, en ur vont da Bariz.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lucie : Bon
Lors : Bon Lucie
Lucie : Ya
Lors : Nign zo digoue’et amañ hirie…hudu fenoz … hag ar wech all ‘pa laret din ‘ pije bet kontet din kontadenn Paris
Lucie : Beñ ya a ta’ ya
Lors : Pet’a é zé
Lucie : Aaaaa aï un droienn hag un droienn ‘ma graet d’un den digourdi ‘oa ‘hont ganin da Baris o ‘h ez da welet … bon me pugur ‘ma kollet ma zud abred ‘oa sa’et amañ ha gant… ha gant… Ha gant… Hag abred ‘wac’h ‘oan aet da c’honit è ‘wel ‘wel ‘wel ar … ma ket ‘met pofff tou-just pe’rzek vlâ med ‘raok ‘oan bet ha d’afer-ze …’raok ‘oan bet ‘vessa bugale …’vessa bugale pé goude ‘oan aet da vessa bugale da’m c’hoar goshañ « euh » pas ‘n hini goshañ an eil’et … ha beñ « dis donc » ene ‘oan bet un tamm ‘vessa bugale ha eï un tamm memes-tra gwech ha gwech all ‘h aen ha ma breur kaer oa ‘labour’t war an hent-houarn ha me c’hoar ‘oa ‘ vessa barrieroù ‘ba’zh Ploubêr …
Lors : Ya
Lucie : Ya hag un drowez neuhe ‘na lar’t ma breur kaer e vo paet ur veaj da Lucie d’hont da Baris
Lors : A
Lucie : O me ‘oa c’hwe’et din heñ … da Baris … bon ‘fin laket ‘oan kaer prenet ‘oa din toud an traoù … ur robenn me oaran ket pé ‘oa « bleue garrigue » pé « bleue cerise » ‘m eus ket joñs
Lors : Nann
Lucie : Med boped ‘oa ur robenn … a feï ‘hat prest oan d’hont da Baris ha me komer an treñ ‘barzh gar Kerozern … hoñz ‘zo un tamm gar vihañ kreiz ‘tre Ploubêr ha Plouared
Lors : A ya
Lucie : Ya ha pé ‘oan aï ‘ba ‘n treñ bras ‘oan… un tamm bihan ene (eno) ….jenet è bon ma aet ‘oan ‘ba’zh boped ha pé ‘oan aï ‘hat ‘oa un tamm o un tamm … un tamm paotr ‘oa ket re vras ha tres un otrou mes jentil anfin jentil ‘lare ket mann ebet med bon … gwisket kaer ‘oa un tamm med mann ebet ‘hat … bon pé ‘oamp aï ‘ba’ i Gwengamp neuhe ‘sed’ ‘taes daou deus …o deus treñ Keraes ‘taent… ar re-he ‘oa deus koste’ matren « Finistère « ‘n tu bennak … ar re-he ‘oa ‘hont da eured o merc’h da Baris … med pé oaint aï ‘ba’ i Gwengamp ‘vit se pé oaint aï ‘ba’ an treñ hag i ‘ti’or ur voutailhad jistr bouchet ‘c’h ober ur c’has-krout kig sall hag amañ ha ‘ti’or’ ar voutailhad jistr bouchet med ar jistr bouchet ‘oarez ‘wac’h … heñz nivoa stribilhet ha ‘ma g’aet pet’a ‘ma g’aet é troñch’ ma robenn un tamm heñ …’ma ket…ya ya « polie « med heñzh neuhe ‘na duvunet an tamm kanfart-se o aï ‘oa kalet mat … ha pé ‘oamp aï ‘barzh Lamballe nivoa laret din o ma sa’et hoc’h robenn uheloc’h un tamm matrezen me ‘rey pemp kant lur dac’h … a ya ‘ha’ ha me ‘oa kontant ‘ha’ me ‘oa kontant pemp kant lur é… mi ‘ma ket arc’hant … ha fidamdoue dre ma ‘h ae ha Sant Brieg ha tout ha memes-tra pemp kant lur boped … o hema’ zo hema’ zo un otrou ‘vat
Lors : Ya
Lucie : A ya … ya ya ha pé ‘oamp aï ha derc’h’ a rae mont « euh Rennes » bon derc’h’ ‘rae mont derc’h ‘rae an treñ roula’ bopred ha fidamdoue ‘benn ‘fin ‘oamp aï tostaad ‘raemp d’af-ze da Baris oarez ‘wac’h… dre vale ‘oamp charret ‘benn ‘fin med ‘benn ‘fin sul gwech ‘vije ret ‘zroñch er robenn
Lors : A ya
Lucie : A beñ ya …feï ‘benn ‘fin…’tostaat da …benn ‘fin ‘oa eï izel… uhel-mat er robenn ha me ‘lar de’ñ neuhe ha ya ha eñ ‘lar din c’hoazh… sav ‘neï un tamm c’hoazh matrehen … ya ya ma ‘zo pemp kant lur c’hoazh … ‘benn ‘fin dostaemp da Baris ‘vit-se ha ‘benn ‘fin pé oa aï berr ‘wac’h ar robenn ‘gomze ket ken kalz … ne ‘oa ket re .. ha benn mim tae aï ‘oamp « Versailles » … tost da « Versailles « ha me ‘ lare de’añ bon ‘ma lar’t de’eñ … ma reït pemp kant lur din c’hoazh me ‘h a da ziskoueï dac’h p’lac’h ‘on bet operet deuc’h an apeñdisit … a mé ‘ma bet arc’hant ‘ha ha ‘ma bet … ya ya ha ‘ma laret deñ ma vaotr … sav’t a sav memes ha sell vad (a-vad / er-vad) « à gauche « ahe ‘ba’ r c’hlinik ahe sell ‘on bet ‘ba ‘r c’hlinik ahe on bet operet ‘ba’ … deuc’h an apeñdisit … ‘c’hanta tapet ‘ma an ewn …’ma ket tapet neñ brao ‘gav dac’h ?
Lors : A yéo ‘c’ha
Lucie : Ha g’aet un toullad arc’hant ganin
Lors : Ha pegem’ … ‘pa ‘pa …
Lucie : O pegem’ ‘ma tapet « cinq , cinq , dix , quinze , vingt « o matresen
Lors : Tregont lur
Lucie : Tri mil lur matren
Lors : Tri mil lur ya
Lucie : Tri mil lur ya ‘peupre ya med ‘m eus ket joñj
Lors : Peus ket joñj
Lucie : Med tapet ‘ma ‘n ewn ‘d’af’-ze
Lors : Ya ya
Lucie : Ya ya tapet ‘ma ‘ne’en …. « voilà « ma gontadenn mont da Baris
Lors : A houz’ ‘zo brao
Lucie : Ya ya
Lors : Med ar gontadenn-mañ ‘zo ur gontadenn gwir koa
Lucie : Heñ
Lors : Gwir é ar…
Lucie : A zé ‘zo gwir ya ya zé ‘zo gwir
Lors : A ya
Lucie : A ya zé ‘zo gwir gwir-mad é …’barzh klinik hag-eñ ‘m eus ket joñj deus ar c’hlinik… « Val d’Or «
Lors : « Val d’Or «
Lucie : « Val d’Or « …klinik « Val d’Or « ‘ba « Versailles »
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lucie : Bon
Lors : Bon Lucie …
Lucie : Ya
Lors : Ni a zo degouezhet amañ hirio hudu fenoz … hag ar wech all ho poa laret din ho pije bet kontet din kontadenn Paris
Lucie : Beñ ya a ‘ta ya !
Lors : Petra eo se
Lucie : A a a a a arru un droienn hag un droienn ‘m boa graet d’un den digourdi a oa o vont ganin da Baris … o ‘c’h ez da welet … bon me peogwir ‘m boa kollet ma zud abred a oa savet amañ ha gant ha gant ha gant… Hag abred awalc’h e oan aet da c’honit ivez evel … evel…evel ar… me n’am boa ket nemet pofff tou-just pevarzek vloaz …mes araok e oan bet ha d’afer-se … araok e oan bet o vesa bugale (maes+ha) … o vesa bugale pe goude e oan aet da vesa bugale da’m c’hoar goshañ « euh » pas an hini goshañ … an eilvet … ha beñ « dis donc « eno e oan bet un tamm o vesa bugale hag arruet un tamm memes-tra gwech ha gwezh all ez aen ha ma breur-kaer a oa o labourat war an hent-houarn ha ma c’hoar e oa o vesa barrieroù e-barzh Ploubêr …
Lors : Ya
Lucie : Ya hag un drovezh neuze en doa laret ma breur kaer a vo paeet ur veaj da Lucie da vont da Baris
Lors : A
Lucie : O me a oa c’hwezet din heñ …da Baris … bon fin laket e oan kaer …prenet e oa din tout an traoù …ur robenn me ne oaran ket pe oa « Bleue garrigue « pe « Bleue cerise « ne’m eus ket soñj…
Lors : Nann
Lucie : Mes bepred e oa ur robenn … a feiz moarvat e oan prest da vont da Baris ha me (ha) kemer an treñ e-barzh gar Kerozern … hounnezh a zo un tamm gar vihan ‘kreiz ‘tre Ploubêr ha Plouared
Lors : A ya
Lucie : Ya ha pa oan erruet e-barzh an treñ bras e oan… un tamm bihan… eno …jenet ivez … bon ma aet e oan e-barzh bepred ha pa oan arruet moarvat a oa un tamm …o un tamm paotr ne oa ket re vras ha tres un aotrou mes jentil anfin jentil ne lare ket mann ebet mes bon…gwisket e oa un tamm mes mann ebet moarvat … bon pa oamp erruet e-barzh e Gwengamp neuze setu e tdeuas daou eus…o eus treñ Keraez ‘teuaent … ar re-se a oa diouzh kostez marteze « Finistère « un tu bennak …ar re-se a oa o vont da eured o merc’h da Baris … mes pa oant erruet e-barzh e Gwengamp evit-se pa oant erruet e-barzh an treñ hag i o tigoriñ ur voutailhad chistr bouchet oc’h ober ur c’ha-skrout kig sall hag amann hag o tigoriñ ar voutailhad chistr bouchet mes ar chistr bouchet a oarez a-walc’h …hennezh en devoa stribilhet hag am boa graet petra moa graet eo troñsan ma robenn un tamm heñ …n’am boa ket … ya ya … « polie « mes hennezh neuze en doa dihunet un tamm kanfard-se … o erruet e oa kalet-mat (en oad)… ha pa oamp erruet e-barzh Lambal en devoa laret din o ma savit ho robenn uheloc’h un tamm marteze me a roy / roio pemp kant lur deoc’h a ya moarvat … ha me a oa kontant moarvat pemp kant lur eo … me n’am boa ket arc’hant … ha fidamdoue dre ma’z ae ha Sant Brieg ha tout pemp kant lur bepred … o hemañ a zo … hemañ a zo un aotrou moarvat
Lors : Ya
Lucie : A ya … ya ya ha pa oamp erruet ha derc’hel a rae mont « euh Rennes « bon derc’hel a rae mont derc’hel a rae an treñ roulañ bepred ha fidamdoue a-benn ar fin e oamp arruet tostaat a raemp d’afer-se da Baris, oarez awalc’h … dre vale e oamp charret a-benn ar fin mes a-benn ar fin seul gwech e vije ret din troñsañ ar robenn
Lors : A ya
Lucie : A beñ ya … feiz a-benn ar fin … o tostaat da …a-benn ar fin e oa arru izel… uhel-mat ar robenn ha me a lar dezhañ neuze ha ya hag eñ a lar din c’hoazh … sav anezhi un tamm c’hoazh marteze … ya ya ma’z eus pemp kant lur c’hoazh ‘benn ar fin a dostaemp da Baris evit-se ha ‘benn ar fin pa oa arru berr a-walc’h ar robenn ne gomze ket kalz ken …ne oa ket re …ha ‘benn ni a deue … arru e oamp e « Versailles « tost da « Versailles « ha me a lare dezhañ bon am boa laret dezhañ … ma roit pemp kant lur din c’hoazh me a ya da ziskoueziñ deoc’h pelec’h on bet operet diouzh an apeñdisit … ha me am boa bet arc’hant moarvat hag am boa bet …ya ya hag em boa laret dezhañ : ma v\faotr, savit a-sav memes ha sellit a-vad / (ez-)vad, « à gauche « aze e-barzh ar c’hlinik aze sell on bet e-barzh ar c’hlinik aze on bet operet e-barzh … diouzh an apeñdisit ! Ac’hanta tapet am boa an evn … ne’m boa ket tapet anezhañ brav, a gav deoc’h ?
Lors : A ! eo moarvat !
Lucie : Ha graet un toullad arc’hant ganin
Lors : Ha pegement … ho poa ho poa
Lucie : O pegement am boa tapet « cinq , cinq , dix , quinze , vingt « o marteze
Lors : Tregont lur
Lucie : Tri mil lur marteze
Lors : Tri mil lur ya
Lucie : Tri mil lur ya apeupre ya mes ne’m eus ket soñj
Lors : N’ho peus ket soñj
Lucie : Mes tapet am boa an evn d’afer-se !
Lors : Ya ya
Lucie : Ya ya tapet am boa anezhañ … « voilà « ma gontadenn « mont da Baris »
Lors : A hounnezh a zo brav !
Lucie : Ya ya
Lors : Mes ar gontadenn-mañ zo ur gontadenn gwir koa
Lucie : Heñ
Lors : Gwir eo ar…
Lucie : A se zo gwir ya ya se zo gwir
Lors : A ya
Lucie : A ya se zo gwir gwir mad eo … e-barzh klinik …hag-eñ ‘m eus ket soñj eus ar c’hlinik … « Val d’Or «
Lors : « Val d’Or «
Lucie : « Val d’Or « klinik « Val d’Or « e-barzh « Versailles »