Michel Carpy, deus Plougernevel

Michel Carpy, deus Plougernevel

Gwechall ez ae Michel Carpy da gestel evit ar c’hure en e garter deus parrouz Plougernevel. Kont a ra deomp penaoz e rae tro ar bourk, en ur ehan a-wechoù en ostaleri !


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Ha… med ar wech all ‘poé kontet dein… din… la c’hwi zo bet ‘kestel ?

Michel : Gad’ er person

Lors : Hag e poé ur pred… ur pred ti ar person, n’é ket ?

Michel : A ya ya ya, med bet on ‘kestel ga’d er person hag… er sakrist… eur sakrist ‘oé ‘ba peb ‘ba toud er barrezaoù ‘oé ur person, ur « vicaire , comment qu’on dit ça » eur viker… [ur c’hure]

Lors : Ar c’hloier, n’é ket ?

Michel : ‘ Oaran ket, me ‘oaran ket…

Lors : ‘Oaran ket eu…

Michel : ‘Oaret ket eu ?

Lors : Nann !

Michel : Hag… ar c’hure…

Lors : Ar person… ar beleg

Michel : ‘r beleg hag er zakrist

Lors : Eur zakrist

Michel : Ya… ‘vel… get « euh » er wech ketañ omp oeit gad eur… gad eur zakrist… gad er person ma peus c’hoant ar-lerc’h ‘on oeit gad er… gad er zakrist… ‘on bet ga’r c’hure, ga’ ‘r person war-lerc’h koa

Lors : Ar c’hure ?

Michel : Ya

Lors : Ya med just ‘wac’h, peseurt mod ‘ vize graet ze… mond ‘raec’h war ‘maez ‘sames ?

Michel : Ya ya, med neuhe ‘ba peb… pep hain ‘rae e gartier… mi ‘oa ‘ba kartier er bourk koa, « donc » ‘ c’hampagn er bourk ‘petag er c’hamp… med amañ ‘momp ket ‘ba memes kartier, tu ell er wouez [wazh] ahe ‘mañ kartier ‘r bourk… amañ ‘momp ‘ba kartier Sant Yann, Zan’ Yann

Lors : Zant Yann, ya

Michel : « Saint Jean »

Lors : Ya

Michel : Amañ ‘ba, ‘ba tu-men deus er wouez

Lors : Ya

Michel : Med ‘ba… pell zo ‘ver ket ‘kestel kin heñ, med neuhe ‘vi’e kestet ‘vid er person ha ‘vid, ‘vid er c’hure, ha neun ‘veze ur preud koa, just pé vizè kestet… graet toud er barrez koa… ya potr !

Lors : Med peseurt mod ‘vize graet, mond a raec’h…

Michel : « De » feurm « à » feurm

Lors : Ya ya, feurm ha feurm, « eu » mond a raec’h deuc’h ar mintin… deus ar mintin ‘oa ret ?

Michel : Ya ya, ha da vintin ha pe veze lan ar « char à banc » ‘vize kas’t da, da, da, d’ar bourk koa heñ, da, da, da, d’er c’hoperativ… ha neun vi’e adkrog’t d’an abardé koa

Lors : Med peta ‘vize destumet ?

Michel : Gwi… gwinizh ‘vize reit koa

Lors : Gwinizh ‘vize reit da reiñ d’ar person ?

Michel : Ya o ya ya, gwinizh ‘vid er,’vid er c’hure ha neun… ar zakrist, gwinizh vize reit è, pep hain ‘reie, boud ‘zo re ‘reie… ur bern, un tamm bian … boud ‘zo re … ur bern !

Lors : Med ‘oé ket… an an an dud a roe… gwinizh, « euh » hervez an douaroù ‘na ?

Michel : Ya ya, hervé’, hervé’ i joñj koa, boud ‘zo re nivoe ket c’hoant da reiñ med reiñ, ob’r ‘rint memes tra koa… boud ‘zo re a… ‘blije ket ar person dê… vizè reit un tamm bihan dañ

Lors : A ya

Michel : An hain’ ‘blije ar person dañ ‘vije reit ur sac’hed dañ, a a a a…

Lors : Just ‘wac’h med memes, med pugur parrez Plougerne’en d’ar c’hours-ze…

Michel : Ya

Lors : ‘Oé oé ru, pé gwenn, pé…

Michel : « Euh » pe ‘oan-me, gwenn beta 65… med zé ‘noé ket « valeur » ‘bet ‘vid, ‘vid kestel heñ

Lors : A nann

Michel : Nann nann nann… med beñ mi ‘oa ‘ba kartier ‘r bourk ha ‘ba ‘r bourk ‘vize reit… raem tro ar bistroioù ha tro er c’homersaoù… ya a a a a a ! ‘benn ‘oa eï noz chwiiit !

Lors : Ya neun ‘oac’h mè [mezw] koa ?

Michel : Ya, a a a a !

Lors : Ha pe oec’h mé ‘oè ket trouz ga’…

Michel : O nann nann nann nann

Lors : ‘Ba ‘r gêr ur wech arr…

Michel : O dañ ‘vejaoù med anfin bon… ze ‘rae parti deus er vuhe eu

Lors : Ya… ya ya…, med boud ‘oè tud tud ell ‘kestel ‘vid, ‘vid ar person…

Michel : A ya pep hain vehe ‘ba i garter koa

Lors : Ya med med ped karter ‘oé ‘ba…

Michel : C’hwec’h

Lors : C’hwec’h ‘ zo ?

Michel : Ya

Lors : Lar, lar lar din peseurt re ‘zo…

Michel : Kartier ar bourk, kartier Zantaoù [Saint Thô], kartier Zantavid [Zant David], kartier Lokmaria, kartier Kergrist ‘l lann ha kartier Zant Yann

Lors : A ya

Michel : Ya…

Lors : Sete…

Michel : ‘Oa ur chapel ‘ba peb kartier ‘ba’r c’hourjaoù-se, med n’eus ket kin koa

Lors : A nann

Michel : Nann n’eus ket ‘met onen [unan] kin… n’eus ket ‘met kartier Kergrist al lann n’eus… n’eus ur chapel c’hoazh ha Lokmaria ka Lokmaria ‘rae parti deus Plouguerne’en… Bonen, Bonen ‘rae parti deus Plouguerne’en hag ze ‘zo kaoz ar chapel ‘zo chom’t ‘ba Lokmaria zo ‘chom ‘ba Bonen

Lors : A ya

Michel : Bonen, Bonen ‘zo bet ur barr… ‘zo bet deus Plouguerne’en de gentañ ar-lerc’h ‘mañ deit parrez ar-lerc’h, brom’ ‘mañ Rostren koa

Lors : A ya

Michel : Ya

Lors : Ha perek ‘ta

Michel : Pppfff

Lors : ‘Oaret ket ?

Michel : Nann

Lors : Nann med… hag ar chapelioù ell ‘zo bet di…

Michel : « Eu » ya n’int ket bet n’int ket bet derc’het

Lors : A nann

Michel : Nann n’eus ket bet toennaoù warnê ha ‘maint oeit

Lors : Da goue’o koa

Michel : O ya ya neun… neun ya ya « Saint David » m’eus ket ana’t, Zant Thô m’eus ana’t, Zant Yann an hain’ ‘zo war ‘l leign ameñ m’eus ana’t eu ha neun Lokmaria med anfin Kergrist ‘l lann ‘zo ‘zo n’eus ket ‘met honn’zh kin koa…

Lors : N’eus ket ‘met honn’zh ?

Michel : Nann, n’eus ket ‘met onen kin

Lors : Med… mein ar chapeliou-ma’ ‘zo bet… kemere’t ga’ ‘n dud ?

Michel : O ya… boud ‘zo re ‘ n’eus profitet

Lors : A ya

Michel : O ya moac’had, med m’eus ket joñj m’eus ket « euh »

Lors : Ya, da, da sevel tier

Michel : Ya ya just…

Lors : Mogerioù ha toud

Michel : Ya ya

Lors : Ha kreier

Michel : O, tier surtout, kar’ba chapelaoù ‘oè, ‘oè, ‘oè mein kaer, heñ

Lors : Ha mein dibabet

Michel : Ya gast… ya n’eus ket…

Lors : Mein tailh

Michel : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Ha… mes ar wech all ho poa kontet din… din… la c’hwi zo bet o kestal

Michel : Gant… ar person

Lors : Hag ho poa ur pred… ur pred e ti ar person… n’eo ket ?

Michel : A ya ya ya mes bet on o kestal gant ar person hag… ar sakrist… ur sakrist a oa e-barzh pep… tout ar parrezioù e oa ur person, ur « vicaire, comment qu’on dit ça » ur viker [ur c’hure]

Lors : Ar c’hloc’her, n’eo ket ?

Michel : Ne oaran ket… me ne oaran ket

Lors : Ne oaran ket ivez

Michel : Ne oarit ket ivez ?

Lors : Nann

Michel : Hag… ar c’hure…

Lors : Ar person… ar beleg…

Michel : Ar beleg hag ar sakrist

Lors : Ur sakrist

Michel : Ya… evel gant « euh » ar wech kentañ omp aet gant ur… gant ur sakrist… gant ar person m’ho peus c’hoant war-lerc’h on bet gant ar… gant ar sakrist… on bet gant ar c’hure, gant ar person war-lerc’h koa

Lors : Ar c’hure ?

Michel : Ya

Lors : Ya mes just a-walc’h peseurt mod e veze graet se… mont a raec’h war ar maez asambles ?

Michel : Ya ya, mes neuze e-barzh pep… pep hini a rae e garter… me a oa e-barzh karter ar bourk koa « donc » ar c’hampagn ar bourk betek ar c’hamp… mes amañ n’emaomp ket e-barzh memes karter evel tu all ar wazh aze emañ karter ar bourk… emañ emaomp e-barzh karter Sant Yann… Sant Yann

Lors : Sant Yann, ya

Michel : « Saint Jean »

Lors : Ya

Michel : Amañ, amañ e-barzh an tu-mañ eus ar wazh

Lors : Ya

Michel : Mes e-barzh… pell zo ne vêr ket ‘kestal ken, heñ mes neuze e veze kestet evit ar person hag evit… evit ar c’hure ha neuze e veze ur pred koa just pa veze kestet… graet tout ar barrez koa… ya paotr !

Lors : Mes peseurt mod e veze graet, mont a raec’h…

Michel : « De » feurm « à » feurm

Lors : Ya ya, feurm ha feurm, « euh » mont a raec’h diouzh ar mintin, diouzh ar mintin e oa ret…

Michel : Ya ya, ha da vintin ha pa veze leun ar charabañ e veze kaset da, da, da, d’ar bourk koa heñ… da, da, da, d’ar c’hoperativ… ha neuze e veze adkroget d’an abardaez, koa

Lors : Mes petra a veze dastumet ?

Michel : Gwi… gwinizh a veze roet, koa

Lors : Gwinnizh a vize roet da reiñ d’ar person ?

Michel : Ya o ya ya gwinizh evit… evit ar c’hure ha neuze… ar sakrist, gwinizh a veze roet ivez… pep hini a roe… Bout a zo re a roe… ur bern, un tamm bihan… bout a zo re… ur bern

Lors : Mes ne oa ket… an an an dud a roe… gwinizh « euh » hervez an douaroù o doa ?

Michel : Ya ya, hervez, hervez e soñj koa, bout a zo re n’o doa ket c’hoant da reiñ mes reiñ, ober a raent memes tra koa… bout a zo re a… ne blije ket ar person dezhe… a veze roet un tamm bihan dezhañ

Lors : A ya

Michel : An hini a blije ar person dezhañ, e vije roet ur sac’had dezhañ, a a a a !

Lors : Just a-walc’h mes, memes mes… peogwir parrez Plougernevel d’ar c’houlz-ze…

Michel : Ya

Lors : E oa ruz, pe gwenn, pe ?…

Michel : « Euh » pa oan-me, gwenn betek 65… mes se n’en doa ket « valeur » ebet evit evit kestal, heñ

Lors : A nann ?

Michel : Nann nann nann… mes beñ me a oa e-barzh karter ar bourk hag e-barzh ar bourk e veze roet… e raemp tro ar bistroioù ha tro ar c’homersoù… ya, a a a a ! a-benn e oa erru noz, chwiiit !

Lors : Ya, neuze e oac’h mezv koa ?

Michel : Ya, a a a a !

Lors : Ha pa oac’h mezv ne oa ket trouz gant…

Michel : O nann nann nann nann

Lors : E-barzh ar gêr ur wech erru…

Michel : O dañ a-wechoù mes anfin bon… se a rae parti eus ar vuhez ivez

Lors : Ya… ya ya… mes bout a oa tud… tud all o kestal evit… evit ar person

Michel : A ya… pep hini a veze e-barzh e garter koa

Lors : Ya mes… mes pet karter a oa e-barzh… ?

Michel : C’hwec’h

Lors : C’hwec’h zo ?

Michel : Ya

Lors : Lâr… lâr… lâr din peseurt re zo…

Michel : Karter ar bourk… karter Sant Thô… karter Sant David… karter Lokmaria… karter Kergrist al Lann ha karter Sant Yann

Lors : A ya

Michel : Ya

Lors : Setu…

Michel : Ha ‘oa ur chapel e-barzh peb karter… e-barzh ar c’hourzioù-se mes n’eus ket ken koa

Lors : A nann

Michel : Nann… n’eus ket nemet unan ken… n’eus ket nemet karter Kergrist al Lann en deus ur chapel c’hoazh, ha Lokmaria kar Lokmaria a rae parti eus Plougernevel… Bonen… Bonen a rae parti eus Plougernevel, ha se zo kaoz ar chapel zo chomet e-barzh Lokmaria… a zo chomet e-barzh Bonen

Lors : A ya ?

Michel : Bonen… Bonen a zo bet ur barre(ez)… a zo bet eus Plougernevel da gentañ, war-lerc’h emañ deuet parrez war-lerc’h… bremañ emañ e Rostrenen, koa

Lors : A ya

Michel : Ya

Lors : Ha perak eta ?

Michel : Ppfffff

Lors : Ne oarit ket

Michel : Nann

Lors : Nann mes… hag ar chapelioù all a zo bet di…

Michel : « Euh » ya, n’int ket bet, n’int ket bet dalc’het

Lors : A nann

Michel : Nann, n’eus ket bet toennoù warne hag emaint aet

Lors : Da gouezhañ koa

Michel : O ya ya neuze… ya ya « Saint David » ‘m eus ket anavezet, Sant Thô am eus anavezet, Sant Yann an hini a zo war al lein amañ am eus anavezet ivez, ha neuze Lokmaria mes anfin Kergrist al Lann zo… zo… n’eus ket ‘met honnezh ken, koa

Lors : N’eus ket ‘met honnezh ?

Michel : Nann n’eus ket ‘met unan ken

Lors : Mes… mein ar chapelioù-mañ zo bet… kemeret gant an dud ?

Michel : O ya … bout a zo re o deus profitet

Lors : A ya

Michel : O ya moarvat mes ne ‘m eus ket soñj… ne ‘m eus ket « euh »

Lors : Ya da da sevel tier…

Michel : Ya ya just…

Lors : Mogerioù ha tout

Michel : Ya ya

Lors : Ha krevier

Michel : O, tier surtout, kar e-barzh ar chapelioù e oa, e oa e oa mein kaer heñ

Lors : A mein dibabet

Michel : Ya gast… ya n’eus ket

Lors : Mein tailh

Michel : Ya