Michel Gauthier, deus Leskoed-Gouareg
Michel Gauthier a blij dezhañ chaseal. Ur wezh ez eus emgavet gantañ un dra dic’hortoz, en ur vont war-lec’h ul louarn !
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Hag un dra c’hoezh ‘moé … moé c’hoant da c’houl’ genoc’h
Michel : Ya
Lors : Kontet dein istoar el louarn
Michel : O o o o a a a ya … a ya konto’ el louarn ya … beñ lar’t ‘m eus doc’h dija med…
Lors : Ya med … ‘oé… ‘oé ket zé
Michel : Ya ya … beñ ur weh ‘oen ‘hont ‘jiboej’ hoah med zé ‘oa arlerh merenn ha d’er c’hours-se ‘chiboechimp kounifed hag oen … oeit … oen oeit da … ‘ba ma doar aze koa heñ, « Monplaisir » vé graet dac’h ze ha p’ oun aï ‘ba « Monplaisir » ‘oé ma zri kopain genein … ur breur-kaer, un ni ha ur c’hopain … ha p’oum a’ï ‘ba ma doar ‘m eus gwel’t ‘oé achapet ma saout ha ‘oé ‘ba’r parkad maïs hag oump bet sortiat er saout ha laket er filennaoù ‘ba o lerc’h, med bita goud … me ‘ lare mein hmm pu’ur ‘h in da jiboej’ me ‘m ‘lare … ‘han da lar’t da Annie ‘oé partiet er saout ‘ba ‘r maïs … surveilho un tamm koa heñ da bep tro mond da wel’ nê ha p’oun …pe oun ‘hond en-dro da …da…da jiboej’… me glawe er c’hi ma c’hopain ‘tond ‘ba diez aze hardi hardi hardi… ‘kas … me lare … oeit é Youki, oeit é …oeit é arlerh ul louarn ko’i zur koa … a p’oun aï aze ar ‘n hent pras aze m’eus gwel’t el louarn a tae … tae a-bloum anoun med oen ket uit tenno pugur ‘oa ar ‘n hent bras… ha naouta (malgré que / en daoust ha) n’eus gwel’ ‘noun ‘neus faotet deañ mond ‘ba jardin ar person aze med ‘zo uhel uhel koa heñ er c’hleuñ ‘zo ‘zo re uhel ha n’eus ket gelle’t mond ha ‘ma deit a …uit mond sa’ ‘n dechenn … sa… sa er blesenn koa …med ar blesenn ‘oé lan a dud ha ‘oé tapet fall el louarn pu’ir me ‘oé ‘ar i lerc’h ha … el louarn noé gwel’t an dud ha na n’eus hastet bion al louarn ‘troaiñ ha ‘mañ oeit ‘ba … ‘ba … ‘ba …’ba ur gel « euh laurier » ‘oé ‘ar blesenn plantet koa heñ … ur gel o ya ha uhel mat ha me ‘lare med med … me joñje ‘noé … ‘noé sailhet ‘ba …’ba jerdin ‘person ha me … hast’ buon gober en dro ha oeit da wel’t ‘r penn erell ma…ma ‘nae ket el louarn ‘maez … kaer gortez kaer gortez ‘oé ket louarn ‘bet … ar c’hi … ar c’hi ‘gleske ‘ar ‘n dechenn eue ha ‘ba ‘r jerdin ha partoud n’eus ket ka’at rutaoù war-lerc’h … me gawé ze bizarr eue med … moé ket b … moé ket komprenet … bon … arlerh ze me me me ‘lar d’er c’hi ale « viens » deit genein ha … ha ‘hamp da chiboej’ en-dro… ha ‘mañ deit ha oump oeit da chiboej’ … ha pe oé disoc’h er chiboej’ neuhen oum aï get me c’hopainyed ell eze … ni ‘wele el louarn in skourr doh doh doh … doh er « grille » ‘tal… ‘tal er waterioù eze koa … o me ‘gawé ze bizarr me ‘lare « med pet’a ‘zinifia ze, el louarn ‘zo lac’het ? » … med ‘ba ven ‘oé … me ouié ‘oé pet ul louarn eze med me ‘ouien ket ‘ba ven ‘oa paset … ha inon koh ‘oé ‘chom eze … ha me ‘zou oeit de c’houl’ geton … a a a ion ‘c’hoarhe ha… ha noé plijadur ambeto ‘noun … ha ‘lare …peus ket bet noñ mein m’eus… m’eus tapet noñ ‘lare -ion … me ‘lare ya med ‘ba ven peus tapet noñ neun a a a diwunet ‘lare-eñ… diwunet … ha me ‘lar’ ‘ouian ket ‘c’ha ha n’eus espliket dein neuheun ‘ba tal er gel … er gel « laurier » er chiotaoù ‘zo in « profondeur » a uhelder d’an hent pras ar blesenn ‘zo uheloc’h hag … ha a-drañv er gel « laurier » ‘zo …’oé un tamm… ul lukarn vihan… a gorresponde get… get ‘chiotaoù koa heñ… ar werenn ‘oa drailhet hag hineh ‘kavet un toull… gwel’t en toull eze « lib… » ha hop ‘n eus sailhet ‘ba… ‘ba ‘ba ‘r chiotaoù med en nour ‘oa jerret ha ‘oé ‘oé ket el louarn uit …uit mond kuit … ‘oé ket uit krimpetat d’el lein uit mond kuit tre en toull ze…
Lors : A nann
Michel : ‘Oé …’oé ket posib dehon … ha ‘ba …’ba .. ‘ba … ‘ba …’ba ‘n anderv neuzen ur plac’hig yaouank ‘zo ‘zo oeit uit …de biset ‘ba ‘ba ‘ba ‘r wateriaoù ha pé n’eus digor’t en nour … hi ‘deus gwelet el lo’n …el lo’n-ze ‘barh … hag e joñje dihi ‘oa ur c’hi ‘oé hag ‘na jerr’t en nor en-dro ha ‘mañ deit de…de … de … jeu boulaoù da lar’t d’en dud … » euh « eur c’hi ‘zo ‘ba ‘r wateriaoù …eur c’hi ‘zo ‘ba ‘r wateriaoù ha Désiré n ‘hain koh-sen ‘zo deit de wel’ pug’ir ‘telc’he lar’t dê ‘ oé ket normal koa … ha ‘mañ deit … ‘benn n’eus ‘benn n’eus digor en nor ha ‘n eus sellet a ya med n’é ket ur c’hi é… med ul louarn a a a a a ha n’eus … ‘oé ket uit tenno get er fusuilh ‘ba ‘ba ‘r chiotaoù re dañjerus ‘oé … goar’ ret ha de dapo ur vorc’h a a a ur vorc’h tri biz … ha ‘mañ oeit ha digor’t en nor un tamm ha n’eus bourr’t el louarn lac’h’t el louarn ‘else
Lors : Get … get … ga’ ‘r vorc’h
Michel : A beñ ga’ ‘r vorc’h … ya a a a
Lors : Ha pell ‘zo ‘zo ‘boé
Michel : O ya … o ya ….o ze ‘ zo kozh dija heñ
Lors : Pemzek …pemzek vlé ‘zo pé
Michel : O ya … o ya …bep’ed ya … o ya … o ya …pemzek blé ‘zo marsen … ya ya … troioù Ya
Lors : Troiaoù
Michel : O ya larjemant heñ
Lors : A ya
Michel : O ya o ya
Lors : Ohpenn ….
Michel : O ya
Lors : D’ohpenn eue
Michel : O ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Hag un dra c’hoazh am boa… am boa c’hoant da c’houlenn ganeoc’h
Michel : Ya
Lors : Kontit din istor al louarn
Michel :O o o o a a a ya… a ya kontañ al louarn ya… beñ lâret ‘m eus deoc’h dija mes…
Lors : Ya mes… ne oa ket… ne oa ket se
Michel : Ya ya… beñ ur wezh e oan o vont da jiboesat c’hoazh mes se e oa war-lerc’h merenn ha d’ar c’houlz-se e jiboesaemp konifled hag e oan… aet… e oan aet da… e-barzh ma douar aze koa heñ, « Monplaisir », a vez graet diouzh se, ha pa oan erru e-barzh « Monplaisir » e oa ma zri kopain ganin… ur breur-kaer, un ni’ hag ur c’hopain ha pa oamp erru e-barzh ma douar ‘m eus gwelet e oa achapet ma saout hag a oa e-barzh ar parkad maïs hag ez omp bet o sortial ar saout ha lakaet ar filennou e-barzh o lerc’h mes bete-gouzoud… me a lâre me… hmmm peogwir ez aen da jiboesat… ma me a lâre… ez an da lâret da Annie e oa partiet ar saout e-barzh ar maïs… surveilhañ un tamm koa heñ da bep tro… mont da welet anezho ha pa oan… pa oan o vont en-dro da… da… da jiboesat… me a gleve ar c’hi ma c’hopain o tont e-barzh an diaz aze hardi hardi hardi… o kas… me a lâre… aet eo Youki… aet eo… aet eo war-lerc’h ul louarn kazi sur koa… ha pa oan erru aze war an hent bras aze ‘m eus gwelet al louarn a deue… a deue a-blom warnon mes ne oan ket evid tennañ peogwir e oa war an hent… ha naouta (malgré que / daoust ha) en deus gwelet ac’hanon en deus faotet dezhañ mont e-barzh jardin ar person mes a zo uhel uhel, koa heñ… ar c’hleuz a zo… a zo re uhel ha n’en deus ket gellet mont hag emañ deuet a… evit mont sa ‘n dachenn… sag… sag ar blasenn koa… mes ar blasenn a oa leun a dud hag e oa tapet fall al louarn peogwir me a oa war e lerc’h ha… al louarn en doa gwelet an dud hag en doa… en deus hastet buan al louarn o troiñ hag emañ aet e-barzh… e-barzh… e-barzh ur gael « laurier » (lore) a oa war ar blasenn plantet koa heñ… ur gael o ya ha uhel mat… me a lâre mes mes… me a soñje en doa… en doa sailhet e-barzh… e-barzh jardin ‘person ha o hastañ buan d’ober an dro hag aet da welet er penn all ma… ma ne yae ket al louarn e- maez… kaer gortoz… kaer gortoz ne oa ket louarn ebet… ar c’hi… ar c’hi a glaske war an dachenn ivez, hag e-barzh ar jardin ha partout n’en deus ket kavet ar roudoù war-lerc’h… me a gave se « bizarre » ivez mes… n’em boa ket b… n’em moa ket komprenet… bon… war-lerc’h se me… me… me a lâr d’ar c’hi ale « viens » deuit ganin ha… ha deomp da jiboesat en-dro… hag emañ deuet hag ez omp aet da jiboesat… ha pa oa disoc’h ar jiboes neuze ez omp erru gant ma c’hopainyed all aze… ni a wele al louarn e-skourr diouzh… diouzh… diouzh… diouzh ar « grille », e-tal… e-tal ar waterioù aze koa… o me a gave se « bizarre », me a lâre mes petra ‘sinifia se, al louarn a zo lazhet… mes e-barzh ven e oa… me a ouie e oa bet ul louarn aze mes ne ouien ket e-barzh ven e oa paset… hag unan kozh a oa o chom aze… ha me zo aet da c’houlenn gantañ… a a a a, eñ a c’hoarzhe hag… hag en doa plijadur ambetañ ac’hanon… hag e lâre n’ho peus ket bet anezhañ… me am eus… ‘m eus tapet anezhañ a lâre-eñ… me a lâre ya mes e-barzh ven ho peus tapet anezhañ neuze… a a a a divinit lâre-eñ divinit… a me a lâr ne ouian ket moarvat… hag en deus espliket din neuze e-barzh tal ar gael… ar gael « laurier », ar chiotoù a zo en « profondeur », a uhelder d’an hent bras, ar blasenn a zo uheloc’h hag… hag a-dreñv ar gael « laurier » a zo… e oa un tamm… ul lukarn vihan… a gorresponde gant… gant ‘chiotoù koa heñ… ar werenn a oa drailhet ha hennezh… kavet un toull… gwelet an toull aze « libre » ha hop en deus sailhet e-barzh… e-barzh… e-barzh ar chiotoù mes an nor a oa serret ha ne oa ket… ne oa ket al louarn evit… evit mont kuit… ne oa ket evit krimpetat d’al lein evit mont kuit dre an toull-se…
Lors : A nann
Michel : Ne oa ket… ne oa ket posupl dezhañ… ha e-barzh… e-barzh… e-barzh… e-barzh… e-barzh an enderv neuze ur plac’hig yaouank a zo… a zo aet evit… da bisat e-barzh… e-barzh e-barzh ar waterioù ha pa ‘n deus digoret an nor… hi ‘deus gwelet al loen… al loen-se e-barzh hag e soñje dezhi e oa ur c’hi e oa hag en doa serret an nor en-dro hag emañ deuet da… da… d’ar « jeu » bouloù da lârout d’an dud euh… ur c’hi a zo e-barzh ar waterioù… ur c’hi a zo e-barzh ar waterioù ha Désiré an hini kozh-ze a zo deuet da welet peogwir e talc’he da lâret dezho ne oa ket « normal » koa… hag emañ deuet a-benn en deus a-benn en deus digoret an nor hag en deus sellet… a ya mes n’eo ket ur c’hi eo, ul louarn a a a a hag en deus… ne oa ket evit tennañ gant ar fuzuilh e-barzh… e-barzh ar chiotoù, re dañjerus e oa… goar a rit ha da dapout ur forc’h, a a a ur forc’h tri biz… hag emañ aet ha digoret an nor un tamm hag en deus bourret al louarn… lazhet al louarn evel-se
Lors : Gant… gant… gant ar forc’h ?
Michel : A beñ gant ar forc’h ya a a a
Lors : Ha pell zo a zo abaoe
Michel : O ya… o ya… o se zo kozh dija heñ
Lors : Pemzek… pemzek vloaz a zo pe
Michel : O ya… o ya… bepred ya… o ya… o ya… pemzek bloaz a zo marteze… ya ya… troioù ya
Lors : Troioù
Michel : O ya larjemant heñ
Lors : A ya
Michel : O ya o ya
Lors : Ouzhpenn
Lors : O ya
Michel : O ya Lors : Ouzhpenn ivez
Michel : O ya