Victor Tromeur, deus Brasparzh
Victor Tromeur a oa soner er baloù. Displeg a ra deomp penaos e veze aozet ar baloù goude ar brezel, ha pegen fall e veze gwelet ar sonerion gant ar veleion, argaset ganto a-wechoù memeus : ar re-se o doa kalz a levezon c’hoazh war ar maezioù d’ar poent-se…
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Victor : Me m’eus ket… ma-eun, m’eus ket bet orkestr ebet.
Lors : A nann
Victor : Nann, me ‘zo bet, « euh » de gentañ ‘oan a’ mod-se de heul’ ar re-he … da c’houde … ‘n dra-he ‘oa amzer brezel, ‘vije ket kement … neuhe ‘vijen ma-eun ‘ son’ hag… Kaou ‘oa i ano un’ deuhoute Soïg ‘oa ga’ egil’ all… an daou vreur-se … un ‘oa aet da labour’d ‘ba … ‘ba ur feurm ha neuhe ‘ba ‘ba … kichen … ‘ba pl’ec’h ‘oa ‘n dra-he …kichen «Chartres » deuc’h an tu ‘bennak mac’hat ‘oa hag egil’ all ‘oa maro … ev’ eva’ re ‘rae
Lors : A ya
Victor : Ya ‘n hin ‘vije ga’ ‘n akordeon diatonik … hag set’ me ‘ vije ma-eun ‘pad ‘n okupasion neuhe ‘ba Brenniliz ahe ‘vi’en ‘son’, o bep bep si’n kai’mant
Lors : Bep si’n ?
Victor : O ya ‘peupre !
Lors : Med med d’ar c’houlz-se, d’ar mare-se ‘oas da-eun ?
Victor : A ya
Lors : Ha war-lerc’h ar brezel oc’h chomet hoc’h-eun eu ?
Victor : War-lerc’h ar brezel goude-se ‘ba e Brenn… ‘ba e Boneur ahe ‘oa eun un Italian e wreg ‘oa deus Boneur ar re-he ‘oa ‘tac’hen un episeri mem’ mañ … ‘ba …me gav din ‘ba Karanteg ‘oa ha gou’-ze, ‘oant deut da Vontroulez med aesoc’h ‘oa kaoud bevez (bevañs) amañ ‘c’hi’-mañ ‘ba Boneur ‘vid ‘ba ‘r c’heriou surtoud amzer ‘n okupasion, ‘oa « la carte d’alimentation » hag traoù ‘vije ket ka’et d’ar poent-te trawac’h de zibi … war ‘r maez ‘vije, ‘oa aesoc’h un tamm mat koa ‘r ch’iz-se ha set’ … Celesto ‘oa-eñ ‘tao, Celestino Opranzi ‘oa e ano
Lors : Celestino Opranzi ?
Victor : Ya Céleste « le père Céleste » ‘lare lod deuhonto ueu, mes ‘fin bep seurt mod koa set’ ‘vi’en sames ga’ henzh … an dra-he ‘oan komañs de c’hoa’i ‘ba e Kommana sames ganton me ‘vije ga’ ‘r jazz neuhe pugur eñ ‘oa gwelloc’h ‘vidon ga’ ‘n akordeon heñ me vije ga’ ‘r pa… batri me ma bet pren’t ur batri … gou’-se ‘ma bet gwerz’t neï …pren’t un all ‘n dro ‘darre gou’-se ‘mod-se ‘oa
Lors : Set ‘ c’hwi, c’hwi peus bet sonet ga’, ga’ henzh ?
Victor : Ya, sete !
Lors : ‘Pad pegeit neun ?
Victor : Brem’ neuhe o beñ, o mare ha mare ‘vien sames ganton ‘c’hat, ‘ba e Boneur ahe hag … Boneur … ‘ba Boneur, ‘ba p’lec’h ‘omp bet, ‘ba Vouillez ‘omp bet ueu memes
Lors : Un tamm partoud ‘ba …
Victor : A ziou hag a gleiz … ‘benn neuhe ‘oan ‘ba Kommana ha brem’ neuhe un’ dac’h e … deus Montroulez, henz ‘na un tamm atelier pet’a ‘vé lar’t deuc’h gwerz’ binv… boutikioù … elektrik ‘rae koa
Lors : Ya
Victor : T.S.F ha neuhe boutikioù ha traoù elektrik
Lors : Ya ya
Victor : Hag ‘na gwel’t ‘c’haon ene hag eñ ‘c’houl ganign de-geñ ‘oan « attitré » ga’d eun bennak … a « je suis libre » ‘ma lar’t deon « je suis de droite et de gauche », hag eñ ‘oa kont’n d’amboch’ ‘chaon
Lors : Bon
Victor : Sete daouzek bennak ‘m eus graet, daouzek vlâ bennak med brem’ ‘oa deut kompren a rit … ‘ba e … d’o’r « la matinée dansante » ‘ba e Leon ahe … ha « la soirée » ‘vije ket
Lors : A nann
Victor : A nann tot tot tot ! ar merc’hed yaouank ‘renke dond er gêr araog an nonz
Lors : Sete da bet eur vize echuet ?
Victor : A pa weler ar … ar patron dac’h ar zal dañs ‘hij’ e vazh … ar valaenn oa kim ‘met son’ an hin’ dive’e « ah non c’est la dernière, la der’, la der’ ! »
Lors : A ya
Victor : « La der’ des der’ ! » ha set’ ahe ‘ouien an dra-he ‘raok, pugur ‘ba, ‘ba, surtoud bro Paganiz ahe … ar re-he ‘zo strikt , paotr paour, hag int ato hag brema’ ‘vije lar’t dê ma vec’h ket ‘r gêr ‘raok ‘n abarda’, ‘raok ‘vo sarr an nonz, ‘benn disul vec’h ket lesket d’hont da … d’hont da … d’hont da zañsal !
Lors : A
Victor : Ahe vi’e ur c’hoa’i ga ‘r re-he !
Lors : A ya sete
Victor : Med ‘ba e Treger ‘oa ket heñvel
Lors : A nann
Victor : Nann … ‘ba e Treger ‘c’hoarien’ da veked … beked deg eur deg eur hanter
Lors : A ya
Victor : Ya
Lors : Med …med ‘ba Bro Pagan neuhe an dud ‘oa…
Victor : Med Kommana amañ ‘c’hiz-mañ ‘viz’ uchuet « à dix heures » deg eur deg eur hanter bennak … deg eur
Lors : Deg eur ?
Victor : ‘wechoù deg eur hanter an dra-he ‘zepante … ya ya … amañ ‘mañ ‘l Leon vihan, heñ !
Lors : A ya
Victor : « Le p’tit Leon », hag an tu-mañ ha Kommana, Plouneour-Menez
Lors : A ya
Victor : Med « Le haut-Leon », ‘tapet Landivicho, ahe ‘int kalez striktoc’h !
Lors : A ya ?
Victor : Ya !
Lors : Petra ‘ zo kaoz ar … ar … ar veleien ‘neus …
Victor : Ar velein, dac’h alese teue ‘n tri c’hard deuc’houte !
Lors : A ya ?
Victor : Hag ar seurezed eu !
Lors : A ya
Victor : Beñ me ‘wel ‘wac’h la da … ma breur ‘oa bet ‘bac’h en Nivot ar-c’hiz-se hag … me zad ‘lare ‘oa tri blâ eñ hag … daou vlâ ‘na graet met pa ‘oa gouiet la ‘oan ‘son’ ga ‘n akordeon ‘oa ‘oa ket keme’t kin … set’ ‘oa lar’t la mé ‘oa kaoz gou’-ze e mac’hat a vi’e ‘blam ‘oa chetet kuit … hag ur c’hamar’d deon deus ar gar ahe … ahe ‘zo bet un treñ bihan gwechall ‘barzh ‘basee ‘biou ahe ha neuhe ar michelin … michelin ‘oa ‘vid ar voiajourien koa !
Lors : Ya ya
Victor : Hag ‘na un akordeon hag e vije dre an nozvechoù eu, gwechall war ‘r maez da … d’ar goañv, ‘vije nozvechoù
Lors : Nozvechoù, ya
Victor : Hag ar re … ar re deut war ‘n oad ‘vije ‘c’hoa’i ‘c’hartoù, pet’amant ‘c’hoa’i domino pé un t…. bon ar re yaouank ‘vije ‘tañsal … ar re ‘na un akordeon a gase naon ganto, ar re ‘na un harmonica ‘ gasaen’ mod a zigoue’e … med an dra-he ‘oa difennet
Lors : A ya ?
Victor : Lar’t ‘oa da me mamm … ma gontinuen da soniñ ‘mod-ze c’hoazh na raen kin ‘met koll ar re yaouank ha vije ket kemer’t da … ar verc’h kin ‘bac’h er skol !
Lors : Opala !
Victor : Sete brem’ neuhe ‘oa-hi ket kemer’t ha oa-hi sañset d’ober c’hoazh « l’école menag…. » goude he sertifikat ‘oa-hi aet ‘ba « l’école ménagère » ‘oa hag gou-ze ‘oa bec’h ‘blam’, ‘blam’ doc’h houm’ n’é ket kemer’t en-dro hag oin oin oin oin oin ‘oa kin ‘met an dra-he ma ma breur ‘oa meme’ mod ‘ba en Nivot du-he … me ‘m eus choñj un droiad omonier an Nivot, eñ ‘oa ur mel den bras doc’h a Leon ‘oa-eñ hag ‘vije ‘lies ‘ba e Brasparz ahe hag ‘oa deut hag me ‘oa ’tispartiañ avalo d’ober ur waskadenn jistr goude koan war ‘r plouz ‘ba ‘n angar… me ‘wel neoñ ‘oa deut ahe hag e c’houle ga’ ‘m mamm p’lec’h ‘ma’ er vouest muzik er vouest muzik hag eñ ‘ gaoze’e Leon koa … pet’a zinifie ar marc’h sistem-te ‘ lar a’c’hi-se lar la henz damaïk ‘vo taol’t ar foet dañ war e revr ‘ma lar’t me ‘zo deut da gerc’hed er vouest muzik da dorriñ … damaïk e vo kaset d’ar presbital ha vo torret … me ‘ gaoze Leon un tamm ‘vel ‘vel (a rae)
Lors : Ya ya
Victor : ‘Vel a rae koa
Lors : Ya ya
Victor : Me diskenn’ da … deut dac’h an angar lec’h ‘ oan ‘lar’t doc’h ‘oan ‘prepariñ avaloù d’o’r ur … ’tispartiañ nê ‘tenn’ ar re vrein kuit hag ar re ‘oa tachet d’ober ur waskadenn jistr me ‘h a d’hont da diou’l « mais pour qui vous m’prenez » pugur serten gerioù Leon gomprenen ket ma me lar’ deoñ kaozeal galleg douwin… me lar dañ
Lors : A ya
Victor : Serten serten gerioù … ‘ma poan kompren neo
Lors : A ya
Victor :C’hwi ‘ zo eun ne ra kim ‘met koll ar re yaouank ‘oa lar’t din « vous perdez la jeunesse, vous ne devrez plus exister » n’é ket eksit un dra bennak ‘oa lar’t din « vous serez , vous serez ramassé et vous serez envoyé à à Quimper dans une « pet’a v’i’e lar’t deus an … un tamm … ene vije kaset ar baotred hag ar merc’hed ‘vije kaset d’ar Zalet ‘ba e … da sujiñ ‘ba e Montroulez ar re ‘oa « dévoyées »
Lors : A ya
Victor : Ahe ‘zo bet un urzh ga’ ‘r re-he hag un n’é un hanter hini heñ !
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Victor : Me ‘m eus ket ma-unan, ‘m eus ket bet orkestr ebet
Lors : A nann
Victor : Nann me a zo bet, « euh », da gentañ e oan ar mod-se da heul ar re-se… da c’houde an dra-se e oa amzer brezel… ne vije ket kement… neuze e vezen ma-unan o son ha Kaou e oa e anv unan diouto Soaig e oa gant egile all… an daou vreur-se… unan a oa aet da labourat e-barzh… e-barzh ur feurm ha neuze e-barzh… e-barzh… e- kichen… e-barzh pelec’h e oa an dra-se… e-kichen « Chartres » un tu bennak moarvat e oa hag egile all e oa marv… evañ… evañ re a rae
Lors : A ya
Victor : Ya, an hini a veze gant an akordeon diatonik… ha setu me a veze ma-unan e-pad an okupasion neuze e-barzh Brenniliz aze e vezen o son… o bep, bep sizhun kazimant
Lors : Bep sizhun ?
Victor : O yan apeupre
Lors : Mes… mes d’ar c’houlz-se… d’ar mare-se e oas da-unan ?
Victor : A ya
Lors : Ha war-lerc’h ar brezel e oac’h chomet hoc’h-unan ivez ?
Victor : War-lerc’h ar brezel goude-se e-barzh e Brenn… e-barzh e Boneur aze e oa unan, un Italian, e wreg a oa eus Boneur… ar re-se a oa o talc’hen un espisiri, memes emañ… e-barzh, me a gav din e-barzh Karanteg e oa, ha goude-se e oant deuet da Vontroulez, mes aesoc’h e oa kaout bevañs amañ ar c’hiz-mañ e-barzh Boneur evit e-barzh ar c’herioù, surtout amzer an okupasion e oa « la carte d’alimentation » ha traoù ne vije ket kavet, ‘ouzoc’h a-walc’h, d’ar poent-se trawalc’h da zebriñ… war ar maez e veze… e oa aesoc’h un tamm mat koa ar c’hiz-se ha setu… Celesto a oa-eñ atav… Celestino Opranzi a oa e anv
Lors : Celestino Opranzi ?
Victor : Ya Céleste « Le père Céleste », a lâre lod dioutañ ivez met fin bep seurt mod koa setu e vezen asambles gant hennezh… an dra-se e oan komañset da c’hoari e-barzh e Kommana asambles gantañ… me a veze gant ar jazz neuze peogwir eñ a oa gwelloc’h evidon gant an akordeon heñ… me a veze gant ar pa… batri… me am boa bet prenet ur batri… goude- se am boa bet gwerzhet anezhi… prenet unan all en-dro adarre goude-se… ar mod-se e oa koa…
Lors : Setu c’hwi… c’hwi ho peus bet sonet gant… gant hennezh
Victor : Ya setu
Lors : E-pad pegeit neuze
Victor : Bremañ neuze… o beñ o mare ha mare e vezen asambles gantañ moarvat e-barzh e Boneur aze hag… Boneur…e-barzh Boneur… e-barzh pelec’h omp bet… e-barzh ar vFouilhez omp bet ivez memes
Lors : Un tamm partout e-barzh…
Victor : A-zehoù hag a-gleiz… a-benn neuze e oan e-barzh Kommana ha bremañ neuze unan eus a… eus Montroulez… hennezh en doa un tamm atalier… petra e vez lâret eus… gwerzhañ binv… boutikioù elektrik a rae, koa
Lors : Ya
Victor : T.S.F ha neuze boutikioù ha traoù elektrik
Lors : Ya ya
Victor : Hag en doa gwelet ac’hanon eno hag eñ da c’houlenn ganin hag-eñ e oan « attitré » gant unan bennak … « ha, je suis libre » am boa lâret dezhañ « Je suis de droite et de gauche » hag eñ a oa kontant d’ambochiñ ac’hanon
Lors : Bon
Victor : Setu daouzek bennak ‘m eus graet …daouzek vloaz bennak … met bremañ e oa deuet kompren a rit … e-barzh e … d’ober … « la matinée dansante » e-barzh e Leon aze … ha « la soirée » ne veze ket
Lors : A nann
Victor : A nann, tot tot tot tot ! ar merc’hed yaouank a ranke dont d’ar gêr a-raok an noz !
Lors : Setu da bet eur e veze echuet ?
Victor : A, pa weler ar … ar patron eus ar sal dañs o hejañ e vazh … ar valaenn ne oa ken nemet son an hini diwezhañ « ah non, c’est la der’ , la der’ »
Lors : A ya
Victor : « La der’ des der’ » ha setu aze … e ouien an dra-se a-raok peogwir e-barzh … e-barzh surtout bro Paganiz aze … ar re-se a zo strikt, paotr paour, hag int atav ha bremañ e veze lâret dezho… ma ‘vezoc’h ket er gêr a-raok an abardaez … a-raok e vo serr an noz, a-benn disul ne vezoc’h ket laosket da vont da… da vont da… da vont da zañsal…
Lors : A !
Victor : Aze e veze ur c’hoari gant ar re-se !
Lors : A ya, setu !
Victor : Met e-barzh e Treger, ne oa ket heñvel
Lors : A nann
Victor : Nann, e-barzh e Treger e c’hoarient da vetek… betek dek eur dek eur hanter
Lors : A ya
Victor : Ya
Lors : Met… met e-barzh Bro Pagan an dud a oa…
Victor : Met Kommana amañ ar c’hiz-mañ e veze echuet « à dix heures », dek eur, dek eur hanter bennak … dek eur
Lors : Dek eur
Victor : A-wechoù dek eur hanter, an dra-se a zepante … ya ya … amañ emañ Leon vihan, heñ
Lors : A ya
Victor : « Le petit Leon », hag an tu-mañ Kommana; Plouneour-Menez
Lors : A ya
Victor : Met « Le Haut Léon » e tapit Landivizio… aze ez int kalz striktoc’h
Lors : A ya
Victor : Ya
Lors : Petra a zo kaoz ar… ar… ar veleien o deus…
Victor : Ar veleien… eus alese e teu an tri c’hard diouto !
Lors : A ya
Victor : Hag ar seurezed ivez !
Lors : A ya
Victor : Beñ me a wel a-walc’h la da… ma breur, a oa bet e-barzh An Nivod ar c’hiz-se, hag ma zad a lâre a oa tri bloaz eñ hag… daou vloaz en doa graet nemet pa oa gouezet la oan o son gant an akordeon… ne oa ket… ne oa ket kemeret ken… setu e oa lâret la me a oa kaoz, goude-se ivez moarvat a veze abalamour e oa chetet kuit hag ur c’hamarad dezhañ eus ar gar aze… aze a zo bet un treñ bihan gwechall e-barzh… a basee e-biou aze ha neuze ar « micheline »… « micheline » a oa evit ar veajourien koa
Lors : Ya ya
Victor : Hag en doa un akordeon hag e veze dre an nozvezhioù ivez… gwechall war ar maez da… d’ar goañv e veze nozvezhioù
Lors : Nozvezhioù ya
Victor : Hag ar re… ar re deuet war an oad a veze o c’hoari ar c’hartoù peotramant c’hoari domino pe un t… bon ar re yaouank a veze o tañsal… ar re o doa un akordeon a gase anezhañ ganto ar re o doa un harmonika… e kasent… mod a zegouezhe… met an dra-se a oa difennet !
Lors : A ya
Victor : Lâret e oa da ma mamm… ma gontinuen da son ar mod-se c’hoazh, a raen ken nemet koll ar re yaouank, ha ne vije ket kemeret da… ar verc’h ken e-barzh er skol !
Lors : Opala !
Victor : Setu bremañ neuze ne oa-hi ket kemeret hag e oa-hi sañset d’ober c’hoazh « l’école ménag… » goude he sertifikat e oa-hi aet e-barzh « l’école ménagère » a oa hag goude-se e oa bec’h abalamourn abalamour homañ n’eo ket kemeret en-dro hag weñ weñ weñ weñ weñ, ne oa ken nemet an dra-se… ma… ma breur e oa memes mod e-barzh en Nivod du-se… me ‘meus soñj un droiad omonier an Nivod… eñ a oa ur mell den bras, eus a Leon a oa-eñ hag a veze alies e-barzh e Brasparzh aze, hag e oa deuet… me a oa o tispartiañ avaloù d’ober ur waskadenn sistr goude koan war ar plouz e-barzh an angar… me a wel anezhañ e oa deuet aze hag a c’houle gant Mamm… pelec’h emañ ar voest muzik, ar voest muzik hag eñ a gaozee Leon koa… petra a zinifi ar marc’h sistem-se lâr ar c’hiz-se lâr la hennezh bremaik e vo taolet ar foet dezhañ war e revr… em boa lâret… me zo deuet da gerc’hat ar voest muzik da dorriñ… bremaik e vo kaset d’ar presbital hag e vo torret… me a gaoze Leon un tamm evel… evel
Lors : Ya ya
Victor : Evel a rae koa
Lors : Ya ya
Victor : Me ‘diskenn da… deuet eus an angar e-lec’h e oan o lâret deoc’h e oan o prepariñ ur… avaloù d’ober ur… o tispartiañ anezho… o tennañ ar re vrein kuit hag ar re a oa tachet d’ober ur waskadenn sistr… me da zont da diwall « mais pour qui vous m’prenez » peogwir serten gerioù a Leon ne gomprenen ket… ma me a lâr dezhañ kaozeal galleg diouzhin… me a lâr dezhañ
Lors : A ya
Victor : Serten serten gerioù… me am boa poan kompren anezho
Lors : A ya
Victor : « C’hwi zo unan ne ra ken nemet koll ar re yaouank ! » a oa lâret din « vous perdez la jeunesse, vous ne devrez plus exister » n’eo ket egsistañ un dra bennak a oa lâret din « vous serez, vous serez ramassé et vous serez envoyé à à Quimper dans une… » petra a veze lâret eus an… un tamm… eno e veze kaset ar baotred hag ar merc’hed a veze kaset d’ar Zalette e-barzh e… da sujiñ… e-barzh e Montroulez ar re a oa « dévoyées »
Lors : A ya
Victor : Aze zo bet un urzh gant ar re-se hag unan n’eo ket un hanter hini heñ !