Jean Moullec, deus Perret

Jean Moullec, deus Perret

Jean Moullec a zo deus Perret, ‘kichen forest Kaniskan, hag e gont deomp penaos e laoure ar glaouerien a oa o chom eno.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Hag ‘hend-erell … er wech ell poé … poé kontet dein … doh en dud e oé ir c’hoedaoù a rae glaou koed…

Jean : A rae glaou koad, ya

Lors : Set’ gwelet peus ….

Jean : A ya ya ya, gwel’ ‘m eus, gwel’ ‘m eus, ya !

Lors : Set’ peseurt mod ‘ laboure er re-sen ?

Jean : Penon’ ‘mod ‘ labouraent … euit komañs ‘wize diskaret er c’hoed uit kaoud er c’hoed, ha wize trochet dah ur metr … wize troc’het dah ur metr a-hed, apeupre

Lors : Ya

Jean : Normal’mant ‘oé ur metr ‘oé

Lors : Ha peseurt koed ‘oé ?

Jean : A pen’non koad … e der’ va’ ha kesten … er sapin ‘oé ket mad d’ober …

Lors : Glaou ?

Jean : Nann

Lors : Nann ?

Jean : Ha … iraok, iraok komañs er poulliad glaou … ‘raent, lakaent daou vetr a-hed … daou vetr a ihuelder … ‘lakaent pikedaoù uit ober ur … ur machin …

Lors : Ur rond ?

Jean : Ur rond ha … el tregont pé daou-uigent a dia… a diametr a-dreuz

Lors : Ya

Jean : ‘Wize plantet mad in doar, hag ar-lerc’h neuze ‘re a ur metr ‘veze laket veze harpet … ‘veze harpet tro-distro.

Lors : Ya

Jean : Uit ober apeupre tri metr a ledander

Lors : Ya

Jean : Ha pe wize disoc’h … pé wize laket … disoc’h er c’houchad-sé, vezé laket er c’houchad erell neuze ar lein er re-sé, med neuze ‘wize laket in pant

Lors : Ya ?

Jean : Elsé !

Lors : Ya

Jean : Ha pe oé disoc’h, e e e lakaad er c’hoed, neuze ‘wize graet motad

Lors : Motad ?

Jean : Motad get get ur … ‘el moé laret dac’h … klesket ‘m eus boud e moé inon dre-sé med m’eus ket kaoued ur « varroch » (marrdrañch?)

Lors : Ur « varroch » peta é sé ?

Jean : ‘Zo un dra el… el ur boelon

Lors : Ya

Jean : El un … el un trañch, el un trañch med e-leh, e-leh boud ‘hed, ‘leh boud a-hed ‘mañ rond !

Lors : A ya .. ya ya

Jean : Ha rae … veze graet montad apeupre ar braster d’ur boelon d’ober krampoueh d’ur, d’ur billig … d’ur billig

Lors : Ya

Jean : Ha wize goleit… wize goleit toud e … toud er bern … er bern koed get … get motad

Lors : A, get motadaoù !

Jean : Get motadaoù weze goleit toud, ha gwesket ‘wize ‘gaojenn pas ket kaoued aer

Lors : A ?

Jean : Gaojenn harz’ harz’ an aer a antren … pe ‘wize …pe ‘oé disoc’h an draeu-sen neuze toud toud toud ‘wize toud tro-distro weze… ‘oé ket mann… ‘welaer ket un tamm koed

Lors : Nann

Jean : ‘Weler ket … ‘weler ket un tamm koed

Lors : Med un toull ‘vezé

Jean : Ha neuze dre en toull ‘vezé laket ter pe poder, pé di pé der bailhad glaou alumet, glaou…

Lors : A ya

Jean : Glaou ru’ !

Lors : Ya ya ya

Jean : ‘Wize laket uit, uit, uit lakaad an tan de grog’

Lors : Ya

Jean : Ya … ha neuze ur weh ur weh ‘veze krog’t mad neuze pé ‘wize krog’t p’oé pe ‘wize krog’t mad neuze wezé stouvet el lein ‘ nec’h eué

Lors : A stouvet ‘wezé ?

Jean : A beñ ya !

Lors : Med med ‘ba ven ‘c’hae er moged neuzen ?

Jean : Ar moged ‘chome, ar moged ‘ sortie dre bartout !

Lors : A ya

Jean : Gwel’ a raer ar moged i sorti’l dre bartout…

Lors : ‘Vel brumenn koa

Jean : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Hag a-hend-all … ar wech all ho poa … ho poa kontet din … diouzh an dud a oa er c’hoadoù, a rae glaou koad

Jean : A rae glaou koad, ya

Lors : Setu gwelet ho peus…

Jean : A ya ya ya… gwelet ‘m eus… gwelet ‘m eus, ya !

Lors : Setu peseurt mod a laboure ar re-se ?

Jean : Peseurt mod a labourent… « euh », evit komañs e veze diskaret ar c’hoad evit kaout ar c’hoad hag e veze troc’het diouzh ur metr… e veze troc’het diouzh ur metr a-hed, apeupre

Lors : Ya ?

Jean : Normalamant e oa ur metr e oa

Lors : Ha peseurt koad e oa…

Jean : A peseurt koad … « euh » derv, faou ha kistin … ar sapin ne oa ket mat d’ober …

Lors : glaou ?

Jean : Nann

Lors : Nann…

Jean : Ha … a-raok a-raok komañs ar poulliad glaou … a raent … a lakaent daou vetr a-hed daou vetr a uhelder … a lakaent pikedoù evit ober ur … ur machin …

Lors : Ur rond …

Jean : Ur rond … evel tregont pe daou-ugent a dia… a diametr a dreuz

Lors : Ya

Jean : E veze plantet mat en douar, hag ar-lerc’h neuze … ar re a ur metr a veze lakaet … a veze harpet a veze harpet tro-distro

Lors : Ya

Jean : Evit ober apeupre tri metr a ledander.

Lors : Ya

Jean : Ha pa veze disoc’h … pa veze lakaet … disoc’h ar c’houchad-se, e veze lakaet ur c’houchad all neuze war lein ar re-se, mes neuze a veze lakaet e pant (« pente ») …

Lors : Ya ?

Jean : Evel-se

Lors : Ya

Jean : Ha pa oa, pa veze pa oa disoc’h o o o …lakaat ar c’hoad, neuze e veze graet motad

Lors : Motad ?

Jean : Motad gant gant ur … evel am boa laret deoc’h … klasket am eus … bez am boa unan dre aze mes ne ‘m eus ket kavet …ur « varroch » (marrdrañch)

Lors : Ur « varroch », petra eo se ?

Jean : A zo un dra evel … evel ur baelon

Lors : Ya ?

Jean : Evel un … evel un trañch … evel un trañch mes e-lec’h e-lec’h bezañ ‘hed, e-lec’h bezañ a-hed emañ ront …

Lors : A, ya ya ya

Jean : Hag a rae … e veze graet motad apeupre ar braster d’ur baelon d’ober krampouezh … d’ur… d’ur billig … d’ur billig

Lors : Ya

Jean : Hag e veze goloet … e veze goloet tout e … tout ar bern … ar bern koad gant …gant motad

Lors : A, gant motadoù ?

Jean : Gant motadoù e veze goloet tout, ha gwasket a veze a-gaozenn pas kaout aer

Lors : A ?

Jean : A-gaoenn harzañ … harzañ an aer a antreal … pa veze … pa oa disoc’h an traoù-se neuze tout tout tout a veze tout tro-distro a veze … ne oa ket mann … ne weler ket un tamm koad

Lors : Nann ?

Jean : Ne weler ket … ne weler ket un tamm koad

Lors : Mes un toull a veze …

Jean : Ha neuze dre an toull a veze lakaet teir pe peder … pe div pe deir bailhad glaou alumet, glaou …

Lors : A ya

Jean : Glaou ruz !

Lors : Ya ya ya

Jean : E veze lakaet evit, evit, evit lakaad an tan da grogiñ

Lors : Ya

Jean : Ya … ha neuze ur wech … ur wech a veze krog mat neuze pa veze krog pa oa pa veze krog mat neuze e veze stouvet al lein en nec’h ivez …

Lors : A, stouvet e veze ?

Jean : A beñ ya !

Lors : Mes, mes e-barzh venn ez ae ar moged neuze ?

Jean : Ar moged a chome … ar moged a sortie dre bartout !

Lors : A ya

Jean : Gwelet a raer ar moged o sortial dre bartout…

Lors : Evel brumenn koa

Jean : Ya