Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac’hloù

Jean-Michel Le Cunff, deus Lokmac’hloù

Jean-Michel Le Cunff ‘zo bet maer Lokmac’hloù, hag e gont deomp penaos e oa c’hwec’h chapel (ha kemet ‘rall a bardonioù) war ar a barrez gwezh-all, ha petra ‘zo c’hoarvezet gant lod anezho abaoe.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bon … ha mod-all ba ba parrez Lokmac’hlaoù zo pardonioù hoah ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Toud …toud zo chomet …

Jean-Michel : E, pas re pas re … nann, ké bout … bout zo pet un amzer, an traoù-sen n’int ket koh ‘ba ‘raok er bleadaoù mil … dek ha tri-uigent bennek ‘vezè … ‘vezè pardonioù, meit ‘vezè ket groeit kalz a fest ebet koa

Lors : A bon ?

Jean-Michel : Ha troioù mil nav c’hant ha … poar ha poar-uigent, heñ, zo komañset gober festaoù uit kampenn ane’he koa « hein », ké lo-kaer ar chapeliaoù-se ‘vezè ‘oé arri fall koa heñ…

Lors : A ya ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Set’ aveit … aveit dastumet argant …

Jean-Michel : Ya, uit uit kampenn ane’he, koa

Lors : Ha kampenn ane’he…

Jean-Michel : Me ‘lara, me ‘lara meur a weh ‘n doenn ar re-se ‘zo bet groeit get krampoueh !

Lors : A a a a, ha gwir é ?

Jean-Michel : Beñ ya ké ‘n argant ar c’hrampoueh a zikoure … bochad ‘labour zo bet groeit, ‘fin pas pas pas … ‘ba Lokmac’hlaoù, ‘ba partoud koa zo bet groeit ‘else ur sort … kampenn ur bochad chapeliaoù ur sort, koa « hein ».

Lors : A ya … ha chetu ba…

Jean-Michel : Ha neuzen d’er c’hours-se, neuzen zo bet inon ‘ba Sant Chouchan, « hein », Sant Ujen, Kerlinat ha, ha Longueville koa, ar hent ‘N-iol aze koa … an tri-se ‘oé koa med bremañ, ba, ba Sant Chouchan n’eus kalz a dra ken, ha Kerlinad eué, ké an dud ‘gouha ‘r ré ‘r ré ‘noé zo ‘n im okup’ en traoù-se, ha Longueville ‘kerha hoah mad an traoù ur sort, koa

Lors : Ya

Jean-Michel : Ya ya ké re yaouank zo ‘ba, ‘ba ‘r c’hornad-se koa, ur bochad tud zo ‘barh karter-se koa

Lors : Ya ya ya

Jean-Michel : ya, a’ mod-‘rell ‘oé ‘vezè chapeliaoù ‘rell « hein », inon er chapel vian ‘zo ‘bar’ vourc’h… just ‘ba’r vourc’h ‘else ha hinan ‘oé ‘barh amañ eué

Lors : Ha sant, sant piv ‘bar’r vourc’h neun ?

Jean-Michel : ‘Ba vourc’h Sant… Santez Elena

Lors : Santez Elena, hag amañ ?

Jean-Michel : E Santa… Santez Kristina

Lors : Kristina … set’ ‘oé pemp …pemp …pemp chape,l pemp pardon, pas ?

Jean-Michel : O zur wac’h d’er c’hours-se, d’er c’hours-se o ya, med pell zo koa, pell zo !

Lors : Gweherell, koa

Jean-Michel : Ya ya ya, beñ ya, ké hinan ‘r chapel-mañ zou bet fondet, ‘zo bet fondet, hag er main zo bet kaset da … da … da Santez-Anna-ar-C’hoed ba… ba Berne… ba Pontkelleg koa

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya, ha neoah ‘oé ket, ‘oé ket fall « hein » ‘oé ket fall an’hi, o en doenn ‘oé fall un tamm, med moaien ‘oé kampenn an’hi aes koa « hein »

Lors : A ya

Jean-Michel : Meit d’er c’hours-se en dud … ppfff….’ouient ket nê dihun’ koa « hein »

Lors : Nann

Jean-Michel : Me ‘wele ma zud ‘oé …ma zud-kaer ‘vezè ‘oé ‘barh amañ dija, ar re-se ‘wele an traoù kuit, ‘n dra-se rae poen dehe, med boñ doeint ket kalz a dra da lâret koa…

Lors : Beñ nann, med just wac’h da biv ‘oé ar chapel ?

Jean-Michel : Beñ d’er barrez anfiñ d’er… komun koa

Lors : A, d’ar gomun !

Jean-Michel : Meit ni joñja else marse un dé benneg er person hineh ‘noé d’ober argant, ha o meit des ket ‘met gwerhein er main-se ha pof… ‘else ‘mañ bet bet graet an traoù zur wac’h, koa, « ah ouais »

Lors : A ya, peus ket bet gouiet ?

Jean-Michel : Nann, meit oen ket mein ‘barh amañ hoah !

Lors : A, nann nann nann…

Jean-Michel : Ha m’eus klasket ‘ba’ ‘r, ‘ba ‘r « mairie » just wac’h, ma oé un dra benneg, « hein », n’eus ket nitae, neus ket nitae merchet « hein »

Lors : A, nitae merchet ?

Jean-Michel : ‘N d’e-se zo bet groeit else, koa, « hein », ya

Lors : Ha memes ‘ba, ‘ba, ‘ba ‘r presbitoer pe … n’oc’h ket bet ‘ welet ?

Jean-Michel : Nann, ké bremañ n’eus ket presbitoer kén, hañ, toud en traoù-se ‘zo eit da Gemene ha marse ‘maint bet kollet, ouian ket koa

Lors : Pe marse ‘ba Gwened pe …

Jean-Michel : Marse ‘ba Gwened, ya, marse ur sort, ya marse ur sort …ha neoah er chapel-mañ ‘oé, ‘oé brav passap, « hein » ya, ‘oé ket ur chapel bras med … pé voein distaget me ‘ziskoien ur foto doh

Lors : A ya ya ya ya ya … brav é hag set’

Jean-Michel : Ya ha …pardon’

Lors : Nann nann nann laret

Jean-Michel : Hag un erell ‘oé hoah Sant-Jili … e meit houneh ‘oé ‘tre, ‘tre Lokmac’hlaou ha Gemene, meit a barrez Lokmac’hlaoù ur sort koa « hein », meit houneh zo bet distrujet ba, ba ‘men ‘mañ vered ‘r Gemene bremañ

Lors : A ya

Jean-Michel : Ha un dra farsus ‘oé ké daou … daou beleg « hein » inon … ‘n hain Gemene ha ‘n hain Lokmac’hlaoù ‘rae ‘n ouverenn bep kours aze koa, meit un dé benneg beleg, anfiñ person « hein », Lokmac’hlaoù ‘noé chañchet an alvé, set’ an ell n’helle ket dont kén !

Lors : A a a a a,  set’ ‘oé bet trouz ‘trehe koa !

Jean-Michel : O mac’hat koa, mac’hat

Lors : Med a ya set’ … set’ benn ar fin ma vé kontet hounah…

Jean-Michel : Ya

Lors : Rae hwueh, hwueh chapel ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Evit parrez Lokmac’hlaoù, koa

Jean-Michel : Ha ‘ba, ‘ba ur ur chato ‘zo ‘ba aze, ‘oé inon hoah ‘n d’e-se vé laret « chapelle domestique » koa

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya

Lors : Set’ ‘rae seih ‘tre tout koa


Testenn e brezhoneg skrivet, adlennet gant Francis Favereau ha Paskal an Intañv :

Lors : Bon … ha mod-all e-barzh … e-barzh parrez Lokmac’hlaoù a zo pardonioù c’hoazh ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Toud … tout a zo chomet ?

Jean-Michel : « euh » pas re, pas re … kar bout … bout a zo bet un amzer, an traoù-se n’int ket kozh … e-barzh … a-raok ar bloavezioù mil … dek ha tri-ugent bennak a veze … a veze pardonioù, mes ne veze ket graet kalz a fest ebet, koa

Lors : A bon ?

Jean-Michel : Ha troioù mil nav c’hant ha … pevar ha pevar-ugent, heñ, a zo komañset ober festoù evit kempenn anezhe koa heñ, kar lod-kaer ar chapelioù-ze a veze … e oa erru fall, koa heñ

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya

Lors : Setu evit … evit dastum arc’hant

Jean-Michel : Ya evit … evit kempenn anezhe koa

Lors : Ha, kempenn anezhe ?

Jean-Michel : Me a lar … me a lar meur a wech, toenn ar re-se a zo bet graet gant krampouezh !

Lors : A a a a, ha gwir eo ?

Jean-Michel : Beñ ya, kar arc’hant ar c’hrampouezh a sikoure … bochad labour a zo bet graet… fin, pas pas pas … e-barzh Lokmac’hlaoù, e-barzh partout koa, a zo bet graet evel-se ur sort …kempenn ur bochad chapelioù ur sort, koa heñ

Lors : A ya … ha setu e-barzh

Jean-Michel : Ha neuze, d’ar c’houlz-se neuze, a zo bet unan e-barzh Sant Chouchan, heñ, Sant Ujen, Kerlinad ha, ha Longueville koa, war hent An Ignol aze koa … an tri-se a oa, koa, mes bremañ e-barzh, e-barzh Sant Chouchan n’eus kalz a dra ken, ha Kerlinad ivez kar an dud a gozha, ar re, ar re o doa …a zo en em okupiñ diouzh an traoù-se, ha Longueville e kerzh c’hoazh mat an traoù ur sort koa

Lors : Ya

Jean-Michel : Ya ya, kar re yaouank a zo e-barzh, e-barzh ar c’hornad-se koa, ur bochad tud a zo e-barzh karter-se koa

Lors : Ya ya ya

Jean-Michel : Ya, ha mod-all e oa … a veze chapelioù arall, heñ, unan, ur chapel vihan zo e-barzh ar vourc’h … just e-barzh ar vourc’h evel-se, hag unan a oa e-barzh amañ ivez

Lors : Ha sant … sant piv e-barzh ar vourc’h, neuzen ?

Jean-Michel : E-barzh ar vourc’h sant … santez Elena

Lors : Santez Elena, hag amañ ?

Jean-Michel : « Euh » santa… santez Kristina

Lors : Kristina setu e oa pemp…pemp… pemp chapel, pemp pardon, pas ?

Jean-Michel : O sur awalc’h d’ar c’houlz-se … d’ar c’houlz-se, o ya mes pell a zo, koa, pell zo !

Lors : Gwezharall

Jean-Michel : Ya ya ya, beñ ya kar unan ar chapel-mañ a zo bet fondet … a zo bet fondet hag ar mein zo bet kaset da … da … da Santez-Anna ar c’hoad, e-barzh, e-barzh Berne, e-barzh Pontkalleg koa

Lors : A ya ?

Jean-Michel : Ya, ha newazh ne oa ket … ne oa ket fall, heñ, ne oa ket fall anezhi … o, an doenn e oa fall un tamm, mes moaien e oa kempenn anezhi aes, koa heñ

Lors : A ya

Jean-Michel : Mes d’ar c’houlz-se an dud …… pppfff ….ne ouient ket anezhe dihun koa heñ

Lors : Nann

Jean-Michel : Me a wele ma zud a oa …ma zud-kaer a veze … a oa e-barzh amañ dija, ar re-se a wele an traoù kuit … an dra-se a rae poan dezhe, mes bon n’o doa ket kalz a dra da lâret koa…

Lors : Beñ nann, mes just a-walc’h, da biv e oa ar chapel ?

Jean-Michel : Beñ d’ar barrez, ‘fin d’ar… komun koa

Lors : A, d’ar gomun

Jean-Michel : Mes ni a soñj evel-se, marteze un deiz bennak ar person, hennezh en doa d’ober argant ha… o mes n’eus ket nemet gwerzhañ ar mein-se, ha pof, evel-se emañ bet graet an traoù, sur awalc’h koa, « ah ouais »

Lors : A ya, n’ho peus ket bet gouiet ?

Jean-Michel : Nann, mes ne oan ket me e-barzh amañ c’hoazh

Lors : A, nann nann nann

Jean-Michel : Hag am eus klasket e-barzh ar… e-barzh ar « mairie », just a-walc’h, ma oa un dra bennak, heñ, n’eus ket netra … n’eus netra merket heñ

Lors : A, netra merket ?

Jean-Michel : An dra-se a zo bet graet evel-se, koa, heñ

Lors: Ha memes e-barzh … e-barzh … e-barzh ar presbital pe … n’oc’h ket bet o welet ?

Jean-Michel : Nann, kar bremañ n’eus ket presbital ken … hañ, tout an traoù-se a zo aet da Gemene, ha marteze emaint bet kollet … ne ouian ket, koa

Lors : Pe marteze e-barzh Gwened, pe …

Jean-Michel : Marteze e-barzh Gwened ya …marteze ur sort …ya marteze ur sort …ha newazh ar chapel-mañ a oa … a oa brao pasap, heñ ya …ne oa ket ur chapel bras mes … pa vin distaget me a ziskouezo ur foto deoc’h

Lors : A ya ya ya ya ya, brav eo, hag setu …

Jean-Michel : Ya ha … pardon

Lors : Nann nann nann larit

Jean-Michel : hag unan all e oa c’hoazh Sant-Jili … « euh », mes hounnezh a oa etre etre Lokmac’hlaoù ha Gemene, mes a barrez Lokmac’hlaoù ur sort, koa heñ, mes hounnezh a zo bet distujet e-barzh …e-barzh … e-men… emañ vered Ar Gemene bremañ

Lors : A ya

Jean-Michel : Hag un dra farsus e oa, kar daou …daou beleg heñ … unan … an hini Gemene hag an hini Lokmac’hlaoù a rae an oferenn bep koulz aze koa, mes un deiz bennak beleg, erfin person heñ, Lokmac’hlaoù en doa chañchet an alc’hwez, setu an all ne c’halle dont ken

Lors : A a a a a, setu e oa bet trouz etrezo koa !

Jean-Michel : O moarvat koa, moarvat

Lors : Mes … a ya setu … a-benn ar fin ma vez kontet hounnezh

Jean-Michel : Ya

Lors : E rae c’hwec’h… c’hwec’h chapel ?

Jean-Michel : Ya

Lors : Evit parrez Lokmac’hlaoù koa

Jean-Michel : Hag e-barzh, e-barzh ur … ur chato a zo e-barzh, aze, e oa unan c’hoazh, an dra-ze a vez laret « chapelle domestique » koa

Lors : A ya

Jean-Michel : Ya

Lors : Setu a rae seizh etre tout koa