Jean-Yves Bothorel, deus Botmeur

Jean-Yves Bothorel, deus Botmeur

Jean-Yves Bothorel a gont deomp penaos ez ae an dud d’ar bal en amzer e yaouankiz, tro-dro da Votmeur, ar Fouilhez, Landelo…


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Bet out bet du-se… d’ar bal ?

Jean-Yves : Ya … ya daonet meur a wech

Lors : A ya

Jean-Yves : Beñ neuhe ‘vije Landelo hag Pont Kerhoaden mod ‘laran dit hag… Gwazvenn

Lors : Gwazvenn

Jean-Yves : Ya ar re-he ‘oa ar sekteur ahe … pugur ‘ba ‘r poent-se ‘vije baliou partoud ‘ba’r barrechioù amañ

Lors : Ya

Jean-Yves : Ar Vouillhe Boneur ha partoud amañ ‘oa er sal iyé …

Lors : Med en dud ‘yae war droad petram’ ga’ ‘n oto

Jean-Yves : Alies ‘ yaent ga ‘ r betailher hag ‘ yaent ga ‘r Berrehar

Lors : Ga’ ‘r betailher

Jean-Yves : Ya

Lors : A bon

Jean-Yves : ‘ Vije bennet toud ar re yaouank ‘ba ‘ba ‘r lost ar mod-se ‘oa er betailher ‘c’haemp ‘lies ‘wac’h

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya hag ‘oa hardi mat da zigent’ pugur ‘c’haer da vBrasparz hag e vije « roue lib’ » ’tiskenn’ ar Mene’ ha ga’ kemend-all ‘dud … soñj tè

Lors : « Roue lib’ »

Jean-Yves : Ya ‘vije lachet hag …

Lors : O la la

Jean-Yves : Ma ma ! Ar mod-se ‘rae heñ

Lors : ‘Michañs ‘oa ‘oa ‘oa frinyioù mad neun …

Jean-Yves : Aaarrr

Lors : Matren ‘oa ket

Jean-Yves : Hardi ‘oa

Lors : Heñ

Jean-Yves : Hardi ‘oa

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Ya ya ya ya set’ mond ga’ ‘r betailher ‘treseg Landelo ‘oa ‘oa ur sakre hent d’ober heñ

Jean-Yves : E da Landelo n’ou’on ket hag-‘eñ ‘ viche kement-se med tro amañ ‘viche ‘lies heñ ga’ ‘r betailher

Lors : A ya

Jean-Yves : A ya … o Landelo gav ket din ‘vije keit-se

Lors : Nann

Jean-Yves : Du-he pephini ‘ c’hae mod a c’helle ‘michañs

Lors : Ya ya ya ya … ha te te te zo aet d’ar bal war droad alies ‘michañs è

Jean-Yves : O ‘wechoù ya

Lors : Ya … med pas da-eun …. ‘michañs ‘oa bandennajoù den … tud

Jean-Yves : Beñ me ma eur bisiklet dija !

Lors : A

Jean-Yves : Set’ ‘n dra-he ‘oa leizh : lies

Lors : Set’ ‘ oa

Jean-Yves : Ya … me c’hoar na bet he bisiklet pa na bet he sertifikad

Lors : Ya

Jean-Yves : Ha goude-se pugur me ‘vije kempenn ar bisiklet e vije roet din da sortial da zul … sete me ‘okupe dac’hmad dac’h ar velo

Lors : A a a a

Jean-Yves : « Tu comprends »

Lors : A ya

Jean-Yves : Pugur ni vi’e … d’ar bal yaen-me d’ar zul med ur pakad bombonioù ‘zegasaen d’ar re ‘ jome ar gêr

Lors : Aaaa

Jean-Yves : A an dra-he ‘oa va « habitude » ‘vije degaset ur pakad bombonioù dê

Lors : A brao ‘oa

Jean-Yves : ‘ Trese … a ya

Lors : Se ‘oa brao ‘c’ha

Jean-Yves : Mod-se ‘oa me gav din ‘vije roet tri c’hant lur demp d’ar poent-se ha n’ouzon ket de-geñ n’é ket « soixante centimes » pe petra ‘oa ‘r pakad bombonioù

Lors : A ya

Jean-Yves : Matrese ha goud-se ‘n « entrée de bal » hag ar rest da c’houde … sete ‘oa dao mond moan memestra

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Med pegem’ ‘oa ‘n « entrée de bal » just ‘wac’h …. ‘peupre … kant lur …

Jean-Yves : ‘Isp’ … mioc’h … mioc’h

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya … pugur me gav din ‘oa … me ‘gav din ‘oa « un cinquante » ‘raog ‘oan aet d’or va c’hoñje ha pé oan deut en dro ‘oa aet … ‘oa doublet ‘oa aet da dri

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya ‘tre « Soixante-six » ha « soixante-huit » ‘na doublet ar prij

Lors : Hag priz priz ur bann’ jistr pé ur bann’ gwin ‘na ‘na doublet è

Jean-Yves : M’eus ket joñj m’eus ket joñj

Lors : Pugur ‘benn ‘feus komañset d’hond … d’hond d’ar bal ‘oas kustumet boazet d’evañ petra jistr pé gwin

Jean-Yves : « Rouge limonade » ‘oa ar boeson

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Bet out bet du-se d’ar bal

Jean-Yves : Ya … Ya daonet… meur a wech Lors: A ya

Jean-Yves : Beñ neuze e vije Landelo ha Pont Kerhoadenn. Mod a laran dit ha …Gwazwenn

Lors : Gwazwenn

Jean-Yves : Ya ar re-se a oa ar sekteur aze … peogwir d’ar poent-se e vije baloù partoud e-barzh ar barrezioù amañ

Lors : Ya

Jean-Yves : Ar Vouilhez Boneur ha partout … amañ e oa ur sal ivez

Lors : Mes an dud a yae war droad peotramant gant an oto

Jean-Yves : Alies ez aent gant ar betailher hag e yaent gant ar Berrehar

Lors : Gant ar betailher

Jean-Yves : Ya

Lors : A bon

Jean-Yves : E vije bennet toud ar re yaouank e-barzh … e-barzh al lost ar mod-se e oa er betailher ez aemp alies awalc’h

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya … hag e oa hardi mat da zigentañ peogwir ez aer da vBrasparzh hag e vije e « roue libre » o tiskenn ar menez hag gant kemend-all a dud … soñj ‘ta …

Lors : « Roue libre » ?

Jean-Yves : Ya … e vije lachet hag …

Lors : O la la

Jean-Yves : Ma ma ar mod-se a rae heñ

Lors : Emichañs e oa e oa e oa frinyioù mat neuze …

Jean-Yves : A a a a a a …

Lors : Marteze ne oa ket …

Jean-Yves : Hardi e oa

Lors : Heñ

Jean-Yves : Hardi e oa,

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Ya ya ya ya seta mont gand ar betailher etreseg Landelo a oa … a oa ur sakre hent d’ober heñ

Jean-Yves : « euh » da Landelo n’ouzon ket hag-eñ a vije kement-se mes tro amañ a vije alies heñ gant ar betailher

Lors : A ya

Jean-Yves : A ya … o Landelo ne gav ket din e vije keit-se …

Lors : Nann

Jean-Yves : Du-se pep hini a yae mod a c’helle emichañs

Lors : Ya ya ya ya ha te te te a zo aet d’ar bal war droad alies emichañs ivez

Jean-Yves : O a-wechoù ya

Lors : Ya … mes pas da-unan … emichañs e oa bandennadoù den … tud

Jean-Yves : Beñ me am boa ur bisiklet dija

Lors : A

Jean-Yves : Setu an dra-ze a oa leizh / lies

Lors : Setu e oa …

Jean-Yves : Ya … ma c’hoar he doa bet he bisiklet pa ‘doa bet he sertifikad

Lors : Ya

Jean-Yves : Ha goude-ze peogwir me a vije o kempenn ar bisiklet a vije roet din da sortial d’ar sul … setu me a okupe dalc’hmad diouzh ar velo

Lors : A a a a a

Jean-Yves : « Tu comprends »

Lors : A ya

Jean-Yves : Peogwir a vije … d’ar bal ez aemp d’ar sul mes ur pakad bonbonioù a zegasen d’ar re a jome er gêr

Lors : A a a a

Jean-Yves : A … an dra-ze a oa va « habitude » e vije degaset ur pakad bonbonioù dezho

Lors : A brav e oa

Jean-Yves : Etrezo … a ya

Lors : Se a oa brav moarvat

Jean-Yves : Ar mod-se e oa … me a gav din e veze roet din tri c’hant lur deomp d’ar poent-se hag n’ouzon ket hag-eñ n’eo ket « soixante centimes » pe betra e oa ur pakad bonbonioù

Lors : A ya

Jean-Yves : Marteze ha goude-se an « entrée de bal » hag ar rest da c’houde … setu e oa dav mont moan memestra

Lors : Ya

Jean-Yves : Ya

Lors : Mes pegement e oa an « entrée de bal » just a-walc’h … apeupre … kant lur

Jean-Yves : Ouzhp… muioc’h … muioc’h

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya peogwir me a gav din e oa … me a gav e oa « un cinquante » araok e oan aet d’ober va c’hoñje ha pa oan deuet en dro e oa aet … e oa doublet … e oa aet da dri

Lors : A bon

Jean-Yves : Ya etre « soixante-six » ha « soixante-huit » en doa doublet ar priz

Lors : Hag priz… priz ur banne sistr pe ur banne gwin en doa … en doa doublet ivez

Jean-Yves : M’eus ket soñj … m’eus ket soñj

Lors : Peogwir a-benn az peus komañset da vont … da vont d’ar bal e oas kustumet … boazet d’evañ petra sitr pe gwin

Jean-Yves : « Rouge limonade » e oa ar boeson

Lors : A ya

Jean-Yves : Ya