Lucienne Jourdren, deus Plevin
Lucienne Jourdren deus Plevin a gont deomp petra eo bevañ ‘barzh ur familh micherourien ar maen-glas, mont da labourat war an devezh evit gonid e vara… n’eo ket bet aes bemdez !
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lucienne : Ha war-lerc’h neun, bon, dre m’ taemp … me c’hoar ‘na … me c’hoar ‘oa nao bla kosoc’h ‘vidon a beñ é bet chom’t hi da labour’t ‘ba’r ger da zikour mamm da sevel ‘c’hamp hag e rae devejoù ‘ba ti al labourerien douar pugur ar re-he ‘tae da labour’t an douar ‘touchaent ket mann ‘bet ga’ mamm nê med me c’hoar … ha m’eus bet g’aet è … ‘rae devejoù ‘vid mann ‘bet koa « hein »
Lors : A aaa
Lucienne : « Voilà », ‘rae devejoù ha pe ‘weler paeo ar re ell c’hwi ‘pa ket mann ‘bet da gaou’
Lors : A
Lucienne : ‘Vel ma viz’ paseet ur c’harr’d voen pe ur c’harr’d traoù ‘ba ‘r park beñ ‘pize un devez pe daou da reiñ
Lors : Ya
Lucienne : Ma viz’ kas’t ar veuc’h d’ar c’hole ‘piz’ daou zevez da reiñ
Lors : Daou zevezh ?
Lucienne : Ya ….. ya
Lors : A ya
Lucienne : Mes ‘giz-se vé hin … ha set’ ‘giz-se me c’hoar ‘neus bet paset hec’h amzer da da zikour mamm da sevel ‘c’hamp koa, « hein »
Lors : Ya ya
Lucienne : Ya
Lors : Med ‘ba ‘r ger … ped ‘oac’h ‘ba’r ger ?
Lucienne : beñ, med tri
Lors : Tri è ?
Lucienne : Tri, ya, pugur ‘oa me breur ha me, nom ‘oa bihan, ha me c’hoar ‘na… me c’hoar ‘oa nao bla kosoc’h ‘vidomp koa, « hein »
Lors : Ya ya
Lucienne : Humm ya, hend-ell ‘oam … oam c’hwec’h krouedur koa, « hein »
Lors : A, c’hwec’h krouedur !
Lucienne : Ya, med ar re ell ‘oa ‘labour’t !
Lors : A ya.
Lucienne : Ya
Lors : A ya, dija an tri ell ‘oa …’oa ‘oa…
Lucienne : Ya ya, just ‘wac’h !
Lors : ‘Oa vet kuit dija.
Lucienne : Ya ya ya ya ya.
Lors : Ha ‘ba …
Lucienne : Ar re-se ‘oa kosoc’h koa « hein », set’ ‘giz-se me zad ‘benn neun ‘oa ‘ba ‘r vleñg’ [ ba’r vengleuz ] d’ar mare ‘oa ar re-se yaouang ha warlerc’h pe neuint ka’et labour, ar re-he ‘zo vet da labour’t koa « hein »
Lors : Ha peseurt labourioù … peseurt labourioù…
Lucienne : O beñ me c’hoarezed ‘oa vet da vatezh koa « hein »
Lors : Ya
Lucienne : ‘Oa ket ‘met ‘n dra-se … d’ar mare-te
Lors : Ya
Lucienne : Seulam’t ar cheñchamañchoù ‘viz’ ‘ba ‘ba « septembre », ar re nize c’hoant da jom, ar re ‘n’im gontante
Lors : A ya d’an dé … Gouel Mikel
Lucienne : Ya med brem’ ‘ma ket ‘giz-se ken koa « hein », brem’, brem’ ‘n hain neus labour c’halla dañ derc’h’ nañ è
Lors : Ya
Lucienne : Ya
Lors : Ya
Lucienne : Med d’ar mare-te … d’ar mare-te ‘oa labourioù memes tra koa « hein »
Lors : Ya ya ya
Lucienne : Bon d’ar mare ‘oa me gwas ‘ba ‘r vleñge ‘ba … ‘ba Kermanac’h ‘oa-eñ ‘benn neun ha… o ‘ba Kermanac’h ‘ba partoud « hein » pugur d’ar mare-te ‘douche an dud …nann … ‘na droad an dud d’ar chomaj med pas touch’ mann ‘bet ‘raent… ‘raent ket …
Lors : Touch’ mann ‘bet da …
Lucienne : ‘ raent ket … touch chomaj raent ket ‘nê ‘
Lors : ‘Blam ‘ beta
Lucienne : ‘Oa ket … ‘oa ket ar lezenn ‘benn neun … ar pezh a raent é derc’h’ o droajoù ‘ba ‘ r « sécurité sociale » ha toud e ma vije ket labour ‘zerc’he’ o droajoù ‘ba …
Lors : ‘ Ba ‘r « sécurité sociale »
Lucienne : Ya « voilà », med pas touch mann ‘bet ha meum bet g’aet olala marc’hajoù da bik’ beterav’z da zistank’ beterav’z ha d’or eu o ‘ouian ket ped ped ped park beterav’ ‘meum bet distañket ha ‘gasemp ar vugale ganomp deus ar skool … gasemp ur c’hras-krout dê ar re-he ‘jome ‘ba kost ar harz da c’hoteï ken ‘mizemp, ken ‘mizemp echuet hon devezh koa « hein » ha war-lerc’h ‘taemp d’ar gêr ‘viz’ debr’ koan ha an dé warlerc’h ‘vize adkomañset ‘darre ken ‘vize adkomañset ar vleñge
Lors : A
Lucienne : Ya
Lors : Ya pugur ar vleñge …
Lucienne : Ma ‘ viz’ ket to … ma viz’ ket …ma viz’ ket matier ma peus c’hoant … beñ ‘viz’ ret veingleuerien chom ‘ba ‘r gêr koa « hein »
Lors : Aaaaaa
Lucienne : Ya … hag eürusam’ d’ar mare-te laren dac’h ‘viz’ parkeier traoù « pota… » da zistañka’ traoù
Lors : Ya ya
Lucienne : Ya
Lors : Ya ya ha set’ bez ‘ vize tud ‘michañs ‘ba foñs ar veñgle
Lucienne : Ya
Lors : ‘oa ‘oa ret dê distañga’ blokoù …
Lucienne : A beñ ya « voilà »
Lors : Set ‘ ar re all …
Lucienne : Ar re ell viz’ ret dê chom ‘ba ‘r gêr
Lors : ‘Viz’ ret dê gotoz ?
Lucienne : Ya
Lors : ‘Benn ‘vize …
Lucienne : Ha c’hoazh ‘wechoù ‘vize … o ‘wechoù ‘viz’ tost ur miz « hein »
Lors : Ur miz !
Lucienne : O ya … bas (‘barzh) ‘viz’ gal’t kaout matier en-dro koa « hein »
Lors : A ya blokoù ‘wac’h da …
Lucienne : Blokoù ‘wac’h dê ya
Lors : Da jeñch ‘maez koa
Lucienne : Ya ha m’eus soñj… ‘m eus soñj ‘benn vizemp paeet ‘vid ur park beterab’z pé vid ar pezh vi’e g’aet ‘laken an erc’hant ‘ba un « enveloppe » ha … ha laren ‘giz-m’ matrese aze mo trawac’h d’or ur miz ha ‘laken re ell neun ‘ba un « enveloppe » ell med ‘benn neuhe alies ‘wech ‘ viz’ adkomañset ar vleñge koa
Lors : A
Lucienne : Ya o ya gwel’t neus an den « du dur » ‘vel vé lar’t è koa « hein »
Lors : Ya ya ya ya
Lucienne : Ya med anfin chañs m’eus bet ga’ ‘n Aotroù Doue lar’t ‘maon bet lesket yec’h
Lors : Ya
Lucienne : Ha me gwas ha me ha reusis’t meump bet da brenañ hon di ha da brenañ hon draoù war-lerc’h hag …
Lors : A ya, an ti amañ ‘zo dac’h ?
Lucienne : Ya ya ya
Lors : Pell ‘zo ?
Lucienne : O ya o ya ‘ba peseurt bla’ezh, a beñ ar bla’ezh ‘oam’ deut amañ, « en soixante-et-onze »
Lors : A
Lucienne : « en soixante-et-onze »
Lors : Ya ar blâvezh mil nao c’hant unneg ha tri-ugent
Lucienne : « hein » ? ya ya hag ar veranda ‘mamp ga’et war-lerc’h ha …med ar veranda ‘ma vet ‘ma ga’et pé ‘oa vet me gwas in retred
Lors : A ya
Lucienne : Ka’ ‘n ‘om avañturaec’h ket d’or labourioù kadaon (gand-aon) arete ar vleñge
Lors : A beñ nann
Lucienne : Mes pé oa-eñ ‘ba i retred pugur ‘na-eñ ur retred vad e beñ mamp gal’t memestra renk’ hon draoù koa « hein »
Lors : Ya ya pugur ‘ faot ket dispign’ …
Lucienne : A beñ nann
Lors : Ar pezh ‘peus ket
Lucienne : « voilà c’est ça « nann a nann
Lors : Ya kadaon e …
Lucienne : Ya just ‘wac’h kadaon … ‘niz’ bet lar’t-eñ bon n’eus ket labour dao é de chom ‘ba ‘r gêr
Lors : Ya kar…
Lucienne : ha viz’ ket dre e faot deoñ … ‘viz’ ket dre e faot
Lors : Nann nann
Lucienne : A nann nann ha c’hoazh alies wech pé viz’ echuet gantoñ e labour ‘ba ‘r vleñge a laboure an douar ‘benn neun tro miz ar voen ha miz eost brem’ beñ ‘viz v\foenn da charre’ ha ed da zorn’ d’ar mare-te ‘oa ket « moissonneuse » c’hoazh
Lors : Nann
Lucienne : Ha warlerc’h e devezh ‘c’hae-eñ da charre’ foen pé da zorn’ pé da … pé da serri’ pato pé d’or ar pezh vi’e d’or
Lors : Ya ya ya
Lucienne : An dra-se ‘viz’ en tu ell da d’al labour memes tra … en tu all d’ar pae ma peus c’hoant
Lors : Ya ya
Lucienne : Ya ya ya, ha pé ‘oam’ ‘ba Ker an Tal neun ‘oa ur poulaih ha me ‘ rae, me ‘rae yer
Lors : A ya ?
Lucienne : Bet « des poulets » ha neuhe « des pintades » è
Lors : Ya ya, ha kalz ‘ raec’h ?
Lucienne : O ‘oa ket ‘c’hat, ar poulailh’ ‘oa ket bras nañ … pemp kant ‘ raen
Lors : Pemp kant ?
Lucienne : Pemp kant ya med d’ar mare-te ‘oa poulaiheroù bihan ‘giz-se « hein »
Lors : Ya
Lucienne : Ya
Lors : Ya’, ba’ r gomañsamant ‘oa …
Lucienne : Ya just ‘ wac’h ya ya ya
Lors : Pell war-lerc’h neuint braseet, koa
Lucienne : Ya just ‘wac’h ya med ‘war-lerch ‘oamp deut amañ de jom ha set’ a-giz-se … ya
Lors : Ya ha c’hoazh m’eus kle’et lar’t, lar ken a vrasee ar poulaiheroù ‘oa muioc’h kleñvéioù ?
Lucienne : Ya, gwir é ya, gwir é
Lors : Pugur ‘oa re ‘sames, koa
Lucienne : Ya, ha warlerc’h neun pé ‘ oa eo ppff pell ‘ouian ket ped blâ ‘zo, ‘oa an traoù « aux normes » ken ha ‘oa laket an dud da gaout ouian ket pegement frejoù koa è … ‘ba ‘r poulailheroù hag ‘n traoù
Lors : Ya ‘benn laka’ nê « aux normes européennes » koa
Lucienne : Ya beñ « voilà » just ‘wac’h
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lucienne : Ha war-lerc’h neuze bon dre ma teuemp … ma c’hoar he doa … ma c’hoar a oa nav bloaz koshoc’h evidon … a beñ eo bet chomet hi da labourat e-barzh ar gêr da sikour mamm da sevel ac’hanomp, hag a rae devezhioù e-barzh ti al labourerien-douar peogwir ar re-se a deue da labourat an douar ne douchent ket mann ebet gant mamm anezho mes ma c’hoar… ha me am eus graet ivez… a rae devezhioù evit mann ebet koa
Lors : A aaa
Lucienne : « Voilà », a rae devezhioù ha pa weler paeañ ar re all c’hwi n’ho poa mann ebet da gaout
Lors : A aaa
Lucienne : Evel ma veze paseet ur c’harrad foenn pe ur c’harrrad traoù e-barzh ar park, beñ ho peze un devezh pe daou da reiñ
Lors : Ya
Lucienne : Ma veze kaset ar vuoc’h d’ar c’hole a veze daou zevezh da reiñ
Lors : Daou zevezh ?
Lucienne : Ya … ya
Lors : A beñ « dis donc » !
Lucienne : Mes e-giz-se e vez « hein » setu e-giz-se ma c’hoar he deus bet paset hec’h amzer da … da sikour mamm da sevel ac’hanomp koa « hein »
Lors : Ya ya
Lucienne : Ya
Lors : Mes e-barzh ar gêr… pet e oac’h e-barzh ar gêr neuze
Lucienne : Beñ … mes tri …
Lors : Tri ivez !
Lucienne : Tri ya peogwir e oa ma … ma breur ha me ni a oa bihan ha ma c’hoar he doa … ma c’hoar a oa nav bloaz koshoc’h evidomp koa
Lors : Ya ya
Lucienne : Hmm hmm a-hend-all e oamp … e oamp c’hwec’h krouadur koa « hein »
Lors : A, c’hwec’h krouadur !
Lucienne : Ya … mes ar re all a oa o labourat
Lors : A ya
Lucienne : Ya
Lors : A ya dija an tri all a oa aet kuit dija koa
Lucienne : Ya just a-walc’h ya ya ya …
Lors : Hag e-barzh …
Lucienne : Ar re-se a oa koshoc’h koa « hein » setu a-giz-se ma zad a-benn neuze e oa e-barzh ar vengleuz d’ar mare e oa ar re-se yaouank ha war-lerc’h p’o deus kavet labour ar re-se a zo aet da labourat koa « hein »
Lors : Ha peseurt labourioù … peseurt labourioù …
Lucienne : O beñ ma c’hoarezed a oa aet da vatezh koa « hein »
Lors : Ya
Lucienne : Ne oa ket nemet an dra-se d’ar mare-se
Lors : Ya
Lucienne : Seulamant ar chañchamantoù a veze e-barzh … e-barzh « septembre » ar re en deze c’hoant da chom … ar re … ar re en em gontante
Lors : A ya da … deiz Gouel Mikel
Lucienne : Ya
Lors : Ya
Lucienne : Mes bremañ n’emañ ket a-giz-se ken koa « hein » bremañ … bremañ an hini en deus labour a c’hall dezhañ derc’hel anezhañ ivez
Lors : Ya
Lucienne : Ya
Lors : Ya
Lucienne : Mes d’ar mare-se … d’ar mare-se a oa labourioù memes tra koa « hein »
Lors : Ya ya ya
Lucienne : Ya bon d’ar mare e oa ma gwaz e-barzh ar vengleuz e-barzh … e-barzh Kermanac’h oa-eñ a-benn neuze … ha o e-barzh Kermanac’h, e-barzh partoud ivez peogwir d’ar mare-se a douche an dud … nann … en doa droad an dud d’ar « chomage » mes pas touchañ mann ebet… ne raent ket
Lors : Touchañ mann ebet da …
Lucienne : Ne raent ket … touchañ … touchañ « chomage » na raent anezho
Lors : Abalamour da betra ?
Lucienne : Ne oa ket … ne oa ket al lezenn a-benn neuze … ar pezh a raent eo derc’hel o droajoù oa e-barzh ar « sécurité sociale » ha toud e ma ne veze ket labour a zalc’he o droajoù e-barzh …
Lors : E-barzh ar « sécurité sociale » ?
Lucienne : Ya « voilà »
Lors : Mes pas …
Lucienne : Mes pas touchañ mann ebet … hag hon eus bet graet olala marc’hadoù …da bikañ beteravez, da zistakañ beteravez ha d’ober … o ne ouian ket pet …pet … pet parkad beteravez hon eus bet distanket hag a gasaemp ar vugale ganeomp diouzh ar skol … a gasaemp ur « c’has-krout », ar re-se a chome e-barzh kost ar c’harzh da c’hortoz ken hon deze … ken hon deze echuet hon devezh koa « hein » … ha war-lerc’h e teuaemp d’ar gêr evit debr’ koan ha … an deiz war-lerc’h e veze adkomañset adarre, ken a veze adkomañset ar vengleuz !
Lors : A
Lucienne : Ya
Lors : A peogwir ar vengleuz … ar vengleuz …
Lucienne : Ma ne veze ket to, ma ne veze ket … ma ne veze ket « matière » m’ho peus c’hoant beñ e veze ret d’ar vengleuerien chom e-barzh ar gêr koa « hein »
Lors : A
Lucienne : Ya … hag eurüzamant d’ar mare-se a laren deoc’h a veze parkeier traoù « pota … » (potaj) da zistakañ traoù
Lors : Ya ya
Lucienne : Ya
Lors : Ha setu bez’ e veze tud emichañs e-barzh foñs ar vengleuz ?
Lucienne : Ya
Lors : … e oa … e oa ret dezho distagañ blokoù … a-benn …
Lucienne : A beñ ya « voilà »
Lors : Ha setu ar re all e veze …
Lucienne : Ar re all e veze ret dezho chom e-barzh ar gêr
Lors : E veze ret dezho gortoz
Lucienne : Ya
Lors : A-benn a veze …
Lucienne : Ha c’hoaz a-wechoù … a-wechoù a veze tost ur miz « hein »
Lors : Ur miz
Lucienne : O ya … ‘barzh a veze gallet kaout « matière » en-dro koa
Lors : A ya blokoù awalc’h
Lucienne : Blokoù awalc’h da …
Lors : Da sachañ er-maez koa
Lucienne : Ya ha ‘m eus soñj… ‘m eus soñj … a-benn e vezen paeet evit ur park beteravez pe evit ar pezh a veze graet e lakaen an arc’hant e-barzh un « enveloppe » hag a laren e-giz-mañ marteze aze am bo tra-walc’h d’ober ur miz hag a laken re all neuze e-barzh un « enveloppe » all, mes a-benn neuze alies gwech a veze adkomañset ar vengleuz koa
Lors : A
Lucienne : O ya gwelet en deus an den « du dur », evel e vez laret ivez koa « hein »
Lors : Ya ya ya ya
Lucienne : Mes erfin chañs ‘m eus gant an aotrou Doue lar emaon bet laosket yac’h !
Lors : Ya
Lucienne : Hag ma gwaz ha me ha reusiset hon eus bet da brenañ hon di ha da brenañ hon draoù war-lerc’h ha da …
Lors : A ya, an ti amañ a zo deoc’h ?
Lucienne : Ya ya ya ya ya
Lors : Pell a zo?
Lucienne : O ya … o ya e-barzh peseurt bloavez … a beñ ar bloavez e oamp deuet amañ « en soixante et onze »
Lors : A
Lucienne : « en soixante-et-onze » ya hmm
Lors : Ar bloavez mil nav c’hant unnek ha tri-ugent
Lucienne : « hein » ? ya ya hag ar « veranda » hon eus graet war-lerc’h hag … mes ar « veranda » am boa bet … am boa graet pa oa aet ma gwaz e retred
Lors : A ya
Lucienne : Kar n’en em avanturec’h ket d’ober labourioù gandaon (gant aon) a arete ar vengleuz
Lors : A beñ nann
Lucienne : Mes pa oa aet-eñ e-barzh e retred peogwir en doa-eñ ur retred vad, e beñ hon doa gallet memestra renkañ traoù koa
Lors : A ya peogwir ne faot ket dispignañ …
Lucienne : A beñ nann …
Lors : Ar pezh n’ho peus ket
Lucienne : « voilà c’est ça » nann
Lors : Nann
Lucienne : Nann nann
Lors : Ya gandaon (gant aon)…
Lucienne : Ya just a-walc’h gandaon … e vije bet laret dezhañ bon n’eus labour bon dao da chom e-barzh ar gêr
Lors : A ya kar …
Lucienne : Ha ne vije ket dre e faot dezhañ … ne vije ket dre e faot « hein »
Lors : nann
Lucienne : Nann nann nann, ha c’hoazh alies ‘wech pa veze echuet e devezh gantañ e-barzh ar vengleuz a laboure an douar a-benn neuze tro miz ar foenn ha miz eost bremañ beñ a veze foenn da charrat ha ed da zornañ, d’ar mare-se ne oa ket « moissonneuse » c’hoazh
Lors : Nann
Lucienne : Ha war-lerc’h e devezh ez ae-eñ da charrat foenn pe da zornañ pe da serriñ pato, pe d’ober ar pezh a veze d’ober
Lors : Ya ya ya
Lucienne : An dra-se a veze en tu all da … d’al labour memes tra … en tu all d’ar pae m’ho peus c’hoant
Lors : Ya ya ya ya
Lucienne : Ya ya ha pa oan e-barzh Ker an Tal neuze a oa ur poulaier ha me a rae … me a rae yer
Lors : A ya
Lucienne : Bet « des poulets » ha neuze « des pintades » ivez
Lors : A ya
Lucienne : Ya
Lors : Ha kalz a raec’h ?
Lucienne : O ne oa ket moarvat ar poulaier ne oa ket bras anezhañ … pemp kant a raen
Lors : Pemp kant ?
Lucienne : Pemp kant, ya ya, mes d’ar mare-se a oa poulaieroù bihan e-giz-se « hein »
Lors : Ya ya ya e-barzh ar gomañsamant e oa
Lucienne : Ya just a-walc’h ya … ya ya
Lors : Pell war-lerc’h en deus braseet koa
Lucienne : Ya, just a-walc’h ya, mes war-lerch ez omp amañ o chom ha setu e-giz-se … ya
Lors : Ha c’hoazh m’eus klevet laret lar ken a vrasae ar poulaieroù a oa … a oa muioc’h kleñvejoù
Lucienne : Ya gwir eo, ya gwir eo !
Lors : Peogwir e oa re asambles koa
Lucienne : Ya, ha war-lerc’h neuze pa oa erruet ar … poff pell … ne ouian ket pet vloaz zo ne oa ket an traoù « aux normes », ken hag e oa lakaet an dud da gaout ne ouian ket pegement a frejoù koa ivez …ar poulaieroù hag an traoù …
Lors : Ya a-benn lakaad anezho « aux normes européennes » koa
Lucienne : Beñ « voilà », ya, just a-walc’h