Marie-Thérèse LE LOUARN
Marie-Thérèse Le Louarn, deus Sant Hern, a zo bet gant he gwaz o terc’hel ur c’harrdi, ha bremañ war he leve e kemer perzh e buhez ar gommun.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Marie-Thérèse : ‘Chañchimp ket ar voutik, gwel’ a rit, ‘neï ket gwelloc’h c’hoazh, hin
Lors : Nann nann nann
Marie-Thérèse : Med brem’, n’eus ket tud kalz ‘labour’d, a-mod-se ‘no micherioù ken è
Lors : A bin nann
Marie-Thérèse : A
Lors : Ha surtoud micherioù, ar re ‘ouie micherioù a’ giz-se
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Bin n’eus ket kalz ken
Marie-Thérèse : N’eus ket ken
Lors : Ha set’ n’eus ket ken, ha ‘no ket … ‘no ket disket d’ar re yaouank peseurt mod ober
Marie-Thérèse : Nann ‘no ket diskoue’et dê d’o’r
Lors : ‘No ket diskoue’et dê
Marie-Thérèse : ‘Benn ‘oa ma dad-kaer ‘ba … ‘ba kreiz ar vourc’h aze, e bin ‘vize ar re yaouank ‘pad ar vakañsoù, ‘viz’ -è, ‘ba ‘r « garage » ‘vi’e dao kas nê ‘maez pugur ‘viz’- è ga’te o vri ‘ba ‘r « moteur » ‘vi gwel’t peseurt mod ‘c’h ae an traoù ha c’hoant dê dond aze de labour’d, med ‘ba ‘r fin dive’et, pe ‘oamp amañ ‘giz-me n’aint ket kalz goude ken … lod ‘tae med bez meump bet re vad hin … med lod ell naint ket kalz c’hoant de labour’d nê
Lors : Nann
Marie-Thérèse : Nann nann, ‘benn neuhe ‘oa e’o dija … an traoù … an traoù ‘oa hond … ‘oa hond de … de … ouian ket peseurt mod lar’t an dra-se …
Lors : Da goll
Marie-Thérèse : Da goll, ya, « voilà »
Lors : Ya ya ya yaya, ha gou’-ze pe é maro ho kwaz neun c’hwi ‘zo chomet hoc’h un’
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Hag bon, hervez ‘pezh m’eus kle’et koa, c’hwi ‘ra ur bern traoù ‘ba ‘r … ‘ba ‘r barrez, ha c’hwi … c’hwi … c’hwi ‘peus bet komañset da ‘n em okupiñ deus ar barrez … deus an dud
Marie-Thérèse : Ya
Lors : ‘Raog dija, petram’ just war-lerc’h ?
Marie-Thérèse : Nann war-lerc’h maro ma gwaz … ‘raog nom’ ‘vize … ‘mamp ket amzer
Lors : Nann
Marie-Thérèse : Keit ‘oamp ‘ba ‘r labour, ‘mamp ket amzer … ha war-lerc’h, ‘benn on chom’t ma-eun, m’eus komañset d’hont da … d’ar fest d’an noz ‘sames ga’ Raymonde, ‘n hain’ ‘oa ‘ba ‘n ostaliri a’ giz-se … Jean-Yves ha hounz … Jean-Yves anea houz’ mad … ha war-lerc’h ‘oa bet « Tro ar bed » ha viz’ gaet an dilhachoù dê … ‘vi eu … pugur bep plâ ‘zo… ‘viz’ ur … ‘viz’ ur gêr benneg pe ur vro benneg ‘ba … ‘ba ‘r jeu … set’ ‘giz-se ‘n’ om lake d’o’r an dilhajoù … an dra-se okupe ‘c’hamp mad ‘pad ur tri miz doc’h ar blâ … ya ya
Lors : N’é ket fall dijà
Marie-Thérèse : Ya ya ya
Lors : Ha mod-all c’hwi ‘peus bet ‘n’im okupiñ deus traoù ell c’hoazh
Marie-Thérèse : ‘pezh vé goul’ dizin … me ‘refusan ket ‘c’haon
Lors : Nann
Marie-Thérèse : Nann, ar pezh ‘on kap d’o’r hin
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ah ah ah ah !
Lors : Hag n’oc’h ket bet goul’ james d’hont ‘ba ‘r c’honsailh ?
Marie-Thérèse : Yéo med … me miz’ bet … nann an dra-se … me … me anef re ‘dud … me ‘maon ket ‘vi mond nemb d’an eil d’egile ‘c’haon
Lors : Set’ c’hwi n’oc’h ket bet ?
Marie-Thérèse : A nann nann nann an dra-se … mé mab ‘zo ‘ba ‘r c’honseilh breum’
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Mé dad-kaer ‘zo bet ‘pad pell è … ‘sam’ ga’ Léon Manac’h
Lors : Ya
Marie-Thérèse : « Voilà », eon ‘oa « adjoint au maire »
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Alies eon viz ‘o’r maer ka’ an hain’ ell ‘oa ur maer mad med henz’ ‘viz’ gwelloc’h ‘benn ‘viz’ eon ‘ba maez doc’h ar barrez
Lors : A bon, ‘blam ‘beta ?
Marie-Thérèse : « des relations extérieures , c’est-à-dire qu’il était très bon »
Lors : Lar’t e brezhoneg ‘ta…
Marie-Thérèse : « voilà » henz’ ‘vij’ gwelloc’h ‘ba … ‘n’om okup’ doc’h an traoù ‘viz ‘ ‘ba ‘r reunionyoù ‘vize pelloc’h ‘lec’h mé dad-kaer ‘n’om okupe doc’h ar vourc’h … ar vourc’h ha ar barrez
Lors : Ya ya … hag Sant Hern ‘zo… ‘zo bet ru petram’ gwenn ? … an dud ‘oa kentoc’h…
Marie-Thérèse : Dé mé joñj din é bet Sant Hern dé gomañs … Motrev ‘oa ru med Sant Hern ‘gav din la ‘oa muioc’h gwenn
Lors : A ya ?
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Ha chañch’t ‘n’eus war-lerc’h ?
Marie-Thérèse : Med dé mé joñj din breum’ … é melañj’t an traoù ‘zo… un tamm bihan deus toud
Lors : N’eus ket
Marie-Thérèse : Nann nann n’eus ket ken nann n’eus ket … deus amzer Yves Remond matren ‘oa aet muioc’h ‘ba, ‘ba an tu klei’
Lors : Ya
Marie-Thérèse : É é é … med me gav din é-int’ … kemen’ doc’h an eil du
Lors : Brem’ é mesk’t
Marie-Thérèse : Ya mesket é-in
Lors : Ha peta ‘zo kaoz int mesket ahe ?
Marie-Thérèse : O ‘blam an dud matrese ‘neus choaz’t muioc’h brem’ o du ‘vi ‘raog ‘raog ‘c’her da heul’ alies an hain’ ‘viz’ ba ‘r penn … ma ‘viz’ eñ tost doc’h pe un dra benneg a’ mod-se … ‘jonjer ket kalz ‘ba ho opinion doc’h petar … ma ‘peus joñj … a ya
Lors : Ha brem’…
Marie-Thérèse : Ya ya
Lors : Pep hain’ ‘zo deus e du ?
Marie-Thérèse : Pep hain’ ‘zo ‘joñj’… ‘zo kap da choaj e du
Lors : Ha brem’ ‘n’eus tu ‘bet ken ?
Marie-Thérèse : N’eus tu ‘bet ken … ‘vel lare un benneg é tu pe du
Lors : A tu pe du a a a … ha brem’ c’hoazh an eleksionoù ‘zo ‘ton…t
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Set’ den ‘bet oar piou ‘baseo, koa
Marie-Thérèse : Ola, neuint ket ‘met c’hoari o-heun hin ‘r re-se trawac’h ‘neus è da ‘n’om okup’ deusoute a-mod-se hin
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya aze int … ‘ma’ toud, ‘ne verna ket peseurt mod ‘no ket gwelloc’h pugur ‘n hain’ ‘baseo ‘ga’o tud war e hent, ‘no ket vi o’r ‘r pezh ‘vo-eñ klask o’r neoñ è
Lors : A nann
Marie-Thérèse : Da mé joñj din … ‘maomp ket eo prest da gaoud un a vo … ‘blij da doud ‘n dud
Lors : A ya … bin hem’ … re wir é an dra-he
Marie-Thérèse : Ah ah ah ah, ya !
Lors : Kalz tud … kalez tud ‘lar memes mod ‘vel doc’h koa
Marie-Thérèse : Ya a joñj ‘veldin
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ya bin ‘benn ‘welez peseurt mod ‘basef an traoù, ‘maoc’h oblij’t da … da joñj an dra-se
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ha hain’ ‘bet ‘gaosef doc’h ar re … doc’h ar pezh é dleet dê o’r mac’had ‘ma-int re uhel … ‘oar ket int ken peta basef war …
Lors : War ‘n douar
Marie-Thérèse : War ‘n douar nann
Lors : Ar re-he ‘zo pennoù bras, ha pell doc’h amañ
Marie-Thérèse : « Pennoù bras ar barrez », ‘vel ‘vize graet gwechell
Lors : Brem’ pennoù bras Bro-C’hall
Marie-Thérèse : Ya
Lors : A ‘zo ‘ba Paris ha ‘n’em okupant ket …
Marie-Thérèse : Ar re-he ‘ouiant ket peta ‘basef ‘ba amañ nê
Lors : Nann, ha ‘rant ket foutre-kaer
Marie-Thérèse : Pfff … ar re-he ‘zo gen’t ga’ o god’ll set’ toud hin
Lors : Ya ha just ‘wac’h … c’hwi ‘wel ur … c’hwi … c’hwi ‘rankontr ur bern tud ‘ba Sant Hern ha …
Marie-Thérèse : O ya … me anef toud Sant Hern, ‘fin ar re nê ‘zo deut med anfin doc’h ar gwel’ anean nê memestra
Lors : Ya ha toud an dud ‘lar ar memes tra ‘benn ar fin … toud an dud ‘zo « d’accord » ‘vi lar’t lar ar pennoù bras brem’ …
Marie-Thérèse : Ya
Lors : ‘Zo …
Marie-Thérèse : O nann, brem’ toud an dud ‘zo memes mod hin … n’eus ket … hin toud an dud é dao labour’d an de’ez hi’ou … surtoud ‘ba … ‘ba parrochoù vihan a’ mod-se … nann nann n’eus ket … toud an dud zo memes mod
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ya, ‘n hain’ n’eus c’hoant da labour’d apeupre ‘zo … n’eus ket ken difers ‘tre an dud
Lors : Ha chom a ra labourioù d’ober c’hoazh ‘vi ar re yaouank ‘ba ‘r … ‘ba ‘r … ‘ba ‘r barrez ?
Marie-Thérèse : Bin, ‘ba ‘r barrez, n’eus ket kalz ‘dra hin
Lors : Peta ‘jom d’ober
Marie-Thérèse : Bin Sant Frañsez m’eus aon ‘gerza ket gwall vad ken … n’eus ket mann ell ‘bet hin
Lors : Mengleuioù n’eus ket è ?
Marie-Thérèse : E ‘ba ‘n nec’h aze ‘giz-se é serret è pe n’eus ket kalz ‘dud ken … ‘ba b’lec’h ‘oa « la youn » gwechell
Lors : A ya
Marie-Thérèse : N’eus ket
Lors : Hag war zu ar mein glas ?
Marie-Thérèse : A an dra-se ‘zo echuet hin …
Lors : Pell ‘zo
Marie-Thérèse : O ya … bez n’eus derc’het serten re d’o’r mein ‘vi laket war an trotoarioù ha traoù a-mod-se, med an dra-se ‘zo echuet è … n’eus ket … n’eus ket hain’ ebet ken
Lors : Nann
Marie-Thérèse : Matrese ‘ba Plevin ‘zo c’hoazh ?
Lors : E ya laret ‘zo din la ‘jom
Marie-Thérèse : Ya ‘ba Plevin matrese …
Lors : ‘jom ur vengleuz c’hoazh
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Hag … memestra c’hwi ‘peus … bin brem’ oc’h seizh vlâ ha per-ugent … n’é ket tri-ugent
Marie-Thérèse : Per-ugent ‘no ket pell ‘ya ‘benn
Lors : Nann nann med c’hwi ‘zo seizh vlâ ha tri-ugent n’é ket
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Ha d’ho joñj … d’ho joñj doc’h brem’, pugur c’hwi ‘peus bevet un tamm mat dija, peta ‘zo kaoz é deut ar vro ken dister … ken dister ‘vel ‘ma’ ?
Marie-Thérèse : Bin an dud é bet dao dê bez vet da labour’d ‘ba b’lec’h ga’e-int labour hin set’ a-mod-se … med mé ‘gav din la ‘zo deut muioc’h …ur bern re yaouank da jom da … ‘ba ‘r barrez brem’ hin
Lors : Set’
Marie-Thérèse : An dud ‘blij dê bit un tamm bihan … eu pas ‘ba kêr … da chom …’vi bit trankil … ha Sant Hern … an traoù ‘gerza mad ‘wac’h ‘ba Sant Hern è an asosiasionyoù, toud an dra-se an dra-he ‘lak an dud … ar re yaouank n’int ket ‘maint ket ken ‘vel gwechell nê pell doc’h brem’ oc’h kap da voiajiñ ha d’hond da … an traoù ‘zo deut ‘vel ‘ba … ar re ‘vé ‘ba kêr hin
Lors : Med ma ‘ta ar re yaouank da jom ‘ba Sant Hern é ‘blam neuint ka’et labour ?
Marie-Thérèse : Ya med alies … ur bern ‘zo ‘labour’d ‘ba Kerahes pe ‘ba, ‘ba, matrese ‘ba ‘r C’hastell-Nê … lod ell m’anfin ‘ba Kerahes ‘zo un neubeud mad memestra, hin
Lors : Ya ya … hag ar re yaouank ‘ta en dro a brena kentoc’h tier kozh, petram’…
Marie-Thérèse : Lod ‘ra tier nê è, med ur bern da … ‘gemer tier kozh ha ‘renk nê warlerc’h
Lors : Adkempenn’ nê, koa
Marie-Thérèse : Adkempenn’ nê, « voilà », ya ya
Lors : Ha ker é an tier amañ ?
Marie-Thérèse : Bin an tier kozh eu ‘maon’ ket ‘vi lar’t doc’h ‘c’haon hin pegem’ ‘baefe nê ken hin
Lors : Nann `
Marie-Thérèse : Nann … re nê memes ma werzit nê oupff kant mil euro ‘benn neuhe … ‘peus bet … ‘peus bet ur priz mad hin
Lors : A ya, med ‘benn ‘oa an Angliched ‘ba … dre amañ ‘giz-me … klask tier … matren ar priz ‘oa uheloc’h, koa
Marie-Thérèse : Eu, d’ar mare-se matren, an dra-se ‘oa memes mod hin
Lors : Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Marie-Thérèse : Ne chañchimp ket ar voutik, gwelet a rit, ne’z aio ket gwelloc’h c’hoazh « hein »
Lors : Nann nann nann
Marie-Thérèse : Mes bremañ n’eus ket tud kalz o labourat a’ mod-se, ne vo ket micherioù ken ivez
Lors : A bin nann
Marie-Thérèse : A
Lors : Ha surtoud micherioù … ar re a ouie micherioù e-giz-ze
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Bin n’eus ket kalz ken
Marie-Thérèse : N’eus ket ken
Lors : Ha setu n’eus ket ken ha ne vo ket … ne vo ket desket d’ar re yaouank peseurt mod ober
Marie-Thérèse : Nann ne vo ket diskouezet dezho d’ober
Lors : Ne vo ket diskouezet dezho
Marie-Thérèse : A-benn e oa ma zad-kaer e-barzh … e-barzh kreiz ar vourc’h aze, e bin e veze ar re yaouank e-pad ar vakañsoù … e veze-int e-barzh ar « garage », e veze dav kas anezho ‘maez peogwir e veze-int ganto o fri e-barzh ar « moteur » evit gwelet peseurt mod ez ae an traoù, ha c’hoant dezho dont aze da labourat, mes e-barzh ar fin diwezhañ pa oamp amañ e-giz-mañ ne’z aent ket kalz goude ken … lod a deue, mes bez hon eus bet re vad « hein » … mes lod all n’o doa ket kalz c’hoant da labourat anezho.
Lors : Nann ?
Marie-Thérèse : Nann nann, a-benn neuze e oa erruet dija … an traoù … an traoù a oa o vont … a oa o vont da … da … ne ouian ket peseurt mod lâret an dra-se
Lors : Da goll
Marie-Thérèse : Da goll ya « voilà »
Lors : Ya ya ya ya ya ha gouDe-Se pa z’eo marv ho kwaz neuze c’hwi zo chomet hoc’h-unan
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Hag bon … hervez ar pezh am eus klevet koa …c’hwi a ra ur bern traoù e-barzh ar … e-barzh ar barrez ha c’hwi … c’hwi … c’hwi ho peus komañset d’en em okupiñ diouzh ar barrez diouzh an dud
Marie-Thérèse : Ya
Lors : A-raok dija, peotramant just war-lerc’h ?
Marie-Thérèse : Nann, war-lerc’h marv ma gwaz … araok ni a veze …n’hon doa ket amzer !
Lors : Nann ?
Marie-Thérèse : E-keit ha ma oamp e-barzh al labour n’hon doa ket amzer… ha war-lerc’h, a-benn on chomet ma-unan am eus komañset da vont da … d’ar fest d’an noz asamblez gant Raymonde, an hini e oa e-barzh an ostaleri e-giz-ze … Jean-Yves hag hounnezh … Jean-Yves a anavez hounnezh mat …ha war-lerc’h e oa bet tro ar bed, hag e veze graet an dilhadoù dezho … evid … eu … peogwir bep bloaz a zo … a veze ur … a veze ur gêr bennak pe ur vro bennak e-barzh… e-barzh ar jeu … setu e-giz-ze en em lake d’ober an dilhadoù … an dra-se a okupe ac’hanomp mad e-pad ur tri miz diouzh ar bloaz …ya ya !
Lors : N’eo ket fall dija !
Marie-Thérèse : Ya ya ya
Lors : Ha mod-all c’hwi ho peus bet d’en em okupiñ diouzh traoù all c’hoazh ?
Marie-Thérèse : Ar pezh a vez goulennet diouzhin … ne refuzan ket ac’hanon
Lors : Nann
Marie-Thérèse : Nann ar pezh on kap d’ober « hein »
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ah ah ah ah ah…
Lors : Ha n’oc’h ket bet goulennet james da vont e-barzh ar c’honsailh ?
Marie-Thérèse : Eo mes … me am bije bet …nann an dra-se … me … me a anavez re a dud… me n’emaon ket evid mont a-enep d’an eil ha d’egile ac’hanon
Lors : Setu c’hwi n’oc’h ket bet…
Marie-Thérèse : A nann nann nann … ma mab a zo e-barzh ar c’honsaih bremañ
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ma zad-kaer a zo bet e-pad pell ivez … asamblez gant Léon Manac’h
Lors : Ya
Marie-Thérèse : « Voilà », eñ a oa « adjoint au maire »
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Aliez eñ a veze oc’h ober maer, kar an hini all a oa ur maer mat mes hennezh a veze gwelloc’h a-benn a veze-eñ er-maez eus ar barrez
Lors : A bon abalamour da betra ?
Marie-Thérèse : « Des relations extérieures, c’est-à-dire qu’il était très bon »
Lors : Larit e brezhoneg eta…
Marie-Thérèse : « voilà » hennezh a vije gwelloc’h e-barzh … en em okupiñ diouzh an traoù a veze e-barzh ar reunionoù a veze pelloc’h e-lec’h ma zad-kaer en em okupe diouzh ar vourc’h… ar vourc’h hag ar barrez
Lors : Ya ya hag Sant-Hern a zo … a zo bet ruz peotramant gwenn ? … an dud a oa kentoc’h …
Marie-Thérèse : D’am soñj din eo bet Sant-Hern da gomañs …Motrev a oa ruz, mes Sant-Hern a gav din a oa muioc’h gwenn
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Ha chañchet en deus war-lerc’h ?
Marie-Thérèse : Mes d’am soñj din bremañ … eo melañjet an traoù a zo … un tamm bihan eus tout.
Lors : N’en deus ket …
Marie-Thérèse : Nann nann, n’en deus ket ken nann n’en deus ket … diouzh amzer Yves Remond marteze e oa aet muioc’h e-barzh … e-barzh an tu kleiz.
Lors : Ya
Marie-Thérèse : E e e … mes me a gav din eo-int … kement diouzh an eil tu
Lors : Bremañ eo mesket ?
Marie-Thérèse : Ya, mesket int
Lors : Ha petra zo kaoz int mesket aze ?
Marie-Thérèse : O, abalamour an dud marteze o deus choazet muioc’h bremañ o zu evit a-raok, a-raok ‘c’h aed aliez da heuliañ an hini a veze e-barzh ar penn …ma veze-eñ tost deoc’h pe un dra bennak a-mod-se … ne jonjaec’h ket kalz e-barzh ho opinion deoc’h petra …m’ho peus soñj a ya
Lors : Ha bremañ …
Marie-Thérèse : Ya ya
Lors : Pephini a zo diouzh e du ?
Marie-Thérèse : Pephini zo o soñjal … a zo kap da choaz e du
Lors : Ha bremañ n’en deus tu ebet ken
Marie-Thérèse : N’en deus tu ebet ken … evel a lare unan bennak eo tu pe du
Lors : A tu pe du a a a … ha bremañ c’hoazh an eleksionoù a zo o tont
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Setu den ebet ne oar piou a baseo, koa
Marie-Thérèse : Ola, n’o deus ket nemet c’hoari o-unan, hin, ar re-se trawalc’h o deus ivez d’en em okupiñ diouto ar mod-se hin
Lors : A ya
Marie-Thérèse : Ya aze int … emañ toud, ne vern ket peseurt, ne vo ket gwelloc’h peogwir an hini a baseo a gavo tud war e hent, ne vo ket evid ober ar pezh e vo-eñ o klask ober anezhañ ivez
Lors : A nann
Marie-Thérèse : D’am soñj din … n’emaomp ket erruet prest da gaout unan a vo … a blij da doud an dud
Lors : A ya …bin hemañ … re wir eo an dra-se
Marie-Thérèse : Ah ah ah ah ya
Lors : Kalz tud … kalz tud a lar memes mod evel deoc’h koa ?
Marie-Thérèse : Ya, a soñj eveldin
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ya bin a-benn a welez peseurt mod a basev an traoù emaoc’h oblijet da … da soñjal an dra-se
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ha hini ebet a gaozev diouzh ar re … diouzh ar pezh eo dleet ober moarvat ema-int re uhel … ne oar ket int ken petra a basev war …
Lors : War an douar …
Marie-Thérèse : War an douar nann
Lors : Ar re-se a zo pennoù bras, ha pell diouzh amañ !
Marie-Thérèse : « Pennoù bras ar barrez », evel a veze graet gwechall
Lors : Bremañ pennoù bras Bro-C’hall
Marie-Thérèse : Ya
Lors : A zo e-barzh Paris ha n’en em okupont ket …
Marie-Thérèse : Ar re-ze ne ouiont ket petra a basev e-barzh amañ anezho …
Lors : Nann ha ne reont ket foultre-kaer
Marie-Thérèse : Pfff … ar re-ze a zo jenet gant o godell setu toud hin
Lors : Ya just awalc’h …c’hwi a wel ur … c’hwi … c’hwi … c’hwi a rankontr ur bern tud e-barzh Sant-Hern ha …
Marie-Thérèse : O ya … me a anavez tout Sant-Hern, anfin ar re nevez a zo deuet, anfin diouzh ar gwel anavezan anezho memestra
Lors : Ya ha tout an dud a lar ar memes tra a-benn ar fin … tout an dud a zo « d’accord » evid larêt la ar pennoù bras bremañ …
Marie-Thérèse : Ya
Lors : A zo …
Marie-Thérèse : O nann bremañ touT an dud a zo memes mod hin … n’en deus ket …hin tout an dud eo dav labourat an devezh hirio… surtout e-barzh … e-barzh parrozioù bihan ar mod-se … nann nann n’eus ket … tout an dud a zo memes mod !
Lors : Ya
Marie-Thérèse : Ya an hini en deus c’hoant da labourat apeupre a zo … n’eus ket diferañs etre an dud
Lors : Ha chom a ra labourioù d’ober c’hoazh evid ar re yaouank e-barzh ar … e-barzh ar … e-barzh ar barrez ?
Marie-Thérèse : Bin e-barzh ar barrez n’en deus ket kalz a dra « hein »
Lors : Petra a chom da ober ?
Marie-Thérèse : Bin Sant-Frañsez am eus aon na gerzh ket gwall vat ken … n’eus ket mann all ebet « hein »
Lors : Mengleuzioù n’en deus ket ivez ?
Marie-Thérèse : E-barzh an nec’h aze e-giz-ze eo serret ivez pe n’en deus ket kalz a dud ken … e-barzh pelec’h a oa « La youn » gwechall
Lors : A ya
Marie-Thérèse : N’eus ket
Lors : Hag war-zu ar mein glas ?
Marie-Thérèse : An dra-se a zo echuet « hein »
Lors : Pell zo ?
Marie-Thérèse : O ya … bez en deus dalc’het serten re d’ober mein evid lakat war an trotoarioù ha traoù ar mod-se mes an dra-se a zo echuet ivez … n’eus ket … n’eus ket hini ebet ken
Lors : Nann
Marie-Thérèse :Marteze e-barzh Plevin zo c’hoazh …
Lors : E ya laret zo din a chom …
Marie-Thérèse : Ya e-barzh Plevin marteze …
Lors : A chom ur vengleuz c’hoazh ?
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Hag … memes tra c’hwi ho peus … bin bremañ oc’h seizh vloaz ha pevar-ugent… n’eo ket, tri-ugent …
Marie-Thérèse : Pevar-ugent ne vo ket pell, ya, a-benn …
Lors : Nann nann, mes c’hwi zo seizh vloazh ha tri-ugent n’eo ket ?
Marie-Thérèse : Ya
Lors : Ha d’ho soñj … d’ho soñj deoc’h bremañ peogwir c’hwi ho peus bevet un tamm mat dija petra zo kaoz eo deuet ar vro ken dister … ken dister evel m’ema
Marie-Thérèse : Bin an dud eo bet dav dezho bezañ aet da labourad e-barzh pelec’h a gave-int labour hin setu ar mod-se …mes me a gav din zo deuet muioc’h … ur bern re yaouank da chom da … e-barzh ar barrez « hein »
Lors : Setu …
Marie-Thérèse : An dud a blij dezho bezañ un tamm bihan … « euh » pas e-barzh kêr … da chom … evid bezañ trankil … ha Sant-Hern … an traoù a gerzh mat awalc’h e-barzh Sant-Hern ivez, an asosiasionoù toud an dra-se, an dra-se a lak an dud ar re yaouank n’int ket, n’emaint ket ken evel gwechall anezho pell diouzh … bremañ oc’h kap da veajiñ ha da vont da … an traoù zo deuet evel e-barzh … ar re a vez e-barzh kêr « hein »
Lors : Mes ma ta ar re yaouank da chom e-barzh Sant-Hern eo abalamour o deus kavet labour ?
Marie-Thérèse : Ya mes alies …ur ben a zo o labourat e-barzh Karaez pe e-barzh … e-barzh marteze e-barzh ar C’hastell-Nevez … lod all anfin e-barzh Karaez zo un nebeud mat memestra « hein »
Lors : Ya ya … hag ar re yaouank a ta en dro a bren kentoc’h tier kozh, peotramant …
Marie-Thérèse : Lod a ra tier nevez ivez mes ur bern da … a gemer tier kozh hag a renk anezho war-lerc’h
Lors : A adkempenn anezho, koa ?
Marie-Thérèse : Adkempenn anezho, « voilà », ya ya
Lors : Ha ker eo an tier amañ
Marie-Thérèse : Bin an tier kozh « euh » n’emaon ket evid laret deoc’h ac’hanon « hein » pegement a baefe anezho ken « hein »
Lors : Nann
Marie-Thérèse : Nann … re nevez memes ma werzhit anezho oupfff kant mil euro a-benn neuze … ho peus bet … ho peus bet ur priz mat « hein »
Lors : A ya mes a-benn a oa an Angliched e-barzh … dre amañ e-giz-mañ … o klask tier … marteze ar priz a oa uheloc’h koa
Marie-Thérèse : « Euh » d’ar mare-se marteze an dra-se a oa memes mod « hein »
Lors : Ya