Robert Le Guillou, Treogan

Robert Le GUILLOU

Robert Le Guillou, deus Treogan, a zo bet labourer douar, hag e kont deomp diwar-benn talvoudegezh ar c’hezeg war-lec’h ar brezel diwezhañ.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : ‘Michañs ‘oa start…

Robert : An traoù ‘veint ket stert nê ma vé toud an dud memes mod…

Lors : An dra-he ‘zo gwir !

Robert : An dra-he ‘n hain é … pugur ‘n’om rentet ket kont la ‘zo moaien bit gwelloc’h koa

Lors : Nann

Robert : An dra-se ‘n hain’ é … brem’ … brem’ matre’ ‘ma’ ken stert ‘vel d’ar mar’-te med c’hwi ‘n’om gontante ‘vel ‘oac’h hin … brem’ ma ‘n’om gontantet ket vé stert è pugur ‘blija ket ‘ pezh ‘maoc’h ‘ober pe ‘n’om gontantet ket ‘vel maoc’h … dao ‘n’om gontant’ ‘vel maoc’h koa

Lors : Ya

Robert : An dra-he ‘hain’ é

Lors : Ha med brem’ vé deusket d’an dud ‘ba ‘n teleoù …’ba ‘n tele ur bern traoù, ha gou’-ze ‘neuint c’hoant kaoud nê koa

Robert : Ya, an dra-he ‘ zo … an dra-he ‘zo gwir è … ar pezh é brem’ ar vugale ‘n’aint ket ken ‘vel re ‘oa ‘ba ma amzer nê … n’é ket memes buhe ken … n’é ket memes … memes plijadur ken … n’é ket ‘r memes tra, toud n’eus chañchet kompletaman’ koa

Lors : Ya

Robert : ‘Vel me ‘oa ‘ lar’t se ‘benn ur pennad amañ ‘ouian ket ma ouio-è … memes ar re ‘zo war ‘r maez aneant ket ‘l lapoused nê, hem’ ‘zo ur voualc’hig pe ul likiter, memes mod è ‘ouiant ket nê … ouiant ket mann ‘bet nê … ‘ouiant ‘mann ‘bet doc’h … doc’h ar pezh ‘zo en dro dê ken koa … ‘maint ket ‘met ‘pad ‘n deiz aze’et ‘sell dous o jeuioù ha … n’é memes buhe mod ‘bet ken …

Lors : Nann

Robert : N’é ket memes tra

Lors: Nann

Robert : N’é ket memes plijadur ‘vel ‘meump nomp, ‘nomp ni’e plijadur ga’ kai’mann ‘wac’h hag amañ brem’ ‘benn o’r plijadur d’ar vugale vé stert d’o’r

Lors : A ya

Robert : Pugur …pugur ‘neuint toud, koa !

Lors : Ya

Robert : Toud … matren neuint ket toud ‘vi bez eürus nê … n’é ket ‘lar’t ze

Lors : Nann med re

Robert : Ur mod ell é … un dra ell é … ouian ket ‘geñ ‘ma mad pe fall med … n’é ket memes buhe ken

Lors : Nann … nann nann … me ‘ma c’hoant kont ‘ ganoc’h un tamm deus ar pezh ‘mamp kontet ar wech all … pugur … c’hwi ‘peus bet labour’d ga’ kerzeg

Robert : Ya me ‘m’eus labour’d ga’ kerzeg ‘pad deg vlâ

Lors : Hag ho tud è hag c’hwi ‘pa lar’t din la ‘oa ouennoù disheñvel un tamm

Robert : O bin ‘benn oan-me komañset ‘oa ar c’herzeg un tamm mad dister’ ‘vid ar re meump ane’et ‘benn ‘meump echuet hin … aze … d’ar mar-se ‘r pezh ‘na bet groset ar c’herzeg ‘oa bet ur c’hroazaman’ ga’ … ‘m’eus ket joñj … n’on ket kap ‘ lar’t doc’h peseurt ano ‘oa e ano in brezhoneg … in galleg vi’e graet ar « bidet breton » douton, un tamm jo dister ha ‘oa bet kroazet ga’ ‘r « percheron » koa, ha graet « le postier breton » ha « le trait breton » ‘oa deut doc’h alese

Lors : Ar « percheron »

Robert : Ar « percheron » kroaz’t … kroaz’t ga’ ar « bidet breton » ‘vid o’r ur jo grosoc’h ha me ‘ma bet kle’et ar vet’riner ‘oa ‘ba Gourin d’ar mare-se lar la ‘oa bet ze ur c’honneri ‘blam … warlerc’h … ‘raok ga’ r « bidet breton » ‘oa ket problem’ ga’ e … ‘oa ket mann ‘bet da lar’t dous e dreid ha warlerc’h ‘oa bet ar c’hroazaman’ ‘oa bet ur bern problemoù treid ga’ … ga’ c’hroazaman’ heñzh ar « bidet breton » ‘pad ar brezel perzeg an ofisourien vize ‘ klask kaoud ar « bidet breton » ‘vid ‘vid mond war o gein ‘blam ‘ heñzh ‘ gerze … ouian ket peseurt ano ‘larfen doc’h in brezhoneg … med ‘ gerze « à l’amble »

Lors : A ya

Robert : Ha ‘skui’e ket e gavalier neañ

Lors : Ha ya inkan …

Robert : Ya heñzh doc’h ar mod ‘ma kompren’t treid an tu dihou ha treid ‘raog an tu kleiz a-mod-se ‘c’hae hag a-mod-se ‘skui’e ket ar c’havalier warnañ

Lors : A ya

Robert : Ha ‘m’eus bet kle’et … ka’ me m’eus bet eontred ‘oa lac’het ‘ba ‘r brezel perzek hin eun ‘oa bet deut war e giz med per ‘oa vet ha tri ‘oa bet lac’het hag an hain’ ‘oa deut war e giz ‘na ket vevet ‘met beg’ daou-ugent vlâ ‘oa bet gaz’t ‘pad ar brezel ga’ ‘r gaz « moutarde » ha toud … med eñ ‘oa deut beo … ha dime’et ‘oa bet hañ ha bugale ‘na bet med ‘oa ket bet nerzhus gwech ‘bet nañ, treut oa-hañ hardi

Lors : Set’ an ofisourien…

Robert : Ya, ma galle-è kaoud ur jo a-c’hiz-se …’ ga’e-è … goud’- oa-hañ ur jo dister, ‘skui’er ket war he c’hein ‘vel war ‘r re ell

Lors : Nann nann ha ‘michañs ‘oa kerzeg solud koa

Robert : O ar re-se d’ar mar-se ‘oa kerzeg solud, dous o gorf hin med pas gros ‘vel ar re ‘zo brem’ n’é ket lar la chañche ket r ‘reu-se kemen’ ‘vel ar re ell med ‘r pezh m’eus c’hoant lar doc’h doc’h ur jo deus ar reu-se … ma boueze nañ mil lur eñ ‘rae ket kalz ousphenn nañ

Lors : Mil lur

Robert : Ur mil … « ça » ur mil bouez ur mil liur koa

Lors : Ya ya ya

Robert : N’é ket … n’é ket mil « kilos » mil liur

Lors : Nann nann nann nann mil lur ya

Robert : O med ‘ba ‘n taol dive’ dijà ‘be ‘oamp, ‘be ‘oan aret’t ‘be ‘vi’e eo ‘ werzhe kezeg ‘ komañs’t da werzhe nê d’ar « boucherie » ur jo trizek kant lur ‘oa ‘r ‘jo mad ‘ba ‘r fin c’hoazh hin ya ya

Lors : Trizek kant ?

Robert : Trizek kant ya … ha brem’ ‘maint daou vil … med ar pezh é ar c’herzek vi’e ket lart d’ar mare-se nê … ar re-he ‘vize treut eu !

Lors : A ya, med ar re-se ‘laboure !

Robert : ‘Laboure … ar pezh é ma vi’ent lart ‘oa ket un dra vad, bugur an eubeulien ar re-se ‘dalee ker d’ar mare-se, hag ur jo ‘vé lart derc’ha ket deus ar marc’h nañ

Lors : A bon

Robert : Nann … dao dao é bez treut ha pe vize ‘treuï pe vize ‘ treuï ar gazeg … ‘ gwelee …. mont war an tu gweleet ha neun ‘zerc’he doc’h ar marc’h … hend ell ur jo lart … ‘m’eus ane’et labourerien douar na kerzeg … oaint ket pikol labourerien douar nê ha na kerzeg treut ha na eubeulien bep blâ med ‘ba lerc’h vi’e lart vij’ ket vij’ ket eubeulien

Lors : A aa

Robert : A nann … ha eun eubeul … memes goude ‘oa komañset an trakteurien ur bern tud ‘c’houlaent ket kaoud un trakteur nê ‘blam ‘ ga’, ga’ ‘n eubeulien d’ar mare-se ‘raporte brao tre ‘baeo o gouel mikael ar re ‘oa merour ga’, ga’, ga’ daou eubeul koa … an eubeulien ‘oa ker … me m’eus soñj kle’t ‘kont’ warlerc’h ar brezel un’ ‘na soñjet o’r un ti ‘ba Tre’gan hag erc’hant ur jo ‘sa’e un ti hin … a ya

Lors : Ur jo ?

Robert : Ur jo ‘sa’e un ti, hin !

Lors : Gast

Robert : Ha surtoud neuint bet gae’t erc’hant ga’, ga’ kerzeg hardi dohtu warlerc’h ar brezel aze

Lors : Ar brezel diveon ?

Robert : Ar brezel dive’et, ya ya !

Lors : Hag ur jo sa’e un …

Robert : ‘ sa’e un ti, ha un ti brao memes !

Lors : Un ti bras, ya

Robert : Eu memes an eubeulien dive’e m’eus gwerzet o ‘benn neuhe ‘ma un trakteur a bin ‘werzaen nê pemp kant mil ha pemp kant mil in « francs » d’ar mare-se koa pemp kant « anciens francs, quoi »

Lors : Ya ya med pemp kant mil ‘ba peseurt blavechoù ‘oa ze< ?/p>

Robert : Bin dime’et ‘oamp ‘ba « soixante-dix » pe un dra bennag a-mod-se med ‘benn neuhe ‘oaint terc’h’ d’an traoñ

Lors : A ya

Robert : Eu med ma c’haec’h daou vlâ ‘raog ‘oaint kant mil muioc’h c’hoazh hin … ‘taec’h ‘ba « soixante » pe un dra …. memes ousphenn

Lors : A ya

Robert : A ya

Lors : Hag ar re-se ‘oa « bidet breton » petram’ dija

Robert : Ar re-he … ar re-he ‘oa dija o « des postiers », an dra-se ‘oaint ket deut un dé deus an dé warlerc’h koa … ‘bam’ pe zigoue’en ‘ba ‘r stasionoù e vize digas’t ar c’hroazamant bras, brasañ ‘hain ‘oa koa, ha c’hwi ‘pa bet kroaz’t ho re … ar re-se ‘oa deut tamm ha tamm da vrase’ koa

Lors : A ya

Robert : Ha ‘oa ket deut ‘ba ur wech nañ ‘oa daou deut ‘ba daou tri kroazamant pe per pe bemp memes … med ‘ba ‘r c’homañsamant tre ‘m’eus soñj ‘oa tammoù kerzeg dister bep seurt liou memes re zu ‘oa doute re … re « pichard » re re rouz med ‘ba’r « postier breton » na ‘ba ‘n « trait breton » m’eus ket bet gwel’t hain du ‘bet gwech ebet

Lors : A nann

Robert : Nann ‘ gredan ket

Lors : A me m’eus gwel’t eun … eu …. ar stasion deus eu … ‘gav din « lamballe » ‘n hain é ‘na ‘oa paseet ‘ba kichenn ‘ba karaes ‘ba kergorvo ‘oa … eu ‘lec’h ‘mañ ar chinoayed brem’

Robert : Ya

Lors : Ahe ‘ zo ur maner ha ‘oa ur gazeg ahe, « Puck » ‘ vize graet deusouti m’eus soñj hag ‘oa bet digaset ur « postier breton » a oa du ‘met penn e …

Robert : Penn e dreid

Lors : penn e dreid ‘oa gwenn

Robert : Gwenn

Lors : « Tambourin » ‘vize graet deusoutañ

Robert : aze ‘oa ur ouenn kerzeg du … bet m’eus bet gwel’t doute c’hoazh med ar re-he ‘oa ‘oa bet deut douz …. eun orijin douz ar … an « Hollande » mac’had « la frise …noir de frise , des frisons »

Lors : Ya ya

Robert : « Frison » memes mod ‘vel al loen saout med hem’ ‘oa ur jo ‘ba … ‘ba Paoul ene ‘zo eun c’hoazh

Lors : ‘Ba Paoul ‘zo eun ?

Robert : Ya ga’ gwreg ur vetrinaer … frizon, ur jo brao hin

Lors : Ur jo brao

Robert : Ur jo brao é med pas ur jo gros eu med ur jo brao

Lors : Eun du

Robert : Du, ya ya, frizon é, ya

Lors : A ya … ha ‘benn peus bet un trakteur ‘ba ‘r blavechoù dek-ha-tri-ugent

Robert : O ‘oa erruet ‘ba dek ha tri-ugent ya ‘ba … me ma komañset ‘ba « 59 …69 »

Lors : Nao … naonteg … nao ha tri-ugent ?

Robert : Nao ha tri-ugent ya

Lors : Ha pegem’ ‘pa paeet nañ, soñj ‘peus ?

Robert : Petra ?

Lors : An trakteur

Robert : An trakteur ‘oa ur … un trakteur « Renault occasion » ‘ma pren’

Lors : Ya med pegem’ ‘oa … ‘na koustet doc’h ?

Robert : Pugur m’eus ket soñj … ma n’é ket daou vilion « d’occasion » un dra benneg a-mod-se ‘oa ga’ daou vilion pe ‘oa ket tre daou vilion ‘oa kredap, un drakteur daou jo ha daou-ugent

Lors : Daou jo ha daou-ugent ?

Robert : Ur « moteur », ur « moteur Bosch »

Lors : « Bosch » ?

Robert : « MWM » ‘oa ga’ aer, « refroidissement » ‘zistane ga’ aer koa

Lors : Ya ya …ha ‘pad pell ‘peus derc’het nañ ?

Robert : O eñ ‘ma bet derc’het beked ken ‘na troet hañ, med bet ‘ma bet pren’t eun ell warlerc’h o matrehe ‘oa « en » … ‘beked c’hwezeg ha tri-ugent ‘ma pren’t eun ell … deg vlâ benneg ‘oan bet … ousphenn memes … ‘oa ket ‘met deg vlâ ha tri-ugent ‘ba « soixan… » set’ e c’hwezeg ha tri-ugent ‘ma pren’t eun ell « soixante-cinq »

Lors : Ya ya

Robert : Pemp ha tri-ugent jo « Renault » c’hoazh è

Lors : « Renault » è

Robert : Ya

Lors : Ha keit oc’h bet ‘terc’hen feurm , papred ‘peus bet prenet binvioù nê ?

Robert : O me m’eus bet derc’het da heul, ‘vel ‘n’eus gae’t ar re ell hin

Lors : Ya

Robert : Derc’h’ da vraseet tamm ha tamm ‘r feurmachoù, d’ar mare ‘oamp komañset ‘oa war dro tregont devezh-arad pe ‘ma echu’ ‘oa e’o tost deg ha per-ugent hin

Lors : Pegem’ ?

Robert : Deg ha per-ugent koa, ha neun yer ‘ba ‘n tu all c’hoazh koa nomp ‘na bet chañch’t, an dra-he ‘na bet chañch’t fonnus hin … ha ‘pa ket choaj ma heuliec’h ket ‘ zisparisit ‘vel … ‘vel ‘mañ brem’ eu, koa

Lors : Ya

Robert : Ur bern tud nè ket c’hoant matren, pe matren lod ‘neus med ‘maint ket toud klask kaoud feurmachoù ouiet ket ped kant devezh-arad nê, med oblijet dond petram’ mond kuit koa, ahe ‘mañ a-mod-se, n’eus ket … ‘maoc’h ket kap da … me m’eus soñj kle’et De Gaulle ‘lar ‘pad ar brezel … pad ar brezel Aljeri ‘oa un diskour a lare domp « tout Français qui n’avance est un Français qui recule », ‘oa ket kap ‘chom « sur place »

Lors : A a

Robert : M’eus derc’het soñj douz se, ‘oamp ‘oa ‘ba, ‘ba lerc’h ‘vé souderded, ‘oamp ‘c’h eva’ ur baoc’h aze, ‘oa hañ ‘c’h o’r … sell an « television » ‘c’h o’r i diskour, ‘pezh ‘é m’eus ket bet gallet ankoueo se ‘oa se ‘ba, ‘ba ‘r blâ daou ha tri-ugent ha m’eus ket ankoue’et c’hoazh !

Lors : Ha mod all, bon, braseet ‘peus ho feurm tamm ha tamm koa ?

Robert : A ya tamm ha tamm

Lors : Med memestra ‘pa ‘pa amzer ‘kerzh ar blâ koa, a-hed ar blâ, dond da … n’oun ket d’ar bardonioù d’ar … d’ar baloù … d’ar fetoù ?/p>

Robert : O d’ar baloù c’haemp da noz, set’ a-mod-se ‘ gemere ket kalz amzer d’ar baloù ‘c’haemp douz noz set’ a-mod-se ‘ golaemp ket kalz amzer, hend ell neubeud tre hin

Lors : Neubeud tre

Robert : Ya ha c’hoant m’eus da lar’t doc’h la douz ar blavezh nao hag hanterkant beked an hain’ deg ha tri-ugent m’eus ket bet ‘met trizeg devezh vakañsoù ha ‘oa digoue’et din bit bet nê drol ‘wac’h ma ‘po c’hoant … me ma graet un ti ‘ba Tre’gan du-se ha ma graet nañ ga’ ur masoñer a oa « italien », ha barzh fin oamp e’o da vez kamarad, ha mimp ‘laboure ‘sames, me ma diskouet ar masoñerezh un tamm ga’ henzh ‘n’om gontant’ raemp ‘sames ha pe ‘oa bet hañ ‘wel ‘ e dud da … d’an Itali na digaset c’haon gantañ, on bet trizeg devezh ‘ba du-se, omp bet ‘ba ‘n Autriche è, ‘hend ell ma ket bet vakansoù gwech ebet ‘raog !

Lors : A nann

Robert : Ha ‘oa dao din kaoud un den da remplass ‘c’haon, ‘ma ka’et ur skolaer a oa ‘ba ‘r skol labourach douar ‘remplass c’hamp c’haon ‘pad trizeg devezh, ‘oa dao din diskoueï dañ troc’h’ ga ‘r v(f)alc’h : ouie ket o’r nañ !

Lors : A ya

Robert : Neuhe vi’e dao troc’h melchon ga’ ‘r v(f)alc’h beb mintin c’hoazh, ha ‘c’haen da glask ar c’harrad melchon war ‘yun an dra-se ‘oa ar mod da sa’et deus ar mintin tro c’hwec’h eur mac’had ouian ket an eur ‘oa ket memes matren ‘oa se da bemp eur brem’ ouian ket kap … Bez ‘ viz’ komañset an dé ‘c’haen da glask ur c’harrad melchon, un eur, un eur hanter ‘ gemere ha …

Lors : Ur c’harrad melchon ?

Robert : Melchon ‘vi ar c’hierzeg ha ‘vi ar saout koa, ha warlerc’h neun ‘zebec’h ho tijuniñ ha me ‘oa gwech ebet ‘zebec’h mann ‘bet ‘raog mond da glesk melchon !

Lors : Melchon ru ‘oa ?

Robert : O nann, med melchon ru vi’e pe vi’e ar mare doutañ med ‘bade ket ‘met un tamm nañ ‘ ‘renke mond troc’h’ nañ, warlerc’h vi’e melchon glaz.

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Robert Le Guillou Treogan

Lors : Emichañs e oa start…

Robert : An traoù ne vezont ket start anezho ma vez toud an dud memes mod

Lors : An dra-ze a zo gwir !

Robert : An dra-ze an hini eo … peogwir n’en em rentit ket kont a zo moaien bezañ gwelloc’h koa

Lors : Nann

Robert : An dra-ze an hini eo … bremañ … bremañ … marteze emañ ken start evel d’ar mare-se mes c’hwi en em gontante evel e oac’h « hein » … bremañ ma n’en em gontantit ket e vez start ivez peogwir ne blija ket ar pezh emaoc’h oc’h ober pe n’en me gontantit ket evel emaoc’h … dav en em gontantiñ evel emaoc’h koa

Lors : Ya

Robert : An dra-ze an hini eo

Lors : Ha mes bremañ e vez diskouezhet d’an dud e-barzh an teleoù …e-barzh an tele ur bern traoù, ha goude-ze o deus c’hoant kavoud anezho koa

Robert : Ya an dra-ze a zo … an dra-ze a zo gwir ivez …ar pezh eo bremañ ar vugale n’int ket ken evel ar re a oa e-barzh ma amzer anezho … n’eo ket memes buhez ken …n’eo ket memes … memes plijadur ken … n’eo ket ar memes tra toud en deus chañchet kompletamant koa

Lors : Ya

Robert : Evel me a oa o larout ze a-benn ur pennad amañ ne ouian ket ma ouezo-int …memes ar re a zo war ar maez n’anavezont al lapoused anezho … hemañ a zo ur voualc’hig pe ul likiterez memes mod ivez … ne ouezont anezho …ne ouezont ket mann ebet anezho … ne ouezont mann ebet diouzh … diouzh ar pezh a zo en dro dezho ken koa … n’emaont ket nemet e-pad an deiz azezet o sellout diouzh o jeuioù ha … n’eo memes buhez mod ebet ken

Lors : Nann

Robert : N’eo ket memes tra

Lors : Nann

Robert : N’eo ket memes plijadur evel hon eus … ni …ni hon deze plijadur gant kazimant mann awalc’h, hag amañ bremañ a-benn ober plijadur d’ar vugale e vez start d’ober

Lors : A ya

Robert : Peogwir …peogwir o deus toud, koa !

Lors : Ya

Robert : Toud … marteze n’o deus ket toud evid bezañ eürus anezho … n’eo ket laret ze

Lors : Nann mes re

Robert : Ur mod all eo … un dra all eo … ne ouian ket hag-eñ emañ mad pe fall mes …n’eo ket buhez ken

Lors : Nann … nann nann … me am boa c’hoant kontañ ganeoc’h un tamm diouzh ar pezh hon doa kontet ar wech all … peogwir …c’hwi ho peus bet labouret gant kezeg

Robert : Ya me am eus labouret gant kezeg e-pad deg vloazh

Lors : Hag ho tud ivez …hag c’hwi ho poa laret din e oa gouennoù disheñvel un tamm

Robert : O bin a-benn e oan-me komañset e oa ar c’hezeg un tamm mad disteroc’h evid ar re hon eus anavezet a-benn hon eus echuet « hein » … aze … d’ar mare-ze ar pezh en doa groset ar c’hezeg e oa bet ur c’hroazamant gant … n’am eus ket soñj … n’on ket kap da laroud deoc’h peseurt anv e oa e anv e brezhoneg … e galleg e veze graet ar « bidet breton » dioutañ un tamm jo dister ha … e oa bet kroazet gant ar « Percheron » koa, ha graet « le postier breton » ha « le trait breton » e oa deuet diouzh alese

Lors : Ar « Percheron »

Robert : Ar « Percheron » kroazet …kroazet gant ar « bidet breton » evid ober ur jo grosoc’h ha me am boa klevet ar veteriner e oa e-barzh Gourin d’ar mare-ze o larout e oa bet ze ur c’honeri abalamour … warlerc’h … araok gant ar « bidet breton » ne oa ket « problèmes » gant e … ne oa ket mann ebet da larout diouzh e dreid ha warlerc’h e oa bet ar c’hroazamant e oa bet ur berm problemoù treid gant … gant ar c’hroazamant hennezh ar « bidet breton », e-pad ar brezel pevarzeg an ofisourien a veze o klask kaoud ar « bidet breton » evid … evid mont war o gein abalamour hennezh a gerze … ne ouian peseurt anv e larefen deoc’h e brezhoneg … mes a gerze « à l’amble »

Lors : A ya

Robert : Ha ne skuize ket e gavalier anezhañ

Lors : A ya, inkane…

Robert : Ya hennezh diouzh ar mod am boa komprenet treid an tu dehou ha treid araok an tu kleiz a-mod-se ez ae hag a-mod-se ne skuize ket ar c’havalier warnezhañ

Lors : A ya

Robert : Ha me am eus bet klevet … kar me am eus bet eontred e oa lazhet e-barzh ar brezel pevarzeg « hein » unan e oa bet deuet war e giz, mes pevar a oa bet, ha tri a oa bet lazhet, hag an hini a oa deuet war e giz n’en doa ket bevet nemet betek daou-ugent vloazh, e oa bet gazet e-pad ar brezel gant ar gas « moutarde » ha toud … mes eñ e oa deuet bev ha dimezet e oa bet anezhañ, ha bugale en doa bet, mes ne oa ket bet nerzus gwech ebet anezhañ … treut e oa-eñ hardi

Lors : Setu an ofisourien…

Robert : Ya, ma c’halle-int kaoud ur jo ar c’hiz-se … a gare-int goude e oa-eñ ur jo dister ne skuizer ket war he c’hein evel war ar re all

Lors : Nann, hag emichañs e oa kezeg solud koa

Robert : O ar re-ze d’ar mare-ze a oa kezeg solud diouzh o gorf « hein » mes pas gros evel ar re a zo bremañ, n’eo ket laret a jeñche ket ar re-ze kement kement evel ar re all mes ar pezh am eus c’hoant larout deoc’h diouzh ur jo diouzh ar re-ze … ma boueze anezhañ mil lur, eñ ne rae ket kalz ouzhpenn anezhañ

Lors : Mil lur

Robert : Ur mil … « ça » ur mil bouez … ur mil lur koa

Lors : Ya ya ya

Robert : N’eo ket … n’eo ket mil « kilos », mil lur !

Lors : Nann nann nann nann, mil lur ya

Robert : O mes e-barzh an taol diwezhañ dija … pa oamp …pa oan aretet bez e veze erruet … a werzhe kezeg … komañset da werzhañ anezho d’ar « boucherie », ur jo trizek kant lur a oa ur jo mad e-barzh ar fin c’hoazh « hein », ya ya !

Lors : Trizek kant ?

Robert : Trizek kant ya … ha bremañ emaont daou vil … mes ar pezh eo, ar c’hezeg ne veze ket lart d’ar mare-ze anezho …ar re-ze a veze treut ivez !

Lors : A ya, mes ar re-ze a laboure !

Robert : A laboure … ar pezh eo … ma vezent lart ne oa ket un dra vad peogwir an eubeulien a dalveze ker d’ar mare-se, hag ur jo a vez lart ne zalc’h ket diouzh ar marc’h anezhañ

Lors : A bon

Robert : Nann … dav … dav eo bezañ treut ha pa veze o troiñ …pa veze o troiñ ar gazeg… a gwellee … mond war an tu gwelleet ha neuze a zalc’he diouzh ar marc’h … a-hend all ur jo lart … me am eus anavezet labourerien douar o doa kezeg … ne oant ket pikol labourerien douar anezh,o hag o doa kezeg treut, hag o doa eubeulien bep bloaz, mes e-barzh e-lec’h e veze lart n’en deze ket, n’en deze ket eubeulien

Lors : A aa

Robert : A nann … hag un eubeul … memes goude e oa komañset an trakteurien ur bern tud ne c’houlent ket kaout un trakteur anezho abalamour gant … gant an eubeulien d’ar mare-se a raporte brav tre da baeañ o Gouel Mikel … ar re a oa merour gant gant gant daou eubeul koa … an eubeulien a oa ker … me am eus soñj klevoud kontañ warlerc’h ar brezel unan en doa soñjet ober un ti e-barzh Treogan, hag arc’hant ur jo a save un ti « hein », a ya !

Lors : Ur jo ?

Robert : Ur jo a save un ti « hein »

Lors : Gast

Robert : Ha surtoud o deus graet arc’hant gant, gant kezeg hardi diouzhtu war-lerc’h ar brezel aze

Lors : Ar brezel diwezhañ ?

Robert : Ar brezel diwezhañ ya ya

Lors : Hag ur jo a save un …

Robert : A save un ti, hag un ti brav memes !

Lors : Un ti bras, ya

Robert : « euh », memes an eubeulien diwezhañ am eus gwerzhet, o a-benn neuze am boa un trakteur, a bin a werzhaen anezho pemp kant mil, ha pemp kant mil e « francs » d’ar mare-ze koa pemp kant mil « anciens francs quoi »

Lors : Ya ya, mes pemp kant mil e-barzh peseurt bloavezioù e oa ze ?

Robert : Bin dimezet e oamp e-barzh « soixante-dix » pe un dra bennak a-mod-se mes a-benn neuze e oant trec’het d’an traoñ

Lors : A ya

Robert : Eu mes ma c’haec’h daou vloazh araok e oant kant mil muioc’h c’hoazh « hein » e taec’h e-barzh « soixante » pe un dra … memes ouzhpenn

Lors : A ya

Robert : A ya

Lors : Hag ar re-ze a oa « bidet breton », peotramant dija …

Robert : Ar re-ze … ar re-ze a oa dija o « des postiers » an dra-ze … ne oant ket deuet un deiz diouzh an deiz warlerc’h koa abalamour pa zegouezhent e-barzh ar stasionoù e veze degaset ar c’hroazamant bras … brasañ hini a oa koa ha c’hwi ho poa bet kroazet ho re … ar re-ze a oa deuet tamm ha tamm da vrasaat koa …

Lors : A ya

Robert : Ha ne oa ket deuet e-barzh ur wech anezhañ … e oa daou … deuet e-barzh daou tri kroazamant pe pevar pe bemp memes …mes e-barzh ar c’homañsamant tre am eus soñj e oa tammoù kezeg dister … bep seurt liv memes … re zu a oa diouto … re … re « pichard » re … re rous mes e-barzh ar « postier breton » nag e-barzh an « trait breton » n’am eus ket bet gwelet hini du ebet gwech ebet

Lors : A nann

Robert : Nann … ne gredan ket

Lors : A me am eus gwelet unan … eu … ar stasion diouzh … eu … « Lamballe » a gav din an hini eo en doa … e oa paseet e-barzh kichenn … e-barzh Kerahes … e-barzh Kergorvo e oa, e-lec’h emañ ar chinoayed bremañ

Robert : Ya

Lors : Aze a zo ur maner hag e oa ur gazeg aze, « Puck » e veze graet diouti am eus soñj hag e oa bet degaset ur « postier breton » a oa du nemet penn e …

Robert : Penn e dreid

Lors : Penn e dreid a oa gwenn

Robert : Gwenn

Lors : « Tambourin » e veze graet dioutañ

Robert : Aze e oa ur gouenn kezeg du … bezañ am eus bet gwelet diouto c’hoazh mes ar re-ze e oa … e oa bet deuet diouzh … an « origine » diouzh ar … an « Hollande » moarvat « La frise , Noir de Frise, des Frisons «

Lors : Ya ya

Robert : « Frison » memes mod evel al loen saout, mes hemañ e oa ur jo e-barzh … e-barzh Paoul eno a zo unan c’hoazh

Lors : E-barzh Paoul a zo unan ?

Robert : Ya gant gwreg ur vetrinaer … « Frison » ur jo brav « hein »

Lors : Ur jo brav

Robert : Ur jo brav eo mes pas ur jo gros ivez mes ur jo brav

Lors : Unan du

Robert : Du ya … ya Frison eo ya

Lors : A ya … hag a-benn ho peus bet un trakteur e-barzh ar bloavezhioù dek ha tri-ugent

Robert : O e oa erruet e-barzh dek ha tri-ugent ya e-barzh … me am boa komañset e-barzh « cinquante-neuf … soixante-neuf »

Lors : Nav …naontek … nav ha tri-ugent ?

Robert : Nav ha tri-ugent ya

Lors : Ha pegement ho poa paeet anezhañ, soñj ho peus ?

Robert : Petra ?

Lors : An trakteur

Robert : An trakteur a oa … un trakteur « Renault occasion » am boa prenet

Lors : Ya mes pegement e oa … en doa koustet deoc’h ?

Robert : Peogwir n’am eus ket soñj … ma n’eo ket daou vilion « d’occasion » un dra bennak a-mod-se e oa gant daou vilion pe ne oa ket tre daou vilion e oa kredapl … un drakteur daou jo ha daou-ugent

Lors : Daou jo ha daou-ugent

Robert : Ur « moteur », ur « moteur Bosch »

Lors : « Bosch » ?

Robert : MWM e oa gant aer, « refroidissement », a zistane gant an aer koa

Lors : Ya ya … ha e-pad pell ho ped dalc’het anezhañ ?

Robert : O, eñ am boa bet dalc’het betek ken en doa troet-eñ mes bezañ am boa bet prenet unan all warlerc’h o marteze e oa « en »… beteg c’hwezeg ha tri-ugent am boa prenet unan all … dek vloazh bennag e oan bet … ouzhpenn memes … ne oa ket nemet dek vloazh ha tri-ugent e-barzh « soixant… » setu e c’hwezeg ha tri-ugent am boa prenet unan all « soixante-cinq »

Lors : Ya ya

Robert : Pemp ha tri-ugent jo « Renault » c’hoazh ivez

Lors : « Renault » ivez ?

Robert : ya

Lors : Ha keit ez oc’h bet o talc’hiñ feurm … bepred ho peus bet prenet binvioù nevez

Robert : O me am eus bet dalc’het da heuliañ evel o deus graet ar re all « hein »

Lors : Ya

Robert : Dalc’h da vrasaat tamm ha tamm ar feurmachoù d’ar mare e oamp komañset e oa war dro tregont devezh-arad pa ‘m boa echuet e oa erruet tost dek ha pevar-ugent « hein »

Lors : Pegement

Robert : Dek ha pevar-ugent koa ha neuze yer e-barzh an tu all c’hoazh koa … ni hon doa bet chañchet … an dra-ze en doa bet chañchet fonnus « hein » … ha n’ho poa ket choaz ma ne heuliec’h ket a zisparisit evel … evel emañ bremañ ivez koa !

Lors : Ya

Robert : Ur bern tud n’o dez ket c’hoant marteze, pe marteze lod en deus mes n’emaont ket toud o klask kaoud feurmachoù ne ouiet ket ped kant devezh-arad anezho, mes oblijet da zond peotramant mond kuit koa … aze emañ a-mod-se … n’en deus ket … n’emaoc’h ket kap da … me am eus soñj klevet « De Gaulle » o lavarout e-pad ar brezel …e-pad ar brezel Aljeri, e oa un diskour a lare deomp : « Tout Français qui n’avance pas, est un Français qui recule » ne oa ket kap da jom « sur place »

Lors : A a

Robert : Me am eus dalc’het soñj diouzh ze … e oamp … e oa … e-barzh … e-barzh al lec’h a vez soudarded, e oamp oc’h evañ ur bannac’h aze e oa-eñ oc’h ober … o sellout en television oc’h ober e diskour … ar pezh eo … n’am eus ket bet gallet ankouaat ze … e oa ze e-barzh … e-barzh ar bloazh daou ha tri-ugent, ha n’am eus ket ankounac’het c’hoazh

Lors : Ha mod-all bon … braseet ho peus ho feurm tamm ha tamm, koa

Robert : A ya tamm ha tamm

Lors : Mes memestra ho poa …ho poa amzer e-kerz ar bloazh koa … da vond da … n’ouzon ket d’ar bardonioù … d’ar baloù … d’ar fetoù ?

Robert : O d’ar baloù ez aemp da noz, setu a-mod-se ne gemere ket kalz amzer, d’ar baloù ez aemp diouzh noz setu a-mod-se ne golaemp ket kalz amzer, a-hend all neubeud tre « hein »

Lors : Neubeud tre

Robert : Ya, ha c’hoant am eus da larout deoc’h la diouzh ar bloavezh nav hag hanterkant betek an hini dek ha tri-ugent, n’am eus ket bet nemet trizek devezh vakañsoù, hag e oa degouezhet din bezañ bet anezho drol awalc’h m’ho po c’hoant … me am boa graet un ti e-barzh Treogan du-ze hag am boa graet anezhañ gant ur mañsoner a oa « Italien », hag e-barzh ar fin e oamp erruet da vezañ kamarad ha ni a laboure asamblez …me am boa desket ar mañsonerezh un tamm gant hennezh, en em gontantiñ a raemp asamblez, ha pa oa bet eñ da welet e dud da … d’an « Italie » en doa degaset ac’hanon gantañ, ez on bet trizek devezh e-barzh du-ze … ez omp bet e-barzh an « Autriche » ivez … a-hend all n’am boa ket bet vakañsoù gwech ebet araok !

Lors : A nann ?

Robert : Hag e oa dav din kaoud un den da ramplas ac’hanon … am boa kavet ur skolaer e oa e-barzh ur skol labouraj douar da ramplas ac’hanomp … ac’hanon e-pad trizek devezh … e oa dav din diskouezhañ dezhañ troc’hañ gant ar falc’h, ne ouie ket ober anezhañ

Lors : A ya ?

Robert : Neuze e veze dav troc’hañ melchon gant ar falc’h bep mintin c’hoazh, hag ez aen da glask ar c’harrad melchon war ar yun, an dra-ze e oa ar mod da sevel diouzh ar mintin tro c’hwec’h eur moarvat, ne ouian ket an eur, ne oa ket memes marteze e oa ze da bemp eur bremañ ne ouian ket kap …bez e veze komañset an deiz ez aen da glask ur c’harrad melchon, un eur, un eur hanter a gemere ha …

Lors : Ur c’harrad melchon ?

Robert : Melchon evid ar c’hezeg hag evid ar saout, koa, ha warlerc’h neuze a zebec’h ho tijuniñ ha me ne oa gwech ebet … ne zebec’h mann ebet araok mond da glask melchon.

Lors : Melchon ruz e oa ?

Robert : O nann, mes melchon ruz e veze pa veze ar mare dioutañ, mes ne bade ket nemet un tamm anezhañ … e ranket mond da droc’hañ anezhañ, warlerc’h e veze melchon glaz