Arthur Le Guillou, deus Mel Kerahes

Arthur LE GUILLOU

Arthur Le Guillou deus Mael-Karaez, a gont deomp pegen bras oa ker Mael gwechall, ha pegen kreñv ha bev e oa gant foar ar saout, ar skolioù, ar mengleuzioù.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Arthur : A gwel’t ‘neus an den un tamm deus toud war e buhé hin

Lors : A ya ya ya

Arthur : Ahe vé … ‘oan ‘hond da gontañ dac’h memes ‘pad …warlerc’h ar brezel Mel-kerahes amañ ‘giz-mañ … houm’ ‘oa ur… ur gêr a ‘oa ur bern tud ‘ba ‘r skol hin … per skol leun derc’hmad … a ya … ha d’ar yaou bep bep pemzekté ‘vize foar Mel-kerahes … foar saout paotr paour …ar saout normanted a-giz-se ‘vize ‘ba Mel amañ re vad da vetag unneg nann nao wagonyad saout ‘m’eus gwel’t ober ‘ba Mel …nao wagonyad… ha daou gamion ‘oa … ‘met hain’ ur marc’hadour …m’eus soñj deus koste Gwenngamp …Kurt ‘oa an den … henz …eñ ‘oa un « allemand », Salomon ‘vize graet deusañ ha eñ ‘na ur c’hamion è …henz a-c’hiz-se ‘brenne ur bern saout … an hain’ ell ‘m’eus ket re ‘ soñj deus e ano … eñ ‘na ur c’hamion è … set’ ‘welen . ..’meus gwel’t ober … nao wagonyoù saout ha …ha daou gamion d’ar yaou

Lors : Memes devezh

Arthur : Ya ‘ba Mel

Lors : Gast

Arthur : ‘ba ‘ r mare-se Rostren ha Kerahes ar re-he oaint mann da Vel-Kerahes hin … o houm’…houm’ houm’ ‘oa ur foar terrupl ‘ba ‘r mare-se …ahe ‘oa ur bern tud in pansion ‘ba ‘r skol deus kerahes … deus Karnod surtoud pugur ar mestr-skol an « directeur » eñ ‘oa « natif » deus Karnod ya ha ‘vize … ‘tae tud deus ene in pansion… ‘ klask e ano ‘maon bromen

Lors : Ya

Arthur : Ano ar « professeur » pe ar mestr-skol an « directeur »

Lors : Ya ano ar penn … ar rener

Arthur : Ya ma ‘peus c’hoant …a gast … If an Talec ‘vize graet deus henzh

Lors : If an Talec

Arthur : « Yves Tallec »

Lors : Ya ya

Arthur : Ya ha deus an dra-se ‘c’ha paotr… ‘ba ‘r mare-se ‘ gerze an traoù o med

Lors : Ha eñ ‘zigase tud deus Karnod

Arthur : Ya ur bern tud d’ar skol in pansion ‘ba ‘r siminer ‘oa neun

Lors : ‘Ba ‘ ?

Arthur : ‘Ba ‘ r siminer

Lors : Sininer ?

Arthur : Ya ha ‘ba ‘r skol ene ‘ma demaret ‘ba « trente-huit « pas ‘ba « trente-sept « ha ‘ba « trente-huit » neun ‘oan oet ‘sa Sant Lubin neun

Lors : Ya med ma ‘oa … ped skol ‘oa ‘ba …

Arthur : Per skol

Lors : Per skol …

Arthur : Ya

Lors : Set’ oa skol ar seurezed… ar frerien

Arthur : Ya

Lors : Ha mod all

Arthur : Ar re all neun ‘oa « laïque »

Lors : Skolioù, skolioù publik ?

Arthur : Publik an daou ell

Lors : Un’ ‘vid ar baotred…

Arthur : Ha un’ ‘vid ar merc’hed

Lors : A ya

Arthur : A ya

Lors : Med peseurt peseurt mod ‘rae ar merc’hed hag ar baotred ‘vid ‘n ’em … ‘n ’em rankontriñ … ‘n ’em … bin ‘n em gontañ… ‘n’em… ‘n’em

Arthur : Med ar re-he … pe … ‘ba ‘r skol

Lors : ‘Ba ‘r skol pe

Arthur : ‘Ba ‘r skol ‘oac’h ket ‘sames hin pe … a …nann nann … a ‘ba ‘r mare-se vize ket merc’hed ‘sames ‘ga ‘r paotred ‘ba ‘r skol

Lors : Med ‘ba pelec’h … ‘ba pelec’h ‘vize rankontret ar merc’hed

Arthur : A ‘ba ‘r baloù… amañ ‘oa diou sal ‘ba Mel-Kerahes ahe ‘mañ bravañ re matren ‘oa ‘ba ‘ba ‘n departamant ha zur è … un’ nê ‘zo ahe c’hoazh

Lors : Ha ya, gwel’ a ran

Arthur : « L’arc en ciel »

Lors : Ya

Arthur : Med an hain’ ell ‘oa unan brao è « Moulin bleu »

Lors : « Moulin bleu » ya

Arthur : Ola ha tud ‘vize aze ‘ba ‘r baloù !

Lors : Ha ‘ba ‘r pardonioù ?

Arthur : Pardonioù ‘vize tud ene è hin …neun ‘ba ‘r mare-se ‘oa tud ‘ba ‘r vro dre amañ ‘giz-mañ neuhe é skarzet an traoù toud bromen… a ya amañ ‘neus ket … ‘neus ket mann …

Lors : Ha d’ho soñj Arthur pugur c’hwi ‘peus … c’hwi ane’ev ar vro ‘baoe papred koa ‘baoe

Arthur : ‘Baoe ‘on ganet kazi ‘wac’h…

Lors : Ya ‘baoe ‘baoe ‘oc’h ganet … petra ‘zo kaoz …pugur ‘michañs ‘peus bet soñjet ‘ba sé wechoù … petra ‘zo kaoz é bet é bet skarzet an dud an dud deus ar vro ‘ba … deus Breizh-Izel

Arthur : A ya me ‘vefe bet kontant da c’houd sé c’hoazh !

Lors : Pugur ‘michañs ‘zo un neubeud tud bennak ‘neus bet desidet sé ‘ us domp nann

Arthur : Zur ‘wac’h zur ‘wac’h … med me ‘soñja din matrese ma ‘vefe bet ‘vel ‘na laret De Gaulle ‘vize bet laket hounzh in… in peder – « quatre voies » ma peus c’hoant

Lors : Ya

Arthur : ‘ Vize bet deut tammoù usinoù ha traoù dre ahe med pugur n’é ket graet ar re-he ‘oa aet toud kuit …’neus ket graet … bon ha amañ ‘ba mel-Kerahes amañ ‘oa bet … ahe ‘oa ur veingleuz da vetag daou c’hant den ‘zo bet ‘ labourad aze ha ‘ greiz toud … tak … mann ‘bet kin

Lors : Ya med ‘neus ket gwall bell ‘zo ‘ma kle’et la ‘oa un’ … ‘oa ‘na ‘na adtapet ar veingleuz ?

Arthur : Ya bet ‘zo bet ahe a-giz-se … klask mein glaz ha traoù ha bet ‘z,o bet ‘zo mein glaz ‘ba ‘n douar aze med re ger a gousta mond da glask nê !

Lors : A bon ?

Arthur : Ya ‘giz-se ‘larant ya

Lors : Ha un’ ‘lare la, la ‘oa leun dour

Arthur : A ya med, o d’af’ an dour sé n’é ket ur … sé ‘zo moaien skarzañ henzh brao ga’ pompchoù ‘vel ‘zo bromen

Lors : Ya

Arthur : O béo … sé n’é ket start med red é kaout erc’hant d’ober ya

Lors : Pugur mein, mein glaz Mel-Kerahes ‘zo …

Arthur :A hardi, mein glaz, a ya , re re dano, re vrao !

Lors : Brud vad …

Arthur : O la un difers ‘zo ‘trede ha neun re an « Espagne » !

Lors : Ya

Arthur : O béo … o béo … ha toud an traoù ell ouian ket peseurt mod é eo an traoù a-mod-se ‘greiz toud ‘giz-se … an dud ‘ veve koulz gwechell ‘vel raint bromen è…


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Arthur : A gwelet en deus an den un tamm diouzh toud war e buhez

Lors : A ya ya ya

Arthur : Aze a vez … e oan o vond da gontañ deoc’h memes e-pad … warlerc’h ar brezel Mel-Kerahes amañ e-giz-mañ … houmañ e oa ur … ur gêr a oa ur bern tud e-barzh ar skol hin pevar skol leun dalc’hmad … a ya … ha d’ar yaou bep …bep pempzekteiz e veze foar Mel-Kerahes … foar saout paotr paour … ar saout normanted e-giz-se e veze e-barzh Mel amañ re vad da veteg unneg, nann nao vagonyad saout am eus gwelet ober e-barzh Mel …nao vagonyad … ha daou gamion e oa …nemed hini ur marc’hadour …am eus soñj diouzh kostez Gwenngamp … Kurt e oa an den …hennezh … eñ a oa un « allemand », Salomon e veze graet dioutañ ha eñ en doa ur c’hamion ivez … hennezh ar-c’hiz-se a brenne ur bern saout … an hini all n’am eus ket re soñj diouzh e ano … eñ en doa ur c’hamion ivez … setu a welen … am eus gwelet ober …nao vagonyoù saout ha … ha daou gamion d’ar yaou

Lors : Memes devezh ?

Arthur : Ya e-barzh Mel

Lors : Gast

Arthur : E-barzh ar mare-se Rostren ha Kerahes …ar re-se … oant mann da Vel-Kerahes hin… o houmañ …houmañ … houmañ a oa ur foar terrupl e-barzh ar mare-se … aze e oa ur bern tud e pansion e-barzh ar skol diouzh Kerahes … diouzh Karnod surtoud peogwir ar mestr-skol … an « directeur » eñ e oa « natif » diouzh Karnod ya hag e veze … teue tud diouzh eno d’ar skol e pansion … o klask e ano emaon bremañ…

Lors : Ya

Arthur : Ano ar « professeur » pe ar mestr-skol … an « directeur »

Lors : Ya … ano ar penn … ar rener

Arthur : Ya … m’ho peus c’hoant … a gast … Yves An Taleg e veze graet diouzh hennezh

Lors : Yves An Taleg ?

Arthur : « Yves Tallec »

Lors : Ya ya

Arthur : Ya ha diouzh an dra-se moarvad paotr, e-barzh ar mare-se a gerzhe an traoù, o mes…

Lors : Ha eñ a zegase tud diouzh Karnod ?

Arthur : Ya ur bern tud d’ar skol e pansion e-barzh ar siminer e oa neuze !

Lors : E-barzh ?

Arthur : E-barzh ar siminer.

Lors : Siminer ?

Arthur : Ya … hag e-barzh ar skol eno am boa demaret e-barzh « trente-huit », pas e-barzh « trente-sept », hag e-barzh « trente-huit » neuze e oan aet etrezek Sant Lubin neuze…

Lors : Ya mes ma oa … ped skol e oa …

Arthur : Pevar skol

Lors : Pevar skol ?

Arthur : Ya

Lors : Setu e oa skol ar seurezed … ar frerien…

Arthur : Ya

Lors : Ha mod-all ?

Arthur : Ar re all e oa « laïque »

Lors : Skolioù … skolioù publik ?

Arthur : Publik an daou all

Lors : Unan evid ar baotred…

Arthur : Hag unan evid ar merc’hed

Lors : A ya

Arthur : A ya

Lors : Mes peseurt … peseurt mod a rae ar merc’hed hag ar baotred evis en em …en em rankontriñ … en em … en em gontañ … en em … en em

Arthur : Mes ar re-se … pe… e-barzh ar skol

Lors : E-barzh ar skol pe…

Arthur : E-barzh ar skol ne oac’h ket asambles hin pe … a … nann nann … a e-barzh ar mare-se ne veze ket ar merc’hed asambles gant ar baotred e-barzh ar skol

Lors : Mes e-barzh pelec’h … e-barzh pelec’h e veze rankontret ar merc’hed ?

Arthur : E-barzh ar baloù … amañ e oa diou sal e-barzh Mel-Kerahes aze emañ … bravañ re marteze e oa e-barzh … e-barzh an departamant ha zur eo … unan anezho a zo aze c’hoazh

Lors : A ya, gwelout a ran

Arthur : « L’arc-en-ciel »

Lors : Ya

Arthur : Mes an hini all e oa unan brao ivez, « Moulin Bleu »

Lors : « Moulin Bleu » ya

Arthur : Ola ha tud e veze aze e-barzh ar baloù !

Lors : Hag e-barzh ar pardonioù ?

Arthur : Pardonioù e veze tud eno ivez hin … neuze e-barzh ar mare-se e oa tud e-barzh ar vro dre amañ a-giz-mañ … neuze eo skarzet an traoù toud bremañ … a ya … amañ n’en deus ket … n’en deus ket mann…

Lors : Ha d’ho soñj Arthur peogwir c’hwi ho peus … c’hwi anavez ar vro abaoe bepred koa abaoe …

Arthur : Abaoe on ganet kazimant awalc’h …

Lors :Ya abaoe…abaoe oc’h ganet… petra a zo kaoz… peogwir emichañs ho peus bet soñjet e-barzh se a-wechoù …petra a zo kaoz eo bet … eo bet skarzet an dud … an dud diouzh ar vro e-barzh… diouzh Breizh-Izel …

Arthur : A ya … me a vefe bet kontant da c’houzoud se c’hoazh !

Lors : Peogwir emichañs a zo un neubeud tud bennag en deus bet desidet se a-us deomp nann ?

Arthur : Zur awalc’h …zur awalc’h …mes me a soñj din marteze ma vefe bet evel en doa laret De Gaulle e veze bet lakaet hounnez e… e peder – « quatre voies » m’ho peus c’hoant

Lors : Ya

Arthur : ‘veze bet deuet tammou usinoù ha traoù dre aze mes peogwir n’eo ket graet ar re-se e oa aet toud kuit … n’en deus ket graet … bon hag amañ e-barzh Mel-Kerahes amañ e oa bet … aze e oa ur vengleuz … da veteg daou c’hant den a zo bet o labourad aze hag a-greiz toud … tak … mann ebet ken …

Lors : Ya mes n’en deus ket gwall bell zo am boa klevet a oa unan … e oa … en doa … en doa adtapet ar vengleuz ?

Arthur : Ya bez a zo bet aze a-giz-se … o klask mein glas ha traoù ha bez a zo … bez a zo mein glas e-barzh an douar aze … mes re ger a goust mond da glask anezho !

Lors : A bon ?

Arthur : Ya, e-giz-se a lareont ya

Lors : Hag unan a lare a … a oa leun dour

Arthur : A ya mes d’afer an dour se n’eo ket … se a zo moaien skarzañ hennezh brao gant pompoù evel a zo bremañ

Lors : Ya

Arthur : O eo …se n’eo ket start mes red eo kaout arc’hant d’ober ya

Lors : Peogwir mein glas Mel-Kerahes a zo

Arthur : A hardi mein …mein glas a ya re… re dano, re vrao !

Lors : Brud vad…

Arthur : Ola, un diferañs a zo etrezo ha neuze re an « Espagne » !

Lors : Ya

Arthur : O eo … o eo …ha toud an traoù all ne ouian ket peseurt mod eo erruet an traoù a-mod-se a-greiz toud e-giz-se … an dud a veve koulz gwechall evel a reont bremañ…