Armand Le Goff, Karaez

Armand Le Goff

Armand Le Goff, deus Karaez, a zispleg deomp penaos ‘vez graet fourmaj-kig diwar ar jiboes chaseet gantañ.


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Armand : Bon med ba …bon nan ket da da … goul’ a rez ziganin peseurt mod vé graet fourmaj

Lors : Med dijà, c’hwi ‘ zo chaseour

Armand : Ya … bon dao é doc’h kaoud …

Lors : C’hwi ‘peus un « diplôme » chaseour

Armand : Ya …dao vé kaoud … daou vé kaoud kig … kig goeñv koa ‘ba ‘r

Lors : Kig goeñv

Armand : ya … med ma ‘peus c’hoant … ma ‘peus c’hoant d’o’r ‘ga ul lapous … ga ‘ ul lapin doñv é memes mod hin

Lors : Ya med n’eus ket ar memes blaz

Armand : Nann nann med eu … o ma peus kamaraded chaseourien ‘ga’i

Lors : Med faot a ra kaoud ur c’honifl goeñv koa

Armand : Ya … ma gwelloc’h é

Lors : Ya

Armand : Gwelloc’h é … ha me ‘ra … bon ha neun … c’han da lar’t doc’h peseurt mod vé gaet … vé tap’t kig lapin

Lors : Peseurt mod … dao diskroc’henn’ néon ‘raog

Armand : Diskroc’henn’ nan … tenn’ ar c’hig diwar an eskern …partoud

Lors : Kriz a-mod-se

Armand : Ya kriz a ya ya ya ya ha kriz … tenn’ ar c’hig toud … eu ‘benn ‘po bet c’hwec’h kant gramm war ul lapin goeñv … c’hwec’h kant … seizh kant gramm ‘ba ul lapin bras dijà …c’hwec’h … c’hwec’h kant gramm war … war ul lapin … ul lapin krenn koa

Lors : Ya

Armand : Ya … bon war-lerc’h ‘laki … ‘vid ul lapin ‘ laki ‘laki … peta din-me kig kig moc’h deus ar c’houg « la gorge » vé gaet deus

Lors : A ya deus ar c’houg ya

Armand : Ya deus ar c’houg … ha heñzh vé dru ha heñzh … eñ ‘n’om melañj mad ga’ ga’ ga’ ga’ ‘r c’hig treut koa

Lors : A ya

Armand : Ya … gwelloc’h ‘vi ‘vi ‘vi …

Lors : Set’ vé mesket toud

Armand : Ya mesket toud

Lors : Hag flastret a-mod-se

Armand : ‘ga ma daouarn ‘meskan nê … hend ell ‘ba ‘ba ‘ba ‘ba ‘ r « charcuterie » vé ur vé ur « batteur-mélangeur »

Lors : Ya ur mekanik

Armand : Ur mekanik ya ya … ur mekanik ya … med ahe vé … vé laket charlotez ganton ‘vi ‘vi daou lur ‘vi daou lur « paté »

Lors : Fourmaj

Armand : ‘Vi daou lur fourmaj ya ka’ a-mod-se an hain’ vé lar’t

Lors : Pugur c’hwi ‘peus lar’t din

Armand : Ya just ‘wac’h la vé lar’t fourmaj … ankouéo ‘ran ka’ n’on ket boaz da gaozeal brezhoneg koa

Lors : Pas kalz nann pas ken … med ho mamm ‘lare fourmaj dijà

Armand : Ya dijà mamm … ‘ba du-me ‘vize ket lar’t ‘met fourmaj

Lors : Bon

Armand : ‘vize ket kaoze’et deus « paté » … an dra-he … fourmaj

Lors : Fourmaj

Armand : Ha pé vize gaet ar fourmaj … peta din-me ‘vi ‘vi ‘vi daou lur koa … lakez …

Lors : Charlotez

Armand : Chalotez … daou pe dri … kign un pe daou « gousses » koa

Lors : Ya ya

Armand : Un bihan … « persil » eu « thym », tin

Lors : Ya ya

Armand : Ha neun lor’

Lors : Lore

Armand : Lor’ ya ur feuillenn war … da … da … da … war c’horre

Lors : Un delienn

Armand : War … un delienn war war … just ‘wac’h ya war

Lors : War gorre

Armand : Ya … ha pé pe’ mesket nañ toud …peta din-me c’hoazh ur baoc’h ur baoc’h Armagnac vé lak’t ‘barzh è

Lors : A bon

Armand : Ya … me ‘lak’ Armagnac pe Cognac barzh

Lors : Pé vé graet fourmaj konifl

Armand : Ya

Lors : Konifl doñv pe konifl goeñv

Armand : Nann konifl goeñv med memes ga’ c’honifl doñv ‘chall doc’h lak’t ur baoc’h ur baoc’h Armagnac ‘barzh ha neuhe ga’ ‘r gedon è … ga’ ‘r « chevreuil » è

Lors : Toud … papred

Armand : Ar « chevreuil » ar viketenn vé lar’t

Lors : Hag ur verennad bihan pe

Armand : Ya un hanter verennad a-mod-se ‘vi … o pas … sell a-mod-se vé lak’t ‘vi ‘vi ‘vi ‘vi ‘vi ur

Lors : ‘Vi daou lur

Armand : Ya … o memes pas tre koa … med fin … ma rez p… …. ma rez eu… pe.. pegem’ dek liur ‘ laki apeupre an dra-he koa

Lors : Ya … tost ur verennad

Armand : « ouais » o pas …

Lors : Pas tre

Armand : Pas tre nann ‘faot ket laka’ re è koa

Lors : set’ ma lakez re ar blaz c’ha kuit

Armand : « ouais » ya ya ya … ha neun pebr ‘faot ket ankoue’et … ar pebr vé lak’t

Lors : Pebr holen

Armand : ‘vé lak’t naonteg gramm horn ‘ba daou lur ha c’hwec’h gramm pebr

Lors : A memestra

Armand : Ya … ya ya

Lors : Hag an davañcher lard neuhe

Armand : Hag an davañcher lard war-lerc’h pe ar feuleuzenn ‘vel … …deus ar mod-se ‘vid

Lors : Ya med ‘ba kerahes ‘vé lar’t an davañcher lard

Armand : A an davañcher lard ya

Lors : Feuleuzenn é kentoc’h Kallag pe

Armand : Pas … ouian ket ‘belec’h vize lar’t … matren dre amañ è … med m’eus chet … ‘maon ket ‘vi lar’t doc’h ‘ba p’lec’h vé lar’t ar feuleuzenn

Lors : Ha gou’-ze neuhe ‘benn vé laket ‘ba ‘r … ‘ba ‘r pod ahe

Armand : « Ouais »

Lors : Da boac’ha

Armand : Ahe vé lak’t un delienn « laurier » war c’horre

Lors : Ya

Armand : Ha war-lerc’h vé lak’t ‘ba ‘r vForn … ha war … war … ‘ba ‘r vForn ‘ lakez dour da

Lors : ‘Ba ‘n ‘dan

Armand : ‘Ba ‘n ‘dan … war « plaque » ‘ba ‘r vForn koa

Lors : Ya

Armand : ‘ Lakez dour ‘vi dec’hen … ‘vid ampech nañ da zisec’hiñ koa … ha pe vé ket … pe bartief an dour da …

Lors : Da virviñ

Armand : Pe vé re domm …lak …lak ur … lak ur baoc’h ell barzh

Lors : A ya

Armand : Ya ya

Lors : Keit e…

Armand : Keit ‘mañ …’keit emañ ar vFourmaj ‘ba ‘r vForn ‘pad div eur ‘leskez nañ da …

Lors : A vank dour ‘ba ‘n ‘dan

Armand : Ya « voilà »

Lors : Set’ é red doc’h surveilh’ mat koa … taol evezh deus an dra-he

Armand : Ya ya … an dra-he doc’h …

Lors : Taol evezh deuc’h an dra-he koa

Armand : Ya ya surveilh’ an dour o med … an dra-he c’ha vFounnus hin ya ya

Lors : Hag lesk’ nê ‘ba ‘r vForn ‘pad div eur

Armand : Ya

Lors : Ha tomm mad petram’…

Armand : Eu an dra-he vé gaet

Lors : Ped « degrés » apeupre

Armand : Eu pegem’ dijà

Lors : Nann nann nann chom aze’et

Armand : A nann nann nann … « 180 dégrés » kant … kant … kant per-ugent degre

Lors : Ya

Armand : « Thermostat 5 , 6 … 5 »

Lors : Ya

Armand : Ya … tomm mad … tomm tomm

Lors : Tomm mad

Armand : Ya ya tomm mad

Lors : ‘ Pad diou eurvezh koa

Armand : Ya ya

Lors : Ha warlerc’h vé tennet ‘maez petram’ vé lesket ‘barzh

Armand : Nann nann tenn nañ ‘maez dustu

Lors : Dustu

Armand : Dustu ha lak’ da yen’ war ur grilh pe un dra benneg ‘giz-se … o deus … ma … ma … ma rez nañ deus ar mintin ma ‘ta ‘maez da greisteiz e bin deus ‘n abadae me … me … me … me ….me ‘ davea nañ dijà pe vé klouar c’hoazh

Lors : A aaa

Armand : Aio a neun … ar b… an otrou Doue ‘ba ‘ba ‘ba e bragoù ban-voulouz

Lors : A a a a a ya neun é mad

Armand : A ya neun vé mad ya

Lors : Ha set ‘ ar wech all pa lar’t din la konifed … ar c’honifed … set’ ma vez ur c’honifl ur c’honifl doñv

Armand : Ya

Lors : Petram’ ur c’honifl goeñv

Armand : Ya

Lors : Hag ur c’had

Armand : Ya

Lors : Ar blaz n’é ket tre ar memes hain

Armand : Pas tre pas tre med han’al é memestra

Lors : A ya hanval é

Armand : A ya med ar … peta din-me … ar c’had ‘zo gwelloc’h …. kred’ ‘ran la é gwelloc’h koa

Lors : Kreñvoc’h é

Armand : Kreñvoc’h ya ya heñzh… heñzh … eñ ‘ blij din ar gwella’ … med c’han … me c’ha da reiñ ur … peta din-me … ur pod doc’h da davee nañ

Lors : A mersi

Armand : Pe m’eus gaet … ur pod bihan c’han da reiñ doc’h

Lors : Ma zo moaien ya mersi doc’h

Armand : Ha un deus da gamarad è

Lors : A ya mersi bras doc’h

Armand : Ya ya ya ya

Lors : Med … ma gontomp deus gedon … chom a ra gedon c’hoazh da chaseal

Armand : Ya ya ‘pad ur mare ‘ welen ket hain ebet ken hin med ar gedon ‘ta war o giz

Lors : Petra ‘zo kaoz

Armand : A me ouian ket … ‘pad … ‘pad matren ugent vlâ pe izhpenn ‘mamp ket tennet warne … mamp ket droad da denn’ warne … ha nign ‘na c’hoant da wel’t nê ‘tont war o giz da… n’on ket bet brakonier gwech ‘bet hin … ‘c’houlan ket gwel’ … pe vé ket kalz loened ken ‘ faota protej’ nê koa … pas … pas … pas lac’ha’ nê ‘beg an hain diveo koa … bon anfin … lod deus an dud ne resonont ket a-mod-se med … ha neun … bremañ na goude vé vé tretet an traou ‘ba … ‘ba ‘r parkeier dre ahe ‘vel ‘vel neus ket bet graet gwech ebet ar gedon ‘ta war o giz … al lapined a c’hreve ga’ … ga’ … ga’ … ga’ r … ar peta din-me ar « mixomatose » ha neun ar « VHD » vé graet deus an dra-he … med… med chom ‘ ra lapined c’hoazh hin ar pezh ‘ zo piled é ar girzi partoud ha neuint ket … neuint ket ar « biotope »

Lors : Neuint ket plas ‘bet d’hond da …

Armand : « Voilà » ar « biotope » vé lar’t e galleg deus an dra-he

Lors : ‘ Zo disac’het koa

Armand : ‘ Zo distrujet partoud hag al lapin … ar c’honifl goeñv ‘ vank dañ kaoud un « terrier » … ma n’eus ket un « terrier »

Lors : Ma n’eus ket terour ‘bet

Armand : Ya … ha pe vé ur c’harz ahe .. ahe c’ha d’o’r e « terrier » ur bern … ur bern souchoù pe un dra benneg ‘giz-se … ar re-se c’ha … ‘ ra toulloù ‘ba ‘r re-se ha c’ha da guhe ‘ba’z enne


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Armand : Bon mes e-barzh … bon n’an ket da da … goulenn a rez diganin peseurt mod e vez graet fourmaj

Lors : Mes dija c’hwi zo chaseour

Armand : Ya bon dav eo deoc’h kaout

Lors : C’hwi ho peus un « diplôme » chaseour

Armand : Ya … dav e vez kaout … dav e vez kaout kig … kig gouez koa e-barzh ar

Lors : Kig gouez

Armand : Ya mes m’ho peus c’hoant … m’ho peus c’hoant d’ober gant ul lapous … gant ul lapin doñv eo memes mod hin

Lors : Ya mes n’en deus ket ar memes blaz

Armand : Nann nann mes e … o m’ho peus kamaraded chaseourien a gavi

Lors : Mes faot a ra kaout ur c’honifl gouez koa

Armand : Ya … ma gwelloch eo

Lors : Ya

Armand : Gwelloc’h eo … ha me a ra … bon ha neuze …ez an da laret deoc’h peseurt mod e vez graet … e vez tapet kig lapin

Lors : Peseurt mod … dav diskroc’heniñ anezhañ a-raok

Armand : Diskroc’heniñ anezhañ … tennañ ar c’hig diwar an eskern partout

Lors : Kriz a-mod-se

Armand : Ya kriz … a ya ya ya ya ha kriz … tennañ ar c’hig tout … e a-benn ho po bet c’hwec’h kant gramm war ul lapin gouez … c’hwec’h kant … seizh kant gramm e-barzh ul lapin bras dija … c’hwec’h … c’hwec’h kant gramm war … war ul lapin … ul lapin krenn koa

Lors : Ya

Armand : Ya … war-lerc’h a laki … evid ul lapin a laki … a laki … petra din-me kig … kig moc’h diouzh ar c’houg (gouzoug) « la gorge » e vez graet diouzh …

Lors : A ya diouzh ar c’houg ya

Armand : Ya diouzh ar c’houg … ha hennezh a vez druz ha hennezh … eñ en em velañj mat gant … gant …gant … gant ar c’hig treut koa

Lors : A ya

Armand : Ya gwelloc’h evid … evid … evid

Lors : Setu e vez mesket tout

Armand : Ya mesket tout

Lors : Hag flastret ar mod-se

Armand : Gant ma daouarn e veskan anezho … a-hend-all … e-barzh … e-barzh… e-barzh … e-barzh ar « charcuterie » e vez ur … e vez ur « batteur-mélangeur »

Lors : Ya ur mekanik

Armand : Ur mekanik ya ya … ur mekanik ya …mes aze e vez … e vez lakaet chalotez gantañ evid … evid daou lur … evid daou lur « pâté »

Lors : Fourmaj

Armand : Evid daou lur fourmaj ya kar ar mod-se an hini a vez laret

Lors : Peogwir c’hwi ho peus laret din

Armand : Ya just a-walc’h la e vez laret fourmaj … ankouaat a ran kar n’on ket boaz da gaozeal brezhoneg koa

Lors : Pas kalz nann pas ken … mes ho mamm a lare fourmaj dija

Armand : Ya dija mamm … e-barzh du-mañ e veze laret nemet fourmaj

Lors : Fourmaj

Armand : Ha pa veze graet ar fourmaj …petra din-me … evit … evit … evit daou lur koa … e lakez

Lors : chalotez

Armand : chalotez … daou pe dri …kignen unan pe daou « gousses « koa Lors Ya ya

Armand : Unan bihan … « persil » pe « thym », tin

Lors : Ya ya

Armand : Ha neuze lore

Lors : Lore

Armand : Lore ya ur feuillenn war … da … da … da … war-c’horre

Lors : Un delienn

Armand : War … un delienn war … war … just a-walc’h ya war …

Lors : War gorre

Armand : Ya … ha pa ho pez mesket anezhañ tout … petra din-me c’hoazh …ur bannac’h … ur bannac’h « Armagnac » e vez lakaet e-barzh ivez

Lors : A bon

Armand : Ya … me a lak « Armagnac » pe « cognac » e-barzh

Lors : Pa vez graet fourmaj konifl

Armand : Ya

Lors : Konifl doñv pe konifl gouez

Armand : Nann konifl gouez mes memes gant ar c’honifl doñv e c’hall doc’h lakaat ur bannac’h ur bannac’h « Armagnac » e-barzh ha neuze gant ar gedon ivez … gant ar « chevreuil » ivez

Lors : Tout … bepred

Armand : Ar « chevreuil » – ar viketenn a vez laret

Lors : Hag ur werennad bihan pe …

Armand : Ya un hanter werennad ar mod-se evit …o pas … sell ar mod-se e vez lakaet evit… evit… evit … evit … evit ur

Lors : Evit daou lur

Armand : O memes pas tre koa …mes anfin … ma rez p… ma rez e … pe …pegement … dek lur a laki apeupre an dra-se koa

Lors : Ya … tost ur werennad

Armand : « Ouais » o pas

Lors : Pas tre

Armand : Pas tre nann … ne faot ket lakaat re ivez koa

Lors : Setu ma lakez re ar blaz ah a kuit

Armand : « Ouais » ya ya ya … ha neuze pebr ne faot ket ankouaat … ar pebr a vez lakaet

Lors : Pebr … holen

Armand : A vez lakaet naontek gramm holen e-barzh daou lur ha c’hwec’h gramm pebr

Lors : A memes tra

Armand : Ya … ya ya

Lors : Hag an davañcher lart neuze

Armand : Hag an davañcher lart war-lerc’h pe ar feuleuzenn evel …diouzh ar mod-se evit…

Lors : Ya mes e-barzh Keraes e vez laret an davañcher lart

Armand : A an davañcher lart ya

Lors : Feuleuzenn eo kentoc’h Kallag pe

Armand : Pas … ne ouian ket da belec’h e veze laret … marteze dre amañ ivez …mes ne’m eus ket … n’emaon ket evit laret deoc’h e-barzh pelec’h e vez laret ar feuleuzenn

Lors : Ha goude-ze neuze a-benn e vez lakaet e-barzh ar … e-barzh ar pod aze

Armand : « Ouais »

Lors : Da boazhat

Armand : Aze e vez lakaet un delienn « laurier » war-c’horre

Lors : Ya

Armand : Ha war-lerc’h e vez lakaet e-barzh ar forn …ha war … war … e-barzh ar forn e lakez dour da …

Lors : E-barzh en dan

Armand : E-barzh en dan … war « plaque » e-barzh ar forn koa

Lors : Ya

Armand : E lakez dour evit dalc’hiñ … evit ampechañ anezhañ da zisec’hañ koa … ha pa ne vez ket … pa bartiv an dour da …

Lors : Da virviñ

Armand : Pa vez re domm … lak … lak … lak ur bannac’h all e-barzh

Lors : A ya

Armand : A ya

Lors : E-keit … e

Armand : E-keit emañ … e-keit emañ ar fourmaj e-barzh ar forn e-pad div eur e leskez anezhañ da …

Lors : A vank dour e-barzh en dan

Armand : Ya « voilà »

Lors : Setu eo ret deoc’h surveilhañ mat koa … taol evezh diouzh an dra-se

Armand : Ya ya … an dra-se diouzh

Lors : Taolañ evezh diouzh an dra-se koa

Armand : Ya ya surveilhañ an dour … o mes … an dra-se ah a founnus « hein » ya ya

Lors : Ha leskañ anezho e-barzh ar forn e-pad div eur koa

Armand : Ya

Lors : Ha tomm mat peotramant

Armand : « Euh » an dra-se a vez graet

Lors : Ped « degrés » apeupre

Armand : « Euh » pegement dija

Lors : Nann nann nann chom azezet

Armand : A nann nann nann … « 180 degrés » kant … kant … kant pevar-ugent degre

Lors : Ya

Armand : « thermostat ( 5 , 6 …. 5 ) »

Lors : Ya

Armand : Ya tomm mat … tomm tomm

Lors : Tomm mat

Armand : Ya ya tomm mat

Lors : E-pad div eurvezh koa

Armand : Ya ya

Lors : Ha war-lerc’h e vez tennet er-maez peotramant e vez lesket e-barzh

Armand : Nann nann tennañ anezhañ er-maez diouzhtu

Lors : Diouzhtu

Armand : Diouzhtu ha lakaat da yenañ ur grilh pe un dra bennak e-giz-se … o diouzh … ma … ma… ma rez anezhañ diouzh ar mintin ma teu maez da greisteiz « eh bien » diouzh an abardaez … me …me … me… me …me a dañva anezhañ dija pa ve klouar c’hoazh

Lors : A a a a

Armand : Aio a neuze ar b … an aotroù Doue e-barzh … e-barzh … e-barzh e bragoù bann-voulouz

Lors : A a a a a ya neuze eo mat

Armand : A ya neuze a vez mat ya

Lors : Ha setu ar wech all ho poa laret din la konifled … ar c’honifled … setu ma vez ur c’honifl … ur c’honifl doñv

Armand : Ya

Lors : Peotramant ur c’honifl gouez

Armand : Ya

Lors : Hag ur c’had

Armand : Ya

Lors : Ar blaz n’eo ket tre ar memes hini

Armand : Pas tre … pas tre mes hañval eo memes tra

Lors : A ya hañval eo

Armand : A ya … mes ar … petra din-me …ar c’had zo gwelloc’h … krediñ a ran la eo gwelloc’h koa

Lors : Kreñvoc’h eo

Armand : Kreñvoc’h ya ya … hennezh …hennezh … eñ a blij din ar gwellañ … mes ez an … me a ya da reiñ ur … petra din-me … ur pod da dañva anezhañ

Lors : A mersi

Armand : Pa m’eus graet … ur pod bihan ez an da reiñ deoc’h

Lors : Ma zo moaien, ya mersi deoc’h

Armand : Hag unan diouzh da gamarad ivez

Lors : A ya mersi bras deoc’h

Armand : Ya ya ya ya

Lors : Mes … ma gontomp diouzh gedon … chom a ra gedon c’hoazh da chaseal

Armand : Ya ya e-pad ur mare ne welen ket hini ebet ken « hein » mes ar gedon ta war o giz

Lors : Petra a zo kaoz ?

Armand : A me ne ouian ket … e-pad marteze ugent vloaz pe ouzhpenn n’hon eus ket tennet warno … n’hon doa ket droad da dennañ warno … ha ni hoa boa c’hoant da welet anezho o tond war o giz da … n’on ket bet brakonier gwech ebet « hein » … ne c’houlan ket gwelet … pa ne vez ket kalz loened ken e faot protej anezo koa … pas … pas … pas lazhañ anezo betek an hini diwezhañ koa bon anfin lod diouzh an dud ne rezonont ket ar mod-se mes…ha neuze… bremañ na goude e vez … e vez tretet an traoù e-barzh … e-barzh ar parkeier der aze evel n’en deus ket bet graet gwech ebet ar gedon ta war o giz … al lapined a c’hreve gant … gant … gant … gant ar … petra-din-me … ar « mixomatose » ha neuze ar « VHD » a vez graet diouzh an dra-se … mes … mes chom a ra lapined c’hoazh « hein » ar pezh a zo pilet eo ar girzhi partout ha n’o deus ket … n’o deus ket ar « biotope »

Lors : N’o deus ket plas ebet da vont da …

Armand : « Voilà », ar « biotope » a vez laret e galleg diouzh an dra-se

Lors : A zo disac’het koa

Armand : A zo distrujet partout hag al lapin …ar c’honifl gouez a vank dezhañ kaout un « terrier » … ma n’en deus ket un « terrier »

Lors : Ma n’en deus ket terouer ebet

Armand : Ya … ha pa vez ur c’harzh aze … aze ez a d’ober e « terrier » ur bern … ur bern souchoù pe un dra bennak e-giz-se … ar re-se ez a … a ra toulloù e-barzh ar re-se hag ez a da guzhat e-barzh enno