Roger GUILLOU, deus Trabrian
Roger Guillou, deus Trabrian, a skriv kanaouennoù, ha troet eo war ar Blues.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Bon salud doc’h, Roger, hirio, hudu, hidu fennozh omp digoue’et ‘ba Trabrian ?
Roger : Ya. Digoue’et ‘ba, ‘ba’r bourk.
Lors : Ya, ha da zigentañ toud m’eus c’hoant goul’ ganoc’h peta ‘zo kaoz ‘peus bleo hirr ?
Roger : Peta ‘zo kaoz m’eus bleo hirr ? Me meus lesket ma bleo hirr « afin de » an hin’ ‘ra ma bleo din « d’habitude » ‘ba Kergonn
Lors : ‘Ba pelec’h ?
Roger : ‘Ba Kergonn, ‘ba Tavrien.
Lors : ‘Ba Tavrien ?
Roger : Ya ha ‘na lar’t din, bon pé ‘maoc’h ‘krog da skrivañ tammoù kanaouennoù ma gawit bleo berr ‘ba tousk ar re ell ‘vi ket ‘velte giz-se m’eus lesket ma bleo giz-se ‘ven ket ‘ven ket ane’et ‘ba mesk ar re ell
Lors : A neun an hin ‘na lar’t se dit ‘oa é ar perrukenner
Roger : Ya
Lors : A, ha peta n’eus chañchet ?
Roger : An traoù a basea mad
Lors : Ya med ‘baoe ‘baoe é deut hirr ho pleo
Roger : Yao an traoù basea mad an dud neus ka’et drol un tamm bihan kar ‘lar ‘oan di… ‘lar oan ket ‘r re…’velte kin
Lors : Ya set’ ar pezh ‘na lar’t ar pezh ‘na lar’t ar perrukenner ‘oa gwir
Roger : Ya
Lors : bremañ oc’h muioc’h remerket
Roger : Ya
Lors : Ga’ ‘r re all
Roger : Ya
Lors : Ha remerket oc’h ‘blam d’ho pleo petramant ‘blam d’ar pezh ‘peus skrivet ?
Roger : O deus ê o daou
Lors : Deus ê o daou ?
Roger : Deus ê o daou
Lors : Pugur, med c’hwi lar sé domp, ‘blam a ganit ho kanaouennoù ?
Roger : ‘ Ganan ket nê !
Lors : Set’ peseurt mod ‘oar an dud oc’h ur skriver kanaouenn, skrivagner…
Roger : Goud a reant pe m’eus bet reit tammoù kanaouennoù da serten …
Lors : Serten re
Roger : Ya
Lors : Ha tud a gan …
Roger : Tud a gan nê e galleg petramant ‘draduisant nê en « anglais »
Lors : Hag e brezhoneg nann ?
Roger : Re brezhoneg eo ober ‘ran un tamm bihan eu med ouian ket skrivañ brezhoneg
Lors : A ha peus ket bet c’hoant james diskiñ skrivañ brezhoneg ?
Roger : Géo sé ni’e bet graet plijadur din med bon m’eus ket bet ka’et den ebet da da reiñ …
Lors : Da ziskiñ doc’h
Roger : Nann
Lors :Bon ha med ma skrivit e brezhoneg neun c’hwi ‘ skriv ‘vel larit koa ?
Roger : me ‘ skriv ‘vel lar … ‘vel ‘ gompren koa
Lors : ‘Vel ‘ gompren … ‘r pezh ‘ zo « normal »
Roger : Ya
Lors : Hag … bon bin dija bremañ bremañ ‘ ouian ‘blam beta ‘peus bleoioù hirr hag ar pezh ‘peus ahe ‘zo hirr ar perrukenner ‘neus lar’t è ?
Roger : Nann n’é ket n’é ket sé ‘zo ‘baoe an oad a nao vlâ
Lors : Nao vlâ
Roger :Ya ‘benn neun ‘ma ket baro c’hoazh d’ar mare-se med bon gwel ‘ raen nê ‘ba..war war an diskoù digaset ‘ga’ ur genider din deus Paris
Lors : A a
Roger : Daou vlâ kozhoc’h ‘vid ma breur
Lors : A ya ha ‘ba plelec’h ‘mañ bremañ ? ‘Ba Paris c’hoazh ?
Roger : Eñ ‘ zo maro é bremañ med bon ‘giz-se ‘mañ
Lors : aet é d’an anaon
Roger : Ha eñ ga’e eñ ‘oa plij’ a rae dañ abominab ar « rock and roll »
Lors : A ya
Roger : Ya hag ‘na bet diskoù deus Elvis Presley deus an Amerik ha toud an traoù ‘giz-se me jelaoue nê pé tae eñ e vakañsoù du-mañ koa … ha ma moereb e vamm neun ‘viske ‘c’haon e rocker bihan … me
Lors : A te
Roger : Ya
Lors : A ya hag bremañ ‘peus dec’het un tamm ar mod da …
Roger : Ha dec’het m’eus ar machin ha sé ‘blija din abominab koa
Lors : Ha daoust hag-eñ an dra-he a blija eu d’ar merc’hed ?
Roger : Ya plij a ra mad d’ar merc’hed è
Lors : Set’ c’hwi ‘zo gwelet mad ga’ ‘r merc’hed neuhe ?
Roger : O ya
Lors : Prizet gate
Roger : Ya ya
Lors : Hag peseurt peseurt rock a blije dac’h da zigentañ ?
Roger : Ar rock Elvis Presley
Lors : an hin’ kentañ
Roger : Ha neuhe Johnny Haliday n’eus bet graet un tamm è…
Lors : nintra ‘met an daou-mañ ?
Roger : « Comment ?… »
Lors : An daou-sé …
Roger : an daou zen-sé a blija din a blija mad din koa
Lors : Ha reou all nann ?
Roger : Med géo ar muzik a sona brawañ é ar blues
Lors : Ar blues, a ya hag peseurt, peseurt hin’ ‘blija dac’h ar muiañ peseurt blues ?
Roger : O blues
Lors : Blues piou ?
Roger : BB King, Gary Moore…
Lors : Hag c’hwi ‘jilaou nê alies ?
Roger : Alies ha neun ar re du ur bern deus Missouri neun Mississipi koa Nouvelle-Orléans
Lors : A ya deus an « delta » ‘giz vé lar’t
Roger : Ya
Lors : Set ‘ c’hwi ‘ zo kustumet boazet da brenañ diskoù c’hoazh ?
Roger : O prenañ a ran diskoù c’hoazh ya
Lors : Ya
Roger : Ya
Lors : Ha moaien ‘ zo da gaout diskoù ‘vel ‘ faot dac’h dre amañ ‘giz-mañ ?
Roger : O ka’et vé ha neun ‘ba brokantoù vé ka’et ur bern
Lors : Ya
Roger : Ya
Lors : Kar mod all ‘ba Kerahes n’eus ket kalz
Roger : A n’eus ket diskerien ken koa bon toud an tier bras « Leclerc » ha toud ar re-se neus tapet toud an traoù koa
Lors : Tapet toud ha n’int ket ‘vid ober toud
Roger : N’int ket ‘vid ober toud ‘reont ket toud mad evel ‘zo dleet koa
Lors : Nann, re ‘zo barzh
Roger : Re re draoù, re a draoù
Lors : Ha ‘vel vé lar’t gan’ an hin’ all na re na re neubeud
Roger : Ha goude n’eus ket konkurañs ‘bet ken na mann ebet int neus toud ar…
Lors : Ar c’hoñverz
Roger : Ar c’hoñverz koa
Lors : Set’ ‘blam neuint toud reont ‘pezh neuint c’hoant
Roger : Ha reont ‘vel neuint c’hoant deus an dud … ha laka nê da baeo ar priz neuint c’hoant.
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Bon salud deoc’h Roger, hiziv, hiziv, hiziv, fennozh ez omp degouezhet e-barzh Trabrian ?
Roger : Ya degouezhet e-barzh, e-barzh ar bourk
Lors : Ya ha da zigentañ toud am eus c’hoant goulenn ganeoc’h petra a zo kaoz ho peus blev hirr ?
Roger : Petra a zo kaoz am eus blev hirr ? Me am eus laosket ma blev hirr « afin de » … an hini a ra ma blev din « d’habitude » e-barzh Kergonn
Lors : E-barzh pelec’h ?
Roger : E-barzh Kergonn, e-barzh Tavrien.
Lors : E-barzh Tavrien ?
Roger : Ya, ha en doa laret din bon pa emaoc’h o krogañ da skrivañ tammoù kanaouennoù, mar ‘n em gavit blev berr e-barzh e-touesk ar re all, na vi ket evelte, e-giz-se am eus laosket ma blev e-giz-se ne vezen ket, ne vezen ket anavezet e-barzh mesk ar re all
Lors : Ha neuze an hini en deus laret se dit e oa eo ar perrukenner
Roger : Ya
Lors : Ha petra en deus chañchet ?
Roger : An traoù a basea mad
Lors : Ya mes abao, abaoe eo deuet hirr ho plev
Roger : Eo, an traoù a basea mad, an dud o deus kavet drol un tamm bihan kar … o laret e oan di… o laret ne oan ket ar re … evelto ken
Lors : Ya, setu ar pezh en doa, ar pezh en doa laret ar perrukenner e oa gwir
Roger : Ya
Lors : Bremañ oc’h muioc’h remerket
Roger : Ya
Lors : Gant ar re all
Roger : Ya
Lors : Ha remerket oc’h abalamour d’ho plev peotramant abalamour d’ar pezh ho peus skrivet ?
Roger : O diouto o daou
Lors : Diouto o daou
Roger : diouto o daou
Lors : Peogwir… med c’hwi a lar se deomp abalamour a ganit ho kanaouennoù ?
Roger : Ne ganan ket anezho
Lors : Setu peseurt mod a oar an dud oc’h ur skriver kanaouenn skrivagner ?
Roger : Goud a reont pa m’eus roet tammoù kanaouennoù da serten
Lors : Serten re
Roger : Ya
Lors : Ha tud a gan
Roger : Tud a gan anezho e galleg peotramant draduiseont anezho en « anglais «
Lors : Hag e brezhoneg nann ?
Roger : Re brezhoneg eo ober a ran un tamm bihan ivez mes ne ouian ket skrivañ e brezhoneg
Lors : A ha n’ho peus ket bet c’hoant james da zeskiñ skrivañ brezhoneg ?
Roger : Eo se a nije graet plijadur din mes bon na m’eus ket bet kavet den ebet da roiñ da roiñ
Lors : Da zeskiñ deoc’h
Roger : Nann
Lors : Bon… ha mes ma skrivit e brezhoneg neuze c’hwi a skriv evel larit koa
Roger : Me a skriv evel … evel a gompren koa
Lors : Evel a gompren … ar pezh a zo « normal «
Roger : Ya
Lors : Hag… bon bin dija bremañ bremañ e ouian abalamour da betra ho peus bleoioù hirr … hag ar pezh a zo aze a zo hirr …ar perrukenner en deus laret ivez ?
Roger : Nann n’eo ket n’eo ket se a zo abaoe an oad a nav vloaz
Lors : Nav vloaz ?
Roger : Ya a-benn neuze n’am boa ket barv c’hoazh d’ar mare-se mes bon gwelout a raen anezho e-barzh … war…war an diskoù degaset gant ur genderv din diouz Paris
Lors : A a
Roger : Daou kozhoc’h evid ma breur
Lors : A ya ha e-barzh pelec’h emañ bremañ ? E-barzh Paris c’hoazh ?
Roger : Eñ a zo marv eo bremañ mes bon e-giz-se emañ
Lors : Aet eo d’an anaon
Roger : Ha eñ a gave eñ a oa plijout a rae dezhañ abominab ar « rock and roll «
Lors : A ya
Roger : Ya hag en doa bet diskoù diouz Elvis Presley diouz an Amerik ha toud an traoù a-giz-se me a selaoue anezho pa deu-eñ e vakañsoù du-mañ koa … ha ma moereb e vamm neuze a wiske ac’hanon e rocker bihan …. me
Lors : A te
Roger : Ya
Lors : A ya hag bremañ ho peus dalc’het un tamm ar mod da …
Roger : Ha dalc’het am eus ar machin ha se a blija din abominab koa
Lors : Ha daoust hag-eñ an dra-se a blij ivez d’ar merc’hed ?
Roger : O ya
Lors : Prizet ganto
Roger : Ya ya
Lors : Ha peseurt rock a blije deoc’h da zigentañ ?
Roger : Ar rock Elvis Presley
Lors : An hini kentañ ?
Roger : Ha neuze Johnny Haliday en deus bet graet un tamm ivez
Lors : Nitra nemet an daou-mañ ?
Roger : « Comment «
Lors : An daou-se
Roger : An daou zen-se a blij din a blij mad din koa
Lors : Ha reou all nann ?
Roger : Mes eo ar muzik a son ar brawañ eo ar blues
Lors : Ar blues a ya ha peseurt peseurt hini a blij deoc’h ar muiañ ? Peseurt blues ?
Roger : O, Blues
Lors : Blues piv ?
Roger : BB King, Gary Moore
Lors : ha c’hwi a selaou anezho alies ?
Roger : Alies ha neuze ar re du ur bern diouz Missouri neuze Mississipi koa, Nouvelle-Orléans
Lors : A ya, diouz an « delta », e-giz e vez laret
Roger : Ya
Lors : Setu c’hwi a zo kustumet, boazet da brenañ diskoù c’hoazh ?
Roger : O prenañ a ran diskoù c’hoazh, ya
Lors : Ya
Roger : Ya
Lors : Ha moaien a zo da gaout diskoù evel a faot deoc’h dre amañ a-giz-mañ ?
Roger : O kavet e vez ha neuze e-barzh brokantoù e vez kavet ur bern !
Lors : Ya
Roger : Ya
Lors : Kar mod all e-barzh Kerahes n’en deus ket kalz…
Roger : Ha n’en deus ket diskerien ken koa bon toud an tier bras « Leclerc » ha tous ar re-se en deus tapet toud an traoù koa
Lors : Tapet toud ha n’int ket evid ober toud
Roger : N’int ket evid ober toud ne reont ket toud mad evel a zo dleet koa
Lors : Nann re a zo e-barzh
Roger : Re re a draoù re a draoù
Lors : Hag evel e vez laret gant an hini all na re na re neubeud
Roger : Ha goude n’en deus ket konkurañs ebet ken na mann ebet … int o deus toud ar …
Lors : Ar c’hoñwerz
Roger : Ar c’hoñwerz koa
Lors : Setu abalamour o deus toud a reont ar pezh o deus c’hoant
Roger : Ha reont evel o deus c’hoant diouz an dud … ha lak anezho da baeañ ar priz o deus c’hoant.