Thérèse HELLARD
Thérèse Hellard, deus Tremargad, a gont deomp diwar-benn he buhez pemdez.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Thérèse : Me gawa din ‘re ‘zo ‘ba bourk ‘zo vé oblijet d’ober toud an traoù med ar re-he raint ket mann ‘bet bopred ha mac’had raint un tamm « vaisselle « benneg ‘n un tu benneg ha mac’had c’haint d’ober ar pezh neuint afer
Lors : Med ar re-mañ ‘ zo tud kozh pe tud yaouank ?
Thérèse : O tud yaouank tud kozh veint ket boezet d’ober traou ‘sort-se o nann ‘r re gozh ‘ vanke un tamm ti dê… an dud pé nizent prenet un tamm ti dond da …pé vize disoc’h al labouriou vize kontant …. se ‘oa un dra gaer kaoud un ti d’hond ‘barzh… ha gwechall ‘ vize lar’t … heu un ti ‘ba bord an hent pras … se ‘oa un dra gaer abominab … prest da dapo an oto…kar … ha bromen hain’ ‘bet ‘ c’houla mond ‘ba bord an hent pras a bin nann med gwechall se ‘oa un dra ‘ oa kaer ….me m’eus kle’et ma zud lar sé … un ti ‘ba bord an hent pras sé ‘zo kaer
Lors : Ha bremañ é chañchet …
Thérèse : Aaaa bremañ ‘ vanka mond pell ha pell deus kreiz ar bourk me ‘blijfe ket din boud ‘chom ‘ba kreiz ar bourk
Lors : Nann
Thérèse : Nann n’on ket bet reizh
Lors : Hag ar re ‘zo ‘chom war maez a-mod-se ‘ba « les yourtes « pe traoù a-giz-se
Thérèse : Ya
Lors : Ar re-se ‘ labour labourad ‘raint ?
Thérèse : A ‘ oaran ket pugur ana’an ket nê
Lors : A nann
Thérèse : Gawan ket din ‘ labouraint
Lors : A an telefon ‘n hin’ é ?
Thérèse : Ya
Lors : O bah n’eus ken ‘met lesk’ nañ da soniñ
Thérèse : Lesk’ nañ da soniñ eñ ‘ sona alies
Lors : Ya med
Thérèse : An hin’ n’eus afer apelo med marse henz ‘zo onon n’eus esaet war ‘r machin ‘zo tal din amañ
Lors : A marse ‘wac’h
Thérèse : pugur eñ ‘sona ur bern
Lors : A ya
Thérèse : Ya
Lors : ‘Blam ‘beta ?
Thérèse : ‘ blam o me vé pedet alies
Lors : Pedet d’ober peta ?
Thérèse : A d’hond da vale d’hond da c’hoariñ kartoù d’hond da c’hoariñ bouloù d’hond da vale d’hond da debiñ
Lors : Debiñ è ?
Thérèse : A ya sé ‘zo un dra gaer
Lors : D’hond da zañsal
Thérèse : A bop sul Yves ha me pé ‘oe kap Yves c’haemp da dañsal derc’hmat bop sul
Lors : Ha bremañ
Thérèse : O bah nann pé ‘mañ marv Yves ‘nan ket d’hont hin med warlerc’h ‘c’hin c’hoazh kar sé ‘neus bet plijet din ‘pad ma buhé ha Yves eu … da sul nim goude oemp ‘ba ‘r ferm med aï oe sé avanset hin c’haemp d’ar bal derc’hmat
Lors : A ya
Thérèse : Ha toud al labour d’ober warlerc’h c’haemp d’ar bal d’ar sul d’abardaez hag al labour d’ober warlerc’h sé ‘oa ket gwall vrav hin
Lors : Bah nann
Thérèse : Ha ‘n’om chañch’ eu toud ar jeu O med plijadur ‘ mizemp
Lors : Bah ya
Thérèse : Ha Yves ‘oa un danser mad ha me è a blija dim dansal
Lors : A ya
Thérèse : Ha me greda dim ??? oar ket kar Vivianne gawa dim blija deï dansal ha kanañ goarit
Lors : O ya ya ya med pevare é maro Yves neuhe ?
Thérèse : ‘ba » le 13 Avril «
Lors : Ar blâ-mañ ?
Thérèse : » le 10 Avril «
Lors : Ar blâ-mañ ?
Thérèse : Ya ha interet » le 14 «
Lors : A bon
Thérèse : Bet n’eus mizer o ni meump fetet tri-ugent blé eured memestra hin
Lors : Tri-ugent blé
Thérèse : Ya n’oc’h ket kap d’ankouéï sé ‘giz-se a nann o nann nann gawa ket din ‘vo kalz ‘giz-se ken
Lors : Nann
Thérèse : Med nann an dud ‘jomaint ket war en dro ‘wechoù hag an dud ‘ joma pell ‘ba’r skol bromen … bon ha neint ket d’eureujiñ ‘keit veint ‘ba’r skol eu …. ben nann
Lors : Set’ Yves ‘blije dañ dañsal neuhe
Thérèse : A ya ha kano
Lors : Kano eu ?
Thérèse : A ya ha kontadennoù Yves ‘oare ur bern traoù ya
Lors : Ha c’hwi ‘peus bet derc’het soñj deus ar pezh a ouie ?
Thérèse : O tammou med me me ‘oaran ket kanañ me humm
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Thérèse : Me a gav din ar re a zo e-barzh ar bourk a zo … a vez oblijet d’ober tout an traoù …mes ar re-se na reont mann ebet bepred… ha moarvad a reont un tamm « vaisselle » bennak en un tu bennak ha moarvat ez eont d’ober ar pezh o deus afer
Lors : Mes ar re-mañ a zo tud kozh pe tud yaouank ?
Thérèse : O tud yaouank, tud kozh ne vezont ket boazet d’ober traoù a-sort-se, o nann ar re gozh a vanke un tamm ti dezho … an dud pa nije prenet un tamm ti da zont da … pa vize disoc’h al labourioù vize kontant … se a oa un dra gaer … kaout un ti da zont e-barzh … ha gwechall e vize laret …heu … un ti e-barzh bord an hent bras … se a oa un dra gaer abominap’ … prest da dapout an oto… kar … ha bremañ hini ebet a c’houl mont e-barzh bord an hent bras a bin nann mes gwechall se a oa un dra a oa kaer … me am eus klevet ma zud ‘ laret se … un ti e-barzh bord an hent bras se a zo kaer
Lors : Ha bremañ eo chañchet
Thérèse : A bremañ e vank mont pell ha pell diouzh kreiz ar bourk, me ne blijfe ket din bezañ o chom e-barzh kreiz ar bourk
Lors : Nann
Thérèse : Nann n’on ket bet reizh(et)
Lors : Ha ra re a zo o chom war ar maez a-mod-se e-barzh « les yourtes » pe traoù e-giz-se
Thérèse : Ya
Lors : Ar re-se a labour ? Labourat a reont ?
Thérèse : A ne oaran ket peogwir n’anavezan ket anezho
Lors : A nann
Thérèse : Ne gav ket din e labouront
Lors : A ! an telefon an hini eo ?
Thérèse : Ya
Lors : O bah neus ken nemet laosk anezhañ da soniñ
Thérèse : laosk anezhañ da soniñ, eñ a son alies
Lors : Ya mes
Thérèse : An hini en deus afer a apelo, mes marteze hennezh a zo unan en deus esaet war ar machin a zo e-tal din amañ
Lors : A marteze awalc’h
Thérèse : Peogwir eñ a son ur bern
Lors : A ya
Thérèse : Ya
Lors : Abalamour da betra ?
Thérèse : Abalamour o me a vez pedet alies
Lors : Pedet d’ober petra ?
Thérèse : A da vont da vale … da vont da c’hoari kartoù… da vond da c’hoari bouloù… da vont da vale… da vont da zebriñ
Lors : Debriñ ivez ?
Thérèse : O ya se a zo un dra gaer
Lors : Da vont da zañsal ?
Thérèse : A bep sul Yves ha me … pa oa kap Yves ez aemp da zañsal dalc’hmat bep sul
Lors : Ha bremañ ?
Thérèse : O bah nann pa emañ marv Yves ne yan ket da vont, hin, mes war-lerc’h ez in c’hoazh kar se en deus bet plijet din e-pad ma buhez ha Yves ivez… da sul ni… goude e oamp e-barzh ar feurm, mes erruet e oa se avanset, hin ez aemp d’ar bal dalc’hmat
Lors : A ya
Thérèse : Ha tout al labour d’ober war-lerc’h … ez aemp d’ar bal d’ar sul d’an abardaez hag al labour d’ober war-lerc’h … se ne oa ket gwall vrav, hin !
Lors : Bah nann
Thérèse : ha d’en em chañch ivez, toud ar jeu, o mes plijadur hor beze
Lors : Bah ya
Thérèse : hag Yves e oa un dañser mat ha me ivez… a blij din dañsal
Lors : A ya
Thérèse : Ha me a gred din ne oar ket kar Vivianne a gav din a blij dezhi dañsal ha kanañ, goar a rit
Lors : O ya ya ya, mes pevare eo marv Yves neuze ?
Thérèse : e-barzh « le 13 Avril »
Lors : Ar bloaz-mañ ?
Thérèse : « Le 10 Avril »
Lors : Ar bloaz-mañ ?
Thérèse : Ya hag interet « le 14 »
Lors : A bon
Thérèse : Bet en deus mizer; O…. ni hon eus fetet tri-ugent bloaz eured memes tra hin
Lors : Tri-ugent bloaz
Thérèse : Ya n’oc’h ket kap d’ankounaat se e-giz-se, a nann, o nann nann … ne gav ket din e vo kalz e-giz-se ken
Lors : Nann
Thérèse : Mes nann … an dud ne chomont ket war an dro a-wechoù hag an dud a chom pell e-barzh ar skol bremañ … bon ha n’eont ket d’eureujiñ e-keit ha ‘vezont e-barzh ar skol ivez … bin nann