Annick LE BRIS
Annick Le Bris, deus a Laruen, a gont deomp diwar-benn he bugaleaj e Laruen.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Bon Annick
Annick : Ya
Lors : Digoue’et ‘omp ‘ba Laruen fenoz
Annick : Ha Traou ru
Lors : Traou ru ?
Annick : Ya Trefirioù oe amañ gwechell
Lors : Pete ?
Annick : Ar vilajenn oe amañ gwechell ….Trefirioù
Lors : Trefirioù
Annick : « Ouais »
Lors : A ya
Annick : Ya
Lors : Ha c’hwi ‘zo ahe ‘baoe pell ‘zo ?
Annick : Tri-ugent vlâ ‘zo
Lors : Ha ‘ba p’lec’h ‘oec’h raok ?
Annick : ‘Ba … un tamm bian pelloc’h daou pe dri gilomet ‘ba Kerbeleg
Lors : Kerbeleg … moaien ‘zo dac’h… heu … lar’ domp un tamm peseurt ano ‘peus dre dout ha pelec’h ha penvare oc’h ganet ?
Annick : P’lac’h on ganet ? ‘ba Kerdreign on ganet Kerber on ganet ha neuhe ‘omp deit da Laruen « en 1937 » …ha ‘ba « 1940 » oa reit din mont da skol da Gerber war ma c’hiz pugur ma eontr ‘oe aet d’ar brezel … ha me ‘oa laket dont da di ma moereb ‘c’houle ket chom hec’h onon …ahe ‘oa ur bern kilometoù d’ober war dreid « hein » gant boutoù koed
Lors : Ped ‘oe ?
Annick : O peustost da dri ‘gredan ha hent vall …ya … sé ‘oa bet stard …ya … neuhe oen deit war ma c’hiz da Laruen … ha m’eus graet ma c’harierenn skol med pas hir « hein » beta perzeg vlâ … bet ma sertifikad ha neuhe ‘oan chom’ ‘ba ‘r feurm gant ma zud ya
Lors : Ha peta ‘oe ‘ba ‘r feurm ? Peseurt loened ?
Annick : Saout, kezeg ha moc’h koa … vel…’oa ket lojeris na mann ‘bet gwechell goar’ a rit
Lors : Set’ med ‘ba pelec’h ‘loje an dud ?
Annick : Ba’ ‘n ti, toud an dud ‘ba’r memes ti
Lors : Hag al loened ?
Annick : Hag al loened ‘ba un tamm loch bennek …’oa ‘oa ket kalz a greier « hein » ‘oa ket stabulasionoù na traoù giz-sen « hein », nann na hangarioù, mann ‘bet
Lors : Hag an douar da biou ‘oe ?
Annick : O d’ar « propriétaire » ‘oe ket dimp ‘oamp ket « propriétaire » « hein » …
Lors : Set’ ho tud ‘oa ‘oe merourien koa ?
Annick : Ya … ya
Lors : Ha ped devezh-arad ‘oe gante ?
Annick : O ugent marse ‘oe ket bras neuhe goar’ ‘rit …’oa ket … ‘vije ket labouret ‘med gant kezeg … dija ‘vije stard « hein »
Lors : Soñj ‘peus deus an amzer-se
Annick : Ya soñj m’eus pe vije reit troc’ho foenn… ‘re gozh ‘oa kourajus « hein » valc’hadeg… med sé ‘ra sé ‘oa un afer ell pé vije reit … ma vije … vije ket brao an amzer ha red ober toud gant ar rastell …ya … ha wejaoù tae glao ha vije red adkomañs … ‘giz-se ‘oa kont
Lors : Giz-se ‘oa kont ga’ ‘r foenn … hag an eost ?
Annick : An eost « pareil » ‘vije reit serrezh warlerc’h an droc’herez koa … vije … da gomañs ‘vije graet gant ar valc’h ‘benn ‘fin
Lors : Gant peta ?
Annick : Gant ur valc’h … hag ar foenn ‘vije graet gant ur valc’h goar’ ‘rit, valc’hadegoù ‘ vije … med ‘r re gozh ‘vije kontant gant sé … hag an ed ‘vije graet ‘benn ‘fin gant un droc’herez … ha ‘vije reit herienn an ed ha sav’ pempennoù ur bern traoù … petramant beta ped eur deus an noz … ‘c’honiemp ket kalz dra …med bopred bevo ‘raemp ya
Lors : Ha breudeur ‘peus
Annick : Ya
Lors : Ha c’hoarezed ?
Annick : M’eus ket ‘met ur c’hoer ken … ma breudeur ‘zo maro o-daou ma c’hoer m’eus ‘ba ‘r « maison de retraite » ‘ba Sant Brieg
Lors : Set’ ped ‘jom …. un’ ‘jom
Annick : « hein »
Lors : ‘ jom ken ‘met un’
Annick : Nann, giz-se ‘mañ kont
Lors : Ya, c’hwi ‘zo bet dime’et eu
Annick : Ya ya
Lors : Da biou, penvare ?
Annick : Da Jean Connan ‘zo ahe
Lors : Jean Connan
Annick : Ya
Lors : Ha ‘ba pelec’h ‘pa bet rankontret nañ
Annick : Bin oamp ket pell pugur ma feurm mimp oa chouk d’ar machin neuhe vi’e re yaouank toud war an dro goar’ rit, ya ‘ba « 1923 « meump menajet nann « 53 » n’om dromp’ ‘ran
Lors : A ya
Annick : Ha m’eus c’hwec’h a vugale
Lors : C’hwec’h
Annick : Stard desevel bugale hag ober ur feurm « hein »
Lors : Memes amzer ya
Annick : O la la la ! ya zur
Lors : Soñj ‘peus deus yaouankiz ho pugale … peseurt mod ‘oa paseet yaouankiz ar vugale
Annick : ‘r vugale
Lors : Ya
Annick : O ar vugale ‘zo « bien » c’ha c’hwec’h m’eus bet ha n’on ket bet ‘ba « maternité » ‘bet james, neuhe ‘oamp kapap muioc’h
Lors : Ha c’hwi ‘peus ar c’hwec’h ‘ba ‘r gêr
Annick : Ya
Lors : Ha peseurt mod peseurt mod ‘ vije graet neuhe dond a rae un amiegez
Annick : Ar medisin ‘dae
Lors : Medisin
Annick : Ya ya
Lors : ‘Oe ket un amiegez
Annick : O wejoù
Lors : Ha deus pelec’h ‘tae ?
Annick : Deus Sant Nikolaz … med vije ket koñje « maternité » na mann bet neuhe goar a rit wac’h
Lors : Set’ ‘ vije reit labourad …
Annick : Ya, ya bin ya
Lors : Ped devechoù warlerc’h ?
Annick : O daou pe dri mac’had, wejou an dé warlerc’h
Lors : A ya
Annick : Ya ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Bon Annick
Annick : Ya
Lors : Degouezhet omp e-barzh Laruen fenoz
Annick : Ha Traoù ruz
Lors : Traoù ruz ?
Annick : Ya Trefirioù a oa amañ gwechall
Lors : Petra ?
Annick : Ar vilajenn a oa amañ gwechall … Trefirioù
Lors : Trefirioù
Annick : « ouais »
Lors : A ya
Annick : Ya
Lors : Ha c’hwi a zo aze abaoe pell zo ?
Annick : Tri-ugent-vloaz zo
Lors : Hag e-barzh pelec’h e oac’h a-raok ?
Annick : E-barzh ….un tamm bihan pelloc’h … daou pe dri gilometr e-barzh Kerbeleg
Lors : Kerbeleg, moaien a zo deoc’h … heu … laret deomp un tamm peseurt anv ho peus dre dout ha pelec’h ha pevare oc’h ganet ?
Annick : Pelec’h on ganet ? E-barzh Kerbêr on ganet… Kerbêr ha neuze omp deuet da Laruen « en 1937 » hag e-barzh « 1940 « e oa bet ret din mont d’ar skol da Gerbêr war ma c’hiz peogwir ma eontr e oa aet d’ar brezel … ha me a oa lakaet da zont da di ma moereb, ne c’houle ket chom hec’h-unan … aze e oa ur bern kilometrou d’ober war dreid « hein » gant botoù-koad
Lors : Pet a oa ?
Annick : O peustost da dri, a gredan ha hent v/fall …ya … se a oa bet stard …ya neuze e oan deuet war ma c’hiz da Laruen ….hag am eus graet ma c’harierenn skol mes pas hir « hein » betek pevarzek vloaz … bet ma sertifikad ha neuze e oan chomet e-barzh ar feurm gant ma zud, ya
Lors : Ha petra e oa e-barzh ar feurm ? Peseurt loened ?
Annick : Saout, kezeg ha moc’h koa … evel … ne oa ket loñjeris na mann ebet gwechall, goar’ ‘rit
Lors : setu mes e-barzh pelec’h a loje an dud ?
Annick : E-barzh un ti… tout an dud e-barzh ar memes ti
Lors : Hag al loened ?
Annick : Hag al loened e-barzh un tamm loch bennak … ne oa ket ne oa ket kalz a gre(v)ier « hein » … ne oa ket stabulasionou na traoù a-giz-se « hein » nann na hangarioù, mann ebet
Lors : Hag an douar da biv e oa ?
Annick : O d’ar « propriétaire » ne oa ket deomp, ne oamp ket « propriétaires hein »
Lors : Setu ho tud a oa merourien koa
Annick : Ya ya
Lors : Ha pet devezh-arat a oa… a oa ganto ?
Annick : O ugent marteze ne oa ket bras neuze goar’ ‘it …ne oa ket … ne vije ket labouret nemet gant kezeg … dija e veze stard « hein »
Lors : Soñj ho peus eus an amzer-se ?
Annick : Ya soñj am eus pa veze ret troc’hañ foenn… ar re gozh a oa kourajus « hein » ar v\falc’hadeg … mes se a ra … se a oa un afer all pa veze ret … ma ne veze ….veze ket brav an amzer ha ret ober tout gant ar rastell … ya … hag a-wechoù e teue glav ha e vije ret adkomañs …e-giz-se e oa kont
Lors : E-giz-se e oa kont gant ar foenn… hag an eost ?
Annick : An eost « pareil » e vije ret ereenniñ (eren) war-lerc’h an droc’herez koa… vije … da gomañs e oa graet gant ar falc’h a-benn ar fin
Lors : Gant petra ?
Annick : Gant ur v\falc’h …hag ar foenn e vije graet gant ur valc’h goar’ ‘it … valc’hadegoù e vije … mes ar re gozh e vije kontant gant se … hag an ed a vije graet a-benn ar fin gant an droc’herez … hag e vije ret serrezh an ed ha sevel pempennoù. Ur bern traoù peotramant betek pet eur diouz an noz … ne c’hounezemp ket kalz dra … mes bepred bevañ a raemp, ya
Lors : Ha breudeur ho peus ?
Annick : Ya
Lors : Ha c’hoarezed ?
Annick : Me n’am eus nemet ur c’hoar ken … ma breudeur a zo marv o-daou, ur c’hoar am eus e-barzh ar « maison de retraite e-barzh Sant Brieg
Lors : Setu pet a chom ? unan a chom ?
Annick : « hein »
Lors : Ne chom ken nemet unan
Annick : Nann, e-giz-ze emañ kont
Lors : Ya, c’hwi a zo bet dimezet ivez ?
Annick : Ya ya
Lors : Da biv ha pevare ?
Annick : Da Jean Connan a zo aze
Lors : Hag e-barzh pelec’h ho poa rankontret anezhañ ?
Annick : Bin … ne oamp ket pell peogwir ma feurm-me a oa chouk d’ar machin, neuze e vije ar re yaouank tout war an dro, goar’ ‘rit ! Ya e-barzh « 1923 » hon eus emmenajet, nann « 53 » en em drompliñ a ran
Lors : A ya
Annick : Hag am eus c’hwec’h vugale
Lors : C’hwec’h
Annick : Stard desevel bugale hag ober ur feurm « hein »
Lors : Memes amzer ya
Annick : O la la ya zur
Lors : Soñj ho peus eus yaouankiz ho pugale … peseurt mod e oa paseet yaouankiz ar vugale ?
Annick : O ar vugale a zo « bien « moarvat, c’hwec’h am eus bet ha n’on ket bet e-barzh ar « maternité » ‘bet james, neuze e oad kapapl muioc’h
Lors : Hag c’hwi ho peus bet ar c’hwec’h e-barzh ar gêr ?
Annick : Ya
Lors : Ha peseurt mod … peseurt mod neuze e vije graet, dont a rae un amiegez ?
Annick : Ar medisin a deue
Lors : Medisin
Annick : Ya ya
Lors : Ne oa ket un amiegez
Annick : Oh a-wechoù
Lors : Hag eus pelec’h e teue ?
Annick : Eus Sant-Nikolaz … mes ne vije ket koñje « maternité » na mann ebet neuze goar’ a rit a-walc’h
Lors : Setu e vije ret labourat
Annick : Ya bin ya
Lors : Pet devezh war-lerc’h ?
Annick : O daou pe dri moarvat … a-wechoù an deiz war-lerc’h
Lors : A ya
Annick : Ya