Madeleine Ebrel
Madeleine Ebrel, deus Lohueg, a gomz deomp diwar-benn he bugaleaj, hag ober war-dro al loened ‘barzh ur menaj.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:
Madeleine : Ya
Lors : Ha kezeg ‘peus ket bet ?
Madeleine : A nann
Lors : Dija ‘ba ‘r blavezh eizh ha tri ugent dija oa trakteurioù, koa
Madeleine : A ba ya !
Lors : Ya ya ya…
Madeleine : Geo, pé oan ‘ba ‘r yêr mije — ‘oa, ‘oa kezeg Pe oan — Pe oan ba ‘r yêr, gant… ma zud ié, oa diou gazeg
Lors : A bon a ya
Madeleine : A ya, ha bet — ha bet labouret gante
Lors : A bon
Madeleine : A ya, me m’eus bet labouret gant ar c’hezeg hin
Lors : D’accord
Madeleine : A ya !
Lors : Hag ho tud neus ket prenet trakteur nê ?
Madeleine : A geo, ma — ma dad na prenet un trakteur goude neun, goude oamp dime’et mimp. Neun ‘na — neun ‘na gwerzet e gezeg, pugur… eñ nije aon deus e c’hezeg.
Lors : A bon
Madeleine : Hag pugur me ‘vije dalc’hmad gantañ, a ben me ‘vije gant ar c’hezeg !
Lors : Ha pije ket aon ?
Madeleine : Ha me mije ket aon, mes a-wechoù vije graet trouz din, goud ’wac’h a rez, pugur me ‘vanke din lak nê o diou da labourad
Lors : A bon
Madeleine : A bin ya, pé c’haen da gerc’het ur garg — ur garg voenn, pé da gerc’het n’eus ket forzh petra, me ‘lake nê o diou, ‘vije lakaet un — un ‘raog, hag an hin’ ell… hag, neun ‘vije graet trouz din !
Lors : ‘blam betra ?
Madeleine : Bin ‘dam’ geo, pugur ‘nije aon lar penaos mijen tapet gante, goud ‘wac’h a rez…
Lors : A bon
Madeleine : Ba ya, pé un dê kaout aon deus un dra b’neket, pé… anfin, beb seurt mod !
Lors : Ya memestra ‘benn digas ur c’harrad foen oa aesetoc’h kaout diou gazeg ‘vit un
Madeleine : A ba ya !
Lors : Aesetoc’h dê ê.
Madeleine : A bin aesetoc’h oa.
Lors : Ha c’hoazh pije ket aon set’…
Madeleine : A nann, me mije ket aon, ha c’hoazh — c’hoazh izhpenn da sé, pé vijen ‘c’h o’r sé, pé — alies wech esaen mont ma-un. Ha neun — ha mod-se c’haen war gein an hini gentañ, an hin’ vije ‘ba penn a-raok ! Ha mod-se, ‘vijen trankil, goud a rez !
Lors : Ha ‘vouje ket ?
Madeleine : Ha hon’z vije — vouje ket !
Lors : A nann, med c’hwi ‘ zo un tamm « dresseuse » memestra Madeleine m’eus aon ?
Madeleine : Ya ? O…
Lors : Ya kar me m’eus kle’et laret, ho saout oar pelec’h mont, c’hwi oar…
Madeleine : An ya !
Lors : Peseurt mod raint neun ?
Madeleine : A ya, ha pé c’haint maez ar porzh, amañ-giz-mañ c’haint ‘ba o zu dehou. Ha goude ma mê c’hoant da gas nê war — ‘ba, ‘ba tu ar chapel
Lors : ‘n tu kleiz
Madeleine : C’han — c’han ‘ba o zu dehou, d’ober dê da zont ‘ba o zu kleiz.
Lors : Hag e c’haint
Madeleine : Pugur pé c’han — pé droan tu, e ouient
Lors : Hag e c’heint ‘ba ‘n tu all
Madeleine : Neuhe c’heint ‘ba ‘n tu all, hag e ouient amañ-giz-mañ omp sanset da zont ‘vit ‘noz. Ha da zont ‘yêr eo memes mod, reint ur pejet da beked — ‘ba o zu kleiz, ‘darre, ha goude neun pé veint eï war bouez kant — kant metr deus ar porzh, dreujeint an hent, hag c’heint war o zu dehou.
Lors : Ha peseurt mod peus gallet dresañ nê a mod-se ?
Madeleine : Bin geo…
Lors : Ha c’hwi ‘ peus desket nê
Madeleine : Kaozeal dê pé vije kistion
Lors : Ha te lare dê en brezhoneg, pe neun
Madeleine : A bin ya…
Lors : Peseurt mod larec’h
Madeleine : Bon, mont d’an tu all aze-giz-se bremañ hin…
Lors : « Mont d’an tu all »…
Madeleine : Ya, « bremañ vo ret dac’h chañch tu! »
Lors : Ha mod-se int bet desket ?
Madeleine : Ya.
Lors : Med c’hwi — te ‘zo deut benn da zeskiñ nê, med daoust hag-eon out ken mad da zeskiñ ar c’hi ?
Madeleine : Da zeskiñ ar c’hi ?
Lors : Ya
Madeleine : A ya, a ya, eñ ‘sent diouin memes bremañ !
Lors : A bon
Madeleine : A, bremañ eo krog’t da sentiñ diouin, ha pé senta ket…
Lors : petra rit ?
Madeleine : A ben ‘nê un «dérouillée»
Lors : A bon
Madeleine : A ba ya
Lors : Ha mod-se vé dreset ?
Madeleine : A ya, ha neun welez nañ c’hont war e gorf aze-giz-se war an ti, ha sell diouin neun
Lors : ‘Nê aon koa…
Madeleine : Ya.
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Madeleine : Ya
Lors : Ha kezeg n’az peus ket bet ?
Madeleine : A nann
Lors : Dijà e-barzh ar bloavezh eizh ha tri-ugent, dijà e oa trakteurioù koa…
Madeleine : A ba ya
Lors : Ya ya ya
Madeleine : Eo, pa oan e-barzh ar gêr, am bije — e oa — e oa kezeg, pa oan — pa oan e-barzh ar gêr, gant ma zud ivez, e oa diou gazeg
Lors : A bon a ya
Madeleine : A ya, ha bet — bet labouret ganto
Lors : A bonn
Madeleine : A ya, me am eus bet labouret gant ar c’hezeg hein
Lors : D’accord
Madeleine : A ya
Lors : Hag ho tud n’o deus ket prenet trakteur anezho ?
Madeleine : A eo ma — ma dad en doa prenet un trakteur, goude neuze — goude e oamp dimezet – ni neuze en doa – neuze en doa gwerzhet e gezeg, peogwir… eñ en dije aon diouzh e c’hezeg.
Lors : A bonn
Madeleine : Hag peogwir me a vije dalc’hmat gantañ, a bin me a vije gant ar c’hezeg !
Lors : Ha pije ket aon ?
Madeleine : Ha me n’am bije ket aon, mes a-wechoù e vije graet trouz din, goud awalc’h a re, peogwir me a vanke din lakaat anezho o diou da labourad !
Lors : A bonn
Madeleine : A bin ya,pa c’haen da gerc’hat ur gargad — ur gargad voenn, pe da gerc’hat n’eus forzh petra, me a lake anezho o diou … e vije lakaet unan — unan araok hag an hini all… neuze e vije graet trouz din.
Lors : Abalamour da betra ?
Madeleine : Bin, abalamour eo peogwir en dije aon da laret ? penaos am bijen tapet ganto, gouzoud awalc’h a rez
Lors : A bonn
Madeleine : Ba ya, pe un deiz kaout aon diouzh un dra bennak, pe… anfin, bep seurt mod.
Lors : Ya memestra a-benn degas ur c’harrad foen e oa aezetoc’h kavout diou gazeg evit unan…
Madeleine : A ba ya !
Lors : Aezetoc’h dezho ivez
Madeleine : A bin,aezetoc’h e oa.
Lors : Ha c’hoazh n’az pije ket aon, setu…
Madeleine : A nann me n’am bije ket aon ha c’hoazh — c’hoazh ouzhpenn da se, pa vijen oc’h ober se, pa — alies ‘wech esaen mont ma-unan, a-mod-se c’haen war gein an hini gentañ, an hini e vije e-barzh penn araok. Hag ar mod-se e vijen trankil, gouzoud awalc’h a rez.
Lors : Ha ne vouje ket ?
Madeleine : Ha honnezh ne vouje ket.
Lors : A nann mes c’hwi a zo un tamm « dresseuse » memestra Madeleine am eus aon ?
Madeleine : Ya ? O…
Lors : Ya, kar me am eus klevet laret… Ho saout a oar pelec’h mont, c’hwi a oar
Madeleine : An ya
Lors : Peseurt mod a reont neuze ?
Madeleine : A ya, ha pa c’heont maez ar porzh amañ e-giz-mañ ‘c’h eont e-barzh o zu dehou, ha goude m’am bez c’hoant da gas anezho war … e-barzh tu ar chapel
Lors : An tu kleiz
Madeleine : Ec’h an — ec’h an e-barzh o zu dehou d’ober dezho da zont e-barzh o zu kleiz
Lors : Hag ec’h eont
Madeleine : Peogwir pa ‘z an — pa droan en un tu, e ouiant
Lors : Hag ec’h eont e-barzh an tu all
Madeleine : Neuze ec’h eont e-barzh an tu all hag e ouiant « amañ e-giz-mañ omp sañset da zont ‘vid noz » ha da zont d’ar gêr eo memes mod ivez, e reont ur pezhad da beteg e-barzh o zu kleiz adarre, ha goude neuze pa vezont erruet war bouez kant — kant metr diouzh ar porzh, a dreuzont an hent hag ec’h eont war o zu dehou.
Lors : Ha peseurt mod az peus gallet dresañ anezho a-mod-se ?
Madeleine : Bin eo
Lors : Ha c’hwi az peus desket dezho…
Madeleine : Kaozeal dezho pa vije kestion…
Lors : Ha te a lare dezho e brezhoneg ?
Madeleine : A bin ya
Lors : Peseurt mod larec’h ?
Madeleine : Bonn, mont d’an tu all e-giz-se bremañ, hein !
Lors : « Mont d’an tu all »…
Madeleine : Ya, « bremañ e vo ret deoc’h chañch tu ! »
Lors : Ar mod-se int bet desket ?
Madeleine : Ya
Lors : Mes c’hwi… te a zo deuet a-benn da zeskiñ anezho, mes daoust hag-eñ ez out ken mad da zeskiñ ar c’hi ?
Madeleine : Da zeskiñ ar c’hi ?
Lors : Ya
Madeleine : A ya, a ya, eñ a sent diouzhin memes bremañ !
Lors : A bon
Madeleine : A bremañ eo kroget da sentiñ diouzhin, ha pa ne sent ket…
Lors : Petra a rit ?
Madeleine : A bin, en deze un « dérouillée » !
Lors : A bon
Madeleine : A ba ya
Lors : Ar mod-se e vez dreset ?
Madeleine : A ya, ha neuze e welez anezhañ o vont war e gorf, aze e-giz-se, war an ti ha sellet diouzhin neuze…
Lors : En deze aon koa…
Madeleine : Ya.