Irène HOURMANT
Irène Hourmant, deus Plouie, a gav dezhi ne vez ket eürus an dud e kêr.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Irène : Me soñja an dud ‘soñjont ket ‘ba toud an traoù
Lors : Nann
Irène : O nann, bremañ ‘ver dec’hmat ‘ tifregañ un dra bennak
Lors : ‘Tifregañ un dra bennag
Irène : Ya
Lors : Set’ peta zo moaien dit laret d’ar re yaouank ?
Irène : Me n’ouzon ket peseurt mod ‘mañ ar vuhé ‘ba’r c’herioù peogwir n’on ket bet gwech ebet
Lors : A nann
Irène : Nann, med goud ‘ou’on la neuint ket blas ‘maint an eil war gorre egile kazimant … me ‘oar !
Lors : Ya
Irène :Eürusoc’h, me gav din veint eürusoc’h « quand même » war ar maez un tamm, goude nefeint ket kalz plas koa, goude nefeint ket ‘med ul liorzh pé ur park bihan ‘zo moaien dê dond maez deus an ti ‘lec’h re ‘zo ‘ba’r c’herioù ‘ba ‘ba ‘ba… ma neuint ken ‘med ur « pièce » pe daou, a zo trist « hein »
Lors : Ya
Irène : Bin me m’eus me anev un ‘oa aet da Baris, mab ur giniter din med erfin ‘michañs ‘glevo ket an dra-he hounz… ‘ma-hi ‘ba ‘n ospital bremañ henz oa aet da labourad ‘ba… ‘ba’r PTT ha pé oa aet da Baris ‘na ket plas ‘bet ouzes ‘wac’h eñ oa aet da di ur voereb dañ da gentañ ‘pad daou vlâ, ‘benn ar fin e voereb na laret dañ med bremañ matren zo moaien dit ma c’h eus despunet ur gwenneg bennaket d’hont d’ar C’hrédit da wel’t hag-eñ ro ur c’hrédit da … ma vé arc’hant ganez da brenañ un tamm « studio « pe un dra bennak e-giz-se … bon ha set’ oa aet ha prenañ « un studio » « et » oa ket un den gwall hardi med memes-tra neus labouret ‘pad hanterkant vlâ …heu…pas hanterkant vlâ gorteiz… neus ket labouret ‘pad hanterkant vlâ …oa ket hanterkant « attend non »
Lors : Tri-ugent vlâ
Irène : « Non il a pas travaillé si longtemps que ça »
Lors : Tregont vlâ ?
Irène : Ya « trente cinq ans »
Lors : Pemp vlâ ha tregont
Irène : Pemp vlâ ha tregont hag é ka’et… n’eus ‘n em zistrujet
Lors : A bon ?
Irène : Hum
Lors : ‘blam beta ?
Irène : Bin ‘blam ‘oa ket eürus … ‘ba e daou vachin ene … bremañ e vamm zo… oa aet d’an ospital …’raok henz tae da di e vamm ba bep ar mare ha bon … bremañ na ket d’hont … pé teue ket amañ ken … na ket d’hont da neblec’h ebet … me gompren an dra-he ‘wac’h
Lors : Trist é
Irène : Trist é ya … te ‘gav dit la neus ket kalz … ma neuint ken ‘met daou « pièces » da jom, nintra ‘bet… ‘ba neblec’h ebet … na d’hont da… Lors : Bin bez ‘zo kalz ar mod-se ‘ba’r c’herioù bras
Irène : Ya ba dao é bez’… ha graet e amzer dija « hein » prest d’hont en retred
Lors : Ya
Irène : E vamm zo ‘ba ‘n ospital ‘ba Karaez an dra-he ‘ra ket vad deï è
Lors : Bin nann … ‘michañs neud digaset ur bern tristidigezh deï
Irène : Bin pe teu da soñj deï la e … bin disket neus ‘ba ‘r skol med … gwelloc’h dañ ni’é ket disket kement « hein » vi’é bet chomet dre amañ matrese vi’é bet eürusoc’h
Lors : Ya ha houm na ket ‘met ur mab ?
Irène : Eo, daou vab ha ur verc’h na
Lors : Ya hag an daou all ?
Irène : An daou all ‘zo bin un ‘zo ‘labourad ‘ba ‘n ospital ba Huelgoad … an hin’ all ‘zo ‘zo ‘chom ‘ba en-dro da « Lannion » ‘ba Lanrodec pe me oar pelec’h ‘c’hat he gwaz zo ‘labourad ‘ba « Lannion », ‘gav din
Lors : A ya ya ha e teu da Huelgoad ?
Irène : « hein »
Lors : Ha gwaz, gwaz ar verc’h
Irène : Ya ya
Lors : A ya, ha kle’et peus lar’t kle’et peus kontañ deus kalz tud zo aet da glask o varo a-mod-se ?
Irène : M’eus ket c’hat med an dra-he laran dit med … an dra-he …’michañs gleo gleo ket ma giniter an dra-he ‘ba neblec’h ebet med an dra-he zo trist
Lors : Ya ya
Irène : Ya me ‘soñj la ‘zo kalz tud mod-se … petra ‘zo kaoz diouzhtu veint ‘retred glaskeint un dra bennak war ‘r maez ?
Lors : War ‘r maez
Irène : Goud ‘ouzes la int skuizh ‘ba kerioù ‘giz-se
Lors : Ya …. matrese ‘zo re a dud koa
Irène : Bin re a dud neuhe ha re neubeud ‘blas
Lors : Ya ha neus ket parkeier neus ket …
Irène : Neus nin’ dija m’eus ur mab-bihan a zo a zo ‘chom ‘ba « Aix en Provence »
Lors : Ya
Irène : De gentañ oa-eñ ‘ba « Marseille » ha bremañ n’eus ul lojamant ‘ba « Aix en Provence » ha lar …. eüruzamant on deut d’ « Aix-en-Provence » welan un tamm geot bennak hag ur wenn bennak … ‘ba « Marseille » vé ket gwelet nintra ‘met poultrenn ‘ lar
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Irène : Me a soñj an dud ne soñjont ket e-barzh tout an traoù
Lors : Nann
Irène : O nann, bremañ e ver dalc’hmat o tifregañ un dra bennak
Lors : O tifregañ un dra bennak ?
Irène : Ya
Lors : Petra a zo moaien dit laret d’ar re yaouank ?
Irène : Me n’ouzon ket peseurt mod emañ ar vuhez e-barzh ar c’hêrioù peogwir n’on ket bet gwech ebet
Lors : A nann
Irène : Nann mes gouzout a ouzon lar’ n’o deus ket a blas … emaint an eil war gorre egile kazimant … me oar
Lors : Ya
Irène : Eürusoc’h me a gav din e vezont eürusoc’h « quand même » war ar maez un tamm goude o defe ket kalz plas koa goude n’o defe ket nemet ul liorzh pe ur park bihan a zo moaien dezho da vont ‘maez eus an ti e-lec’h ar re a zo e-barzh ar c’herioù e-barzh e-barzh… e-barzh… ma n’o deus ken nemet ur « pièce » pe daou a zo trist « hein »
Lors : Ya
Irène : Bin me am eus… me a anavez unan a oa aet da Baris, mab ur genitev din mes anfin emichañs ne glevo ket an dra-ze hounnezh, emañ-hi e-barzh an ospital bremañ, hennezh zo aet da labourad e-barzh… e-barzh ar PTT ha pa oa aet da Baris n’en doa ket plas ebet, ‘ouzes awalc’h, eñ a oa aet da di ur voereb dezhañ da gentañ e-pad daou vloaz, a-benn ar fin e voereb en doa laret dezhañ … mes bremañ marteze a zo moaien dit ma’z peus dastumet ur gwenneg bennaket da vont d’ar C’hrédit da welet hag-eñ a ro ur c’hrédit da …ma vez arc’hant ganez da brenañ un tamm « studio » pe un dra bennak e-giz-se … bon ha setu e oa aet ha prenañ ur « studio » « et » ne oa ket un den gwall hardi mes memes-tra en deus labouret e-pad hanterkant vloaz … « heu » …pas hanterkant vloaz … gortoz … n’en deus ket labouret e-pad hanterkant vloaz … ne oa ket hanterkant « non attend »
Lors : Tri-ugent vloaz
Irène : « Non il a pas travaillé aussi longtemps que ça »
Lors : Tregont vloaz ?
Irène : Ya « trente cinq ans »
Lors : Pemp bloaz ha tregont
Irène : Pemp bloaz ha tregont hag eo kavet… en deus en em zistrujet
Lors : A bon
Irène : Hum
Lors : Abalamour da betra
Irène : Bin abalamour ne oa ket eürus … e-barzh e daou vachin eno… bremañ e vamm a zo… a oa aet d’an ospital … araog hennezh a deue da di e vamm da bep ar mare ha bon … bremañ n’en doa ket da vont… pa ne deue ket amañ ken … n’en doa ket da vont da neblec’h ebet … me a gompren an dra-ze awalc’h
Lors : Trist eo
Irène : Trist eo ya … te a gav dit laret n’o deus ket kalz … ma n’o deus ken nemet daou « pièces » da jom netra ebet … e-barzh neb lec’h ebet … na da vond da …
Lors : Bin bez a zo kalz a-mod-se e-barzh ar c’herioù bras
Irène : Ya bin dao eo bezañ … hag graet e amzer dija « hein » prest da vont en retred
Lors : Ya
Irène : E vamm a zo e-barzh an ospital e-barzh Karaez… an dra-ze ne ra ket vad dezhi ivez
Lors : Bin nann emichañs en deus degaset un bern tristidigezh dezhi
Irène : Bin pa deu da soñjal dezhi lar eo …bin desket en deus e-barzh ar skol mes… gwelloc’h dezhañ n’en dije ket desket kement « hein « e vije chomet dre amañ … marteze e vije bet eürusoc’h
Lors : Ya hag houmañ n’en doa ket nemet ur mab
Irène : Eo, daou vab hag ur verc’h en doa
Lors : Ya, hag an daou all ?
Irène : An daou all a zo bin unan a zo o labourat e-barzh an ospital e-barzh an Uhelgoad an hini all zo… zo o chom e-barzh en-dro da « Lannion » e-barzh Lanrodec pe me oar pelec’h moarvat he gwaz a zo o labourat e-barzh « Lannion « a gav din
Lors : A ya ya hag a deu d’ar Uhelgoad ?
Irène : « hein »
Lors : Ha gwaz… gwaz ar verc’h
Irène : Ya ya
Lors : A ya, ha klevet ‘peus laret … klevet az peus kontañ eus kalz tud a zo aet da glask o marv a-mod-se ?
Irène : Ne’m eus ket moarvat… mes an dra-se a laran dit mes …an dra-se… emichañs ne glevo … ne glevo ket ma giniterv an dra-ze e-barzh neblec’h ebet mes an dra-ze a zo trist
Lors : Ya ya
Irène : Me a soñj lar a zo kalz tud ar mod-se … petra a zo kaoz diouzhtu vezont ‘retred a glaskont un dra bennak war ar maez ?
Lors : War ar maez
Irène : Gouzout a ouzes lar int skuizh e-barzh kerioù e-giz-se
Lors : Ya marteze a zo re a dud
Irène : Bin re a dud neuze ha re nebeud a blas
Lors : Ya ha n’en deus ket parkeier … n’en deus ket
Irène : N’en deus netra … dija me am eus ur mab-bihan a zo… a zo o chom e-barzh Aix-en-Provence
Lors : Ya
Irène : Da gentañ e oa-eñ e-barzh « Marseille « ha bremañ en deus ul lojamant e-barzh « Aix-en-Provence » ha lar… eüruzamant on deuet d’ «Aix-en-Provence » a welan un tamm geot bennak hag ur wezenn bennak …. e-barzh « Marseille » ne vez ket gwelet netra nemet poultrenn lar …