Michel Priziac, Sant-Nikolaz

Michel Priziac, bet kelenner skolaj, a zo bet ivez prezidant ar « syndicat d’initiative » ba’ Sant-Nikolaz, hag e-kerzh ar prantad-se en deus graet kalzig mat a draoù, war dachenn an douristelezh koulz ha war hini ar sevenadur.

Michel : Me ‘gav din m’eus un tamm « euh » memes stumm ober « euh »  ‘vi tout an traoù koa… « euh » war ‘n « tourisme »  « euh » ‘oa krog’ an traoù e naontek kant tri ha pêr-ugent… aet ‘oan d’un emvod e’ « Syndicat d’Initiative »  ‘vel ‘vije lar’t

Lors : Ya

Michel : Ne ouien ket nitra diwar benn an « Tourisme »  o ppfff traoù a giz-se pugur ‘raog ‘oan sekretour un emvod « Tennis »  ‘ba …’ba Frehel du-se …bon…’oam’ matrese dek pé daouzek den bon beñ a… penaos ‘o graet n’eus ket buro ‘bet kin… n’eus ket prezidant ‘bet… n’eus ket ppfff sekretour ‘bet bon …piou …piou … ha me a …me a Sant-Nikolaz a beñ …’peus ket c’hoant … ha me…me ‘ouian ket nitra …o beñ c’hwi ‘rit kem’ ‘vit ar rell memes tra …ne ouiet ket neubeutoc’h bon ale deu’t ‘oan neun prezidant ar « syndicat d’initiative »  ha goud’ ‘ma komañs’t …krog’t da…da wel’t petra d’ober med bewech ober traoù deus ar vro …pas digas traoù deus Paris … deus ar gerioù vras… me gav din nttt… war an dachenn

Lors : Gwel’t dija pezh a zo…

Michel : A ya ya ya …ha ar glad e Sant Nikolaz ‘zo pinvidik tre koa

Lors : Ya

Michel : N’eus ket ‘met sell…’zo traoù ppfff …zo traoù …traoù gaer tre « euh » ha da heuil’ war ‘r mare e oa Ar Re Yaouank , Ar Re Yaouank ( ar strollad )

Lors : Ya

Michel : A oa ‘son’ ha daou dioute ‘oa e ma skolaj…

Lors : A ya

Michel : Ha pe ‘oa gre’t kasetennoù

Lors : Peseurt re …

Michel : Ya David Pasquet

Lors : Nicol n’é ket…

Michel : Nicol ‘oa bet daou vlâ è

Lors : A ya

Michel : Goud’ ‘oa aet da Rostren

Lors : Ya

Michel : Ya ya …hag « euh » ‘mamp paet ar gasetenn kentan dê o ouian ket pegem’ kant kant kasetenn matrese …ouient ket petra d’ob’r …’oaint ‘krog ha se … kerz’t mat dioustu koa med ‘ra… roet mamp eun taol sikour d’ar re yaouank deu’ Sant Nikolaz ha ‘oa lar’t olala ‘r re-se ‘ra traoù memes tra heñ ha goud’ ‘oa un dachenn-kampin memestra ur poull-neuial a oa è e Sant Nikolaz set’ ‘oamp komañs’t da labour’t a giz-se « euh » goud’ ‘oa deu’t eur vro vrasoc’h gant Gwengamp Korle ha e penn an dra-se …an afer-se ‘oa un den deus Gwengamp

Lors : Ya

Michel : Ha goude ‘oa bet Rébillé

Lors : Piou

Michel : Rébillé deus Kallag ha eñ ‘oa or medisin o med ur penn heñ a a a a « euh …euh …euh » ar vro vras-se ha goud’ ‘oa bet Ar Vro Degemer ha ‘on deut …’on bet e penn Ar Vro Digemer « euh » ‘pad pell heñ « euh » e Boulvriag « euh » bet on e penn …e penn kevredigezh Ar Vroioù Digemer e Bro Breizh a-bezh

Lors : A ya

Michel : Ar Rannvro

Lors : Hmm hmm

Michel : ‘Pad ouian ket eizh pe nao vlâ m’eus graet sé …’giz-se ‘oan ‘ba ‘r CRT « Comité Régional du Tourisme »  ha tout an traoù-ze oa… ‘oa war ar vro ha e Sant Nikolaz è d’ar mare-se… ‘oa graet jitoù (« gîtes ») vé lar me ouian ket…tier ‘vi digemer tud …’vi digemer tourist’d …tier savet diwar benn tier kozh ar feurmioù ha graet gant Jean-Yves Philippe, ha er mare-se an dud me gav din pemp ha tregont ‘oa bet graet ‘giz-sé hag an dud ‘na goulet arc’hant digant ar bankoù ‘vit ober tier ‘vi digemer touristed ha sé ne vije ket graet ‘raog heñ

Lors : A nann

Michel :Ha laket neuint memes or bern arc’hant heñ evit sé ha sé ‘na kerzet mat pugur e labouraent gant « Brittany Ferries »  ha « Brittany Ferries »  er mare-sé ‘zigase dê tud… tud da dremen eizhtevezh…

Lors : Ya Angliched koa…

Michel : Ya ya ya ya …ya ya

Lors : Tout..tout …’benn ar fin tout an traoù-sé ‘neus lañset…

Michel : Ya

Lors : An douristerezh ‘ba …’ba tout ar vro koa

Michel : Tout ar vro ha an « hôtel …hôtel » kreiz kêr e Sant-Nikolaz ‘oa daou …daou… daou ti digemer daou « hôtel » memes tra heñ

Lors : Ya

Michel : Ha lec’h ell ‘oa è « euh » kalez « euh » penaos…

Lors : ‘Ba Kallag ‘oa eu

Michel : Kallag ‘oa è ya ya daou zur ‘wac’h ti « Montfort » ha ‘ouian ket penaos ‘oa ‘n hain’ ell « euh » ha setu ‘oa tud è a oa o pourmen ha c’hoant gante da zibi un tamm ‘ba Laruen…

Lors : Ya

Michel : ‘Ba…’ba Ti Chélen …Ti Anza a beñ ya ya ya ya ha set’ partout ‘oa tud e-giz-sé ha traoù da wel’ …pezh a chome deus an treñ bih’n

Lors : Ya

Michel : Deus an treñ kozh « euh » ze ‘zo traoù « euh » setu ‘giz-sé ‘oa bet graet hag …penaos lavar…

Lors : Ur wech lañset serten traoù koa

Michel : Ya

Lors : Neun ‘ta joñj da tud ell « tiens «  ma …ma…ma zigasefemp ar vrud war ze petram’ un dra all…

Michel : Ya ya ya

Lors : Set’ an dud nè joñj hag ‘veint ‘chelaou koa

Michel : Ya ya ya gwir é …ha digas tud da welet traoù ha ne weleint ket lec’h ell

Lors : Nann

Michel : E kreiz-Breizh memes tra ‘ zo kalz a draoù …da welet ‘wac’h ha den ebet n’anéa nê … o den ebet pe neubeud…neubeud tud …ret é digas an dud ha ret é mont gant an dud da zispegla’ dê petra ‘zo da welet

Lors : Just ‘wac’h

Michel : Hend-ell ne welont ket …amañ é ‘r memes tra ‘ba Lokireg …partout é memes tra … vé ket… ret é displega’

Lors : Ya ya

Michel : Ha ma vé ket kemer’t amzer da zisplega’ d’an dud ne welont ket nitra…

Lors : Nann nann ‘n dra-he zo re wir

Michel : Ya ya ar pezh zo bet graet ‘m eus… memes tra ‘zerc’han soñj mat deus sé « euh »  penaos «euh » kreizennoù e-lec’h vé digemer’t bugale «  classes de découverte «  ‘vel vé lar’t

Lors : Ya

Michel : Ha o …’ouian ket… war-dro naontek kant matrese ha pemzek ha pevar-ugent « euh » ‘oa bet graet « euh » gant Ar Vro Digemer …pemp pe c’hwec’h … ar pezh ‘zo kaer tre… ‘omp e daou vil pe’r war ‘n ugent…ar re-se ‘zo béo c’hoazh…ar re-se ‘zo béo c’hoazh… e Tremargad ‘ma ar feurm ..Ti Salioù er mare-sé …un ti feurm gant ar vugale …ha derc’h ‘ra ‘n dud da zont c’hoazh «  euh » ‘ba ‘r Chapel Nevez « forêt bocage » Ti ar c’hoad …heñzh ‘zo graet è er mare-sé « euh » e Benac’h « Centre des deux rivières »  henzh ‘zo unan deus ar re-s’ è « euh » Mirdi ar Skol e Botoa

Lors : Ya

Michel : Unan all c’hoazh ‘oa e Lokarn « euh » Ti …penaos ..Ar mein…Ti ar Glad a zo aet da Gergrist bromen

Lors : Ya

Michel : Ar re-se zo graet er mare ‘oan prezidant …n’é ket mi m’eus graet med zikouret m’eus ober

Lors : Ya ya

Michel : Ha traoù ell ‘vel ar valeadennoù deus an noz « euh » kaset an dud gant kirri-boutin da wel an traoù ‘vize graet ‘giz… med sé ‘blije d’an dud med euzus tre…

Lors : Hardi

Michel : Hardi o beñ ya ya ya ha setu bewech ‘oé traoù da ziskoï traoù…lojeriz hag ouzhpenn traoù da welet

Lors : Ha gwelloc’h é ma vé ur rener koa

Michel : A beñ ret é kaout ur rener

Lors : Papred

Michel : Ne ouian ket penaos ober hend-ell koa nann nann med ar rener ne ra ket tout

Lors : A Nann

Michel : Med ret é kaout ur rener

Lors : Ren a ra koa

Michel : O ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Michel : Me a gav din… am eus un tamm « euh » memes stumm ober « euh » evit tout an traoù koa « euh » war an «  tourisme » « euh » e oa kroget an traoù e naontek kant tri ha pevar-ugent… aet e oan d’un emvod er « Syndicat d’Initiative » evel e veze lâret

Lors : Ya

Michel : Ne ouien ket netra diwar-benn an « tourisme » o ppfff traoù e-giz-se peogwir a-raok e oan sekretour un emvod « tennis » e-barzh… e-barzh Frehel du-se… bon… e oamp marteze dek pe daouzek den… bon beñ a… penaos e vo graet n’eus ket buro ebet ken… n’eus ket prezidant ebet… n’eus ket ppfff sekretour ebet bon… piv… piv… ha me a… me a Sant-Nikolaz a beñ… n’ho peus ket c’hoant… ha me… me ne ouian ket netra… o beñ c’hwi a ray kement evit ar re all memes tra… ne ouiit ket nebeutoc’h bon ale deuet e oan neuze prezidant ar « Syndicat d’Initiative » ha goude am boa komañset… kroget da… da welet petra d’ober met bewech ober traoù deus ar vro… pas degas traoù deus Paris… deus ar c’herioù bras… me a gav din nttt… war an dachenn

Lors : Gwelet dija pezh a zo…

Michel : A ya ya ya… hag ar glad e Sant-Nikolaz a zo pinvidik-tre koa

Lors : Ya

Michel : N’eus ken nemet sellet… a zo traoù ppfff… a zo traoù… traoù gaer-tre « euh » ha da heuliañ war ar mare e oa Ar Re Yaouank, Ar Re Yaouank… (ar strollad)

Lors : Ya

Michel : A oa o soniñ ha daou dioute a oa e ma skolaj…

Lors : A ya

Michel : Ha pa oa graet kasetennoù

Lors : Peseurt re…

Michel : Ya David Pasquet

Lors : Nikol n’eo ket…

Michel : Nicol a oa bet daou vloaz ivez

Lors : A ya

Michel : Ha goude e oa aet da Rostrenn

Lors : Ya

Michel : Ya ya… hag « euh » hon oa paeet ar gasetenn kentañ dezhe o ne ouian ket pegement kant… kant kasetenn marteze… ne ouient ket petra d’ober… e oant o kregiñ ha se… kerzhet mat diouzhtu koa met ra… roet hon oa un taol-sikour d’ar re yaouank deus Sant-Nikolaz hag e oa lâret o la la ar re-se a ra traoù memes tra heñ ha goude e oa un dachenn-gampiñ memes tra ur poull-neuial a oa ivez e Sant-Nikolaz setu e oamp komañset da labourat e-giz-se « euh » goude e oa deuet ur vro vrasoc’h gant Gwengamp Korle hag e penn an dra-se… an afer-se e oa un den deus Gwengamp

Lors : Ya

Michel : Ha goude e oa bet Rébillé

Lors : Piv

Michel : Rébillé eus Kallag ha eñ a oa ur medisin o met ur penn heñ a a a a « euh… euh… euh » ar vro vras-se ha goude e oa bet Ar Vro Degemer ha on deuet… on bet e penn Ar Vro Degemer « euh » e-pad pell heñ « euh » e Boulvriag « euh » bet on ivez e penn… e penn kevredigezh Ar Broioù Degemer e Bro Breizh a-bezh

Lors : A ya

Michel : Ar Rannvro

Lors : Hmm hmm

Michel : E-pad ne ouian ket eizh pe nav vloaz am eus graet se… e-giz-se e oan e-barzh ar CRT « Comité Régional du Tourisme »  ha tout an traoù-se a oa… a oa war ar vro hag e Sant-Nikolaz ivez er mare-se a oa graet jitoù (gîtes) vez lâret me ne ouian ket… tier evit degemer tud… evit degemer touristed… tier savet diwar-benn tier kozh ar feurmioù ha graet gant Jean-Yves Phillippe,  hag er mare-se an dud… me a gav din pemp ha tregont a oa bet graet e-giz-se hag an dud o doa goulennet arc’hant digant ar bankoù evit ober tier evit degemer touristed ha se ne veze ket graet a-raok heñ

Lors : A nann

Michel : Ha lakaet o deus memes ur bern arc’hant heñ evit se ha se en doa kerzhet mat peogwir e labourent gant « Brittany Ferries » ha « Brittany Ferries » er mare-se a zegase dezhe tud… tud da dremen eizh devezh…

Lors : Ya Angliched koa

Michel : Ya ya ya ya… ya ya

Lors : Tout… tout… a-benn ar fin tout an traoù-se o deus lañset…

Michel : Ya

Lors : An touristerezh e-barzh… e-barzh tout ar vro koa

Michel : Tout ar vro hag an « hôtel… hôtel »  kreiskêr e Sant Nikolaz e oa daou… daou… daou di degemer… daou « hôtel » memes tra heñ

Lors : Ya

Michel : Hag e lec’h all e oa ivez « euh » kalz « euh » penaos…

Lors : E-barzh Kallag e oa ivez…

Michel : Kallag e oa ivez ya ya daou sur a-walc’h Ti « Monfort » ha ne ouian ket penaos e oa an hini all « euh »ha setu e oa tud ivez a oa o pourmen ha c’hoant gante da zebriñ un tamm e-barzh Laruen

Lors : Ya

Michel :E-barzh… e-barzh Ti Chélen…Ti Anza a beñ ya ya ya ya ha setu partout e oa tud e-giz-se ha traoù da welet… pezh a chome deus an treñ bihan

Lors : Ya

Michel : Deus an treñ kozh « euh » se a zo traoù « euh » setu e-giz-se e oa bet graet hag… penaos lavaret…

Lors : Ur wech lañset serten traoù koa

Michel : Ya

Lors : Neuze e teu soñj da dud all « tiens » ma… ma… ma tegasefemp ar vrud war se peotramant un dra all…

Michel : Ya ya ya

Lors : Setu an dud o dez soñj hag e vezont o selaou koa

Michel : Ya ya ya gwir eo… ha degas tud da welet traoù ha ne welont ket lec’h all

Lors : Nann

Michel : E Kreiz-Breizh memes tra zo kalz a draoù… da welet a-walc’h ha den ebet n’anavez anezhe… o den ebet pe nebeut… nebeud tud… ret eo degas an dud ha ret eo mont gant an dud da zisplegañ dezhe petra zo da welet

Lors : Just a-walc’h

Michel : A-hend-all ne welont ket… amañ eo ar memes tra e-barzh Lokireg… partout eo memes tra… ne vez ket… ret eo displegañ

Lors : Ya ya

Michel : Ha ma ne vez ket kemeret amzer da zisplegañ d’an dud ne welont ket netra…

Lors : Nann nann an dra-se a zo re wir

Michel : Ya ya ar pezh a zo bet graet am eus… memes tra a zalc’han soñj mat eus se « euh » penaos « euh » kreizennoù e-lec’h e vez degemeret bugale « classes de découverte » evel e vez lâret…

Lors : Ya

Michel : Ha o… ne ouian ket… war-dro naontek kant marteze pemzek ha pevar-ugent « euh » e oa bet graet « euh » gant Ar Vro Degemer… pemp pe c’hwec’h… ar pezh a zo kaer-tre… emaomp e daou vil pevar war an ugent… ar re-se a zo bev c’hoazh… ar re-se a zo bev c’hoazh… e Tremargad emañ ar feurm…Ti Salioù er mare-se… un ti-feurm gant ar vugale… ha delc’hen a ra an dud da zont c’hoazh « euh » e-barzh Ar Chapel-Nevez « forêt bocage » Ti Ar C’hoad… hennezh a zo graet ivez er mare-se … « euh » e Benac’h « Centre des deux rivières » hennezh a zo unan eus ar re-se ivez Mirdi ar skol e Botoa

Lors : Ya

Michel : Unan all c’hoazh a oa e Lokarn « euh » Ti… penaos Ar Mein…Ti Ar Glad a zo aet da Gergrist bremañ

Lors : Ya

Michel : Ar re-se a zo graet er mare e oan prezidant… n’eo ket me am eus graet met sikouret am eus ober

Lors : Ya ya

Michel : Ha traoù all evel ar baleadennoù diouzh an noz « euh » kaset an dud gant kirri-boutin da welet an traoù a veze graet e-giz… met se a blije d’an dud met euzhus-tre…

Lors : Hardi

Michel : Hardi o beñ ya ya ya ha setu bewech e oa traoù da ziskouez traoù… loñjeris hag ouzhpenn traoù da welet

Lors : Ha gwelloc’h eo ma vez ur rener koa

Michel : A beñ ret eo kaout ur rener

Lors : Bepred

Michel : Ne ouian ket penaos ober a-hend-all koa nann nann met ar rener ne ra ket tout

Lors : A nann

Michel : Met ret eo kaout ur rener

Lors : Ren a ra koa

Michel : O ya