Jean Le Bihan, Poullann

Jean Le Bihan, deus Poullann, a zo bet oc’h ober war-dro ur strollad anvet « an Troc’herien Lann ».


Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Jean : Ur strollad ‘zo bet sa’et ga’…ganomp ‘zo dija pemzek vlâ ‘zo … tammig m’ioc’h « Ar troc’herien lann »

Lors : An dTroc’herien lann

Jean : An traoc’herien lann ya pe’a é an troc’herien lann « eh » beñ ‘id netaat ar … penaos … ar ribinoù war …war ‘r maez

Lors : A ya

Jean : Ribinoù ‘zo moaien …penaos …. da vale pe’a…

Lors : Ya

Jean : Hag goude-ze n’é ket ken ‘id netaat med digor’ ar ribinoù ‘zo…zo bet sarr’t …’zo
bet sarret gant …dibaoe ar « remembrement »  hon eus kavet kalz ribinoù

Lors : A ya

Jean : Ha breum’ ‘zo tost « euh » tregont kilometr ‘ba in Poullann

Lors : A kemen’-se …

Jean : Ya ha setu bep … bep meiz ‘vé penaos… ‘vé graet « euh » eun hanter devezh koa … ‘vi’ netaat koa

Lors : Bem’…bemdé

Jean : A nann eur …eur wech ar miz …eur wech ar miz

Lors : Bep miz ya …sete ha pet den ‘zo ‘ba ‘r …’zo ‘ba ‘r

Jean : O « donc »…tost ya « bon »  beñ pa ‘vé erruet …’n hain ‘ vé erruet da bevar-ugent matrehe ‘zo un tammig bihan « moins fringant » ‘giz lavar’t mes yao deus … pemp war ‘n-ugent bennak ‘zo ato koa

Lors : A ya

Jean : Ha beb … beb miz ‘vemp ato pemzek « euh » ya

Lors : O beñ dija ‘zo…

Jean : Ha ‘vem’ « euh » penaos « la com-com » a chikour ‘c’hamp pugur nè ur
subvansion tri mil euro beb bloa’

Lors : A

Jean : ‘Vi’ prena’ « matériel »  hag ….ha brem’ …bep …beb bloa ‘vid dastum’ un tammig … un tammig moun’i ‘vé g’aet « ragoût » k’ol ur « ragoût » k’ol … « ragoût » k’ol … « ragoût » k’ôl, « ragoût d’ choux »

Lors : A ya

Jean : Ya pugur matrenhe ne an’vez ket an dra-he kaôl Dournenez ‘vé lavar’t « le chou pointu de Ploaré »

Lors : Petra é’ ze

Jean : Petra eo …ur c’haol a zo un tammig bihan pik ahe

Lors : Ya

Jean : A vé’ ka’et ken ‘ba ‘r vro amañ bro Douarnenez hag tregent bloa pe un tammig
mi’oc’h …daou ugent vloa ‘zo a va tout ar c’herioù ‘ba kost an ‘od ahe a lake kaol pomm …
kaol pomm …kaol pomm « euh » lod…lod a noe lak’et daou pe tri devezh ar’d heñ a ve
e vefe gwerzet ga’ … a vehe gwerzet da …penaos …da dud Bro Saoz

Lors : A ya

Jean : a teue amañ ‘ba’… da… ya …pugur goud a rez re Bro Saoz ‘sellint ket…ket… deus ar … deus ar …penaos …deus ar …deus ar boued setu int ‘zreb ‘n dra-he gant « vinaigrette » hag ‘ba amañ ‘vé graet « ragoût » … ;« ragoût » kaol… « ragoût » kaol ‘vé graet gant … bon kaol tammig bihan penaos avaloù dou’r …penaos silzig ha kig sal

Lors : Ha kig sal

Jean : Ya ha ‘vé laket karotez petram’ onion e-barzh ueu …ha setu bep…beb bloa’ ‘vé … vé
tro miz …beñ pa ‘int deut… pa’ ‘ deut ar c’haol neve’ … ar c’haol neve’ a deu da miz ebrel pe’a
… a vé’ o beñ tri c’hant … tri c’hant « part » ‘vé…’vé…vé’ gwerzet ha….setu setu ‘ra deom’ un tammig un tammig …un tammig mounn’i’ ‘vi’ …’vi’ chikour’ an traoù pe’a

Lors : A ya

Jean : Ya … ya ya med ‘ba’ Poullann ‘ma’ an troc’her lann beñ e Pouldergat ‘ma’ an diharzerien

Lors : A

Jean : Setu bon beñ ‘peupre bon …setu ‘vem’…’n im gavim’ ur wech bennag ‘vid kaozeal…
kaozeal deus tout ya ya …n’eus kim tud war o leve ueu heñ med ha aze dibaoe tri…tri pe
bevar miz a zo deut pevar pe bemp a zo deut war o leve int deut…int deut deustu da chikour …
da chikour da chikour’ d’ar ribinoù…ya med ar re-he ‘ra…tout ar re-he ‘ra « cyclo-cross » hag petrama’ « VTT » setu ar ribin ‘renk…’renk bé’ neta’t ‘n tammig bihan ‘vi’ an dra-he setu a teuint ueu ya ha med brao …brao istenn heñ pugur « ah ouais bah « Le Yen » setu «  Le Yun »  a zo penaos ur ster a teu deus kichenn Douarnenez ahe betek ar Gwaien be’a ha setu ‘zo … penaos ar ribinoù a basea tout penn da benn ar ster pe’a

Lors : A ya

Jean : Ya

Lors : Hmm hmm …ha matrese or mar’ bennaked ar re all diharzherien…

Jean : Ya

Lors : ‘Teuï da jikour…

Jean : Ya o o ya o ya goud’-ze pa vé’ …pa vé’ graet …pa vé’ goule’t ‘r subvansion d’ar « Com-
com » setu vé’ laket tout an dra-he memestra setu

Lors : Ya

Jean : Ya aesoc’h … aesoc’h pa ‘om’ a a a

Lors : Sete pa vé graet un …un devezh war maez …sete …’ba’ fin an devezh ‘michañs ‘vo ur
c’hasse-croûte pe…

Jean : A ya …or reunion ‘vé

Lors : A ya ur banne gwin neuhe ha tout…

Jean : Ur banna ‘ reunion ‘giz ‘lare egile ( ar prezidant ) …dibaoe … da…da…da…da pemp eur …deus pemp eur …pemp eur hanter betek seizh eur pe’a ya un tamm kass-krout gant ur banna ‘
gwin ya

Lors : Kafe

Jean : Kafe … a a a a

Lors : Pas keme’-se …

Jean : Pas keme’-se a a a …ya

Lors : Ha muioc’h a maouezed ‘zo…’zo…’zo…’ba ‘n asosiasion petram’ gwazed

Jean : « Euh » gwazed « euh » maouezed ‘zo diou pe dri mes bon n’é ket aes ueu labour … labour dies é ‘wechoù mes netaat ar sterioù « les lavoirs » pe’a

Lors : A ya

Jean : An dra-he ‘vé graet ueu pe’a hag bon ‘n im laket ueu da …pa vé neta’t tammig bihan e tro war dro ar chapelioù

Lors : Ya

Jean : Beñ pugur ‘zo tud heñ kalez…kalez tud i visita’ ar chapelioù da…dre an hañv pe’a … choñjez « parce que »… choñjez e Kerinek ar bloa-mâ dibaoe ar miz mae betek an hollsent ‘zo beus …’zo beus ka’et «  six cent euros «  laket gant an dud pe’a

Lors : Ola

Jean : Setu a base(z) an dud pe’a

Lors : A ya

Jean : Ya da lak’ ur « cierge » peytram’…

Lors : Ya ya ya

Jean : « Donc » a base(z )tud heñ ya ha war an ‘od ‘zo kalez tud ueu pugur ama’ ‘ba Poullann ‘lavarin deoc’h ‘zo unnek kilometr tro war dro an ‘od … ‘zo… c’hwec’h pe seizh « parkings » ‘vi’ laket an otoioù

Lors : A ya

Jean : Ya …’vi ‘ mont betek … betek bord an ‘od hag goude-ze ‘zo « le sentier côtier » koa

Lors : Ya

Jean : Ya ‘vi’ ar …betek …betek … Beg ar Raz …ya Beg ar Van ha Beg ar Raz dija koa

Lors : Ya

Jean : Ya


Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Jean : Ur strollad a zo bet savet gant… ganeomp a zo dija pemzek vloaz zo… tammig muioc’h
« An droc’herien lann »

Lors : An droc’herien lann

Jean : An droc’herien lann ya petra eo an droc’herien lann « ehbeñ » evit naetaat ar… penaos… ar ribinoù war… war ar maez

Lors : A ya

Jean : Ribinoù a zo moaien… penaos… da vale petra

Lors : Ya

Jean : Ha goude-se n’eo ket ken evit naetaat mes digoriñ ar ribinoù a zo… a zo bet serret… a
zo bet serret gant… dibaoe ar « remembrement »  hon eus kavet kalz ribinoù

Lors : A ya

Jean : Ha bremañ zo tost « euh » tregont kilometr e-barzh Poullann

Lors : A kement-se

Jean : Ya ha setu bep… bep miz e vez penaos… e vez graet « euh » un hanter devezh koa… evit naetaat koa

Lors : bem… bemdez

Jean : A nann ur… ur wech ar miz… ur wech ar miz

Lors : Bep miz ya… setu ha pet den a zo e-barzh ar… a zo e-barzh ar

Jean : O « donc »… tost ya «  bon » beñ pa vez erruet… an hini a vez erruet da bevar-ugent marteze a zo un tammig bihan « moins fringant » e-giz vez lavaret mes eo deus… pemp warn-ugent bennak a zo atav koa

Lors : A ya

Jean : Ha bep… bep miz e vezomp atav pemzek « euh » ya

Lors : O beñ dija zo…

Jean : Hag e vezomp « euh » penaos « la COM.COM » a sikour ac’hanomp peogwir hon dez ur subvañsion tri mil euro bep bloaz

Lors : A

Jean : Evit prenañ « matériel » hag… ha bremañ… bep… bep bloaz evit dastum un tammig… un tammig moneiz e vez graet « ragoût » kaol… ur « ragoût » kaol… « ragoût » kaol… « ragoût » kaol… « ragoût d’choux »

Lors : A ya

Jean : Ya peogwir marteze ne anavezez ket an dra-se kaol Douarnenez a vez lavaret « le chou pointu de Ploaré »

Lors : Petra eo se ?

Jean : Petra eo… ur c’haol a zo… un tammig bihan pik aze

Lors : Ya

Jean : A vez kavet ken e-barzh ar vro amañ bro Douarnenez ha tregont vloaz pe un tammig
muioc’h… daou-ugent vloaz a zo a oa tout ar c’hêrioù e-barzh ‘kostez an aod aze a lake kaol pome…
kaol pome… kaol pome… « euh » lod… lod o doe lakaet daou pe dri devezh-arat heñ ha ya ha
setu ar c’haol-se a vez… a vefe gwerzhet gant… a veze gwerzhet da… penaos… da dud Bro Saoz

Lors : A ya

Jean : A deue amañ e-barzh… da… ya peogwir goût a rez re Bro Saoz ne sellont ket… ket… diouzh
ar… diouzh ar… penaos… diouzh ar boued setu int a zebr an dra-se gant « vinaigrette » hag e-barzh amañ e vez graet « ragoût »… « ragoût » kaol « ragoût »  kaol a vez graet gant… bon kaol tammig bihan penaos avaloù douar… penaos silzig ha kig-sall

Lors : Ha kig-sall

Jean : Ya hag e vez lakaet karotez peotramant ognon e-barzh ivez… ha setu bep… bep bloaz e vez… e vez ‘tro miz… beñ pa ‘z int deuet… pa ‘z eo deuet ar c’haol nevez… ar c’haol nevez a deu da… miz Ebrel petra… a vez o beñ tri c’hant… tri c’hant « part » a vez… a vez… a vez gwerzhet ha setu… setu a ra deomp un tammig… un tammig… un tammig moneiz evit… evit sikour an traoù petra

Lors : A ya

Jean : Ya… ya ya mes e-barzh Poullann emañ an droc’herien lann beñ e Pouldregad emañ an
dic’harzherien

Lors : A

Jean : Setu bon beñ apeupre bon… setu e vezomp… en em gavomp ur wech bennak evit kaozeal… kaozeal deus tout ya ya… n’eus ken tud war o leve ivez heñ mes hag aze dibaoe tri… tri pe bevar miz a zo deuet pevar pe bemp a zo deuet war o leve int deuet… int deuet diouzhtu da sikour… da sikour da sikour d’ar ribinoù… ya mes ar re-se a ra… tout ar re-se a ra « cyclo-cross » hag peotramant « VTT » setu ar ribin a rank… a rank bezañ naetaet un tammig bihan evit an dra-se setu e teuont ivez ya ha mes brav… brav-eston heñ peogwir « ah ouais bah » « Le Yen »
setu « Le Yun » a zo penaos ur stêr a deu deus kichen Douarnenez aze betek ar Gwaien petra ha setu zo… penaos ar ribinoù a base tout penn da benn d’ar stêr petra

Lors : A ya

Jean : Ya

Lors : Hmm… hmmm… ha marteze ur mare bennaket ar re all dic’harzherien…

Jean : Ya

Lors : A deuio da sikour…

Jean : Ya o o ya o ya goude-se pa vez… pa vez graet… pa vez goulennet ar subvañsion d’ar
« COM.COM » setu e vez lakaet tout an dra-se memestra setu

Lors : Ya

Jean : Ya aesoc’h… aesoc’h paeomp a a a

Lors : Setu pa vez graet un… un devezh war ar maez… setu… e-barzh fin an devezh emichañs a vo
ur c’has-krout pe…

Jean : A ya… ur reunion a vez…

Lors : A ya ur banne gwin neuze ha tout…

Jean : Ur bannac’h reunion e-giz a lâre egile (ar prezidant)… dibaoe… da… da… da… da bemp eur
deus pemp eur… pemp eur hanter betek seizh eur hanter petra ya un tamm kas-krout gant ur bannac’h gwin ya

Lors : Kafe

Jean : Kafe… a a a a

Lors : Pas kement-se

Jean : Pas kement-se a a a… ya

Lors : Ha muioc’h maouezed a zo… a zo… a zo e-barzh an asosiasion peotramant gwazed

Jean : « Euh » gwazed « euh » maouezed a zo div pe dri (deir) mes bon n’eo ket aes ivez labour… labour diaes eo a-wechoù mes naetaat ar stêrioù « les lavoirs » petra

Lors : A ya

Jean : An dra-se a vez graet ivez petra hag bon en em lakaat ivez da… pa vez naetaet un tammig
bihan tro-war-dro ar chapelioù

Lors : Ya

Jean : Peogwir a zo tud heñ kalz… kalz tud o vizitañ ar chapelioù da… dre an hañv petra…
soñjez… « parce que »… soñjez e Kerineg ar bloaz-mañ dibaoe ar miz Mae betek an Hollsent hon
eus… hon eus kavet « six cents euros » lakaet gant an dud petra

Lors : Ola

Jean : Setu a basee an dud petra

Lors : A ya

Jean : Ya da lakaat ur « cierge » peotramant

Lors : Ya ya ya

Jean : «  Donc » a basee tud heñ ha war an aod a zo kalz tud ivez peogwir amañ e-barzh
Poullann e lavarin deoc’h a zo unnek kilometr tro-war-dro d’an aod … zo… c’hwec’h pe seizh
« parking » evit lakaat an otoioù

Lors : A ya

Jean : Ya… evit mont betek… betek bord an aod ha goude-se zo « Le sentier côtier » koa

Lors : Ya

Jean : Ya evit ar… betek… betek… Beg ar Raz… ya Beg ar Van ha Beg ar Raz dija koa

Lors : Ya

Jean : Ya