Daniel Bieuzent, deus Silieg
Daniel Bieuzent a oa kalvez ha aozer meurb, da heul e dad. Kontañ a ra deomp peseurt koad a veze prenet gantañ evit ober meurbl, fenestroù, savadurioù-kalvez…
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Beñ se ‘zo ur chañchamant bras « hein » !
Daniel : A beñ ya, o beñ ya, ke pe rimp (raemp) … pe rimp toud ‘n traoù, vezé imm kaout koed, koed sec’h, bilhoù, bilhoù a b’war… hani …koed, koed eksotik
Lors : A ?
Daniel : A beñ ya, o traoù ‘oé ken uhel-sé da …
Lors : A ya, med koed doh en Afrik pé…
Daniel : A ya ya ya ya, koed an Afrik, ya !
Lors : Med ho, ho …hag ho tad dija laboure get koad doh an Afrik ?
Daniel : A ya ya, o ya !
Lors : Dija ?
Daniel : O ya, dija ya, o ya ya ya, med ‘vezé, ‘vezé, ‘vezé ket ‘met koed glas, pe neu’ komañs’ er c’hoed donet koa … beñ koed glas … vezé da’ lakad neñ da sec’heiñ, da sec’heiñ !
Lors : A ya ?
Daniel : un tammig treñglenn eu e vezé laket e ‘tre ‘tre … ‘tre ‘tre …. er plañch koa
Lors : ‘Tre plankennoù ?
Daniel : Ya ya …ha tole’ vezé eu ‘vezé laket ar lein, uit harz’ ar gla’ mont ‘arnê !
Lors : Ya
Daniel : Med arlerh neuze, arlerh ‘zo bet koed sec’h, « hein » !
Lors : A ya ?
Daniel : Ya ya !
Lors : A ya ya, med, med, set’ er bilhaoù ‘dae doh an Afrik ?
Daniel : A ya !
Lors : Med boud e oé bilhoù eùe, ‘dae doh koed er c’hoedaoù ?
Daniel : A pas, tchet kal … ya, d’ober, d’ober « charpente » mes pas tchet, pas tchet uit gober vanestraoù na traoù ‘ sort-se, nann pas, o nann nann nann pas ket meurb, « hein » a nann nann nann pe rimp meurb ‘tin… ‘tae ag er Mayenn un tamm, mes surtoud ar Sarth
Lors : A, pugur mé m’eus klewet ‘vezé koed doh koedoù ar vro ama’…
Daniel : Mmm, koed er vForges, koa
Lors : Ya, marse ya e … koed der’ ha kistin… ‘veit gober meurb …
Daniel : A ya, med kesten ‘vezé dre amañ eùe, mes surtoud i Sant-Inan … Sant-Inan, i Kleiereg tu a Pondi zo un tamm … med, med ‘ba ‘amañ ‘oé ket kalz a kistin a oé vad … mad « hein »
Lors : A bon ?
Daniel : Nann nann nann … nann nann nann, an doar a ra, « hein »
Lors : En doar…
Daniel : A ya ya !
Lors : Ha lare’t ‘zo dein e oé kiris eùe … kiris ?
Daniel : A kiris ya … o, pas ket kement-se !
Lors : Nann ?
Daniel : Peus tchet kement-se, un tammig kiris e vezè, med pas ket kal’, nann nann
Lors : Set’ er c’hoed ‘veit gober meurb ‘dae, ‘dae doh ar Mayenn ?
Daniel : A beñ ya pe vezè… p’ vezè … p’ vezè graet get der’, ‘tint, ‘tint (taent) a Mayenn pé i Sarth « hein », meit kentoc’h a Sarth « hein »
Lors : A ya ?
Daniel : A neuhe ‘oé koed, koed superp, koa !
Lors : A ya !
Daniel : Ya ya, hag med … da gomañs pe m’oe komañset labourat ‘veze …’veze ket ‘met kesten « hein »
Lors : A ya ?
Daniel : Ya ya … toud …toud er meurb’ ‘vezè g’aet in kesten hag, hag toud er vanestraoù toud an noriched eùe ‘veze ‘veze g’aet in kesten … ya ya
Lors : Kesten ar vro ?
Daniel : Ya, kesten ar vro, ya ya …
Lors : Hag…
Daniel : Hag ni yae-ni da glah da …i
Lors : I Pondi ?
Daniel : Ya, i Pondi ‘oé … ‘oé un trohour koed koa « hein », un trohour koed maleureu’, bernioù bernioù ihuel-passab … vezé da’ kemer toud, toud, toud eul lodenn koa ya ya
Lors : Mmm mmm
Daniel : Kè er c’hoed brawañ ‘oé; ‘oé dal’hmat d’an dan, a a a a
Lors : A ya a a a a ya ya … a ya ya hag en trohour koed-sen ‘nize oustilhaoù da droc’h a-hed koa
Daniel : A ya, o ya me m’eu’ gwelet é … in Ti Le Touze du-se en Oriant … ken uhel ‘ust (just) ‘eldoun « hein »
Lors : A ya ?
Daniel : A ya sort-se ‘oé bilhaoù … sort-se
Lors : Med bilhaoù kesten ?
Daniel : Pas pas pas pas pas, o pas … « bois » hani Sipo ‘oé, Sipo « bois … bois » a dae ag an Afrik « hein » !
Lors : A ya ?
Daniel : A ya, mes arlerh neuze ‘zo bet, ‘zo bet beñ ya kè … re … re vrahañ « sans doute » ‘zo bet torret da getañ
Lors : Mmm
Daniel : Ya ya !
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Beñ se zo ur chañchamant bras, « hein » !
Daniel : A beñ ya, o beñ ya kar pa raemp … pa raemp tout an traoù a veze ezhomm, kaout koad koad sec’h, bilhoù … bilhoù a bevar (b’war…), hini … koad koad eksotik
Lors : A
Daniel : A beñ ya, o traoù a oa ken uhel-se da…
Lors : A ya, mes koad koad diouzh an Afrik pe…
Daniel : A ya ya ya ya, koad an Afrik, ya !
Lors : Mes ho, ho … hag ho tad dija a laboure gant koad diouzh an Afrik ?
Daniel : A ya ya, a ya !
Lors : Dija ?
Daniel : O ya, dija, o ya ya ya, e veze, e veze, e veze ket ‘met koad glas p’en deus komañset ar c’hoad donet koa … beñ koad glas … a veze da lakaat anezhañ da sec’hiñ … sec’hiñ
Lors : A ya
Daniel : un tammig treñglenn ivez e veze lakaet « euh » etre … etre etre ar plañch koa
Lors : Etre plankennoù .
Daniel : Ya ya, ha taolet ‘veze ivez… e veze lakaet àr-lein evid harzañ ar glav mont warne
Lors : Ya ?
Daniel : Mes àr-lerc’h, neuze, àr-lerc’h a zo bet koed sec’h « hein »
Lors : A ya ?
Daniel : A ya !
Lors : A ya ya, mes, mes setu ar bilhoù a deue diouzh an Afrik ?
Daniel : A ya !
Lors : Mes bez e oa bilhoù ivez a deue diouzh koad … ar c’hoadoù ?
Daniel : A pas, ket kalz … ya, d’ober, d’ober « charpente », mes pas ket evid ober fenestroù na traoù sort-se, nann pas …nann nann nann pas, ket meurb « hein », a nann nann nann, pa raemp meurbl e taent (teuent) … e tae diouzh ar « Mayenne » un tamm, mes surtout ar « Sarthe »
Lors : A, peogwir am eus klevet a veze koad diouzh koadoù ar vro amañ ?
Daniel : Mmm koad ar vForges, koa
Lors : Ya marse (marteze) ya e … koad derv ha kesten (kistin) evid ober meurbl…
Daniel : A ya, mes kistin a veze dre amañ ivez, mes surtout e Sant-Inan… Sant-Inan ha Klegereg… tu Pondi zo un tamm … mes, mes e-barzh amañ ne oa ket kalz a gistin a oa vad (vat) … mat « hein »
Lors : A bon ?
Daniel : Nann nann nann … nann nann nann an douar a ra « hein »
Lors : An douar ?
Daniel : A, ya ya !
Lors : Ha laret a zo din e oa kiris ivez … kiris ? (kerez)
Daniel : A, kiris, ya … o, pas ket kement-se
Lors : Nann ?
Daniel : Pas ket kement-se, un tammig kiris a veze mes pas ket kalz, nann nann
Lors : Setu ar c’hoad evid ober meurbl a deue … a deue diouzh ar « Mayenne » ?
Daniel : A beñ ya, pa veze, pa veze, pa veze graet gant derv e teuaent e teuaent diouzh ar « Mayenne » pe diouzh ar « Sarthe », « hein », mes kentoc’h ar « Sarthe, hein »
Lors : A ya ?
Daniel : A neuze e oa koad superb, koa !
Lors : A ya !
Daniel : Ya ya hag mes … da gomañs pa m’oa komañset labourat e veze … ne veze ket ne veze nemet kistin « hein »
Lors : A ya
Daniel : Ya ya … tout … tout ar meurbl a veze graet e kistin hag hag tout ar fanestroù (prenestroù), toud an noriched (dorioù) ivez a veze … a veze graet e kistin … ya ya
Lors : Kistin ar vro
Daniel : Ya, kistin ar vro, ya ya
Lors : Hag …
Daniel : Hag ni a yae-ni da glask da …
Lors : E Pondi ?
Daniel : Ya, e Pondi a oa … a oa un troc’her koad, koa « hein », un troc’her koad maleürus ! bernioù, bernioù uhel-pasabl … a veze da gemer tout, tout, tout ul lodenn, koa ya ya
Lors : Mmm mmm
Daniel : Kar ar c’hoad brawañ e oa, e oa dalc’hmat d’an edan, a a a a !
Lors : A ya, a a a a, ya ya … a ya ya, hag an troc’her koad-se en deze oustilhoù da droc’hañ a-hed koa ?
Daniel : A ya … me’m eus gwelet ivez … e ti Le Touze du-se en Oriant … ken uhel just eveldon « hein »
Lors : A ya !
Daniel : A ya, sort-se e oa bilhoù sort-se !
Lors : Mes bilhoù kistin ?
Daniel : Pas pas pas pas pas, o pas … « bois » hini Sipo e oa …Sipo « bois » a deue diouzh an Afrik, « hein » !
Lors : A ya ?
Daniel : A ya, mes àr-lerc’h neuze a zo bet … a zo bet … beñ ya kar … ar re … ar re vrasañ « sans doute » a zo bet torret da gentañ.
Lors : Hmmm
Daniel : Ya ya !