Jeanne Dilly, deus ar Gemene
Jeanne Dilly a zo bet o sikour tud ar Resistañs, skoazell anezho, reiñ dezho bod ha boued, hag a-wechoù ivez, dañsal ganto !
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors :Kontet poé dein la …. me ‘gonmza doh …doh …doh un dra erell koa
Jeanne : Ya
Lors :‘Poé dañset get resistanted ‘pad ‘pad er brezel
Jeanne : Daon’ beñ ‘dame ya zur en dra-se ‘zo ur « souvenir inoubliable »
Lors :Beñ penaos e oé zé … laret dein ta ?
Jeanne : Penaos … a beñ ur … un deweh an dra-sen ‘oa durant … durant … durant er maki hon niboé just debet ivet hon kafe da vintin ‘oé arriuet un ekip da… da welet … da welet a’nomp …oent pemp ha tregont ha ni beus reit kafe dehe …toud … ur patron ur patron o doé ha ion zegase nehe neuhe ne oent ket deit toud toud ‘r en dro ‘ba ‘n ti ke n’o de ket bet lec’h meit è …ion zigase nehe eih pe nav ar en dro ha neuzen ‘benn ‘neze ewet en ekip-sen o c’hafe … hei yae kuit ha tae un ekip ‘rell en dro … ha ‘benn …ma mamm ‘doé graet krampoueh en dé ‘raok …hag ur bossad ha debet o dehe toud … oeit oent toud gete
Lors :A lipet
Jeanne : Lipet e oint … get … get ‘n amonenn
Lors :A ya
Jeanne : A … ag er feurm eue … hag arlerh neuzen ‘maint ‘maint oeit kuit … ‘ma’ ‘ba ‘ba ‘ma ‘ ‘chomet ‘ba tro distro da kêr ‘ba ‘r parkaoùier ke ‘oent ket ‘chom ‘oent ket ‘chom ‘ba ‘ba ‘ba gêr memestra è ‘oé è a zou oeit ‘ba parkaoùier da bas’ en deweh « hein »
Lors :A
Jeanne : Ha n’int ket oeit kuit ken ‘oé d’en noz … d’an noz d’an noz ‘maint ‘maint oeit kuit ha ni boé graet koen dehe hoah ‘raok ‘raok moned ur « jardinière de légumes »
Lors :O la
Jeanne : Ni … ni boé « petits pois » oeit oent toud gete hoah … med ha neuzen ‘raok ‘raok ‘maint ‘maint oeit kuit oé bet un tamm rasambleman gete ha ni boa kaojet ha inon e oé ha ‘oa ‘g a ‘g a « côtes-d’armor »
Lors :A ya
Jeanne : Ya meit m’eus ket mein gwelet en den-sen james na ‘ anawin ket anehon eue med ion ‘oa « très sympa » ha neuzen ‘raok ‘maint oeit kuit ‘ma groeit un dañs geton
Lors :Peseurt dañs
Jeanne : Ur ur vals … ur vals ur vals m’oé groeit ya ke a be ‘oen-me yeuouank ‘oé ket ‘veze ket festaoù dé wichtell a zo bremañ « hein »
Lors :A nann
Jeanne : O nann ‘vezé ket vezé ket k… dañs dañset breton kalz meit meit just gavotte gavotte Gemene
Lors :A ya
Jeanne : Gavotte Gemene med pas pas traoù ‘rell « hein »
Lors :A nann
Jeanne : ‘Vehe ket dañsoù dalhmad ‘pad en dé wichtel ‘vé bremañ get er re yeuouank « hein »
Lors :Med c’hwi ‘peus dañset er vals get er resistant-men…
Jeanne : Ya
Lors :Med piv … piv ‘ sone er vals-men
Jeanne : A beñ e ni boé kanet … ha ni boa gan… laret ur ganenn ha ale bet groeit er vals ‘elsen
Lors :A ur vals kanet
Jeanne : A ya dam’ ya o oemp ket bet forh pell med arlerh neuze ‘maint oeit kuit ‘maint oeit kuit da … da… apeupre hoah d’en noz ‘maint oeit kuit arlerh o doa debet ha dañset er vals-se genein … aet da … huiliet en hentaoù da bord …da bord er hleu’iaoù
Lors :Ya
Jeanne : ‘ Maint ‘maint ‘maint oeit kuit … oeit ouian ket da ven « hein »
Lors :A nann
Jeanne : M’eus ket m’eus ket bet è gweled arlerh med apeupre hoah bamnoz arriué un ekip da… da da zihiun a’nomp e stoke doh hon fenestr ha ma ma c’hoer ha mein ni ‘ gouske hon div ‘ba ‘r memes gwele ha neuzen ma mar a hueh ‘ pase pase un ekip neuzen anaoue ‘noump ha ‘veze ‘vezimp anv’et Jeanne Louisette ha è lare è lare doum’ piv piv … ma ouient anawim’ anehe è lare doum’ piv vezint ‘else nim beze mod ell ni behe pbet aoen ane’he… er gaouan
Lors :Er gaouan
Lors :Kontet ho poa din la … me a gomz diouzh …diouzh … diouzh un dra all koa
Jeanne : Ya
Lors :Ho poa dañset gant resistanted e-pad … e-pad ar brezel
Jeanne : Daonet beñ dam ya zur …an dra-se a zo ur « souvenir inoubliable »
Lors :Beñ pennaoz e oa ze … larit din eta
Jeanne : Pennaoz … a beñ ur … un devezh … an dra-ze e oa durant …durant ar maki … hon diboe just debret evet hon kafe da vintin e oa erruet un ekip da … da welout … da welout ac’hanomp … e oant pemp ha tregont ha ni hon eus roet kafe dezho … toud … ur « patron » ur patron o doa ha eñ a zegase anezho neuze ne oant ket deuet toud … toud war an dro e-barzh an ti n’o defe ket bet lec’h mes int … eñ a zegase anezho eizh pe nav war an dro ha neuze a-benn o deze evet an ekip-ze o c’hafe int a yae kuit hag e teue un ekip all en dro … hag a-benn … ma mamm en doa graet krampouezh an deiz araok … hag ur bossad ha debret o deze toud … aet e oant toud ganto …
Lors :A lipet …
Jeanne : Lipet e oant … gant … gant an amann
Lors :A ya
Jeanne : A … diouzh ar feurm ivez … hag warlerc’h neuze emaint emaint aet kuit emañ e-barzh e-barzh … emañ chomet e-barzh tro distro da kêr e-barzh ar parkeier kar ne oant ket o chom … ne oant ket o chom e-barzh e-barzh e-barzh gêr memestra … int e oa int a zo aet e-barzh parkeier da baseal an devezh heñ
Lors :A
Jeanne : Ha n’int ket aet kuit ken e oa d’an noz … d’an noz d’an noz emaint emaint aet kuit ha ni hon doa graet koan dezho c’hoazh araok … araok mond ur « jardinière de légumes »
Lors :O la
Jeanne : Ni … ni hon boa « petits pois » aet e oant toud ganto c’hoazh … mes ha neuze araok araok emaint emaint aet kuit e oa bet un tamm rasanbleman ganto ha ni hon doa kaozet hag unan e oa ha … e oa diouzh … diouzh « côtes d’armor »
Lors :A ya
Jeanne : Ya mes n’am eus ket me gwelet an den-ze james na anavezen ket anezhañ ivez mes eñ e oa « très sympa » ha neuze araok emaint aet kuit am boa graet un dañs gantañ
Lors :Peseurt dañs
Jeanne : Ur … ur vals ur vals am boa graet ya kar a-benn e oan-me yaouank ne oa ket .. ne veze ket festoù-deiz just evel a zo bremañ heñ
Lors :A nann
Jeanne : O nann ne veze ket ne veze ket k…dañs dañset breton kalz mes mes just « gavotte » « gavotte » Gemene
Lors :A ya
Jeanne : « Gavotte » Gemene mes pas …pas traoù all heñ
Lors :A nann
Jeanne : Ne veze ket dañsoù dalc’hmad e pad an deiz just evel a vez bremañ gant ar re yaouank heñ
Lors :Mes c’hwi ho peus bet dañset ur vals gant ar resistan-mañ
Jeanne : Ya
Lors :Mes piou …piou a sone ar vals-mañ
Jeanne : A beñ « euh » ni hon doa kanet … ha ni hon doa gan… laret ur ganenn hag ale bet graet ar vals evelse
Lors :A… ur vals kanet
Jeanne : A ya dam ya o ne oamp ket bet forzh pell mes warler’ch neuze emaint aet kuit emaint aet kuit da …da … apeupre c’hoazh d’an noz …emaint aet kuit warler’ch o doa debret ha dañset ar vals-ze ganin … aet da … heuliet an hentoù da bord …da bord ar c’hleuzioù
Lors :Ya
Jeanne : Emaint emaint emaint aet kuit … aet ne ouian ket da ven heñ
Lors :A nann
Jeanne : M’eus ket m’eus ket bet int gweled warlerc’h mes apeupre c’hoazh bemnoz e errue un ekip da … da … zihuniñ ac’hanomp … e stoke diouz hon frenestr ha ma … ma c’hoar ha me ni a gouske hon diou e-barzh ar memes gwele ha neuze ma meur a wech e pase… e pase un ekip neuze a anaveze ac’hanomp hag e veze … e vezemp anvet Jeannette Louisette hag int a lare int a lare deomp piou piou …ma ouient anavezimp anezo int a lare deomp piou e vezent evelse n’am bezemp mod all ni hon dehe bet aon anezo … ar gaouenn
Lors :Ar gaouenn