René GUYOMARC’H
René Guyomarc’h, deus Kerglov, a gont deomp diwar-benn istor e geriadenn.
Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :
Lors : Bon bah Reun ar wech-mañ ‘omp digoue’et ‘ba Kerglof
Reun : Ya
Lors : Peseurt kêr ‘maomp dija ?
Reun : Sant Ouarn
Lors : Sant ?
Reun : Sant Ouarn
Lors : Sant Ouarn
Reun : Sant Ouarn e brezhoneg ya
Lors : hag e galleg
Reun : Saint Drezouarn
Lors : Saint Drezouarn hag e brezhoneg Sant Ouarn
Reun : Sant Ouarn ya
Lors : Un tamm difers ‘ zo memes tra
Reun : Ya lod ‘lare ‘oa un tamm Sant Sant Herve
Lors : A bon
Reun : Sant Ouarn Ouarn Herve
Lors : Ouarn ya, ha deus pelec’h teu ar sant-mañ ?
Reun : Bez ‘ zo ur sant ‘ba’r chapel eu…
Lors : A ya
Reun : Ya ya med bon heu matren ta deus an dra-he ‘vel ta deus lec’h ell pe ar mod-ell war ‘r gartenn heu « la Trinité »
Lors : Ya
Reun : An Drinded pugur amañ vé pardon an Drinded ‘ba’r chapel bep blâ koa
Lors : A ya
Reun : Ya an dra-he vé warlerc’h ar war-lerc’h Landelo war-lerc’h ar an « troménie », ya
Lors : Ha gallet ‘peus goud deus pelec’h teue ar sant ?
Reun : Ar sant ?
Lors : Ar sant-mañ
Reun : N’é ket, papred é bet ahe ‘ba’r chapel ahe, med bon n’oun ket deus a belec’h é deut c’ha
Lors : Med ‘ba’n amzerioù kozh ku’et den ‘bet ‘oar deus pelec’h ?
Reun : Yao, ar bla ‘ezh c’hwezek kant hag un dra bennek koa hin
Lors : Ha deus pelec’h tae ?
Reun : Papred int bet ahe ha ‘oa graet dê… war ‘r blasenn kazimant zur ya pugur bez ‘ zo lod deus pemzek kant
Lors : Pemzek kant ?
Reun : Ya
Lors : An dra-he ‘ra un tamm mat
Reun : Pé ar chapel ‘zo deus pemzek kant eizh ha pe’r-ugent
Lors : A ya memes tra
Reun : An « date » zo war war ‘r c’heur war ‘n otel war ‘n otel
Lors : An otel ya
Reun : Set’ mod-se é
Lors : Med c’hwi ‘zo amañ diwetoc’h un tamm
Reun : A ben me ‘zo ganet ‘ba kêr amañ
Lors : Ya med …
Reun : A ya diwetoc’h ya
Lors : Pevare oac’h ganet
Reun : Mil nao c’hant seizh ha tregont
Lors : Opala ha ganet ‘ba kêr ?
Reun : Ya ganet ‘ba kêr … ‘ba’n ti ‘zo ‘ba’n tu ell deus an hent
Lors : en tu ell… an ti bihan ahe
Reun : Nann nann, an ti bihan ‘oa ma ma dud ‘oa barzh, med an hin’ ‘zo ijeloc’h un tamm koa
Lors : A ya
Reun : Ya
Lors : Ha bremañ oc’h deut ‘ba un ti brasoc’h
Reun : Ba ya pé oamp diou verc’h ‘oa hag ur paotr ha se a soñje domp ‘oa ket plas ‘wac’h ‘ba’n tu ell, ‘oa ket è, un tamm ‘oa just med voaien ‘oa da vrasaat ‘ba’n tu ell … set’ ‘zo bet ur soñj d’ober un ti amañ … mod-se ha bromen é re vras, ya
Lors : Re vras ‘blam neus kim ‘met ar wreg …
Reun : N’omp ket ‘met tri ‘kêr hag ar mab
Lors : Ar wreg ha c’hwi koa
Reun : Ya hag ar mab
Lors : Ar mab
Reun : Ya
Lors : Ar mab yaouankañ ?
Reun : Nann nann, ar c’hoshañ, an hin’ zo ‘terc’hen ar feurm Lors : Ar c’hoshañ ‘n hin’ é
Reun : Ya ya
Lors : Ha dime’et é-eñ ?
Reun : N’é ket
Lors : A pas c’hoazh
Reun : Peta ‘ ri … an « agriculture » ‘vo kollet ‘blam an dud ‘jom selibaterien tout koa …kalz ‘ zo koa
Lors : Peta ‘zo kaoz ‘jomaint paotred yaouank kozh ar mod-se ?
Reun : A n’oun ket …neuint ket bet amzer d’hont da c’haloupat
Lors : D’hont da verc’heta
Reun : Ya hag ar merc’hed neuint ket soñj dont war… war maez ken kar… vé ket kalz hin
Lors : Koulskoude ‘vé gwelet ‘ba’n tele vé graet brud … vé digaset ar brud war paotred yaouank ar maez ‘ba’r c’herioù bras
Reun : Ya
Lors : Da zigas merc’hed deus ar c’hêrioù bras…
Reun : Matren ‘wac’h met matren ‘ jomint ket papred è
Lors : A a
Reun : Pe start ‘wac’h é bromañ, domaj, bromañ é memes tra ‘zo « matériel » d’ober al labour koa, gwechall ‘oa startoc’h pé ‘vize dao goer gan’ ‘n daouarn hin … me m’eus gwelet ma mamm… ma mamm gozh
Lors : ‘C’h ober peta ?
Reun : Goer ar saout gant…
Lors : Gan’ ‘n dorn
Reun : Gan’ ‘n dorn ya
Lors : Ha just ‘wac’h, peseurt mod ‘oa ar vuhe pé oas pé oac’h bihan tre
Reun : O start ‘wac’h ‘oa ‘n traoù hin … o labourioù … start ‘oa labourat d’ar mare-te … ‘ba ‘r feurmoù … ga’ kerzeg trakteurioù ‘oa ket koa ‘ba ‘r gomansamant … hag an trakteur kentañ ‘oa deut amañ ‘oa ar bla’ezh mil nao c’hant daou ha tri-ugent
Lors : Daou ha tri-ugent
Reun : Ya
Lors : A a
Reun : Me ‘ma prenet nañ … ma dad ‘na aretet neun, me ‘ma remplaset nañ koa
Lors : Ha peseurt merk ‘oa
Reun : Porsche
Lors : Porsche ! Gwir é ?
Reun : Yao yao
Lors : Porsche
Reun : Porsche Ya
Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :
Lors : Bon bah Reun ar wech-mañ ez omp degouezhet e-barzh Kerglof
Reun : Ya
Lors : E peseurt kêr emaomp dija ?
Reun : Sant Ouarn
Lors : Sant ?
Reun : Sant Ouarn
Lors : Sant Ouarn
Reun : Sant Ouarn e brezhoneg ya
Lors : Hag e galleg ?
Reun : Saint Drezouarn
Lors : Saint Drezouarn hag e brezhoneg sant Ouarn
Reun : Sant Ouarn ya
Lors : Un tamm difers a zo memes tra
Reun : Ya lod a lare e oa un tamm sant.. sant Herve
Lors : A bon
Reun : Sant Ouarn Ouarn … Herve
Lors : Ouarn ya, ha diouzh pelec’h e teu ar sant-mañ ?
Reun : Bez ez eus ur sant e-barzh ar chapel ivez
Lors : A ya
Reun : Ya ya mes bon heu marteze e teu diouzh an dra-se evel a deu diouzh lec’h all pe ar mod-all war ar gartenn heu « La Trinité »
Lors : Ya
Reun : An Drinded peogwir amañ a vez pardon an Drinded e-barzh ar chapel bep bloaz koa
Lors : A ya
Reun : Ya an dra-se a vez war-lerc’h ar… war-lerc’h Landelo, war-lerc’h ar… an « troménie », ya
Lors : Ha gallet ho peus gouzout diouzh pelec’h e teue ar sant ?
Reun : Ar sant ?
Lors : Ar sant-mañ
Reun : N’eo ket, bepred eo bet aze … e-barzh ar chapel aze, mes bon n’ouzon ket eus a belec’h eo deuet moarvat
Lors : Mes e-barzh an amzerioù kozh kuzhet … den ebet ne oar eus pelec’h ?
Reun : Eo, ar bloavez c’hwezek kant hag un dra bennak koa hin
Lors : Ha diouzh pelec’h e teue ?
Reun : Bepred int bet aze hag e oa graet dezho… war ar blasenn kazimant zur ya peogwir ez eus lod eus pemzek kant
Lors : Pemzek kant ?
Reun : Ya
Lors : An dra-se a ra un tamm mat
Reun : Pe ar chapel a zo eus pemzek kant eizh ha pevar-ugent
Lors : A ya memes tra
Reun : An « date » zo war war ar c’heur war an otel war an otel (aoter)
Lors : An otel, ya
Reun : Setu ar mod-se eo
Lors : Mes c’hwi zo amañ diwezhatoc’h un tamm
Reun : A bin me zo ganet e-barzh kêr amañ
Lors : Ya mes
Reun : A ya diwezhatoc’h, ya
Lors : Pevare e oac’h ganet ?
Reun : E mil nav c’hant seizh ha tregont
Lors : Opala ha ganet e-barzh kêr ?
Reun : Ya ganet e-barzh kêr… e-barzh an ti a zo e-barzh en tu all eus an hent
Lors : En tu all… an ti bihan aze ?
Reun : Nann nann, an ti bihan e oa ma… ma dud e-barzh mes an hini a zo izeloc’h un tamm koa
Lors : A ya
Reun : Ya
Lors : Ha bremañ ez oc’h deuet e-barzh un ti brasoc’h
Reun : Bah ya pa… oamp div verc’h e oa hag ur paotr ha se e soñje deomp ne oa ket plas awalc’h e-barzh an tu all … ne oa ket ivez … un tamm e oa just mes moaien e oa da vrasaat e-barzh an tu all… setu a zo bet ur soñj d’ober un ti amañ … ar mod-se … ha bremañ eo re vras, ya
Lors : Re vras abalamour n’eus ken ‘met ar wreg …
Reun : N’omp ket nemet tri e kêr … hag ar mab
Lors : Ar wreg ha c’hwi koa
Reun : Ya hag ar mab
Lors : Ar mab
Reun : Ya
Lors : Ar mab yaouankañ ?
Reun : Nann nann ar c’hoshañ, an hini zo o terc’hel ar feurm
Lors : Ar c’hoshañ an hini eo ?
Reun : Ya ya
Lors : Ha dimezet eo-eñ ?
Reun : N’eo ket
Lors : A pas c’hoazh
Reun : Petra a ri ? An « agriculture » a vo kollet abalamour an dud a chom selibaterien tout koa … kalz zo koa
Lors : Petra a zo kaoz e chomont paotred yaouank kozh ar mod-se ?
Reun : A n’ouzon ket… n’o deus ket bet amzer da vont da c’haloupat
Lors : Da vont da verc’heta
Reun : Ya, hag ar merc’hed n’o deus ket soñj dont war… war ar maez ken kar … ne vez ket kalz hin
Lors : Koulskoude a vez gwelet e-barzh an tele e vez graet brud… e vez degaset ar brud war paotred yaouank ar maez e-barzh ar c’hêrioù bras
Reun : Ya
Lors : Da zegas merc’hed diouzh ar c’herioù bras
Reun : Marteze a-walc’h mes marteze ne chomint ket bepred ivez
Lors : A a
Reun : Pe start a-walc’h eo bremañ, domaj, bremañ eo memestra zo « matériel » d’ober al labour koa, gwechall e oa startoc’h pa veze dao goro gant an daouarn hin… me am ‘eus gwelet ma mamm… ma mamm gozh
Lors : Oc’h ober petra ?
Reun : Goro ar saout gant…
Lors : Gant an dorn
Reun : Gant an dorn ya
Lors : Ha just a-walc’h peseurt mod e oa ar vuhez pa oas… pa oac’h bihan-tre
Reun : O start a-walc’h e oa an traoù hin…. o labourioù… start e oa labourat d’ar mare-se …. e-barzh ar feurmou …. gant kezeg … trakteurioù ne oa ket koa e-barzh ar gomansamant … hag an trakteur kentañ a oa deuet amañ e oa er bloavezh mil nav c’hant daou ha tri-ugent
Lors : Daou ha tri-ugent
Reun : Ya
Lors : A a
Reun : Me am boa prenet anezhañ … ma dad en doa aretet, neuze me am boa remplaset anezhañ koa
Lors : Ha peseurt merk e oa ?
Reun : Porsche
Lors : Porsche ! Gwir eo ?
Reun : Eo eo
Lors : Porsche
Reun : Porsche, ya