{"id":89,"date":"2016-01-01T00:01:14","date_gmt":"2015-12-31T23:01:14","guid":{"rendered":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/?p=89"},"modified":"2021-12-21T23:04:05","modified_gmt":"2021-12-21T22:04:05","slug":"marcel-le-meur-deus-karnoed","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/2016\/01\/01\/marcel-le-meur-deus-karnoed\/","title":{"rendered":"Marcel Le Meur, deus Karnoed"},"content":{"rendered":"<h1>Marcel LE MEUR<\/h1>\n<p><iframe loading=\"lazy\" src=\"\/\/player.vimeo.com\/video\/95187504\" width=\"768\" height=\"432\" frameborder=\"0\"><\/iframe><\/p>\n<h3>Marcel Le Meur, deus Karnoed, a gont deomp diwar-benn e avanturio\u00f9 gant ar merc&rsquo;hed.<\/h3>\n<div>\n<p><!--more--><\/p>\n<hr id=\"system-readmore\">\n<p>Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha mod all hend all \u2018vid konta\u2019 un tamm deus ar merc\u2019hed \u2026 kar brem\u2019 brem\u2019 out paotr yaouank koz ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya, ya, ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> set\u2019 \u2018vel ar r\u00e9 all, eu&#8230; out oblijet d\u2019hont da glesk\u2019&#8230; da glask \u2018&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Daon\u2019 ya, ya&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> set\u2019, gall \u2018 rit, gall \u2018 rez kaout&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Bet \u2026 bet \u2018ma ane\u2019et un goud\u2019 oa maro ma gwreg \u2026 daou vl\u00e2 goude ha hou\u2019m oa \u2018ba Gwengamp du-he \u2026 kontet m\u2019eus dit dama\u00efk<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha \u2018ba plec\u2019h peus bet rankontret ne\u00ef ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> \u2018ba Gwengamp \u2018ba ti ma genitervez, \u2018ma lar\u2019t dit dama\u00efk, ouzez \u2018wac\u2019h !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha peseurt mod \u2018pa, \u2018pa kinniget de\u00ef ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Lar\u2019 \u2018ma de\u00ef &#8212; hi lar \u00ab moi j\u2019connais\u2026\u2019 \u00bb \u00ab me aneon ket Marsel \u00bb, ben \u2018ma lar\u2019t de\u00ef ro\u00ef din da \u00ab num\u00e9ro \u00bb delefon din, a-mod-se me delefono dit ma zigou\u00e9o \u00ab une panne \u00bb treusk\u2019 Gwengamp ha \u2018ma telefon\u2019 de\u00ef \u2026 \u2018o lar\u2019t din mont da wel ne\u00ef ar sul warlerc\u2019h, neun, ha m\u2019eus bet presant\u2019 ne\u00ef deus ma bugale ha toud hein \u2026 ha ya ya, ur plac\u2019h komod \u2018oa. He c\u2019hoar \u2018na foutet bec\u2019h etre\u2019emp ! \u2026<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Peseu&rsquo; mod ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Peseu&rsquo; mod ? Hi \u00ab dis donc \u00bb, hi oa aet da sklerozi\u00f1 deus he diouharr Da Sant \u2013 Brieg ha pe oa \u2018na lar\u2019t din mont d\u2019ar yaou di, pugur c\u2019hae d\u2019ar yaou ha chom ene d\u2019ar yaou d\u2019an noz ha mont da sortial he c\u2019hi de\u00ef d\u2019ar yaou d\u2019an noz, ha dibi ma c\u2019hoan ene ha toud, ha chom da gousk ene ha toud, ha sortial ar c\u2019hi an d\u00e9 warlerc\u2019h med he c\u2019hoar \u2018na telefon\u2019 din \u2018hont d\u2019ar, \u2018hont d\u2019ar frijider &lsquo;oan \u2026.. da wel\u2019 petra oa da zibi da goan\u2026 ha \u2018na lar\u2019t din \u00ab m\u00e9 \u2018 zo hont d\u2019erru\u2019 \u2018ba ti Josette&#8230; \u00bb \u00ab a nann Annick \u00bb, \u2018ma lar\u2019t de\u00ef, \u00ab Josette \u2018ma ket ama\u00f1, med deus da zibi ur bannc\u2019h soubenn ganin &lsquo;ta neun ta&rsquo; ! \u00bb<br \/>\nHa m\u00e9 \u2018vel ur gleukez, m\u00e9 oa aet ha \u2018na lar\u2019t din \u00ab ma mab \u2018vo ahe dama\u00efk \u00e8 \u00bb, pe oan \u2018n\u2019om ga\u2019at ene neun \u2018na lar\u2019t din, bon pe oan bet \u2018oa ket \u2018met daou blad.<br \/>\n\u00ab P&rsquo;lec\u2019h \u2018ma\u00f1 Michel neuhe ? \u00bb \u2018ma goulet ganti.<br \/>\n\u00ab A aet \u00e9 \u00ab\u00a0en piste\u00a0\u00bb \u00bb, \u2018lar din ! Bon mad \u00e9 &#8230;<br \/>\n\u00ab Bon Marsel aneo \u2018rez \u2018n tu trao\u00f1 da ma di ama\u00f1, brema\u00f1 c\u2019han da zeusk an tu krec\u2019h dit, hein, penn creac&rsquo;h \u00bb, ha \u2018na esaet despugn \u2018c\u2019haon \u2018ba \u2018r gambr ene, \u2018lar\u2019t din \u00ab ama\u00f1 \u2018vo kenkoulz kousk \u2018ba ti Josette \u00bb, eu ha oan ket aet ha \u2018ma lar\u2019t de\u00ef \u00ab nann, n\u2019an ket d\u2019or\u2019 an dra-he da Josette \u00bb, ha lare din pas lar da zen ebet, med houm \u2018oa aet an d\u00e9 warlerc\u2019h da di he mamm ha lar\u2019t d\u2019he mamm, ha d\u2019ar sarn\u2019 neun da nav eur m\u00e9 mije \u00ab tendance \u00bb telefon da Josette, ha ma lar\u2019t \u00ab ma lou-bihan \u00bb de\u00ef, \u00ab Ya &lsquo;c&rsquo;hall &lsquo;rez lar&rsquo;t ma lou-pihan a\u2011imant (s\u00fbrement) \u00bb na lar\u2019t din hein \u2026 dont ama\u00f1 \u2018benn ar sul goude leign da ziv eur hein&#8230;<br \/>\nPe oan \u2018nom ga\u2019at kaout \u2018ra din mije bet diou glakenned diganti, bon &lsquo;oam chomet mod-s\u00e9 trankil ha brao ha da z\u00e9 gouel Nedeleg neun oan aet d\u2019or\u2019 \u00ab r\u00e9veillon \u00bb di ha bon&#8230;<br \/>\nM\u00e9 oa aet d\u2019azeo war ar c\u2019hanap\u00e9 ene ha hi oa welc\u2019h he zrao\u00f9 (vaisselle) he saout pe oan \u2018n\u2019om ga\u2019at tal ma c\u2019hichen neun, rae ket \u2018met sell \u2018dreuz diou&rsquo;in. \u00ab Med kla\u00f1v out Josette, p\u00e9 petra ? \u00bb \u2018ma goul&rsquo; ganti. \u00ab N\u2019on ket \u00bb lar din \u00ab med m\u00e9 meus c\u2019hoant da jom me-un \u00bb. Ma, me &lsquo;sevel : \u00ab mac&rsquo;had m\u00e9 zo memes mod eu \u00bb &#8212; \u00ab Voil\u00e0 \u00bb. Ha neun d\u2019ar c\u2019hwec\u2019h war \u2018n ugent \u2018viz genver oam \u2018n\u2019om s\u00e9partiet ha \u00e9chu \u2026 komz &lsquo;bet goude !<br \/>\nA wecho\u00f9 \u2018 delefon din \u00ab \u2018peus ket c\u2019hoant adkoma\u00f1s\u2019 ? \u00bb \u00ab Nann \u00bb \u2018ma lar\u2019t de\u00ef. Ha \u2018ma bet ka\u2019at un diou goude, teier \u00ab de passage \u00bb \u2018mod-se.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ben c\u2019hwi peus \u00ab succ\u00e8s \u00bb !<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya ya !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha \u2018baoe, debaoe peus ket bet ka\u2019et un all prop ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Nann, \u2018bo\u00e9 on chomet, \u2018bo\u00e9 m\u2019eus ka\u2019et houm\u2019 all \u2018ba Karnod ama\u00f1 neun&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, \u2018ba Karnod peus ka\u2019et&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya ya ya !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ben kontet deom un tamm&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Peseu&rsquo; mod \u2018peus ka\u2019et houm\u2019 ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Peseu&rsquo; mod ? Laket \u2018na ur machinn, un \u00ab annonce \u00bb \u2018ba \u2018r Poher memes teier sun \u2018zo<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, med n\u00e9v\u00e9 \u2018zo neun !<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ha \u2018na laket he num\u00e9ro telefon, petra \u2018ma graet, \u2018ma telefon\u2019 de\u00ef&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> \u2018lar\u2019t petra ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Klasket \u2018ma, klasket \u2018ma \u2018ba Duod ha toud pugur \u2018oa 21 56 85 \u2018ma so\u00f1jet an dra-he zo Duod ! 56, oa ket num\u00e9ro 56 \u2018ba Karnod 52 53 51 \u00e9 Karnod, med brem\u2019 \u2018ta tud all deus partoud \u00e8 ouzez \u2018wac\u2019h&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ba ya !<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b>Bonn \u2018ma telefon\u2019 de\u00ef \u2018ma lar\u2019t de\u00ef \u00ab kle\u2019et m\u2019eus gwel\u2019t m\u2019eus war ar Poher lar &lsquo;c\u2019h out \u2018klask ur paotr \u00bb, \u00ab ya c\u2019ha ! \u00bb \u2018 lar din \u00ab deus pelec\u2019h out ? \u00bb lar din.<br \/>\n\u00ab Deus Karnod \u00bb \u2018ma lar\u2019t de\u00ef \u00ab piou out neun, Marsel Meur ? Med deus da wel\u2019t c\u2019haon neun \u00bb lar din, \u00ab da lar\u2019t bonjour din memestra \u00bb, ha oan aet dustu !<\/p>\n<hr>\n<p><i><\/i><\/p>\n<p><i>Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha mod-all a-hend-all evid konta\u00f1 un tamm diouzh ar merc\u2019hed \u2026 lar brema\u00f1 out paotr yaouank kozh ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Setu evel ar re all ivez out oblijet da glask, da glask&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Daonet, ya ya !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Setu gallout a rit, gallout a rez kaout&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Setu, bet am boa anavezet unan goude e oa maro ma gwreg \u2026 daou vloaz goude, hag houma\u00f1 e oa e-barzh Gwengamp du-hont\u2026 kontet am eus dit brema\u00efk<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha e-barzh pelec\u2019h az peus bet rankontret anezhi ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> e-barzh Gwengamp, e-barzh ti ma genitervez am boa laret dit brema\u00efk, ouzez awalc\u2019h !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha peseurt mod az poa kinniget dezhi \u2026<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Laret am boa dezhi \u2026 Hi a lar \u00ab moi j\u2019connais \u2026 \u00bb \u00ab me n\u2019anavezan ket Marsel \u00bb, ben am boa laret dezhi ro din da \u00ab num\u00e9ro \u00bb delefon din ar mod-se me a delefono dit ma zegouezo \u00ab une panne \u00bb etreseg Gwengamp, ha am boa telefonet dezhi \u2026 e oa laret din mont da welet anezhi ar sul war-lerc\u2019h neuze, hag am eus presantet anezhi diouzh ma bugale ha toud hein \u2026 ha ya ya ur plac\u2019h komod e oa, he c\u2019hoar en doa foutet bec\u2019h etrezomp.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Peseurt mod ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Peseurt mod ? Hi \u00ab dis donc \u00bb hi e oa aet da sklerozi\u00f1 diouzh he diouc\u2019harr da Sant-Brieg ha pa oa &#8230; he doa laret din mont d\u2019ar yaou ha chom eno d\u2019ar yaou da noz, ha mont da sortial ar c\u2019hi dezhi d\u2019ar yaou da noz, ha debri\u00f1 ma c\u2019hoan eno ha toud, ha chom da gousked eno ha toud ha sortial ar c\u2019hi an deiz war-lerc\u2019h, mes he c\u2019hoar he doa telefonet din \u2026. O vont \u2026 o vont d\u2019ar frijider e oan da welet petra e oa da zebri\u00f1 da goan \u2026 hag en doa laret din : me a zo o vont d\u2019erruout e-barzh ti Josette \u2026 a nann Annick am boa laret dezhi, Josette n\u2019ema\u00f1 ket ama\u00f1, mes deus da zebri\u00f1 ur bannac\u2019h soubenn ganin eta neuze eta.<br \/>\nHa me evel ur gleukez, me a oa aet ha en doa laret din \u00ab ma mab a vo aze brema\u00efk ivez \u00bb pa oan en em gavet eno neuze en doa laret din bon \u2026 pa oan bet ne oa ket nemet daou blad \u2026 \u00ab pelec\u2019h ema\u00f1 Michel neuze ? \u00bb am boa goulennet ganti. \u00ab A, aet eo \u201cen piste\u201d \u00bb a lar din ! Bon, mad eo !<br \/>\n\u00ab Bon Marsel, anavezout a rez an tu trao\u00f1 diouzh ma di ama\u00f1, brema\u00f1 ec\u2019h an da ziskouez an tu krec\u2019h dit hein \u00bb, &lsquo;benn e-krec\u2019h he doa esaet dastum ac\u2019hanon e-barzh ar gambr eno o larout din \u00ab ama\u00f1 e vo kenkoulz kousk e-barzh ti Josette ivez \u00bb ha oan ket aet, ha &lsquo;m boa laret dezhi \u00ab nann, ne &lsquo;c\u2019h an ket d\u2019ober an dra-se da Josette \u00bb ha &lsquo;lare din pas laret da zen ebet, mes houma\u00f1 e oa aet an deiz war-lerc\u2019h da di he mamm, ha laret d\u2019he mamm, ha d\u2019ar sadorn neuze da nav eur me am bije \u00ab tendance \u00bbtelefoni\u00f1 da Josette ha &lsquo;m boa laret \u00ab ma loupihan \u00bb dezhi.<br \/>\n\u00ab Ya c\u2019hall a rez laret ma loupihan a\u00efmant \u00bb en doa laret din hein \u2026 dont ama\u00f1 a-benn ar sul goude lein da ziv eur hein \u2026 pa oan en em gavet \u2026 kaout a ra din am bije bet diou glakennad diganti. Bon e oan chomet ar mod-se trankil ha brao ha da zeiz gouel Nedeleg neuze e oan aet d\u2019ober \u00ab r\u00e9veillon \u00bb di ha bon \u2026 me a oa aet d\u2019azeza\u00f1 war ar c\u2019hanap\u00e9 eno, ha hi e oa o walc\u2019hi\u00f1 he zrao\u00f9 pa oan en em gavet tal ma c\u2019hichen neuze.<br \/>\nNe rae ket nemet sellet a dreuz diouzhin \u2026 \u00ab mes kla\u00f1w out Josette pe petra ? \u00bb am boa goulennet ganti.<br \/>\n\u00ab N\u2019on ket \u00bb, a lar din, \u00ab mes me am eus c\u2019hoant da jom ma-unan \u00bb \u2026 Ma me o sevel \u00ab moarvat me a zo memes mod ivez ! \u00bb<br \/>\n\u00ab Voil\u00e0 \u00bb ha neuze d\u2019ar c\u2019hwec\u2019h warn-ugent a viz genver e oamp en em separtiet hag echu \u2026 komz ebet goude \u2026. A-wecho\u00f9 a delefon din : \u00ab n\u2019az peus ket c\u2019hoant adkoma\u00f1s ? \u00bb \u00ab Nann \u00bb am boa laret dezhi, ha &lsquo;m boa bet kavet diou teier \u00ab de passage \u00bb ar mod-se.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ben c\u2019hwi peus \u00ab succ\u00e8s \u00bb<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya ya !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha abaoe, debaoe, n\u2019az peus ket bet kavet unan all prop ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Nann, abaoe on chomet, abaoe am eus kavet houma\u00f1 all e-barzh Karnod ama\u00f1 neuze&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, e-barzh Karnod az peus kavet ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya ya ya !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ben kontit deomp un tamm&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Peseurt mod az peus kavet houma\u00f1 ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Peseurt mod ? lakaet en doa ur \u00ab machine \u00bb, un \u00ab annonce \u00bb , e-barzh ar Poher memes, teier sizhun zo.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, mes, nevez a zo neuze !<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ha en doa lakaet he \u00ab num\u00e9ro \u00bb telefon. Petra am boa graet&#8230; am boa telefonet dezhi.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> O laret petra ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> klasket am boa &#8230; klasket am boa e-barzh Duod ha toud peogwir e oa \u00ab\u00a021 56 85\u00a0\u00bb am boa so\u00f1jet an dra-se a zo Duod, 56, ne oa ket \u00ab num\u00e9ro \u00bb 56 e-barzh Karnod : 52 53 51 e Karnod, mes brema\u00f1 e ta tud all diouzh partoud ivez, ouzez awalc\u2019h !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ba ya&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Bonn, am boa telefonet dezhi, am boa laret dezhi \u00ab klevet am eus, gwelet am eus war ar Poher da laret &lsquo;c\u2019h out o klask ur paotr&#8230; \u00bb \u00ab ya moarvat \u00bb a lar din, \u00ab eus pelec\u2019h out ? \u00bb a lar din \u2026 \u00ab eus Karnod \u00bb am boa laret dezhi.<br \/>\n\u00ab Piou out neuze ? Marsel Meur ? Mes, deus da welet ac\u2019hanon neuze \u00bb a lar din, \u00ab da laret bonjour din memes tra ! \u00bb hag e oan aet diouzhtu !<\/p>\n<p><\/i><i>    <\/i><\/p>\n<\/div>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Marcel LE MEUR Marcel Le Meur, deus Karnoed, a gont deomp diwar-benn e avanturio\u00f9 gant ar merc&rsquo;hed.<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"comment_status":"closed","ping_status":"open","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"footnotes":""},"categories":[2],"tags":[],"class_list":["post-89","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-komzou-brezhoneg"],"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/89","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=89"}],"version-history":[{"count":1,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/89\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":90,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/89\/revisions\/90"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=89"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=89"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=89"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}