{"id":81,"date":"2014-09-28T23:43:01","date_gmt":"2014-09-28T21:43:01","guid":{"rendered":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/?p=81"},"modified":"2021-12-21T23:04:15","modified_gmt":"2021-12-21T22:04:15","slug":"marcel-tosser-deus-berrien","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/2014\/09\/28\/marcel-tosser-deus-berrien\/","title":{"rendered":"Marcel Tosser, deus Berrien"},"content":{"rendered":"<h1>Marcel Tosser<\/h1>\n<p><iframe loading=\"lazy\" src=\"\/\/player.vimeo.com\/video\/97975273\" width=\"768\" height=\"432\" frameborder=\"0\"><\/iframe><\/p>\n<h3>Marsel Tosser, deus Berrien, a gont deomp diwar-benn istor e familh, hag e zad a oa boulo\u00f1jer.<\/h3>\n<div>\n<p><!--more--><\/p>\n<hr id=\"system-readmore\">\n<p>Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin:<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Setu an tri-te zo aet goude-s\u00e9, pe oaint deut ma zad oa kim seitek vl\u00e2 hag an daou gosa\u00f1 oa an hin\u2019 oa ganet \u00ab en \u00bb blavezh daou, hag egile ar blavezh triwec\u2019h kant naontek ha per-ugent, \u00ab 1899 \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> ya, ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ha oa aet d\u2019or da labourad \u2018ba k&#8230; \u2018ba Bro Paris.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Giz boulo\u00f1jer, eu<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> N\u2019eo ket&#8230; d\u2019ober la&#8230; labourad ga\u2019 \u00ab \u00e0 la t\u00e2che \u00bb v\u00e9 laret da\u00f1, med&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, micherour ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Devezhour ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya bon fin \u00ab \u00e0 la t\u00e2che \u00bb, \u00ab tant du m\u00e8tre lin\u00e9aire \u00bb pugur oaint \u2018c\u2019h ober tra\u00f1cheo\u00f9 da lakaat an elektrisite, ar gas&#8230; hag telefon kasimant zur<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha dour ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Dour gas ha telefon<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Elektrisite telefon<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Gas ha dour<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya, toud an dra-he ma\u2019had<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Hag an dra-me raent &#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya, ar re-he na goune\u2019et&#8230; naint laret degas unneg mil d\u2019ar g\u00ear d\u2019ar bl\u00e2-se&#8230; d\u2019ar mare-se. An dra-he oa \u00ab en 1924 \u00bb, blavezh per warn-ugent<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Per warn-ugent<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> An dra-he oa kalz<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya, ha neuint digaset pugur ar re-he laboure koa \u00ab enfin \u00bb, n\u2019eo ket ar c\u2019hiz zo brema\u00f1, un tamm mad muioc&rsquo;h pugur vi&rsquo;ent paeet, setu &lsquo;c&rsquo;h aent da labourad abred. Mod-se oa kont gwechall !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Setu naint laret digas arc\u2019hant d\u2019an tad&#8230; d\u2019o zud, ha gan\u2019 \u2018n arc\u2019hant-te neuint prenet un ti. Ha henzh e oa d\u2019eontr ur breur d\u2019ar vamm-goz ha e\u00f1 \u2018oa&#8230; e\u00f1 oa skolaer, ha brema\u00f1 oa deut e retred \u2018ba Berrien. Pugur an ti oa da\u00f1, oa ket \u2018ba \u2018r bourk, kichen ar bourk oa, tri c\u2019hant metr deus ar bourk, ur g\u00ear \u2018 zo anvet Kervaria \u00ab kermaria \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Gervaria<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b>Ha ene \u2018na&#8230; pugur an ti oa da\u00f1, heritet hen&rsquo;zh deus e zud, ingalet na\u00f1 kai\u2019mant zur d\u2019ar poent-se. Ha pugur brema\u00f1 e\u00f1 na amzer \u2018wac\u2019h, petra neus graet ? Digeri\u00f1 ur c\u2019homers ispisiri ha hag bistro, d\u2019ar poent-se oa aezet krei\u00f1 &#8212; krei\u00f1 ur c\u2019homers hag e\u00f1 oa disket setu e\u00f1 na graet \u2018pezh oa neseser ha \u2018n om instal\u2019 digoret un ispisiri ha vije bonbonyo\u00f9 ha toud, kafe chokolat chikolat hag&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Bouto\u00f9 koat ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> O nann, pas d\u2019ar poent-se c\u2019hoazh, diwetoc\u2019h. Goude zo bet ha neun \u2018n ispisiri, hag ar gwin teue \u00ab en vrac \u00bb, ene oa ur varrikenn hag an duelenn d\u2019ar varrikenn koa setu \u2018oa kim \u2018n om jerviji\u00f1 ga\u2019 \u2018r voutailh, \u2018gargas ur voutailh koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Barrikenno\u00f9 koat ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ya, med anfin an ostaleri &lsquo;c\u2019h ae en-dro hag e\u00f1 &lsquo;wecho\u00f9 vije e\u00f1 &#8230; petra v\u00e9 lar\u2019t deus an dra-he ?<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ta\u00f1va ar gwin ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya, setu &lsquo;c\u2019hae de gousket goude leign med an ostaleri &lsquo;c\u2019h ae en-dro memestra<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A bon<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Dao oa kim \u2018met \u2018n \u2018om jerviji\u00f1 d\u2019ober, un duelenn oa war \u2018r varrikenn hag ar voutailh oa tapet p\u00e9&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya, med ma oa kousket ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> E\u00f1 oa kousket med e gamaraded oa ene, setu lake an trao\u00f9 da hont en-dro koa !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A bon.<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Dao, ene vije tud med hen&rsquo;zh na moneiz \u2018wac\u2019h pugur na pansion \u00ab retrait\u00e9 de&#8230; \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Skolaer ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Skolaer. &lsquo;pad ar vrezel oa bet rekisisionet&#8230; oa bet \u2018ba Santoz en tu all d\u2019ar C\u2019hastell-nevez &lsquo;c\u2019h ober skol<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Santoz, ya Santoz<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Pad ar vrezel. Fran\u00e7ois Blanchard.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Brema\u00f1 oa maro-e\u00f1 \u00ab en 24 \u00bb, ar re-ma\u00f1 neuhe zo bet c&rsquo;honid gounid arc\u2019hant goude maro hen&rsquo;zh, kai\u2019mant zur pren\u2019 un ti ha paeet un vorn d\u2019an tad koz, med neuhe oa ket \u00ab mat\u00e9riel \u00bb \u2018vel \u2018zo brema\u00f1 p\u00e9 oa&#8230; \u00ab p\u00e9trin \u00bb oa ket, med ur cherlenn vize graet deus an dra-he.<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ur petra ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ur cherlenn !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ur cherlenn zo&#8230; ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> \u00ab un coffre \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Un coffre ya, un n\u00e9o<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya an dra-he a zepant petra ni \u2018vize laret ur cherlenn hag vesk e doaz gan \u2018n dra-he &lsquo;mod-se<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> &lsquo;Med an toaz ha toud hen&rsquo;zh rae toud pad e vuhez toud neus labouret gan\u2019 daouarn giz&#8230; O med \u00ab dis donc \u00bb, \u00ab costaud \u00bb !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Costaud ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Divelopet hardi !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha daoust hag-e\u00f1 oa panero\u00f9 \u00e8 da lakaat&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ha ya ya, an toaz toud vi\u2019e laket \u2018ba panero\u00f9<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> An toaz go vije lakaet \u2018ba&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> A n\u2019eo-e\u00f1 ket an toaz go vize laket \u2018ba, \u2018ba \u2018r cherlenn koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A \u2018ba cherlenn<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ene \u2018veske e doaz ha hen&rsquo;zh oa daou gompartimant, \u2018vel henzh oant penn-da-benn, lakaat a rae ur speurenn \u00ab amovible \u00bb, koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> \u2018n dra-he &lsquo;c\u2019h ae deus kement-s\u00e9 lakaet ar speurenn ama\u00f1 ha lesk e doaz ahe da c\u2019hoi\u00f1 koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ha rae goell koa deus an noz, deus an abardaez koa \u2018vid an d\u00e9 war-lerc\u2019h koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ya ya ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Neuhe vi\u2019e graet tod ga\u2019 goell toaz.<\/p>\n<hr>\n<p><i><\/i><\/p>\n<p><i>Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Setu an tri-se a zo aet goude-se, pa oant deuet ma zad ne oa ken nemet seitek vloaz, hag an daou gozha\u00f1 e oa an hini e oa ganet \u00ab en \u00bb bloavezh daou, hag egile ar bloavezh triwec&rsquo;h kant naontek ha pevar-ugent \u00ab 1899 \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Hag e oa aet d&rsquo;ober da labourat e-barzh k&#8230; e-barzh Bro Paris<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> E-giz boulo\u00f1jer ivez ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> N&rsquo;eo ket d&rsquo;ober la&#8230; labourat gant&#8230; \u00ab \u00e0 la tache \u00bb e vez laret dezha\u00f1 mes<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, micherour ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Devezhour ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya bon fin \u00ab \u00e0 la tache&#8230; tant du m\u00e8tre lin\u00e9aire \u00bb peogwir e oant oc&rsquo;h ober trancheo\u00f9 da lakaat an elektrisite, ar gas hag telefon kazimant zur<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha dour ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Dour gas ha telefon<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Elektrisite telefon<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Gas ha dour<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya toud an dra-se moarvat<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Hag an dra-ma\u00f1 a raent ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya ar re-se o doa gounezet&#8230; o doa laret degas unnek mil d&rsquo;ar g\u00ear d&rsquo;ar bloaz-se, d&rsquo;ar mare-se, an dra-se e oa \u00ab en 1924 \u00bb, ar bloavezh pevar warn-ugent<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Pevar warn-ugent<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> An dra-se a oa kalz !<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya hag o deus degaset peogwir ar re-se a laboure koa \u00ab enfin \u00bb&#8230; n&rsquo;eo ket ar c&rsquo;hiz a zo brema\u00f1 un tamm mad muioc&rsquo;h koa peogwir e vizent paeet, setu ez aent da labourat abred&#8230; e vizent paeet, feiz, ar-mod-se e oa kont gwechall<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Setu o doa laret degas arc&rsquo;hant d&rsquo;an tad d&rsquo;o zud ha gant an arc&rsquo;hant-se o deus prenet un ti ha hennezh e oa d&rsquo;eontr ur breur d&rsquo;ar vamm-gozh hag e\u00f1 e oa&#8230; E\u00f1 e oa skolaer ha brema\u00f1 deuet e retred e-barzh Berrien peogwir an ti e oa dezha\u00f1, ne oa ket e-barzh ar bourk, e-kichen ar bourk e oa, tri c&rsquo;hant metr diouzh ar bourk, ur g\u00ear a zo anvet Kervaria (Kermaria)<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Gervaria<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Hag eno en doa&#8230; peogwir an ti e oa dezha\u00f1, heritet hennezh diouzh e zud, ingalet anezha\u00f1 kazimant sur d&rsquo;ar poent-se ha peogwir brema\u00f1 e\u00f1 en doa amzer awalc&rsquo;h, petra en deus graet ? Digeri\u00f1 ur c&rsquo;honvers ispisiri ha hag&#8230; bistro d&rsquo;ar poent-se e oa aezet kroui\u00f1 kroui\u00f1 ur c&rsquo;honvers hag e\u00f1 &lsquo;oa desket, setu e\u00f1 en doa graet ar pezh e oa neseser hag en em instali\u00f1, digoret un ispisiri hag e vije bonboio\u00f9 ha tout, kafe chokolad chikolad hag&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Bouto\u00f9 koad ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> O nann pas d&rsquo;ar poent-se c&rsquo;hoazh, diwezhatoc&rsquo;h, goude zo bet ha neuze an ispisiri hag ar gwin a deue \u00ab en vrac \u00bb, eno e oa ur varrikenn hag an duelenn d&rsquo;ar varrikenn koa, setu ne oa ken nemet en em serviji\u00f1 gant ar voutailh e gargas ur voutailh koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Barrikenno\u00f9 koat ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> ya ya mes enfin an ostaleri &lsquo;c&rsquo;h ae en dro hag e\u00f1 a-wecho\u00f9 e vije e\u00f1&#8230; petra e vez laret diouzh an dra-se<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> O ta\u00f1va ar gwin<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya setu ez ae da gousket goude lein, mes an ostaleri &lsquo;c&rsquo;h ae en-dro memestra<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A bon<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Dao ne oa ken nemet en em serviji\u00f1 d&rsquo;ober an duelenn e oa war ar varrikenn hag ar voutailh &lsquo;oa tapet pe&#8230;<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya mes ma oa-e\u00f1 o kousket&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> E\u00f1 e oa o kousket mes e gamaraded e oa eno, setu e lake an trao\u00f9 da vont en-dro koa !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A bon.<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Dao, eno e vije tud mes hennezh en doa moneiz awalc&rsquo;h peogwir en doa pansion brema\u00f1 \u00ab de retrait\u00e9 de&#8230; \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Skolaer<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Skolaer e-pad ar vrezel e oa bet rekisisionet \u2026 e oa bet e-barzh Santoz en tu all d&rsquo;ar C&rsquo;hastell-nevez oc&rsquo;h ober skol &lsquo;pad ar vrezel<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Santoz, ya, Santoz<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Fran\u00e7ois Blanchard<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Brema\u00f1 e oa maro-e\u00f1 \u00ab en 24 \u00bb, ar re-ma\u00f1 zo bet &lsquo;c&rsquo;honit&#8230; gounid arc&rsquo;hant goude maro hennezh, kazimant sur prenet un ti ha paeet ur forn d&rsquo;an tad-kozh mes neuze ne oa ket \u00ab materiel \u00bb evel zo brema\u00f1 pe oa&#8230; \u00ab p\u00e9trin \u00bb ne oa ket, nemet ur cherlenn e vije graet diouzh an dra-se<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ur petra ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ur cherlenn<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ur cherlenn a zo ?<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> \u00ab Un coffre \u00bb<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> \u00ab Un coffre \u00bb, ya, un neo (nev)<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya an dra-se a zepant petra &lsquo;ni a vize laret, ur cherlenn hag a vesk e doaz gant an dra-se ar mod-se<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Hag mes an toaz ha tout, hennezh a rae toud e-pad e vuhez, tout en deus labouret gant daouarn giz o \u00ab dis donc costaud \u00bb !<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> \u00ab costaud \u00bb<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Divelopet hardi<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ha daoust hag-e\u00f1 e oa e oa e oa panero\u00f9 ivez da lakaat&#8230;<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> A ya ya, an toaz tous e vije lakaet e-barzh panero\u00f9 panero\u00f9 ya<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> An toaz da go e vije lakaet e-barzh<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> A n&rsquo;eo ket an toaz da go a vije lakaet e-barzh, e-barzh ar cherlenn koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> A, e-barzh ar chelenn<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Ya eno a veske e doaz hag hennezh e oa daou \u00ab gompartimant \u00bb, evel hennezh e oant penn-da-benn, lakaat a rae ur speurenn ama\u00f1 \u00ab amovible \u00bb koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> An dra-se ac&rsquo;h ae eus kement-se, lakaet ar speurenn ama\u00f1 ha leska\u00f1 e doaz aze da c&rsquo;hoi\u00f1 koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ya ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Hag a rae goell koa d&rsquo;an noz eu diouzh an abardaez koa evid an deiz war-lerc&rsquo;h koa<\/p>\n<p><b>Lors :<\/b> Ya ya ya ya<\/p>\n<p><b>Marsel :<\/b> Neuze e vize graet tout gant goell toaz koa<\/p>\n<p><\/i><i>    <\/i><\/p>\n<\/div>\n","protected":false},"excerpt":{"rendered":"<p>Marcel Tosser Marsel Tosser, deus Berrien, a gont deomp diwar-benn istor e familh, hag e zad a oa boulo\u00f1jer.<\/p>\n","protected":false},"author":1,"featured_media":0,"comment_status":"closed","ping_status":"open","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"footnotes":""},"categories":[2],"tags":[],"class_list":["post-81","post","type-post","status-publish","format-standard","hentry","category-komzou-brezhoneg"],"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/81","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/users\/1"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=81"}],"version-history":[{"count":1,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/81\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":82,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/81\/revisions\/82"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=81"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=81"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/komzoubrezhoneg.bzh\/index.php\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=81"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}